ant Alor a oue eil eskop Kemper goude sant Korantin.
He c’houel a veze great guech all e kement parrez
a ioa e Kerne hag e Leon, ha peder barrez euz a
Gerne, Ann Erge-Vihan, Plobannalek, Tregennek ha
Tremeok, o deuz he joazet evit ho fatroun. Ne c’houezer
netra ken divar he benn ; mes kement-se a zo aoualc’h
evit diskouez ann devosion o deuz bet ann dud fidel evithan
hed ar vech, hag ar fizians a dleomp da gaout ato
enn he c’halloud dirak Doue.
Sant Alan a oue unan euz ann eskibien a c’houarnaz eskopti Kerne prest goude sant Alor ; mes he vuez n’e ket anavezet ken nebeut. Ar pez zo sur eo oa brudet-braz guech all e Kemper, el leac’h m’oa enterret he gorf, hag er brevier koz ez oa eunn offis kaer enn he henor.
A vrema c’hoaz, he hano, douget gant eunn niver braz a dud e Breiz-Izell, a ziskuez eo karet enn hor bro, hag ez euz fizians enn he c’halloud. Rak o choaz eunn hano d’ho c’hrouadur ar gerent a zonj kaout d’ezhan eunn difennour enn env.
Sant Evarist a ioa ganet er Gres, ha mab da eur Iuzeo euz a Vethleem. Mes bez’en devoue ann eur da zigeri he zaoulagad da sklerijenn ar feiz, hag o veza eat da Rom e resevaz ann Ursiou sakr. He zeskadurez hag he aked da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou a reaz d’ann holl rei ho mouez d'ezhan evit beza pab, goude merzerenti sant Anaklet. Ar c’helou-ma oue evel eunn tarz kurun evithan, ha ne felle ket d’ezhan, a briz ebed, kemeret eur garg ken huel. Mes senti a renkaz abarz ar fin, hag eur vech azezet var gador sant Per, ne espernaz nag he boan nag he amzer evit pourvei da holl ezommou ann dud fidel.
D’ar mare-ze, n’e oa ket c’hoaz a ilizou, hag ar gristenien en em asamble, evit ann oferenn hag ann offisou all, e ti unan anezho, enn eur gambr pe eur zal bennag hag a zerviche da orator. Sant Evarist a stagaz eur belek ouz peb hini euz ann oratoriou-ma evit kelenn tud fidel ar c’harter, ha maga ho eneou dre ar zakramanchou, hag ar veleien-ze a deuaz da veza evelse ar bersouned kenta euz a Rom.
Ar pab santel a brezege he-unan heb ehana ; rak d’ann ampoent ez oa, heb kounta ar baianed, eur maread heretiked oc’h ober brezel d’ar relijion gatholik. Mes Evarist a veze ato var ar barr o verka ar zoun d’ar re all evit difenn ar virionez.
Evit rei muioc’h a zolanite da zarmouniou ann eskibien, ec’h ordrenaz ma vije seiz avieler enn dro d’ezho epad ma vijent er gador. Ordren a reaz ive ma vije great ann eureujou dirak ann holl, evel m’o doa dija lavaret ann Ebestel enn he raok, ha ma vijent benniget gant eur belek.
Evarist a veve enn amzer ann impalaer Trajan, unan euz ar guella prinsed o deuz bet ar baianed guech all. Mes beleien ha servicherien ann doueou faoz a gountaz d’ann impalaer-ze kement a c’hevier hag a draou heuzuz divar benn ar gristenien ma lakejont anezhan da gemeret kaz outho. Goude eta beza gouarnet ann Iliz epad nao bloaz ha tri miz, Evarist a oue kroget ennhan, ha goudeze e oue karget a jadennou, taolet er prizoun hag erfin koundaonet d’ar maro. Ne c’houezer ket dre be seurt merzerenti ec’h echuaz he vuez ; mes he varo euruz a erruaz er bloaz 117.
Ar zant-ma ne falveze ket d’ezhan, a briz ebed, beza pab ; ne grede ket e vije din euz a eur garg ken huel. Guelet on euz c’hoaz kalz sent all o tec’het evelse araok ann henoriou. Goulskoude nag a dud zo hirio hag a gav dezho n’euz netra enn tu all d’ho mirit, ha n’euz karg ebed ha ne c’hellfent ket tizout betek ennhi ! Gant piou ema ar virionez ? Gant ar Zent, a dra zur, ha ma karfe ann dud ourgouilluz diskenn ennho ho-unan hag evesaat peger berr eo ho spered ha pegen nebeut a dra int dre natur, ec’h anavezfent dioc’htu o deuz muioc’h a leac’h d’en em izelaat eget da glask en em zevel dreist ar re all.