Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Per Nolasq

Eus Wikimammenn
◄   Martina Per Nolasq Ignaç, escop ha merzer   ►


An unan-ha-tregont a viz Guenver.


SANT PER NOLASQ.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus a Languedoc, o veza c’hoas crouadur, en devoa quement a druez ous ar beaurien, ma vouele o velet o miser hac o faourentez ; hac evit e gonsoli e voa ret rei dezâ un alusen bennâc da gaç dezo. N’en devoa nemet pemzec vloaz pa varvas e dad. E vam pehini n’e devoa crouadur nemet-àn, e devoe c’hoant d’en dimizi, mæs discleria a reas dezi en devoa lequeet e garantez e Croas Jesus-Christ, ha penaus ar beaurien a vise e vugale, ha graç Doue e binvidiguez.

E Vam o veza deut ive da vervel, e verzas e oll vadou evit caout ar voyen da sicour ar Gristenien dalc’het e captivite gant an infidelet, eus a bere e tilivras ouspen tri c’hant.

Un nosvez o consideri dre be voyen e vise gallet sicour ar gaptivet-all a oa neuse, hac a re a vise en amser da zont, ar Verc’hes Vari a roas dezàn da aznaout, en ur vision, e vise agreabl dezi e teuzie da institui un urz a religiuset dindan an hano eus an Itron Varia a Druez, evit redemption ar gaptivet, o prometi dezâ he sicour hac he frotection. Ne zaleas quet da ziscleria quemense da Sant Remon Pennafor e Goessor, da behini ar Verc’hes santel e devoa revelet ar memes tra er memes nosvez. Neuze e yezont o daou da gaout ar Roue eus a Aragon evit discleria dezâ ar miracl ha an dessein o devoa ; mæs soueset e voent, hac ur joa vras o devoe pa glefsont ar Roue o tiscleria dezo ar vision en devoa bet ive e-unan, pehini en em gavas conform d’o hini. En em lacaat a resont a neuse o zri da brepari quement a voa necesser evit institui un urz quer santel. Da vouel Sant Lauranç, Per Nolasq a guemeras an habit eus an urz, dre daouarn an Escop a Varcelôn. Ouspen an tri veu ordinal ar ra ar Religiuset, e reas ur bevare dre behihi èn hac ar re eus e urz en em oblige oll, non pas hepquen da glasq ha da zestum alusennou evit mont da zilivra ar Gristenien captivet, mæs c’hoas d’en em rei o-unan evit o rançon, pa vize ezom. Daou Digentil a reas profession er memes amser ; hac ar Roue a roas d’ar Sant-mâ ur penn eus e Balæs ar Varcelôn, evit ober ar c’henta ty eus an Urz.

Doue a scuillas e venediction var an urz nevez-mâ. Quement a dud santel en em bresantas evit antren ennân ma en devoe ar Sant ar gonsolation da velet, ê neubeut amser, e urz fountet en oll quæriou bras eus a Arragon ha Cataloign.

Ar fondator santel, presset dre ar garantez hac ar gompassion pehini a oa eguis natural dezâ, en em hastas da vont etouez ar Sarazinet hac ar Morianet, bete ê Barbary, evit prena ar gaptivet ; hac er memes amser e labouras gant cals a frouez evit conversion an infidelet eus ar broïou-ze, ha gant quemense-oll e voa bepret quen humbl, ma crede atau ne voa mad de netra.

Beza en devoe ur c’hlènvet hir, hac e soufras ouspen daou vloas poaniou estranch, heb coll netra eus e zouçder ordinal. Seul vuy e cresque e zrouc, seul vuy e tisquez ar joa da c’hallout unissa e soufrançou gant re Jesus-Christ. Erfin, goude beza discleryet d’e religiuset peguen douç eo beva ha mervel e servich Doue, ha dindan protection ar Verc’hes Vari, e rentas e ene d’e Salver, d’an oad a nao bloaz ha tii-uguent, e tro ar bloaz 1250.

REFLEXION.

Ne deus quet brassoc’h carantez eguet exposi e liberte hac e vuez evit dilivra ar gaptivet : ha proculi silvidiguez e vreudeur. Sant Per Nolasq en deus-èn græt, mæs peguer yeneet eo bremâ ar garantez, pehini cousgoude a dle ober ar c’haracter eus an oll gristenien. Ma rezn ar garantez en hor c’halonou, ne selfemp quet quen digas ous quement a gaptivet paour pere a so oc’h hirvoudi en un esclavaich quer cruel ha quen dangerus evit o silvidiguez. Meur a dra a alfemp da zivoeret, cals a zispignou inutil a reomp : quemense a ve suffisant evit prena meur a esclaf da bere e proculemp ar silvidiguez, en ur broculi dezo al liberte. Evit-o da veza pell diouzomp, ne dleomp quet o ancounec’hât, pa guevomp an occasion d’o sicour dre voyen ar prof a rêr evit-o en ilisou. Eurus eo ar re o deus truez eus o nessa, rac Doue en devezo truez outo ; esperout a eller peb-tra eus a visericord an Autrou-Doue, pa vezeur bet charitabl. Mæs an nep a so criz ha didruez, e quêver e vreudeur, ha sujet en deus-èn da esperout e vezo Doue misericordius en e andret ?

Eil Reflexion. Per Nolasq o veza crouadur a selle gant quement a druez ous ar beaurien, ma vouele oc’h o guelet, hac evit e gonsoli e vise ret reï dezâ un alusen bennâc da gaç dezo.

Exempl caër evit an tadou ha mamou d’en em voasa da ober o alusennou dre daouarn o bugale. Ur voyen vad eo da inspira dezo ar vertuz a garantez, ha da denna var o bugale, couls ha varnezo o-unan, trugarez, graçou ba benedictionou an Autrou-Doue.