Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Simeon, reclus

Eus Wikimammenn
◄   Clotilda Simeon, reclus Pamfiil   ►


Ar pevare devez a viz Even.


SANT SIMEON, RECLUS EUS A DREVES.


————

Ar Sant-mâ a oa guinidic eus a Syracûz. Ar sourci a guemeras e dad hac e vam d’e instrui a vianic e dougeanç Doue a roas deza ar bligeadur da aznaout abred e natur vad, ha da remercout ennàn un inclination quer bras evit ar vertuz ma oa ur sin eus e santelez da zont.

Ar c’hrouadur yaouanc-ze ne glasque morse divertissamant ebet, ne aznaye quet memes ar c’hoariou ordinal d’ar vugale eus e oad. Goude beza studiet e guentelliou, en em leque da bidi Doue, pe da lenn ul levr devot bennâc. AI lectur-ze ne gontribuas quet neubeut da ober dezàn aznaout an neant eus a bligeadurezou ar bed ; hac e fidelite da heulia ar mouvamant eus ar c’hraç a reas dezâ quemeret ar resolution da guitaat pep-tra evit heulia Jesus-Christ, en ur veva hervez ar reglennou parfeta eus an Aviel.

O veza rancontret pelerinet pere a yee da Jerusalem da visita bez hor Salver, ez eas assambles gant-o. Ar guêl eus ar plaçou santel e pere oa bet accomplisset mysterion hor Redemption, a greseas meurbet e fervor.

En ur zistro a Jerusalem, o veza digouezet e Trêves, e tisclerias d’an Arc’hescop an desir en devoa abaoue pell-amser da veva reclus, da lavaret ê, soliter, en ur placic bennâc separet dious an dud. Ar prelat en lequeas eo ur cellul, da ouzout ê, en ur gampric vian stag ous an ilis, a belec’h dre ur prenest striz e cleve an oferen hac ar c’hân epad an ofiç divin : cetu ar pez en deus roet dezâ an hano a reclus, pehini a sinifi serret pe anfermet.

Adalec ar bloaz eiz cant bete’n amser eus ar Sant-mâ e oa cals a recluset pere a gundue ur vuez santel meurbet. Ar recluset a oa hermitet, pere en em anferme en ur cellul stag ous un ilis bennâc, hac a ree veu da chom eno bepret, heb jamæs sortial. Ne vize recevet nicun d’ar stad-se nemet dre bermission an escop, pe mar en em anferme en ur gouent, dre bermission an Abad, ha nemet goude beza bet emprouet epad ur bloaz. Ar re o devoa oferennet abars en em renta recluset, o devoa en o cellul un auter evit lavaret an oferen, mæs an hini e responte ne antre quet en diabarz ; respont a ree dre ar prenest a scoe var an Ilis, dre belec’h e alle ar reclus clevet ar c’hân ha cana e-unan epad an ofiç.

Sant Simeon a dremenas en e cellul ar rest eus e vuez en un oræsoun hac ur gontemplation continuel. Goude ur vuez quer santel, o veza recevet e oll sacramanchou, e rentas e Ene pur da Zoue, er bloaz 1035.

REFLEXION.

Eürus eo an hini a ell hervez exempl sant Simeon quitaat ar bed evit en em antreteni gant Doue hebquen, dre ar beden hac an oræsoun. Ma ne illit quet rei hoc’h oll amser d’an exerciç-se din eus an Ælet, roït da viana ul loden eus an deiz ; liquit evez na vancac’h da adori Doue bep mintin ha bep nos, evel a dle pep christen. Divoallit na veac’h negligeant en ur poent quen important, gant ar pres da vont d’ho labour : ha memes penaus e alfac’h esperout tenna graç Doue var o labour ? Hada a illit, planta a illit ha doura ho touar ; mæs netra na boulso, netra na gresco ma ne ro Doue e venediction d’ho labour.

Goude beza græt sin ar groas en ur zihuna, hac offret ho calon da Zoue, en em liquit var ho taoulin evit e adori hac e bidi gant ar respet dleet d’e vajeste, evit e drucarecaat eus an oll graçou hoc’h eus recevet digantâ, hac evit goulen ar c’hraç da dremen santelamant an devez. Mar d’oc’h sourcius eus ho silvidiguez, e reot ive neuse ur reflexion var ar faut e pehini e couezit aliessa, evit pehini e santit muy a inclination, hac a so ar pen-caus eus an darn-vuya eus ho pec’hejou-all, hac e quemerot ur resolution ferm da bellaat dious an occasionou a ouffe ober deoc’h coueza er faut-ze.

Dious an nos na vanquit quet da adori Doue, d’e drugarecât eus e c’hraçou, particulieramant eus ar re hoc’h eus recevet epad an deiz, ha da c’houlen digantàn pardoun eus ar fautou ho pe coumetet ; mæs evit quemense ret eo o aznaout, hac, evit o aznaout, rêt ê ober an examen a goustianç, songeal a barfetet er fautou hoc’h eus græt, quen dre songesonou, quen dre gomsou hac actionou. Songit ive neuse ha c’hui ho pe manquet da viret ar resolutionou mad ho poa quemeret en ho pedennou dious ar mintin : goudese en em excitit da ur gontrition parfet, pehini a ell supplei e defaut ar Sacramant a binigen, e cas ma veac’h surprenet gant ur maro subit.

Pa en em lequeot erfin en ho cuele, en ur ober sin ar groas, recommandit hoc’h ene da Zoue ; offrit dezàn ho repos, ha quemerit-e en intantion d’en em lacaat goudese e stad d’en em acquita guell eus ho labour hervez ho condition, ha da servicha Doue gant ur gouraich hac ur fervor nevez. Dre ar voyen-mâ e teuot da sanctifia ar repos a guemerot ; hac ar repos temporel-ze a servicho deoc’h evit arruout un deiz er repos eternel.