Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Platon

Eus Wikimammenn
◄   Mari Egyptianes Platon Vinçant Ferrier   ►


Ar pevare devez a viz Ebreul.


SANT PLATON, ABAD.


————


Ar Sant-mâ a voe ganet e Constantinopl. Goude maro e dad hac e vam, e oue lequeet dindan gouarnamant ur Yontr, pehini a guemeras sourci bras d’en instrui ervad er studi hac er vertuz. Petra bennâc ma voa yaouanc, pinvidic hac eus ur famill distinguet, e quitaas pep-tra evit mont en ur Gouent, e pehini e heulias ur Reglen austerus meurbet. Pa c’houlennas beza recevet etouez ar Religiuset, an Tad Superior a fallas dezàn en disalya, en ur lavaret n’en devoa quet nerz avoalc’h, evit souten ur vuez quer rust ; mæs respont a eureu gant modesti : Ma ne doun quet capabl, va Zad, eus a draou bras, prest ha disposet oun da oboissa deoc’h e quement a ordrenot din : ur volontez vad am eus, ha lacaat a ràn va fizianç e graç Doue. Ur respont quer fur ha quer couraichus a reas e receo. Biscoas ne voe guelet ur Religius humploc’h evintâ, na fideloc’h da viret an oll Reglennou. An Oræsoun hac ar studi eus ar Scritur Sacr a ree e oll pligeadur ; ha destum a eureu en ul Lêvr an traou caëra comprenet e Scridou an Tadou Santet eus an Ilis.

Goude beza prezeguet e Constantinopl, ha græt enno ur mad infinit, e voe græt Abad eus a Gouent Saccüt. Ar Gouent-se e devoa ezom eus ur Superior santel evit e refurmi : ar Sant-mâ er greas. Assista a eureu ive en eil C’honcil general a Nicee, e pelec’h e roas mercou eus e squiant bras hac eus e zêl ardant evit an Ilis.

An Ampalaer o veza deut var boez un digare fall da zilezel e vreg evit quemeret un all ; an Den santel-mâ a represantas dezàn ar goal exempl a roe dre eno d’e bopl. Ar Prinç-se, dallet gant e inclination direglet, a reas e arreti hac e zerc’hel en ur prison. Petra bennâc ma souffre eno ur guir Verzerinti, e vige guelet bepret quer countant ec’his pa vize bet en e Gouent. Var-dro ur bloaz goude, ar Prinç maleürus-se o veza collet e Stadou hac e vuez, ar Sant a sortias eus e brison hac a zistroas de Abati.

Pa santas e tostee e heur diveza, e c’halvas an oll Religiuset ; ha goude beza roet dezo e venediction, e reas e zouguen var bord e vez. Quentre ma remercas ar plaç destinet evit e enterri, e lavaras : chetu ar plaç eus va repos bete fin ar bet. E union gant Doue a oue continuel betec ar moument diveza ; ha ne heanas da bidi, nemet pa heanas da veva. Mervel a eureu d’ar Sadorn araug ar Sûl Bleuniou eus ar bloaz 813, oaget a naontec vloaz ha tri-uguent.

Sant Theodor e Zisquibl hac e successor, pehini en deus scrivet Histor e Vuez, a zeu d’e aichui dre ar beden-mâ : Pasce mecum hunc gregem quem multo labore et sudore collegisti, etc. Va Zad santel, pliget gueneoc’h sellet ouzon dious an Eê, ha oa sicour da instrui ha da c’houarn santelamant ar vanden Religiuset pere o deus coustet quement deoc’h da assambli ha da instrui. Bellit varnezo, conservit-o, ha pliget gueneoc’h protegit quen ar re so avancet en hent eus ar berfection , quen ar re a so choas o cournanç : beza ez-int oll ho pugale, quercouls hac an hini hoc’h eus leset dezo evit Tad : bezit protector evidomp-oll dirag Doue, evit ma teuimp da viret gant fidelite e Lesen hac e C’hourc’hemermou, da imita au exemplou a vertuz hoc’h eus roet deomp en ho puez, ha da berseveri bet er fin er santelez a c’houlen ur stad e pehini oump angaget.

REFLEXION.

Ar Sant-mâ en e glènvet diveza a reas e zouguen var bord e Vez, hac a sellas ountâ gant joa. Bevomp ervad, ha ne dougimp quet ar maro.

Na chasseit quet eus ho speret ar sonch eus ar maro, evel ur sonch importun pehini a zeu da droubli ho joausdet hac ho pligeadurezou ; quemense ne raë nemet abafi hoc’h ene evit un neubeut amser, ha ne virre quet na zeufe souden ar memes sonch pe un all bennâc d’ho droubli.

Un dra necesser eo en em brepari da vervel ervad. Mervel a illit er bloaz mâ, martese abars fin ar sizun, hac hiryo memes : caout a ellet ur maro subit ; ret eo eta songeal er maro ; un affer eo eus ar vrassa cousequanç, pehini na reot nemet ur veich hebquen, e pehini eo dangerus mancout, ha mar manquit ho faut a so irreparabl.

Liquit urz en ho coustianç ; en em liquit er stad e pehini e carrac’h beza caet en hoc’h heur diveza, hac e quefot douç ar sonch eus ar maro. Ar sonch-se, quer c’huero evit ar re a heul ar bed, a raï ho consolation en ho poaniou hac afflictionou. Ar sonch-se eus ho fin diveza a servicho ive meurbet evit ho tistrei dioc’h ar pec’het, hac evit hoc’h excita da bratica ar vertuziou.