Buhez ar Sent/1894/Euzeb, Belek

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Hippolit ha Kasian Euzeb, Belek Gouel Maria-Hanter-Eost   ►



ar pevarzekved devez a viz eost


SANT EUZEB, BELEK
————



Euzeb a veve e Rom enn amzer ann impalaer Konstans. Hogen, ann impalaer-ma a ioa a du gant ann heretiked, hag a rea goall vuez d’ar gristenien gatholik ha dreist holl d’ann dud a iliz. Lakaat a eure meur a hini anezho d’ar maro, ha meur a hini all a goundaonaz d’ann harlu.

Euzeb a ioa belek, ha ne ehane da alia ann dud fidel da jom stard enn ho feiz. Ho asambli a rea enn he di evit rei nerz d’ho c’haloun ha sklerijenn d’ho spered enn eur ziskouez d’ezho gevier ha troiou kamm ar fals doktored a glaske ho zouella. N’oa ket evit gouzanv ar re ne anzavent ho c’hredenn nemed dre gomzou goloet. « — Ann nep a zo kristen katholik, emezhan, a dle hen diskleria freaz hag heb aoun ebed. »

Ann impalaer Konstans, o veza klevet menek euz ar pez a rea ar Zant, a ordrenaz he lakaat enn eur prizoun enk ha tenval el leac’h n’en doa ket zoken a blas da c’hourvez. Euzeb a dremenaz seiz miz eno heb gellout flach, kouls lavaret ; mes he deod n’oa ket stag, ha gant ann teod-se e veule Doue deiz ha noz : biskoaz n’oa bet eurusoc’h, na laouenoc’h.


He spered n’oa ket stag ken nebeut, hag aliez e kase anezhan var menez Kalvar pe eharz ann tabernakl, evit medita var basion ha maro hor Zalver, ha var ar garantez heb he far a ziskouez d’ann den e sakramant adorabl ann aoter. Neuze e lavare da Jezuz euz a greiz he galoun : « — O va Zalver benniget, joa e ve ganen skuill evidhoc’h betek ar berad diveza euz va goad. Mes, ma n’ounn ket din euz ar c’hras-se, me ginnig d’ehoc’h da vihana ann nebeut poan am euz ama evel eur merk euzar c’hoant am euz da zougen va c’hroaz var ho lerc’h ha d’ho karet ato dreist peb tra. »

Doue en devoue erfin truez ouz he zervicher, hag her galvaz a benn seiz miz da vont da gemeret perz e gloar ann eneou euruz er baradoz. Mervela eure er bloaz 357, ha daou velek vertuzuz, ho hano Gregor hag Oroz, a enterraz he gorf e guered Kallist, hag a skrivaz ar c’homzou-ma var he vez : « Ama e repoz Euzeb, den Doue. » Divezatoc’h e oue savet eunn iliz ei leac’h m’oa bet dalc’het er prizoun epad seiz miz, hag he relegou a virer c’hoaz hirio dindan aoter vraz ann iliz-se. E Rom ez euz bet hed ar vech eunn devosion vraz evit sant Euzeb.


SONJIT ERVAD

Euzeb a ioa eunn den Doue ; peb kristen a dle beza ive eunn den Doue. Da Zoue oc’h dre bep seurt guir : ho krouet en deuz, ha bemdez ec’h astenn ho puez hag e karg ac’hanhoc’h euz he c’hrasou. Mes pa’z oc’h da Zoue e peb feson, hoc’h oberiou, ho sonjou hag ho komzou a dle ive beza holl evit Doue : mestr ar vezenn a dle kaout ar frouez anezhi. Hogen, piou a zervichit-hu e guirionez ? Evit piou e rit-hu ar pez a rit ? E piou e sonjit-hu hag euz a biou e komzit-hu dreist peb tra ? Marteze ne sonjit nemed enn danvez hag enn henoriou, ha ne gomzit nemed euz a vadou hag euz a blijadureziou ann douar. Ah ! neuze emaoc’h pell dioc’h beza eunn den Doue ; neuze oc’h den ar bed, ha netra ken. Mar fell d’ehoc’h eta beza eunn den Doue evel ar zant-ma, e renkit ive ober peb tra evit Doue, sevel aliez ho spered hag ho kaloun varzu ennhan, ha komz anezhan da vihana eur vech enn amzer. Eunn den Doue a zo eunn den hag en em ro holl da Zoue, eunn den hag a ro da Zoue he gorf gant he holl skianchou, he spered gant he holl zonjezounou, hag he galoun gant he holl c’harantez.

Sant Euzeb ne c’houzanve ket ann dud o doa aoun o tiskuez ez oant kristenien. Petra en divije lavaret enn deiz hirio euz a gen aliez a hini ne reont ho deveriou a relijion nemed dre guz ? Neuze eur c’hristen a c’helle ker buan koll he vuez ! Eleac’h brema goasa a c’houfe da ziguezout ganthan eo beza goapeat gant tud ne’z euz van ebet d’ober euz

ho c’homzou.