Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Dedi iliz hor Zalver e Rom

Eus Wikimammenn
◄   Ar Pevar Gurunet ha Pemp all Dedi iliz hor Zalver e Rom Andre Avellin   ►



ann naved devez a viz du


DEDI ILIZ HOR ZALVER E ROM
————


Er penn kenta euz ann Iliz, ann dud fidel en em zastume, evit santifia ar zuliou hag ar goueliou, enn eur gambr pe eur zal vraz e ti unan bennag anezho. Eno eo e veze lavaret ann offerenn, kanet ann offisou all, great eur brezegenn d’ar gristenien, ha maget ho eneou dre ar gommunion. Eno ive e veze badezet ar baianed a felle d’ezho trei kein d’ann doueou faoz evit heul feiz Jezuz-Krist.

Goulskoude ne zalejer ket da zevel tiez a gostez evit selebri misteriou ha seremoniou sakr ar relijion, hag ann tiez-se a veze hanvet oratoriou, da lavaret eo, tiez a bedenn, pe ilizou, da lavaret eo, plasou el leac’h ma’c’h en em asamble ann dud fidel evit meuli Doue, klevet ann offerenn, selaou ar zarmouniou ha reseo ar zakramanchou ; rak ar ger iliz a zinifi asamble.

Mes d’ar mare-ze, e veze douget aliez lezennou a varo a enep ar gristenien, ha neuze ar re-ma a renke selebri ho offisou hag ober ho devosionou er mengleuziou dindan ann douar, er granchou pe er c’hreier. Etre daou, ho oratoriou pe ho ilizou a veze kemeret gant ar baianed, pe bilet d’ann traon, pe lakeat ann tan ennho.

Setu perak, epad ann tri c’hant vloaz kenta goude donedigez hor Zalver, ne veze ket great ann dedi euz ann ilizou gant kement a zolanite ha ma reer abaoue ; rak ne vezet morse sur d’ho miret pell, ha pa zonjet nebeuta, e vezent laeret, diskaret pe zevet gant ar re a zisklerie brezel d’ar relijion.

Mes ar vrezel-ze a echuaz erfin pa bignaz ann impalaer Konstantin var ann tron. Ann impalaer-ma, o veza en em c’hreat kristen he-unan, a roaz konje d’ann dud fidel da zevel ilizou e kement korn a ioa enn he rouantelez, heb na vije gellet mui lamet ann ilizou-ze digantho. Eur maread zoken a oue savet dre he urs, ken e Rom, ken e Konstantinopl hag e meur a gear all.

Konstantin en devoa eur palez e Rom, hag a ioa hanvet palez Latran. Ar palez-se a roaz d’ar Pab sant Silvestr, hag enn he gichen e reaz sevel eunn iliz gaer enn henor d’hor Zalver. Hogen, ann iliz-ma eo ar genta a oue great ann dedi anezhi gant solanite, hag hirio e reer ar memor euz ann dedi-ze.

Konsakret e oue gant sant Silvestr he-unan, hag a-c’houdevez ar pabed o deuz he c’hemeret ato evit ho iliz kathedral. Bez’e deuz eta ar renk huela etouez holl ilizou ar bed katholik, ha dougen a ra bepred ar c’homzou-ma, skrivet var he zal : Me eo Mamm ha Mestrez ann holl ilizou a zo var ann douar, ken e Rom, ken er meaz euz a Rom.

Sant Silvestr a lakeaz ennhi ann aoter goat a gountet e devoa servichet guech all da zant Per da lavaret he offerenn. Mes er memes amzer e tiskleriaz ne c’hellje nemed ar pabed offerenna ouz ann aoter-ze. Rak prest goude, pa gonzakraz iliz sant Per, ec’h ordrenaz ne vije lavaret ann offerenn hiviziken nemed ouz eunn aoter vean.

Sant Iann Vadezour en doa ive eur chapel enn iliz Latran, chapel ar Mean-Fount, hag abalamour da ze, petra bennag m’oa bet savet ann iliz-ma enn henor d’hor Zalver, e oue hanvet gant ann amzer hag e vez hanvet c’hoaz peurvuia iliz Sant-Iann-Latran.

Iliz Latran a zo bet ret he rapari meur a vech hag he zevel a nevez zoken. Er bloaz 1726, e oue konsakret adarre gant ar pab Beneat XIII, d’ann 28 a viz ebrel.


SONJIT ERVAD

Ann iliz eo ti ann Aotrou Doue ; n’e ket souez eta e ve great ann dedi euz ann ilizou gant kement a zolanite, hag e ve great c’hoaz bep bloaz ar memor euz ann dedi-ze. Ti ann Aotrou Doue a zo eunn ti sakr ; rak-se gant pebez doujans ne dleomp-ni ket mont ennhan, pebez respet ne dleomp-ni da gaout evithan ! Doue a lavaraz guech all da Voizes tenna he voutou araok tostaat ouz ar vodenn el leac’h m’en em ziskoueze d’ezhan. Ha ni, pa’z eomp d’ann iliz, ma n’e ket red d’eomp diviska hor boutou, da vihana kemeromp dour benniget gant devosion, hag en em daolomp goudeze d’ann daoulin gant humilite ; rak emaomp eno e guirionez e ti ann Hini a zalc’h ar bed holl var bal he zorn, e ti Roue ar rouaned ha Mestr ann holl vistri euz ann douar.