Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Yan Chrisostom

Eus Wikimammenn
◄   Policarp Yan Chrisostom Maquær, abad   ►


Ar seizvet var-nuguent a viz Guenver.


SANT YAN CHRISOSTOM,
ESCOP HA DOCTOR EUS AN ILIS


————


Ra vezo Doue glorifiet, hac e Hano Santel meulet da virviquen, da veza roet d’ar Sant-mâ un desir ardant, hac ul loquanç oll celestiel evit souten an Ilis.

Chrisostom, goude beza græt e oll study, ha miritet meuleudiou an dud habil, en em dennas en Deserz dindan un hermit ancien ; eno e cunduas, epad c’huec’h vloaz, ur vuez mortifiet ha parfet meurbet, hac e composas Levriou excellant var stad ar Veleyen, hac hini ar Religiuset. An Escop a Antioch o veza e garguet da breseg an Aviel, e presegas gant quement a nerz ma voe guelet ur cenchamant bras e touez ar bobl hac an dud a Ilis.

Goude maro an Escop ha Patriach a Gonstantinopl, e voe choaset en e blaç, evel ar c’hapapla hac an digna eus a ur garg quer bras. Discleria a reas aneuse ur brezel continuel d’an oll viçou, mæs bepret gant quement a brudanç, ma teue ar re viciussa da cench buez. E vertuziou bras, e vuez pehini a oa ur binigen continuel, e garantez evit an oll, e speret disinteresset, e loquanç divin, e humilite hac e zouçder ravissant a douichas calonou an oll, hac a reas dezàn ober e Constantinopl ur cenchamant quer caër evel m’en devoa graet e Antioch. Ar re a oa quent avaricius, a zeuas da veza charitabl ha liberabl ; ar re a ree dispignou bras, en em voderas evil ober muy a alusennou ; ar merchet a vise guelet modest en o guiscamant, ne vise muy clevet den o touet, nac o vlasfemi an Hano Santel a Zoue ; hac en ur guer e lamas ar guiziou fall eus a bep stad.

Eston eo en defe gallet composi quement a Levriou caër, ha gouarn er memes amser unan eus ar brassa Escoptiou eus ar bed ; preseg casi bemdez ; pourvei d’an ezomou spirituel ha corporel eus a guement a beaurien, ha caout c’hoas ar sourci eus a eiz Provinç var-nuguent.

Un den quer santel ne alle nemeur mancout da veza emprouet dre an dribulation. O veza represantet gant ul liberte santel d’an Ampalaeres Eudoxia penaus e ree domaich da ur Vreg paour o quemeret douar, e voe condaonet d’an exil. Cousgoude, evel ma teuas souden queuz da Eudoxia, e voe galvet ar Sant da zistrei, hac an exil-ze ne badas nemet un devez.

Mæs ar peoc’h ne badas quet pell quen neubeut ; rac ar Pastor fidel ha leun a zel o veza preseguet gant cals a nerz a-enep c’hoariou public a vize græt ur certen devez en enor d’an Ampalaeres, gant cals a zisurz, ar brinces-ze en em gavas offancet, hac a reas e gaç en exil evit an eil gueich. Neuse voe guelet a bep-tu peaurien hac intànvezet o vouela o zad.

Ne ouffer quet cridi ar boan hac ar goal dretamant a souffras en e exil. Ar gonsolation unic en devoa a oa gallout labourat evil conversion an eneou eus ar vro-ze ha convertissa a reas en effet da Zoue un nombr infinit anezo.

O veza bet ur revelation eus an deiz ma tlie mervel, en em zisposas gant ur fervor nevez ; hac erfin, en ur lavaret ar c’homsou-mâ : Doue ra vezo meulet a bep-tra, e varvas en e exil, er bloaz 407 e tro an oad a dri-uguent vloaz.

Pa varvas e tigouezas e Constantinopl ur barr horrubl a c’hrisil, na pevar devez goude e varvas an Ampalaeres.

Maximou Spirituel Sant Chrisostom.

Ar Guenta. Ne deus vertuz ebet a guement lion tosta muy ous Doue, eguet an douçder : bugale Doue a so douç ha leun a vadelez.

An eil. An nep na zifen quet ar virionez, pa dle e ober, hac an hini ne gred quet e lavaret, a so quer coupabl evel an hini a lavar gaou.

An drede. Ar c’horf en deus poan o yun, hac oc’h ober pinigen, mæs an ene a gaf eno e joa hac e c’hontantamant.

Ar bevare. Avoalc’h a zrouc a ra an hini ne ra quet a vad.

Ar pempvet. An hini ne glasq nemet pligeout da Zoue, ha proculi e c’hloar, a so er bed evel pa ve e-unan gant Doue hepquen, ha ne ra van ebet pe èn a so enoret, pe dispriget gant an dud.

Ar chuec’hvet. Evit beza chezlaouet gant Doue, ne d’ê quet avoualc’h e bidi, mess ret eo e bidi ervad, gant devotion ha gant fervor.

REFLEXION.

Ar Sænt o deus graet traou bras, ha soufret cals a boaniou evit Doue ; peguement n’en deus quet græt ha soufret Sant Yan Chrisostom ! Ha beza hoc’h eus-hu ar gouraich da antrepreni evit gloar Doue un dra bennâc a vras ha diez ? Ha c’hui hoc’h eus calon da souffr evit Doue un dra bennâc a boanyus ha fachus ? Ober a reot an eil hac eguile mar hoc’h eus ur guir garantez evitàn ha ma na zouguet nementàn.

Eil reflexion. Ar bersecution, a souffr an dud honest, ne dint quet punitionou eus a berz Doue, mæs recompançou : eürus an hini a aznaf ar pris anezo ! Ar re a so persecutet, evit ar justiç hac ar virionez, o deus Doue en tu ganto, evit o difen, ha vengi an injur a rêr dezo.