Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Felis, Irenee ha Mustiola

Eus Wikimammenn
◄   Bizit ar Verc’hez da zantes Elizabeth Felis, Irenee ha Mustiola Ulrik   ►



ann trede devez a viz gouere


SANT FELIS, SANT IRENEE HA SANTEZ MUSTIOLA, MERZERIEN
————


Ann impalaer Aorelian o veza douget eul lezenn a varo a enep ar gristenien, Tursius, he letanant, a oue karget da ober eunn enklask piz euz ar re a ioa o chom enn Toskaan. Klevet a eure oa Felis ar brudeta anezho, ha raktal e reaz he zigas dirazhan.

« — Pe hano ec’h euz? eme Dursius.

« — Felis, eme ar c’hristen.

« — Ha da vicher, petra eo?

« — Me zo belek Jezuz-Krist, eme Felis, petra bennag n’ounn ket din euz ar garg-se.

« — Perak eta, eme letanant ann impalaer, drouk ennhan, e tastumez ann dud e meur a leac’h a gostez evit miret outho da adori hon doueou ?

« — Va dever eo, eme ar belek, deski d’ar bobl relijion Jezuz-Krist evit he lakaat var hent ar baradoz.

« — Petra c’halvez hent ar baradoz ?

« — Evit beza var ann hent-se, eme Felis, e renker karet hag henori Doue ann Tad, hor Zalver Jezuz-Krist hag ar Spered-Santel.

« — Bah! eme Dursius, lez ar c’hoz Doue-ze a gostez, ha sent ouz ann impalaer.

« — Ne glaskomp, eme ar belek kalounek, nemed plijout da Jezuz-Krist ha senti outhan e peb tra. »

Ar respount-ma a lakeaz letanant Aorelian da vont enn egar, ha setu hen ha rei urs da flastra he c’hinou da Felis a daoliou mein. Hogen ann dra-ze a oue great enn eur feson fer iud ha ken didruez ma varvaz ar merzer santel abarz ma’c’h ehanaz he vourrevien outhan. Tursius a zifennaz enterri he gorf evit ma vije debret gant ar brini hag al loaned gouez. Mes eunn avieler, he hano Irenee, a c’hellaz he guzat, hag hen enterraz goudeze gant respet.

Letanant ann impalaer, o veza klevet petra en doa great Irenee, a ordrenaz staga anezhan dirak he garr, epad ma vije o vont da gear Chiusi, evit ober d’ezhan redet araok ar c’hezek. Pa oue erruet eno, e reaz teuler ann avieler kalounek er prizoun asambles gant kristenien all. Mes eunn introun a renk huel, he hano Mustiola, a deuaz enn noz da velet ar brizounierien. da zigas boued d’ezho ha d’ho c’hrenvaat er feiz.

Tursius a glevaz ann dra-ma ive, ha setu kounnar ennhan adarre. Goulskoude, o veza ma’z oa ann introun-ze euz ann noblans vrasa, ne gredaz ket he gelver dirazhan ; mes mont a eure he-unan d’he c’haout enn he falez evit rebech d’ezhi ar pez e devoa great.

« — Introun, emezhan, ho komportamant a zo eur vez hag eunn dismegans evit ann hano a zougit.

« — Tursius, a respountaz Mustiola, guelloc’h eo beza euz a lignez ar Zent a gred e Jezuz-Krist eged euz a vouenn ann dud brudeta a zo bet biskoaz var ann douar.

« — Introun, ho tadou koz n’o devije ket komzet evelse.

« — Va zadou koz n’o doa ket ann eur da anaout Jezuz-Krist eveldon-me.

« — Mes perak ez it-hu enn noz da redet ar prizouniou evit touella ar brizounierien ?

« — Ar garantez am euz evit Jezuz-Krist eo am c’has ; rak ar brizounierien-ze a zo holl bugale ha servicherien da Jezuz-Krist kerkouls ha me.

« — Sentit ouz ann impalaer enn eur ginnig ezans d’ann doueou, mar fell d’ehoc’h savetei ho puez hag ho tanvez.

« — Tursius, eme Vustiola er meaz anezhi he-unan, blasphemi a rez heb gouzout petra leverez. »

Letanant ann impalaer, drouk ennhan ken a grene, a ordrenaz da genta dibenna kement kristen a ioa er prizoun nemed ann avieler Irenee. Hema a oue dispennet he gorf gant kribinou houarn, ha rostet goudeze a nebeudou ken na varvaz erfin enn eur drugarekaat he Zalver Jezuz. Neuze ann introun Mustiola a oue lakeat d’he zro etre daouarn ar vourrevien, ha Tursius a reaz he skourjeza gant fouetou ploumm ken na laoskaz ive he huanad diveza. Maro ar verzerien zantel-ze a erruaz d’ann tri a viz gouere euz ar bloaz 274 pe var dro.


SONJIT ERVAD

Eunn dra gaer eo dougen eunn hano direbech. Eur guir gristen a boanio bepred evit hen derc’hel digaillar. Guelloc’h eo c’hoaz koulzgoude beza euz a lignez ar zent a gred e Jezuz-Krist eged euz a vouenn ann dud brudeta a zo bet biskoaz var ann douar. Rak-se lakit hoc’h hano a gristen dreist ann hini oc’h euz bet digant ho kerent, ha diouallit d’ober morse netra a ve eunn dismegans evit ar zant pe ar zantez roet d’ehoc’h evel paeroun pe vaerounez da zeiz ho padiziant.