Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Fiakr

Eus Wikimammenn
◄   Stephan, Roue Fiakr Roza a Viterb   ►



ann trede devez a viz guengolo


SANT FIAKR, ERMIT
————


Fiakr a ioa ganet enn Irland a dud a lignez huel. Mes kuitaat a reaz he vro, hag hen c’hoaz iaouank-flamm, evit dont e Frans da ober he ermitach. O veza erruet e kear Mo, ez eaz da c’houlenn loja da di zant Faron, eskop ar gear-ze. Ann eskop-ma hen lojaz a galoun vad, hag a c’houlennaz outhan d’he dro euz a be leac’h oa, petra glaske dre eno ha pe hano en doa.

Ann divroad iaouank a respountaz : « — Ann Irland eo va bro ha bro va zud ; klask a rann eur plas evit beva va-unan gant Doue, ha Fiakr eo va hano. » « — Mad, eme zant Faron, e kichen ama ez euz eur plas brao evit ann dra-ze ; mar kirit ez aimp d’he velet. » « — Deomp’ta, » eme Fiakr.

Ann eskop a gasaz ann divroad iaouank da eur c’hoat hag a ioa diou leo dioc’h kear Mo, hag eno e tiskouezaz d’ezhan etouez ar guez eur plas da ober he ermitach. « — Mar d-eo ar plas-ma dioc’h ho toare, eme zant Faron, me hen ro d’ehoc’h ; rak ar c’hoat a zo d’inn-me. » Fiakr en em strinkaz raktal da dreid ann eskop evit he drugarekaat : ar plas a blije d’ezhan kena.

Neuze ec’h en em lakeaz da bilat ar guez, ha goudeze e savaz eur chapel enn henor d’ar Verc’hez hag eunn ti evithan he-unan hag evit loja ann divroidi. Pa oue echu al labour-ze ganthan, e tremene he holl amzer o pedi, o vedita, hag o kastiza he gorf dre ar iun ha dre bep seurt pinijennou.

Ar brud euz he zantelez a rea d’ann dud klanv divar dro dont d’he gaout enn esper ec’h obtenje ar iec’hed evitho digant Doue. Ar re ne c’hellent ket dont ho-unan a veze digaset gant re all, ha Fiakr ho faree holl enn eur astenn he zaouarn varnho.

Sant Chillen, o veza klevet hano anezhan enn eur dremen dre gear Mo, a deuaz ive d’he velet. Fiakr hen digemeraz evel eur breur hag her pedaz da jom ganthan eunn nebeut deveziou ; rak ar zant-se a ioa ive euz ann Irland, ha zoken eunn tammik kar d’ann ermit. Chillen a jomaz, hag ann daou zant o devoue plijadur o kaozeal asambles divar benn ho bro hag ho c’herent. Goulskoude, e kreiz ho c’haoz, ne ankounac’heant ket ann Aotrou Doue, ha gant ho c’homzou all e kemmeskent ato eur gomz santel bennag tennet divar ar Skritur Sakr.

Etre daou, Fiakr a c’hoanteaz kaout eur jardin evit gellout maga ann divroidi hag ar beorien a deue d’he ermitach. Sant Faron a roaz kounje d’ezhan da gemeret evit ann dra-ze ann douar a c’hellje da gloza enn eunn devez oc’h ober eur foz tro var dro. Ann ermit a grogaz raktal enn he bal, ha dre ma pourmene houma, ann douar a zigore anezhan he-unan.

Eur vaouez bennag a oue test euz ar burzud-ma, hag a redaz da gounta da zant Faron oa Fiakr eur sorser. Mes ann eskop, o veza guelet he-unan ar foz mirakuluz en doa great ann ermit, a anavezaz dioc’htu oa eur mignoun braz da Zoue, ha goudeze en devoa e muioc’h a istim evithan eget biskoaz.

Fiakr a laboure he-unan he jardin, hag abalamour da ze ar jardinerien devot o deuz he joazet evit ho fatroun. Gant al legumach hag ar frouez en deveze ennhi e vage ann divroidi hag ar beorien a deue d’he ermitach. Evithan, ne zebre kouls lavaret netra.

Goude beza renet ar vuez-se epad tost da zaou-gent vloaz, ar zant-ma a varvaz e peoc’h er bloaz 670, hag he gorf a oue enterret er chapel en doa savet. Ar miraklou a c’hoarvezaz var he vez o deuz brudet he hano e kement korn a zo e Frans. Setu ama unan euz ar miraklou-ze.

Seiz den o veza bet o pardouna e Sant-Denis, pemp anezho a ginnigaz d’ann daou all mont asambles da vizita sant Fiakr. Mes ann daou all a respouhtaz dre fars : « — Sant Fiakr eo medisin ar re lor, ha ni a zo iac’h-pesk ; n’on euz eta ezomm ebed euz he zikour. » A veac’h o devoa peur-achuet ar c’homzou-ze ma kolljont ar gueled. Neuze e savaz keuz gantho da veza komzet evel o doa great, ha setu hi da vez ar Zant da c’houlenn pardoun diganthan ha digant Doue. Kerkent e teuaz ar guelet d’ezho adarre.


SONJIT ERVAD

Arabad eo morse farsal divar goust ar Zent, na divar goust ann traou sakr. Ann dra-ze a zo kountrol d’ann heno a dleomp d’ar Zent evel da vignouned ann Aotrou Doue, ha d’ar respet a dleomp d’ann traou sakr evel da draou hag a zo, evel pa lavarfenn, lakeat e servich Doue he-unan.

Ar pez a c’hoarvezaz gant goaperien sant Fiakr a ro d’eomp kentel var gement-ze. Aliez guech Doue a sko dioc’htu ann neb a vez direspet evithan pe evit ar zent hag ann traou sakr. Mes, ha pa vent espernet eur pennad, ne c’hellomp ket kredi e vent diskarg na didamal. Abred pe zivezad e vezint tizet gant breac’h ann Holl-C’halloudek.