Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Ann daou-ugent Merzer

Eus Wikimammenn
◄   Franseza, Intanvez Ann daou-ugent Merzer Perpetua   ►



ann dekved devez a viz meurs


ANN DAOU-UGENT MERZER
————


Ann impalaer Lisinius o veza roet urs da lakaat ar gristenien d’ar maro nemed adori a rajent ann doueou faoz, ann urs-ma a oue embannet e kear Sebast enn Armenii gant ar gouarner Agrikola. Hogen, Sebast ez oa d’ann ampoent daou-ugent soudard kristen. N’oant ket holl euz ar memes bro, mes holl oant potred iaouank ha potred leun a dan, potred ha ne lamment ket araok ho skeud. Hen diskouezet o devoa n’oa ket c’hoaz pell; rak epad ma tec’he ar rest euz ann arme araok ann enebourien, hi hebken o doa dalc’het mad d’ho fost, hi hebken n’o doa ket great eur gammed adren, ha goulskoude nikun anezho n’en devoa bet ann distera drouk.

Ar gouarner o veza diskleriet d’ezho bolontez ann impalaer, ann daou-ugent soudard-se a respountaz dioc’htu oa guell gantho mervel eget kinnig ezans d’ann idolou.

« — Me zo kristen; » eme ar c’henta anezho ; « — Me zo kristen, » eme ann eil ; « — Me zo kristen, » eme ann trede ; « — Me zo kristen, » eme bep hini euz ar re all betek ann daou-ugentved.

Neuze Agrikola a glaskaz ho gounit dre gomzou flour ha dre bromesaou kaer. « —- Gouzout a rann, emezhan, ez oc’h potred vad ha n’oc’h euz ket ho par enn arme ; hen diskouez oc’h euz great epad ar vrezel diveza. Abalamour da ze ive e c’hellit kredi ne viot ket ankounac’heat gant ann impalaer mar kirit senti outhan, » Mes hi a respountaz adarre : « — Mar d-oump en em gannet a laz-korf evit impalaer ann douar, petra ne raimp-ni ket evit impalaer ann env ? Koli a renkot ganeomp, bezit sur. »

O klevet ar respount-se, ar gouarner a reaz ho zeuler er prizoun, karget a jadennou. Mes Jezuz-Krist he-unan a deuaz di a benn diou vech da rei nerz d’ho c’haloun. « — Eunn devez mad oc’h euz great dija, eme hor Zalver, mes red eo kendelc’her : ann nep en devezo kendalc’het betek ar fin, hennez hebken a vezo salvet. » Ann eil guech, hor Zalver a lavaraz d’ezho : « — Bezit kalet oc’h ar boan hag e viot kurunet. » Hag ann daou-ugent soudard kristen a dremene ho amzer er prizoun o kana salmou hag o c’houlenn sikour digant Doue.

Koundaonet e ouent erfin da veza kaset, eur gordenn ouz ho gouzoug, var eul lenn skornet a ioa tost da gear, ha da jom eno epad ann noz heb tamm dillad ebed var ho zro. E kichen al lenn, e oue dalc’het dour zomm enn eul laouer bennag evit ann nep a garche nac’h he feiz. Neuze ann daou-ugent soudard a reaz asambles ar bedenn-ma da Jezuz-Krist: « — Emaomp ama daou-ugent var ann dachenn ; roit d’eomp ive daou-ugent kurunenn ! »

E kreiz ann noz, ar goardou a ioa lakeat d’ho diouall a oue gounezet holl gant ar c’hoant kousket nemed unan. Ha setu hema ha guelet eur sklerijenn, skeduz evel ann heol, o para var al lenn, hag eur vandenn elez o tiskenn euz ann env nao gurunenn ha tregont gantho.

Chom a reaz mantret o velet kement all, ha nec’het oa o klask gouzout perak ne oa gant ann elez nemed nao gurunenn ha tregont. « — Ar zoudarded a zo daou-ugent anezho, emezhan outhan he-unan, e pe leac’h eta ema kurunenn ann daou-ugentved ? »

Epad m’edo ar zonj-se o tremen dre he spered, e remerkaz unan euz ann daou-ugent soudard o tont da glask ann dour zomm. Ar reuzeudik-ma n’oa ket bet krenv aoualc’h he galoun evit herzel oc’h ar riou. Hogen, mervel a eure prest goude m’oa en em daolet enn dour zomm, hag evelse siouaz ! e kollaz var eunn dro he vuez hag he ene. Doue en devoa koulzgoude selaouet pedenn ar vezerien zantel.

Ar goard a anavezaz raktal ar virionez euz ar relijion gristen, hag o veza dihunet he gamaladed, e lavaraz d’ezho : « — Me ive a zo kristen. » Kerkent e tiviskaz he zillad dirazho, hag ez eaz var al lenn da gemeret plas ann hini a ioa manket he galoun d’ezhan. Er feson-ze e oue selaouet pedenn ar zoudarded kristen : daou-ugent oant erruet var ann dachenn, ha gant ar goard a ioa en em lakeat enn ho zouez daou-ugent a oue ive kurunet.

A benn antronoz-vintin, ann daou-ugent merzer a ioa sounnet ho izili outho ha dija hanter-varo gant ar riou. Evit ho feur-gas, e oue torret ha bruzunet ho divesker d’ezho a daoliou baz, ha goudeze e oue lakeat ho c’horfou e kirri braz evit ho c’has da zevi. Ar iaouanka anezho, he hano Melithon, a oue lezet abalamour ma’z oa buez ennhan c’hoaz. Ar vourrevien a espere dont a benn divezatoc’h da ober d’ezhan nac’h he feiz. Mes he vamm, o veza digouezet var al leac’h, her sammaz var he diouskoaz hag a ieaz ganthan da heul ar c’hirri, enn eur lavaret dezhan : « — Dalc’h mad, va mab, da boan ne bado mui pell ; Jezuz-Krist a zo ouz da c’hortoz. » Melithon a dremenaz prest goude enn eur vriata he vamm, hag houma neuze a daolaz he gorf etouez korfou ar zoudarded all evit ma vije devet asambles gantho. Merzerenti ann daou-ugent soudard-ma a erruaz er bloaz 320 goude donedigez hor Zalver. Ann dud fidel a zastumaz gant respet al ludu a jomaz anezho.


SONJIT ERVAD

Ann daou-ugent soudard-ma a zalc’he mad d’ho fost ha ne reant ket eur gammed adren epad ma tec’he ar rest euz ann arme araok ann enebourien. A bep amzer ar zoudarded e guirionez kristen a zo bet ar re vella er vrezel. Tud iaouank a zo enn oad da vont d’ar zervich, ma fell d’ehoc’h eta beza soudarded vad, bezit da genta soudarded kristen. Lakit evez da zelc’her ato ho koustians neat dirak Doue, gant aoun na deufac’h ive, mar bezit galvet d’ar vrezel, da goll var eunn dro ho puez hag hoc’h ene evel ar reuzeudik a ioa hano anezhan bremaik. Nag a geuz n’en deuz ket hirio enn ifern ar zoudard digaloun-ma da veza manket ar gurunenn a ioa ouz he c’hortoz er baradoz ! Nag a geuz n’o pefe ket hoc’h-unan hed ann holl eternite, ma veac’h tizet e stad a bec’hed marvel gant eunn tenn kanol pe eunn tenn fuzuill, o sonjal er gurunenn gaer o pije gounezet enn env o vervel evit ho pro ma vijac’h marvet e gras Doue !