Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Bernard

Eus Wikimammenn
◄   Agapit Bernard Janned-Franseza de Chantal   ►



ann ugentved devez a viz eost


SANT BERNARD, ABAD HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Bernard, ar burzud euz he amzer, a ioa ganet e maner ar Feunteun er Bourgogn. Enn he vugaleach e oue savet e doujans Doue gant he vamm, ha goudeze e tremenaz he iaouankiz enn eur burete vraz. Goulskoude, o veza m’en doa eur gened dispar, merc’hed divezet ha divergount a glaskaz he zougen d’ar pe’hed, hag evit tec’het araok ann tentasionou-ze e reaz he zonj da guitaat ar bed d’ann oad a zaou vloaz var ’nn ugent.

Pevar breur braz en devoa, ha pa glevaz ar re-ma petra en doa c’hoant Bernard da ober, ne espernjont netra evit he zizalia. Mes, e leac’h gounit ar viktor varnhan, hen eo a c’hounezaz ar viktor varnezho, hag ho fevar ez ejont asambles ganthan d’ar gouent.

Eur breur bihan hag eur c’hoar o doa c’hoaz, hag a jomaz er gear gant ho zad : ho mamm a ioa dija maro d’ann ampoent. Hogen, enn eur gimiada dioc’h he vreur bihan, ar c’hosa anezho a lavaraz d’ezhan : « — Kenavo, breurik, hon danvez-ni a zo holl d’id-de brema. » Mes ar paotr a respountaz raktal gant eur furnez dreist he oad : « — Ah! ia, evelse a rit ; c’houi a gemer ann env evit ho lod hag a lez ann douar ganen-me ; ann dra-ze n’e ket just. » A benn nebeut amzer goude, ar paotr-se a guiteaz ive ar bed, hag he c’hoar a reaz eveldhan divezatoc’h.

Bernard ne oue ket pell er gouent na zervichaz da skouer d’ann holl dre he humilite, he spered a binijenn hag a baourentez, ha dre he aked da bedi ha da vedita. Aliez e komze evelhenn outhan he-unan : « — Bernard, d’ober petra oud-te deuet ama ? Ha n’e ket evit beza sant eo ? Labour eta d’en em zantifia. » Ha var gement-se e poanie mui eget biskoaz da gastiza he gorf dre ar iun, da lakaat he holl skianchou da zuja d’ar spered, da vervel d’ar bed ha d’ezhan he-unan, ha da veva egiz ma vever er baradoz, ato evel beuzet e Doue heb ober van euz a netra all ebed.

Ne oa c’hoaz nemed daou vloaz abaoue m’edo Bernard e kouent Sito, rak er gouent-ma eo oa en em dennet gant he vreudeur, pa oue kaset da Glervo da zevel eur gouent nevez. Eno e oue roet d’ezhan ar garg a abad pe a zuperior, hag er garg-se e oue bepred evel eunn tad evit ar venac’h en doa da c’houarn. Ar brud euz he zantelez a reaz da gement a dud iaouank diredet a bep tu da c’houlenn beza resevet enn he Urs ma renkaz sevel evitho eur maread kouenchou all, e Frans hag enn Itali. Dont a eure erfin da veza ken anavezet ha ken istimet e kement korn a ioa er bed katholik ma ne rea ar pabed netra a vraz heb goulenn kuzul diganthan, ha ma veze pedet gant ar rouaned ho-unan da lakaat ar peoc’h entrezho pa ne c’hellent ket en em glevet mad ann eil gant egile.

Enn despet da gement-se, Bernard a gavaz c’hoaz amzer da skriva levriou hag a zo eunn testeni anat en doa desket muioc’h gant Doue eged o studia he-unan. Ar pez a remerker el levriou-ze, etouez kalz traou all, eo he zevosion dener evit ar Verc’hez Vari.

Erfin, goude beza bet eur sklerijenn gaer evit ann Iliz, goude beza trec’het ann heretiked dre nerz he gomzou, goude beza lavaret nann meur a vech pa ginniget d’ezhan eunn eskopti pe eunn arc’heskopti bennag, ar zant-ma a gouezaz klanv e Klervo, hag a varvaz etre divreac’h he venac’h d’ann 20 a viz eost euz ar bloaz 1153, oajet a dri bloaz ha tri-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez, epad he vuez ha goude he varo, dre eunn niver braz a viraklou, hag ar pab Aleksandr III hen lakeaz e renk ar Zent kerkent hag ar bloaz 1165. Abaoue, ar pab Pi VIII en deuz lakeat anezhan e renk ann doktored.


KENTELIOU SANT BERNARD

Da genta. — Ha n’e ket eunn dra eston e teufe ann den, eur prenv douar, da glask en em zevel hag en em huelaat goude ma’z eo plijet gant eunn Doue en em lakaat henvel oc’h netra ?

D’ann eil. — Pegen talvouduz eo ann humilite p’e guir e tenn varnomp grasou Doue !

D’ann trede. — Seul-vui ma klask ann ene he joa etouez ar grouadurien, seul-nebeutoc’h a joa a reseo digant Doue.

D’ar pevare. — Seul-vui ma labourer evit Doue, seul easoc’h a ze e stager d’al labour.

D’ar pemped. — E peb amzer e tlefemp sonjal er maro p’e guir e tostaomp outhan da bep mare.

D’ar c’houec’hved. — Goude Doue, va holl fizians a zo e mamm Doue.