r zant-ma a ioa ganet e Spagn, hag a dremenaz he
vugaleach o tiouall ann denved. Evelse ec’h en em
voazaz da veva he-unan, ha pa oue deuet da veza braz e
savaz c’hoant ganthan da vont da ober he ermitach enn
eur plas distro. Mes kaout a reaz d’ezhan n’oa ket dizanjer
aoualc’h al leac’h m’en doa choazet, hag e c’houlennaz
beza resevet enn eur gouent euz a Urs sant Beneat.
Resevet e oue, hag er gouent-se e oue lakeat var
ar studi.
O veza m’en doa eur spered lemm ha digor, e teske hag e koumprene buhan peb tra, hag e teuaz e berr amzer da veza habil var ann holl skianchou. Neuze e oue beleget, ha goudeze e oue karget euz eur barrez. Mes ne jomaz ket pell er barrez-ma ; rak hanvet e oue da zuperior enn he gouent : setu ma renkaz distrei di raktal.
Dominik ne zaleaz ket da ziskouez oa din euz ar choaz a ioa great anezhan. E Sekreteri ar gouent ez oa kaliriou aour hag arc’hant, ha kalz traou all evelse. Hogen, roue Navarr, dallet gant ann avarizded, a falvezaz d’ezhan astenn he graban var ann traou-ze. Mes ar superior kalounek a ioa prest da c’houzanv n’euz fors petra, hag a maro zoken, evit difenn ann tenzor sakr a ioa fiziet ennhan. Delc’her a reaz eta penn d’ar roue, heb aoun ebed rak he c’hourdrouzou, ha lavaret a eure grons ne roje biken ar pez a ioa da Zoue hag a ioa red da gaout evit ann offerenn hag ann offisou all euz ann iliz.
Roue Navarr a ieaz enn egar pa glevaz ann dra-ze hag evit dont a benn euz he laeronsi sakrilach, e lakea kas ar Zant er meaz euz ar gouent. Neuze Dominik en em dennaz e rouantelez Kastill, el leac’h ma oue digemeret mad gant ar roue Ferdinand. Ar roue-ma a reaz he henvel da abad e kouent Sant-Sebastian, ha kerkent e oue guelet eur jenchamant vraz ebarz er gouent-se. Devosion ar venac’h a ioa deuet da laoskaat ; mes abarz nemeur e ouent adarre ken aketuz ha biskoaz d’ho holl deveriou.
Kouent Sant-Sebastian a ioa enn eur vro c’houez, enn eur vro ha ne oa den ebed o chom ennhi, kouls lavaret. Mes ar brud euz a zantelez hag euz a viraklou Dominik a reaz da eur maread tud diredet di a bep tu, enn eunn hevelep feson ma n’ez oa hano nemed euz ar gouent-se e kement korn a ioa e Spagn. Evit guir, ann abad santel a baree dioc’h a bep seurt klenvejou : rei a rea ar gueled d’ar re zall, ar c’herzed d’ar re gamm hag eunn nerz nevez d’ar re a ioa seizet ho izili outho.
Goulskoude ar pez en deuz great dreist peb tra gloar ar zant-ma, epad he vuez ha goude he varo, a oue ar zikour a roe d’ar gaptived dre he bedennou. Enn he amzer, ez oa eur maread kristenien e kaptivite enn Afrik etouez ann Turked. Ar gaptived keiz-se a ioa truezuz meurbed ho doare, hag ato e riskl da nac’h ho feiz. Hogen, n’o doa nemed goulenn sikour digant Dominik pe en em erbedi outhan a galoun, ha raktal ec’h en em gavent adarre enn ho bro gant ho jadennou torret enn eunn taol. Neuze e teuent, dre anaoudegez vad, da zigas ar chadennou-ze da gouent Sant-Sebastian enn eur drugarekaat Doue hag ar Zant.
O veza kouezet goall glanv, Dominik a resevaz he zakramanchou diveza gant eunn devosion dener, ha goudeze e varvaz evel ma varv ar Zent d’ann 20 a viz kerzu euz ar bloaz 1003. Eur vandenn vugale a velaz he ene o nijal d’ar baradoz, enn deiz-se memes, gant teir gurunenn enn dro d’ezhan. He gorf a oue enterret e kouent Sant-Sebastian, en doa gouarnet epad tri bloaz var’nn uguent, hag abaoue ar gouent-se a zo hanvet kouent Sant-Dominik-Silos.
Janned Aza, greg Felis Gusman, dimezet eur pennad a ioa, n’e devoa ket a vugale. Dont a reaz da bedi var bez ar zant-ma, hag e devoue erfin eur mab hag a hanvaz ive Dominik. Ar mab-se a roaz c’hoaz muioc’h a lufr da eunn hano hag a ioa dija ker gloriuz, dre ann niver braz a eneou a c’hounezaz da Zoue, dre ar burzudou a reaz epad he vuez, ha dre ann Urs nevez a venac’h en deuz savet hag a zo en em skignet buhan dre ar bed holl.
E buez sant Dominik Silos e velit eur roue o klask lakaat he graban var denzor eunn iliz pe eur chapel, petra bennag ma’z oa dija pinvidik aoualc’h ; rak ar rouaned ne vank netra d’ezho peurvuia. Pa grog ann avarizded e kaloun eunn den, ann den-ze ne ra ket a fors petra da ober evit kaout arc’hant. Ne respet mui na sakr na dizakr gant ma c’hello kreski he zanvez. Grit eur zell enn ho koustians, ha ma remerkit oc’h euz avechou re a garantez evit madou ar bed-ma, poanit da drec’hi ann tech fall-ze enn eur rei aluzenn gant largentez, enn aoun na veac’h hoc’h-unan trec’het ganthan ha na ve kaoz d’ehoc’h d’en em goll da viken.