Buhez ar Sent/1894/Agatha

Eus Wikimammenn
◄   Andre Korsin Agatha Jildas   ►



ar pemped devez a viz c’houevrer


SANTEZ AGATHA, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————


Agatha a ioa ginidik euz ar Sisiil, hag en em roaz da Zoue azalek he bugaleach. O veza m’oa pinvidik hag a lignez huel, e devije gellet ober eur fortun gaer er bed; mes great e devoa he zonj da jom bepred guerc’hez. Goulskoude ar gouarner, he hano Kuensian, a c’hoanteaz he c’haout da bried; rak klevet en doa komz euz he danvez hag euz he gened. Klask a rea eta ann dro d’he guelet ha da ober anaoudegez ganthi evit esa gounit he c’baloun.

Hogen, ann dra-ma a ioa enn amzer m’en doa ann impalaer Des douget eul lezenn a varo a enep ar gristenien. Kuensian, o c’houzout oa Agatha kristenez, a reaz he digas dirazhan enn esper deseo anezhi d’he gemeret dre ar spount rak ann tourmanchou; mes gant gras Doue, ar Zantez a oue treac’h d’he foll finesaou ha d’he holl iudazerez. Ar gouarner a lakeaz anezhi da genta etre daouarn eur vaouez fall evit ober d’ezhi nac’h he feiz, ha lamet euz he spered ar zonj e devoa da jom bepred guerc’hez ; mes, a benn eur miz, ar vaouez fall-ze a renkaz mont da lavaret da Guensian e kolle he foan hag he amzer gant Agatha, ha n’e devoa biskoaz anavezet plac’h iaouank ebed ker pennok hag hounnez. Neuze ar gouarner a c’halvaz ar Zantez da vont d’he gaout hag a gomzaz outhi evelhenn :

« — N’oc’h euz ket a vez, eur verc’h a lignez nobl eveldhoc’h-hu, oc’h heul relijion ar gristenien,eur relijion hag a ziskar ann den betek renk ann esklavourien ? »

Agatha a respountaz raktal: « — N’euz noblans ebed par d’ann henor da veza e servich Jezuz-Krist. » « — Livirit d’inn da vihana, eme Guensian, perak e rit fae var hon doueou ? » « — Abalamour, eme ar Zantez, ann doueou-ze ne d-int nemed drouk-sperejou. » « — Mad, eme ar gouarner, euz a zaou unan : pe c’houi a ginnigo ezans d’hon doueou, pe e vezo red d’ehoc’h gouzanv a bep seurt poaniou evel ann dorfetourien. »

Var gement-se, Kuensian a roaz urs da zistaga eur javedad bennag gant Agatha, ha goudeze e lavaraz d’ezhi adarre : « — Adorit ann doueou, pe me ho koundaono da vervel e kreiz ar brasa tourmanchou. » Mes ar Zantez a respountaz : « — Ma laoskit al loaned gouez varnon, hano Jezuz hebken a vezo aoualc’h evit ho jench e loaned don. Mar c’houezit tan d’am devi, ann elez a skuillo gliz euz ann env evit dousaat va foan, ha mar fell d’ehoc’h va laza a daoliou fouet pe a daoliou kleze, ar Spered-Santel, o veza ennon bepred, a roio d’inn ar c’hras da veza krenvoc’h eget va bourrevien. »

O klevet eunn hevelep respount, ar gouarner a reaz teuler Agatha enn eur prizoun tenval. Mes ar Zantez a ioa kel laouen o vont di ha ma vez ar re all o vont da eur fest. Antronoz-vintin e oue kaset adarre dirak Kuensian. « — Ac’hanta, eme ar gouarner, sonjet oc’h euz da zavetei ho puez ? » « — Jezuz-Krist eo va buez ha va zilvidigez, » eme Agatha.

Ar c’homzou-ze a lakeaz Kuensian da vont enn egar. « — Ra vezo, emezhan, dispennet he chorf holl gant ivinou houarn ! » Mes ar Zantez a ioa eunn dudi evithi beza bourrevet evelse. « — Kement a blijadur am euz evelhenn, emezhi, hag eunn den hag a reseo eur c’helou euruz bennag, pe eunn all hag a erru gant eur mignoun en doa mall da velet, pe eunn all choaz hag en deuz kavet eunn tenzor euz ar re gaera. »

Ar gouarner a ioa muioc’h-mui a zrouk ennhan o velet ar joa a ziskoueze Agatha, ha setu hen ha rei urs da drouc’ha d’ezhi eur c’hostez euz he stomok. « — Den kriz ha didruez, eme ar Zantez neuze, n’oc’h euz ket a vez o lakaat ober kement all da eur plach iaouank? Ankounac’heat oc’h euz eta penaoz oc’h bet maget da genta gant ho mamm? » Goude ann tourmant nevez-se, Kuensian a reaz kas Agatha d’ar prizoun enn dro, enn eur zifenn grons lezel medisin ebed da dostaat outhi. Mes enn noz varlerc’h ann abostol sant Per a deuaz d’he guelet dindan furm eunn den koz, guenn he vleo, hag a bareaz he holl gouliou.

A benn pevar devez goude, e oue galvet da vont da gaout ar gouarner evit ann drede guech. Kuensian a oue souezet-maro pa remerkaz ne oa mui gouli ebed enn he c’horf. « — Piou, emezhan, en deuz ho pareet evelse ? » « — Jezuz-Krist, guir Vab Doue, » eme ar Zantez. Kerkent ar gouarner a ordrenaz diviska he dillad diganthi ha ruill anezhi var glaou beo ha tammou guer torret, a ioa taolet enn eunn douez var ar pave ; mes d’ann ampoent ann douar a grenaz, diou voger euz ann ti a gouezaz, ha daou vignoun d’ar gouarner a oue paket ha flastret dindan ar vein. Kuensian, spountet-holl, a lavaraz neuze kas Agatha d’ar prizoun adarre.

Ar Zantez a ioa dija hanter-varo, ha pa erruaz eno, e reaz ar bedenn-ma da Zoue : « — O va Doue, emezhi, c’houi oc’h euz beillet varnon azalek va bugaleach, c’houi och euz va diouallet dioc’h karantez ar bed, c’houi oc’h euz roet d’inn ar c’hras da veza treac’h d’am bourrevien; mad, brema, plijet ganehoc’h reseo va ene etre ho taouarn ! » Enn eur achui ar c’homzou-ze e varvaz er bloaz 251, d’ann oad a eur bloaz var’nn ugent pe var dro. Prest goude, Kuensian a gouezaz enn dour enn eur dreuzi eur ster e bag, ha biskoaz ne oue gellet he zavetei na zoken kaout he gorf.


SONJIT ERVAD

Santez Agatha e deuz great fae var henoriou ha plijadureziou ar bed. Hag hi c’hoaz iaouank-flamm e deuz gouzanvet poaniou skrijuz. Souezet oc’h marteze o klevet hano euz ann nerz-kaloun hag euz ar joa o deuz diskouezet ar Zent dirak ar varnerien hag e kreiz ar brasa tourmanchou. Hogen, eunn dra a zo souezusoc’h, a zo estonaploc’h c’hoaz : guelet peger lezirek ha pegen digaloun oump-ni e servich Doue goude kement all a c’hrasou, hag a c’hrasou a bep seurt, on euz resevet diganthan.