Buhez ar Sent/1894/Barba

Eus Wikimammenn
◄   Per Krizolog Barba Nikolas   ►



ar pemped devez a viz kerzu


SANTEZ BARBA, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————


Ar zantez-ma a ioa ganet e kear Nikomedii var dro ar bloaz daou c’hant daou-ugent goude donedigez Hor Zalver. He zad, Dioskorr, paian kriz ha froudennuz he dalc’haz enn eunn dourell epad meur a vloavez. Abalamour d’he gened dispar ha d’he madou braz en doa aoun na deuje d’he goulen eunn den iaouank bennag ha ne vije ket da blijout d’ezhan.

Koulsgoude pa oue deuet enn oad e c’hoanteaz he dimezi da eunn dijentil pinvidik ha brudet. Mes, o veva evel m’e devoa great, diaveaz ar bed, Barba, kelennet gant ar Spered-Santel, a ioa deuet da anaout ar guir Doue hag e doa great he zonj da jomm bepred guerc’hez. Diskleria a reaz eta agrenn ne gemerje pried ebet ann holl. O kredi e teuje da jench gant ann amzer, he zad ne bourchuaz ket muioc’h varnhi. Mont a reaz he-unan da vale a bell-bro, goude beza kemennet sevel eunn ti nevez d’he verc’h hag ober daou brenestr kaer varnezhan evit ma c’hellje hiviziken guelet ann doareou. Ar zantez o veza deuet eunn deiz da zellet ouz al labour, a reaz ober tri brenestr, e leac’h daou, enn henor d’ann Dreindet ; ha var eur pilier marbr a ioa a vel d’ann holl e lakeaz merk ar groaz gant he biz koulz ha m’e divije great gant eur gizel.

Pa deuaz Dioskorr d’ar gear e oue souezet o velet kement all hag e tiskredaz ez oa he verc’h kristenez. Barba a anzavaz outhan ar virionez penn-da-benn, hag ar paian-ze a ieaz ker braz kounnar ennhan, ma saillaz varnezhi ec’hiz eur bleiz, oc’h he stleja dre ar bleo hag oc’h he brevi a daoliou dourn hag a daoliou treid. Goudeze, enn aoun na vije tamallet ha lamet diganthan he zanvez, e redaz d’he diskuill d’ar gouarner oc’h hen alia da veza didruez ha dizamant ouz ar gristenez iaouank.

Galvet e oue eta Barba dirak Marsian hag hema a glaskaz da genta dre gaer ober d’ezhi adori doueou ar rouantelez. Mes, ar zantez a lavaraz ne anaveze nemed eunn Doue, ann hini en deuz krouet ann env hag ann douar. Displega a reaz ive guirioneziou ar feiz gant kement a nerz hag a furnez, ma chomaz ann holl souezet ouz he c’hlevet. Koulskoude ar gouarner a lakeaz he diviska hag he skourjeza beteg ar goad ; hag antronoz, evel ma kendalc’he d’ober fae var he c’hourdrouzou, e reaz adarre dispenn he c’horf gont kribinou houarn. Epad ma c’houzanve ar boan skrijuz-ze, Barba, he daoulagad savet varzu ann env, a rea ar beden-ma a vouez huel : « — Va Zalver, c’hui a lenn e gueled ar c’halounou, va hini, her gouzout a rit, ne glask ha ne gar nemedhoc’h ; ennhoc’h hebken ema va holl fizianz ; plijet ganehoc’h va zikour, ha ne lezit ket ho servicherez da veza trec’het. » Ne falgalounaz ket, eleal, ha Marsian, o velet ne c’helle ket dont abenn anezhi, he barnaz erfin da veza dibennet.

Dioskorr, ann tad kriz a ioa bet ato var al leac’h pa vezet o vourrevi he verc’h, en devoue c’hoaz ar galoun da c’houlen ma vije lezet he-unan da rei taol ar maro d’ezhi.

Barba a oue kaset var eur menez e meaz a gear. Raktal m’oa en em gavet eno, ec’h en em daolaz d’ann daoulin evit ober eunn diveza peden. Neuze ec’h astennaz he gouzouk, ha Dioskorr he dibennaz gant eunn taol kleze, d’ar bevar a viz kerzu.

Ann den digoustianz-ze ne zaleaz ket pell da veza skoet gant Doue. Edo c’hoaz o tisken divar ar menez, pa oue klevet eunn tars-kurun spountuz, heb na vije ann distera tamm arne, ha kerkent Dioskorr a guezaz maro-mik, hag he gorf, devet holl, a ieaz e poultren hag e ludu. Abalamour da ze e peder santez Barba evit beza diouallet diouz ar gurun hag ann tan-guall. Goulen a rear ive diganthi ar c’hras da gaout ar zakramanchou araok mervel ; ha sikour a ra, e guirionez, ar re zo devot d’ezhi.

Er bloaz 1448, e kear Gorkum enn Holland, e tirollaz eunn tan-guall skrijuz. Eur c’hristen mad, Herri he hano, en em gavaz, a greiz he gousk, kelc’het gant ann tan heb gellout tec’het e neb tu, hag a ioa o vont da goll he vuez. Hogen, n’eo ket c’hoaz mervel eo a rea muia poan d’ezhan ; he vrasa enkrez oa mervel heb he zakramanchou. Neuze e teuaz sonj d’ezhan euz a zantez Barba, en devoa pedet aliez, ha kerkent houma, oc’h en em ziskuez enn he gichen, a vougaz ann tan enn dro d’ezhan gant he mantell, o lavaret d’he zervicher e leze Doue eunn devez all ganthan da veva evit ma c’helje kaout he zakramanchou. Ho reseo a reaz gant feiz hag anaoudegez vad ; hag antronoz e varvaz enn eur drugarekaat Doue hag ann itron santez Barba.


SONJIT ERVAD

Mervel a zo bepred eunn dra spountuz evit ann den. Skrijusoc’h tra eo koulsgoude beza skoet gant eur maro trumm, ann tan, ar gurun, pe eur gual darvout all bennag, heb kaout amzer d’en em unani gant Doue. Pedomp eta santez Barba d’hor miret diouz ann drouk-se, ha goulennomp aliez diganthi ar c’hras da gaout hor sakramanchou araok mervel. Ne zilezo nikun euz ar re a vezo bet devot d’ezhi. Ober a rafe kent eur burzud enn ho c’henver. Evelato buhanoc’h e roi ann dourn d’ann neb en devezo bet eveldhi eur feiz beo hag eur guir fizians e Doue.