Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Gouel Maria Veurs

Eus Wikimammenn
◄   Vulfrann Gouel Maria Veurs Ludjer   ►



ar pemped var ’nn ugent a viz meurs


GOUEL MARIA-VEURS, PE, ANN EAL GABRIEL O TONT DA LAVARET D’AR VERC’HEZ E VEZO MAMM DA JEZUZ
————


C’houec’h miz goude m’oa bet o tiskleria da Zakarias e vije tad da zant Iann-Vadezour, ann eal Gabriel a oue kaset gant ann Aotrou Doue da Nazareth, kear vihan euz ar Galilee, da di eur verc’hez a ioa Mari he hano, hag a ziskenne euz a lignez ar roue David. Ar verc’hez-ma a ioa paour euz a vadou ann douar, mes pinvidik-braz oa dirak Doue abalamour d’he zantelez. Dimezet oa da eunn den devot, he hano Joseph, a ioa kalvez dre vicher hag a ziskenne eveldhi euz a lignez David.

Eunn devez eta m’edo ar Verc’hez Vari he-unan o pedi enn he c’hambr, ann eal Gabriel en em ziskouezaz dirazhi enn eur lavaret: « — Me ho salud, o c’houi a zo leun a c’hras, ann Aotrou Doue a zo ganehoc’h, benniget oc’h dreist ann holl gragez. » Ar Verc’hez a ioa nec’het o klask gouzout petra zinifie ar c’homzou-ze. Mes ann eal a lavaraz d’ezhi: « N’o pezet aoun ebed, Mari; rak kavet oc’h euz gras dirak Doue. Dont a rann da lavaret d’ehoc’h e konsevot hag e lakeot er bed eur mab hag a hanvot Jezuz. Ar mab-se n’en devezo ket he bar, hag hanvet e vezo mab ann Hini a zo dreist peb tra. Doue a roio d’ezhan tron David, he dad, ha ren a raio da virviken e ti Jakob.»

Neuze Mari a lavaraz d’ann eal: « — Penaoz ec’h erruo ann draze? Va fried ha me a vev hon daou evel breur ha choar. » Mes ann eal a respountaz : « — Ar Spered-Santel a ziskenno ennhoc’h hag ann Hini a zo dreist peb tra ho koloio gant skeud he c’halloud. Setu perak ar frouez santel a lakeot er bed a vezo hanvet Mab Doue. Elizabeth, ho kiniterv, e deuz ive, hag hi koz dija, konsevet eur mab hag a dle genel a benn tri miz ama. » « — Mad, a lavaraz Mari erfin, ne zervichann ken mestr nemed Doue ; ra vezo great eta em c’henver hervez m’oc’h euz komzet. »

Kerkent ann eal a ieaz kuit, ha Mab Doue, ann eil fersoun euz ann Dreinded sakr hag adorabl, en em c’hreaz den e korf chast ar bura euz ann holl grouadurien. Mab Doue en em c’hreaz den, da lavaret eo, e kemeraz eur c’horf hag eunn ene henvel oc’h hon re-ni. He gorf a oue furmet gant ar Spered-Santel euz a c’hoad ar Verc’hez, hag he ene a oue krouet gant Doue evel eneou ann dud all. Mes ar c’horf hag ann ene-ma ne dlient ket ober eur persounach nevez. E Mab Doue en em c’hreat den ez euz diou natur, natur Doue ha natur ann den ; mes n’ez euz nemed eur persounach hebken, persounach Mab Doue.

Setu aze mister ann Inkarnasion, pe mister Mab Doue en em c’hreat den evidomp. Evelse e oue sevenet ar bromesa great gant Doue d’hon tud kenta raktal goude ho fec’hed, ha konsevet ar Mesias pe ar Zalver m’edo ann holl boblou var c’hed anezhan. Ar Zalver-ze eo Jezuz-Krist, hag a zo Doue evel ann Tad hag ar Spered-Santel ; rak-se ar Verc’hez, he vamm, a zo e guirionez mamm da Zoue. Abalamour ma’z eo mamm da Zoue, e virit beza henoret dreist ann holl zent hag ann elez, hag abalamour da ze ive eo hanvet gant ann Tadou santel euz ann Iliz Rouanez ann env hag ann douar.


SONJIT ERVAD

Ar Verc’hez Vari a zo e guirionez mamm da Zoue ; goude Doue eta e tleomp lakaat hon holl fizians er Verc’hez Vari, he vamm Leveromp d’ezhi aliez, gant karantez ha devosion, ar c’homzou a lavaraz d’ezhi ann eal, ar re a lavaraz goudeze santez Elizabeth, hag ar bedenn e deuz staget ann Iliz ouz ar c’homzou-ze evit ober ann Ave, Maria.

Me ho salud, Mari. Ar ger Mari a zinifi Introun ha Rouanez. Saludomp ar Verc’hez gant respet evel introun ar bed holl, evel rouanez ann env hag ann douar.

Leun a c’hras. C’houi a zo bet karget a c’hrasou gant Doue abaoue ma’z euz ac’hanhoc’h ; obtenit d’eomp-ni ive ar grasou m’on euz ezomm anezho evit ober hor zilvidigez.

Ann Aotrou Doue a zo ganehoc’h. Doue a zo bet ganehoc’h azalek m’oc’h bet konsevet ; grit ma reno ive bepred enn hor c’halounou-ni.

Benniget oc’h dreist ann holl gragez. Dre ar privilach kaer oc’h euz bet da veza er memes amzer mamm ha guerc’hez.

Ha benniget eo ar frouez euz ho korf, Jezuz. Ia, rak ar frouez-se eo guir Vab Doue he-unan, en em c’hreat den evidomp.

Santez Mari, mamm da Zoue. Ha mamm d’eomp-ni holl ive. C’houi eo oc’h euz hor ganet da vuez euruz ar bed all, e leac’h Eva n’e devoa roet d’eomp nemed buez poaniuz ar bed-ma.

Pedit evidomp, pec’herien. Hoc’h ene-c’houi a zo bet ato neat ha flamm dirak Doue. Ni siouaz ! a zo bet konsevet er pec’hed, hag abaoue m’oump deuet da gaout skiant, on euz c’hoaz offanset Doue meur a vech dre hor bolontez hon-unan. O pezet truez ouzomp, ha bezit hon alvokadez dirak ho mab Jezuz.

Brema. P’emaomp dalc’h-mad e riskl d’en em goll abalamour d’ar vrezel kounnaret a ra d’eomp ar bed, ar c’hig hag ann drouk-spered.

Hag enn heur euz hor maro. Enn heur diveza-ze, pa vezimp var hon tremenvan, astennit ho torn d’hon ene paour evit he jacha ganehoc’h d’ar baradoz.