Buhez ar Sent/1894/Fransez Zavier

Eus Wikimammenn
◄   Bibiana Fransez Zavier Per Krizolog   ►



ann trede devez a viz kerzu


SANT FRANSEZ ZAVIER, ABOSTOL ANN INDEZ
————


Fransez Zavier a ioa ganet e rouantelez Navarr e Spagn, hag a deuaz da Baris da studia ar philosophi. Bete neuze ne oa nemed avel enn he benn, ha ne glaske nemed beza istimet, meulet hag henoret gant ann dud. Mes e Paris e reaz anaoudegez gant sant Ignas a Loiola, hag ar zant-ma a lavaraz d’ezhan ken aliez ar pez a lavare guech all hor Zalver Jezuz-Krist d’he ebestel : « — Petra dal d’ann den gounit ar bed holl mar teu da goll he ene ? » ma’c’h em lakeaz erfin da zonjal a zevri er c’homzou-ze. En em denna a eure a gostez da ober eur retred, ha pa oue echu he retred ganthan, ec’h en em gavaz chenchet evel eunn all enn he blas.

Bez’ e oue unan euz ar re genta a ieaz enn Urs ann Tadou Jezuisted, a ioa nevez savet gant sant Ignas, hag hiviziken n’en devoue ken ioul nemed da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. Kastiza a rea he gorf enn eur feson skrijuz. A vechou e chome daou pe dri devez dioc’htu heb dibri tamm. Erfin, en em skourjeza a rea he-unan gant fouetou houarn ken a zivere ar goad diouthan ; ann amzer a roe d’ar c’housked a ioa henvel oc’h netra, ha n’en doa ken guele nemed ann douar.

Dre ar pinijennou-ze e veritaz digant Doue grasou dioc’h ann dibab. Evelse, a greiz ma veze o vedita, e save a vechou enn ear, ha goude ma oue beleget, ann dra-ma a c’hoarvezaz ganthan ive, dirak eur maread testou hag ouspenn eur vech, epad m’edo o lavaret he offerenn.

Etre daou, e oue choazet evit mont d’ann Indez da brezeg ar feiz, hag ar pab a roaz d’ezhan ar c’halloud a gannad abostolik. Fransez Zavier a guiteaz ann Europ kenta ma c’hellaz, ha kerkent ha ma oue pignet el lestr a dlie he gas pell-pell e kostez ar Zao-Heol, ec’h en em lakeaz da ober he vicher a visioner. Bemdez e rea katekiz d’ar vartoloded, ha da zul e sarmoune d’ezho var ar pount. C’hoant en doa dreist peb tra d’ho divoaza dioc'h al leou-douet, ar blasphemmou hag ar c’homzou vil, ha gant sikour gras Doue ne gollaz ket he boan. Dre he aliou hag he genteliou mad, dre ar garantez en doa evit ar re glanv, ha dreist holl dre ar skouer euz he vuez santel, e reaz evel eur gouent euz al lestr-se el leac’h ma’z oa eur mil den bennag da nebeuta.

Pa erruaz enn Indez, e oue rannet he galoun o velet e pe stad edo ar vro-ze. Ar gristenien a ioa eat di euz ann Europ enn esper ober ho fortun n’o doa mui nemed ann hano a gristen, hag ar baianed a ioa henveloc’h ouz loaned eged ouz tud. Mes Zavier ne jom ket da varc’hata ; prezeg a ra, da genta, d’ar gristenien, ha goude beza kelennet ar re-ma hag ho lakeat adarre var ann hent mad, ez a da redet ar vro euz ann eil tu hag euz ann eil penn d’egile, ato var he droad hag aliez diarc’henn, evit prezeg ive d’ar baianed. Hogen, n’e ket a ganchou hag a villerou, mes a gant millerou, eo e kounter ar re a c’hounezaz evelse da feiz Jezuz-Krist, hag enn ho zouez ez oa meur a brins a renk huel ha meur a roue zoken.

Evit guir, n’oa ket eaz herzel ouz nerz he gomzou, ha dreist holl ouz ar miraklou a rea. Eunn droiad edo o prezeg da eur bobl paian ha ne ziskoueze nemeur beza prest da ober ar pez a lavare. « — N’euz ket eur c’horf maro dre ama ? » eme Zavier. « — Eo, » a oue respountet d’ezhan. Raktal e oue digoret eur bez el leac’h m’oa bet enterret eunn den enn derc’hent. Neuze Zavier a ra eur bedenn da Zoue, ha kerkent ann hini maro a zav euz he vez leun a vuez. O velet eunn hevelep burzud, ar bobl paian en em strink holl d’ann daoulin eharz treid ar Zant enn eur c’houlenn ar vadiziant.

Goude beza prezeget ann Aviel e kement korn a ioa enn Indez, Zavier a skoaz etrezek ar Japon, hag eno e lakeaz adarre eunn niver braz a baianed da zilezel servich ann idolou. Mes he spered a ioa er Chin, ha ne bade ket gant ar c’hoant en doa da vont di. Kaout a reaz erfin eul lestr hag a gasaz anezhan betek enez Sansian, eunn enezenn hag a zo e kichenik ar vro-ze. Mes difenn a ioa evit ann divroidi da ziskenn var douar ar Chin dindan boan da veza lakeat d’ar maro pe zalc’het er prizoun epad ann nemorant euz ho buez. N’euz fors : Zavier n’en doa aoun na rak ar prizoun, na rak ar maro. « — Deomp atao ! » emezhan, kaer a ioa klask he zizalia. Dija oa prest da ziblas ha da dreuzi ar vreac’h-vor a ioa etre ar Chin hag hen pa gouezaz klanv ha pa blijaz gant Doue her gelver davethan. Mervel a eure eta enn enez Sansian, d’ann eil a viz kerzu 1552, enn dienez a bep tra ha nemed eur frer euz he Urs var he dro. Ne oa c’hoaz d’ann ampoent nemed c’houec’h vloaz ha daou-ugent. He gorf a oue lakeat enn eunn arched, gant eur guiskad raz beo tro var dro, evit beza kaset d’ann Indez da enterri ; mes, enn despet d’ar raz, ar c’horf a jomaz enn he bez, hag a oue kavet ker fresk ha biskoaz pa oue digoret ann arched goudeze.


SONJIT ERVAD

Sant Fransez Zavier eo patroun Breuriez ar Feiz, hag ann deiz-ma a zo unan euz a zaou c’houel braz ar vreuriez. Epad ann eizved ez euz eunn induljans plenier da c’hounit evit ar breudeur hag ar c’hoarezed. Ma n’emaoc’h ket c’hoaz er vreuriez gaer-ze, hastit affo mont ennhi, hag evelse o pezo perz enn holl meritou ar visionerien, er mirit euz ho labouriou, er mirit euz ho foaniou hag er mirit euz ho maro, pa skuillont ho goad evit Jezuz-Krist evel a c’hoarvez meur a vech.