Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Anton, Abad

Eus Wikimammenn
◄   Marsell Anton, Abad Kador sant Per e Rom   ►



ar seitekvet devez a viz genver


SANT ANTON, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa ganet enn Ejipt a dud a lignez huel ha pinvidik. E tro ann oad a ugent vloaz, e kollaz he dad hag he vamm hag ec’h en em gavaz mestr euz he zanvez. A benn c’houec’h miz goude, e klevaz lenn enn iliz ar c’homzou-ma euz ann Aviel: « Mar fell d’ehoc’h tizout ar penn huela euz skeul ar zantelez, guerzit kement tra oc’h euz ha roit ann arc’hant d’ar beorien : evelse o pezo eunn tenzor enn Env. » Ar c’homzou-ze a ieaz doun enn he galoun, ha pa oue distro d’ar gear, ec’h ingalaz he zouarou etre he amezeien, hag e verzaz he arrebeuri evit rei ar priz anezho d’ar beorien. Neuze ec’h en em dennaz, da genta, enn eunn toull-kambr ha ne oa ket pell dioc’h he di.

Eno e tremene he holl amzer o pedi hag o labourat. Pedi a rea kalz, mes labourat a rea ive ; rak sonj en doa euz a gentel sant Paol abostol : « Ann nep ne labour ket ne dlefe ket dibri. » Euz ar pez a c’houneze dre he labour avad ne zalc’he ganthan nemed ann nebeudik a renke da gaout evit beva : ann nemorant a roe d’ar paour. C’hoant en doa da gerzet var roudou eunn den koz a ioa o veva he-unan abaoue he iaouankiz. Mont a rea ive da velet ann ermited all a ioa o chom tro var dro, hag enn eur deuler evez ouz ar vertuz a remerket dreist holl e peb hini anezho, e teske gant unan beza, humbl, gant eunn all beza pasiant, gant hema beza chast,gant henhont kaout eur spered a binijenn. Evelse ar guenan a ia a voked da voked da zastum peadra da ober ho mel.

Goulskoude, ann drouk-spered ne lezaz ket Anton e peoc’h : he denti a reaz e mil feson, betek zoken kemeret furm eur plac’h fall evit he zougen d’ar pec’hed. Mes, gant gras Doue, ar Zant a oue treac’h da holl ardou ann aerouant. Hema en em ziskouezaz d’ezhan eunn devez dindan furm eur morian bihan, hag en em daolaz d’he dreid enn eur lavaret: « — Kalz a zo bet touellet ganen ; mes anzao a renkann n’ounn ket evidoud. » — « — Piou oud-te? eme Anton. » — « Me, eme ar morian bihan, eo diaoul ar pec’hed vil. »

Divar neuze ar Zant a greskaz he binijennou evit beza krenvoc’ha enep ann drouk-spered. Ne zebre nemed eur vech bemdez, goude kuz heol, ha ne gemere nemed bara ha dour gant eunn nebeut c’hoalenn ; avechou zoken e chome daou pe dri devez dioc’htu heb dibri tamm. Aliez e tremene ann noz holl o pedi, ha ne gouske nemed var ann douar noaz pe var ar brouann.

Evelse e veve Anton enn he doul-kambr pa lakeaz enn he spered mont da guzat enn eur bez, pe, evit lavaret guell, enn eur volz hag a ioa kement hag eunn ti. Goudeze, evit pellaat muioc’h-mui diouz ar bed, ec’h en em dennaz enn eur c’hastell koz a gavaz var eur menez enn eur vro c’houez, hag eno e chomaz ugent vloaz he-unan. Epad ann amzer-ze, ann drouk-spered a reaz brezel d’ezhan goasoc’h eget biskoaz. Mes ar Zant, leun a fizians e Doue, a c’hounezaz bepred ar viklor var enebour he zilvidigez.

Abarz ar fin e kuiteaz he ermitach dre druez ouz ann dud a zirede a bep tu da c’houlenn deski ganthan ar guir feson d’en em zantifia. Niver ann dud-ma a greskaz kement ma oue red sevel evitho eur maread kouenchou, hag a benn dek vloaz goude ez oa er c’houenchou-ze meur a vil manac’h. Anton a dremene he holl amzer ouz ho c’helenn, hag o verka d’ezho penaoz en em gemeret evit beza treac’h d’ann drouk-spered ha mont bemdez larkoc’h-larka var hent ar zantelez.

O veza klevet e kaset eunn niver braz a gristenien da Aleksandrii evit ho lakaat d’ar maro, Anton a ieaz di evit ho c’hennerzi dre he gomzou, hag ive enn esper beza merzer eveldho. Mes Doue ne roaz ket d’ezhan ar c’hras a rekete, ha pa deuaz ar peoc’h, e tistroaz d’he gouent. Divezatoc’h ez eaz c’hoaz da Aleksandrii evit rei testeni dirak ann holl n’edo ket a du gant ann Arianed : ar re-ma o doa bet c’hoant da rei da gredi edo ar Zant a du gantho. Enn dro-ma e chounezaz eno eur maread paianed da feiz Jezuz-Krist.

Anton en doa resevet digant Doue ann donezoun a viraklou, hag a baree dioc’h a bep seurt klenvejou. Mes ne oa nemed humploc’h a ze. Ar brud euz he zantelez a reaz d’ann impalaer Konstantin skriva d’ezhan evit en m erbedi d’he bedennou. Hogen, hen ne reaz van ebed a gement-se, hag a lavaraz d’he venac’h : « — Arabad e d’ehoc’h beza souezet mar em euz bet lizer digant ann impalaer ; rak ann impalaer ne d-eo nemed eunn den hag a dle mervel evel ar re all. Bezit souezet kentoc’h abalamour m’eo bet plijet gant Doue skriva eul lezenn evit ann dud, ha komz ouzomp dre c’hinou he Vab en em c’hreat den. » Erfin, o veza kouezet klanv d’ann oad a bemp bloaz ha kant, ar Zant a vriataz gant karantez ann daou vanac’h a ioa var he dro, hag a astennaz he zivesker egiz pa vije o vont da ober eur c’housk. Prest goude e varvaz e peoc’h, d’ar 17 a viz genver euz ar bloaz 356, joa ar baradoz o para dija var he dal.


SONJIT ERVAD

« Ann diaoul, eme ann abostol sant Per, a zo ato enn dro d’eomp evel eul leon o klask taga hon ene. » Mar on euz c’hoant da veza bepred treac’h d’ezhan evel ma oue sant Anton, e renkomp ive, evel ar zant-ma : da genta, difiziout ac’hanomp hon-unan ha lakaat hon holl fizians e Doue ; d’ann eil, beza aketuz d’ar bedenn ; ha d’an trede, tec’het diouz kement tra a zoug d’ar pec’hed ha beilla var hor skianchou gant ar brasa evez evit serra outhan dor hor c’haloun.