Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Anjela a Foligno

Eus Wikimammenn
◄   Per Balsam Anjela a Foligno Simeon Stilit   ►



ar pevare devez a viz genver


AR PLAC’H EURUZ ANJELA A FOLIGNO
————


Anjela a ioa ganet e kear Foligno enn Itali, hag a oue plac’h ar bed enn he iaouankiz. He fenn a ioa leun a avel, ha ne glaske nemed ober stad euz he c’horf, en em ficha kaer ha kemeret he ebat hag he flijadur er festou hag enn dansou e koumpagnunez ann dud iaouank all euz he oad.

Abarz ar fin e timezaz, hag e devoue kalz bugale. Neuze e plijaz gant Doue rei d’ezhi ar c’hras da anaout n’edo ket var ann hent mad, ha raktal e sonjaz chench buez. Mes he fec’hejou tremenet a rea mez d’ezhi, ha ne grede ket ho anzao piz ouz he c’honfesour. Lavaret e deuz he-unan ez eaz meur a vech da gommunia heb beza ho diskleriet mad aoualc’h. Goulskoude, trec’hi a reaz ar vez-ze gant sikour gras Doue. Ober a eure eur gonfesion jeneral, hag enn dro-ma e tizammaz neat he c’houstians dioc’h kement tra a ioa oc’h he bec’hia.

Evelato ne zante ket c’hoaz evit Doue ar garantez a zantaz divezatoc’h ; mes eur c’heuz braz e devoa d’He veza kement offanset ha ne ehane da glask ann tu da baea d’he justis ar boan dleet d’he fec’hejou. C’hoant e doa dreist peb tra da gerzet bepred var roudou Jezuz-Krist dre hent ar groaz, hag evit kement-se ec’h en em lakeaz da iun, da zioueret ann tammou guella enn he frejou, ha da ober fae var ann dillad brao ha var gement tra a ioa c’houez ar bed ganthan.

Etre daou, e kollaz he mamm, ha prest goude e varvaz ive he fried hag he holl bugale. Ann intanvez geaz a gemeraz neuze sae Trede-Urs sant Fransez evit en em rei holl d’ar bedenn, d’ar binijenn ha d’ann oberiou a drugarez. Eunn devosion vraz e devoa evit ar Bater ; aliez e lavare ar bedenn-ma, hag ato gant eur blijadur nevez. « Biskoaz, emezhi, n’em euz kavet netra guell evit anaout trugarez ha madelez Doue e kenver ann dud eget lavaret ar bedenn-ze, a zo bet great gant Jezuz-Krist he-unan. » Ann orezoun, pe ar bedenn a galoun hag a spered heb lavaret komz ebed a c’hinou, a garie ive kement ma’c’h ankounac’hea ann dibri hag ann eva pa veze o vedita enn he fart he-unan.

A hent all, Anjela ne c’houie ket peur e divije great pinijenn aoualc’h evit pec’hejou he iaouankiz. Sevel a reaz c’hoant ganthi da veza merzerez, ha bez’e devoue e guirionez eur verzerenti hirr da chouzanv euz a berz ann drouk-spered. Doue a lezaz hema d’he zourmanti e peb giz enn he c’horf hag enn he ene, evit ma vije da viken eur skouer a basianted evit ar merc’hed evel ma’z eo ann den santel Job evit ar goazed. He c’horf a deuaz da veza ker klanv, ker sempl ha ker goridik, ma renke chom ato gourvezet heb gellout trei e tu ebed. Mes ar boan a zante enn he ene a ioa goassoc’h c’hoaz; rag tentet e oue enn eur feson skrijuz a enep ar burete hag a enep ann esperans. Chom a eure daou vloaz er stad-se; mes Doue en devoue erfin truez outhi, hag a rekoumpansaz he fidelite enn eur lakaat en he c’haloun eunn tanva euz a joauzded ann Env.

Ar plac’h euruz-ma a ioa ive eunn dudi evithi mont d’ann hospital da gas traou d’ar re glanv, ha da lavaret d’ezho eur gomz vad bennag. Aliez zoken e louzaoue he-unan ho gouliou, hag eunn devez, goude beza louzaouet eunn den lor, a ioa dija brein he zaouarn, ec’h evaz ann dour a ioa bet ganthi o voalc’hi an daouarn-ze.

Setu aze penaoz e poanie heb ehana da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. O veza prest da vervel, e lavare dalc’h-mad : « Va Doue, me a laka va ene etre ho taouarn. » Joa ar Baradoz a bare var he zal epad m’edo o reseo he zakramanchou diveza, hag antronoz e tremenaz e peoc’h d’ar pevar a viz genver euz ar bloaz 1588.

SONJIT ERVAD

Anjela ne grede ket, da genta, diskleria he fec’hejou d’he c’honfesour. Kalz tud zo hag a c’hoarvez ann dra-ze gantho, ha goulskoude, anez kovez mad ar pec’hejou, n’euz pardoun ebed da c’hortoz digant Doue. Petra vije deuet ar plac’h euruz-ma da veza ma vije bet marvet d’ann ampoent ma’z ea da gommunia heb anzao he fec’hejou gant lealded ? E leac’h beza etouez ar Zent er Baradoz, e vije brema etouez ar re zaonet enn ifern. Mes, gant sikour gras Doue, e c’hellaz erfin trec’hi ar vez e devoa. Ar c’hras-se ne vanko ket d’ehoc’h ken nebeut mar kirit he goulenn gant fizians hag humilite. Pedit ive ar Verc’hez Vari hag hoc’h eal mad da gaout truez ouzhoc’h ; it da ober eur retred pe da govez gant eur belek all, mar oc’h euz re a aoun o tiskleria ho pec’hejou d’ho konfesour ordinal : evelse, ne vezo ket diez d’ehoc’h diskarga ho koustians, ha goudeze, dre ann absolvenn a resevot, e viot lakeat adarre var hent ann Env n’euz fors peger braz pec’her e veac’h bet diagent.