lavian a ioa ganet e Rom, hag a resevaz enn he iaouankiz
eunn deskadurez vad ha kristen ; rak he dud a ioa
tud a feiz hag a zoujans Doue, petra bennag ma’z oant
ive tud pinvidik hag a lignez huel. Pa oue enn oad da
fortunia, e timezaz da zantez Dafroza hag e teuaz da
veza tad da zantez Bibiana ha da zantez Demetrii. Ann
impalaer Konstantin, oc’h anaout he virit hag he furnez,
a hanvaz anezhan da brefet e Rom. Hogen, ebarz
er garg-se, e renaz eur vuez ker santel hag e oue ken
truezuz e kenver ar paour ma’z oa istimet, karet ha respetet
gant ann holl.
Mes, etre daou, e varvaz ann impalaer Konstantin, ha Konstans, he vab, o veza troet gant ann Arianed, en em lakeaz da ober brezel d’ar gristenien gatholik. Ann impalaer-ze ne espernaz netra evit gounit Flavian ; mes koll a eure he boan hag he amzer, hag ar prefet kalounek a
jomaz ato stard enn he feiz. Neuze e oue lamet he blas diganthan ; mes pe a dra aoualc’h en doa da veva, ha gant he zanvez e kendalc’haz evel kent da zikour ann dud keiz hag ezommek.
Ann impalaer a bignaz var ann tron goude maro Konstans a oue ann impalaer Julian. Hema a ioa bet badezet ; mes goudeze en doa dilezet servich ar guir Doue evit heul relijion ar baianed, ha c’hoant en doa da lakaat ar gristenien all da ober eveldhan. Abalamour da ze, e voall-gase anezho e peb feson, hag avechou zoken ho c’houndaone d’ar maro.
Hogen, Flavian a ioa unan euz ar re a laboure ar muia da rei kaloun d’ann dud fidel ha d’ho c’hrenvaat er feiz. Ouspenn a rea c’hoaz. P’en deveze eur c’hristen bennag skuillet he c’hoad evit Jezuz-Krist, ez ea, evel Tobias guech all, da glask he gorf, ha goudeze e sebelie hag ec’h enterre anezhan gant respet.
Ann impalaer, o veza klevet ann dra-ze, a roaz urs da Apronian, prefet Rom d’ann ampoent, da gregi e Flavian ha da veza rust enn he genver, ma ne felle ket d’ezhan kinnig ezans d’ann idolou.
Apronian a oue mall ganthan senti ouz ann impalaer ; mes, kaer en devoue, ne c’hellaz ket lakaat ar Zant da adori ann doueou faoz. Neuze, gant he gounnar, e c’hourc’hemennaz ober eur merk var dal Flavian gant ann houarn ruz, evel a veze great var dal ann dorfetourien vraz. Mes ar Zant a c’houzanvaz ar boan hag ann dismegans-se gant muioc’h a joa eget n’en devije bet o reseo eur gurunenn aour pe eur vantell a roue.
Goudeze ar prefet a lamaz diganthan he holl vadou, hag her c’houndaonaz d’ann harlu. Setu hen eta lakeat var ann douar noaz, ha red d’ezhan kuitaat he vro. N’euz fors ; he galoun a zridaz o klevet ar zetans-ze. Lezel a rea var he lerc’h he bried Dafroza hag he ziou verc’h, Bibiana ha Demetrii. Mes ho abandouni a eure gant fizians etre daouarn providans Doue, ha rezoun en devoue ; rak Doue a gemeraz soursi anezho, hag ho zeir o devoue ann eur da c’hounit ar gurunenn a verzerenti.
Evithan a dremene he holl amzer o pedi el leac’h m’oa bet kaset. Mes ne vevaz ket pell eno, ha mervel a eure gant ann dienez d’ann 22 a viz kerzu euz ar bloaz 362. Henoret eo evel merzer abalamour d’ar pez en deuz gounzanvet evit ar feiz ; rak, evit beza merzer, n’e ket red ato skuill he c’hoad pe rei he vuez, aoualc’h eo gouzanv eunn dra bennag evit difenn ar feiz hag ar relijion.
Mar d’oc’h pinvidik pe den e karg, bezit prest, evel ar zant-ma, da goll ho madou hag ho plas, ha da c’houzanv beza kaset er meaz euz ho pro pe daolet er prizoun, kentoc’h eged ober netra hag a ve kountrol d’ar feiz ha d’ar relijion. Evelse o pezo ive perz e mirit ar verzerien guech all, hag er c’hloar a ra brema dudi ho eneou er baradoz. Ma teufac’h da argila, ouspenn ar gaou a rafec’h ouzoc’h hoc’h unan, c’hui a rafe gual skuer d’ann nesa ; ha n’euz ket goasoc’h pec’hed eged hennez pa laka da zisken varnomp malloz ann Aotrou Doue.