Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Ginivelez ar Verc’hez

Eus Wikimammenn
◄   Ren Ginivelez ar Verc’hez Gorgoon ha Dorothee   ►



ann eizved devez a viz guengolo


GINIVELEZ AR VERC’HEZ GLORIUZ VARI
————



Da genver ann deiz-ma, ann Iliz a lavar d’ar Verc’hez enn he offis : « — Ho kinivelez, o Guerc’hez mamm da Zoue, a zo bet eur c’helou a joa evit ar bed holl ; rak ac’hanoc’h-hu eo ganet ann heol a justis, Jezuz-Krist, hor Zalver, ann hini en deuz lamet divarnomp ar valloz ha skuillet ar vennoz enn he flas, ann hini a zo bet treac’h d’ar maro hag en deuz gounezet d’eomp evelse ar vuez a bado da viken. »

Evit guir, ar Verc’hez o tont er bed a roe da anaout oa prest ann Env d’en em unani gant ann douar hag edo adarre doriou ar baradoz o vont da zigeri evit bugale Adam. Bez’ez oa ar verelaouenn a verke oa erru erfin ann amzer a c’hras, a drugarez hag a bardoun, a c’hortozet abaoue tost da bevar mil bloaz. Digas a rea eta ganthi joa hag esperans evit ann holl, evit ar bec’herien kouls hag evit ann dud just, ha setu perak ive, n’euz fors piou e vemp, ar gouel-ma a dle beza evidomp eunn devez a joa hag a laouenedigez, p’e guir ez eo devez ginivelez mamm hon Doue hag hor mamm hon-unan. Rak mamm Jezuz a zo ive mamm d’eomp holl ; ha n’e ket hebken hor mamm eo, mes bez’ez eo c’hoaz hor patrounez hag hon alvokadez gallouduz dirak he Mab.

Ar Verc’hez Vari a c’hanaz e kear Nazareth, tregont leo diouz Jerusalem, er bloaz 3988 abaoue m’oa krouet ar bed. Sant Joachim, he zad, ha santez Anna, he mamm, oa ann daou zen santela euz ho amzer. Petra bennag n’oant ket pinvidik, e tiskennent ho daou a lignez huel, rak sant Joachim a ioa euz a lignez ar roue David, santez Anna euz a lignez ar belek braz Aaron. Evelse, goad ar rouaned ha goad ar veleien euz al lezenn goz a ioa kemmesket e goazied ann hini a dlie beza mamm d’ar Roue ha d’ar Belek a zo bet hag a vezo euz a viskoaz da virviken.

Ar Verc’hez a oue douget d’ann templ, d’ann deiz merket el lezenn, hag eno e oue roet d’ezhi ann hano a Vari, hano hag a zinifi Rouanez, Introun ha Steredenn. Sant Ambroaz ha sant Bernard a lavar e oue roet ann hano-ze d’ezhi a berz Doue, evel ar guella evit diskouez n’e doa ket he far etouez ar grouadurien.

« Mari, eme zant Bernard, a zo eur steredenn gaer ha lugernuz savet azioc’h mor braz ar bed-ma ; ma ne fell ket d’ehoc’h mont da goll, dalc’hit mad ato da zellet ouz ar steredenn-ze. Ma teu avel ann dentasion da c’houeza var hoc’h ene, mar d-emaoc’h enn drubuill hag er spount evel martoloded e kreiz ar c’herrek, sellit ouz ar Steredenn, galvit Mari d’ho sikour. Mar d-eo ann ourgouill, pe ann avi, pe ar c’hoant drouk-prezeg, pe eur goall ioul all bennag a glask gounit ho kaloun, sellit ouz ar Steredenn, galvit Mari d’ho sikour. Mar d-oc’h prest da goueza enn dizesper o velet ar grevuzded euz ho pec’hejou, sonjit enn hano a Vari. Enn hoc’h ankeniou, enn ho touetansou, ha bep vech ma’c’h en em gavot enn eur riskl bennag, goulennit sikour digant ann hano-ze. Oc’h heul Mari ne faziot ket, hag oc’h he fedi ne gollot ket a fizians.

Ma’c’h en em lezit da veza henchet ha renet ganthi, n’o pezo ket a ezomm da gaout aoun rak netra, ha gant he zikour e vezo eaz d’ehoc’h erruout enn termen euz ho peach. »


SONJIT ERVAD

Goude ann hano a Jezuz, n’euz hano ebed hag a ve ken dous, ker kaer, ker gallouduz hag ann hano a Vari. Ah ! pegen euruz e vemp-ni mar gellfemp mervel enn eur lavaret ann daou hano santel ha benniget-se ! Ann hano a Vari, a lavar c’hoaz sant Bernard, a gresk esperans ar pec’her ha devosion ann den just. « Pa lavarann ann hano a Vari, emezhan, e sonjann ez eo hano mamm Doue hag hano va mamm-me ive. Sonjal a rann em euz eunn alvokadez dirak va Zalver, hag eunn difennourez dirak va barner, ha neuze va c’haloun a deu da deneraat e kenver eur vamm ker karantezuz. Jezuz ha Mari, setu ar pez a lavaro c’hoaz va c’haloun pa ne c’hellinn mui finval va zeod, na betek va huanad diveza ann daou hano sakr-se a vezo evidon hanoiou a fizians, a vennoz hag a zilvidigez. »