Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Per-Thomas

Eus Wikimammenn
◄   Genoveva Per-Thomas Simeon Stilit   ►


Ar pevare devez a viz Guenver.


SANT PER-THOMAS,
Eus a Urz Carmes


————


Ar Sant-mâ, ganet e Perigor, a ïoa mab da ul labourer-douar, den a zougeanç Doue, mæs paour a vadou ar bed.

En amser ma voa c’hoas crouadur, n’en devoa quet brassoc’h pligeadur eguet dressa hac orni un orator bian, e pelec’h evoa imaich an Itron Varia, dirac pehini e tremene meur a heur bemdez. E speret lem hac e zevotion a ree ma voa caret gant cals a dud vad, pere dre o charite a reas dezâ ar voyen da ober e studi er guaer a Agen.

N’en devoa nemet uguent vloaz pa zeuas an tad prior a garmes, pehini a anaye e vertuz hac e squiant bras, d’e guemeret evit instrui ar philosofy d’ar religiuset yaouanc ; hac en em acquita a eure eus ar garg-se gant meuleudi. Ne voe quet pell ne c’hoanteas antren e-unan er memes urz, e pehini e voe recevet gant cals a joa. An oll a admiras souden ar fervor eus e zevotion ha particulieramant e garantez tener evit ar Verc’hes Vari : ar fizianç vras en devoa e Mam Doue, a ree dezân en em adressi dezi e coumançamant e oll actionou, evit goulen he asistanç, en ur lavaret un Ave Maria ; hac ober a ree e bossubl evit inspira d’an oll ur respet hac un devotion special evit ar Vam-mâ a c’hraç. Goude m’en devoa instruet e Bourdel hac e Agen, e voe casset da Baris, e pelec’h e voe recevet doctor. Ar brud eus e santelez hac eus e zoctrin a yeas quer pell, ma er c’hemeras ar Pab en e guichen, e qualite a deologian.

Ar Sant-mâ en devoa ouspen-se un dounezon particulier evit ar bredication : prezec a ree gant un onction pehini a douiche bepret ar c’halonou. O veza prezeguet un deiz er guær a Avignon a-eneb ar vanite hac an dispignou vean ha foll a reer e guiscamànchou, en devoe ar gonsolation da velet ar brassa itroneset o cass o-unan o bezeïer, o rubanou, o ferlez hac o diamànchou da verza, evit distribui ar pris anezo d’ar beaurien.

Ar Pab en ur admira e mirit extraordinal, er reas Escop eus e Paris, hac er c’hassas e qualite a Ambassador da gaout ar Roue Hongrii, pehini a ïoa e bresel ous ar venitantet. An Escop santel o voe un æl a beoc’h, pehini a lequeas un union vad etrezo. Goude-se e zeas er memes qualite da gaout an Ampalaer a Gonstantinopl, pehini a voa chismatiq ; en em acquita a reas eus e gomission gant quement a brudanç, ha gant quement a zel, m’en devoe ar joa da velet an ampalaer convertisset. Neuse e visitas e escopti, e pehini e reas ur mad infinit.

Ar Roue eus a Chypr o veza antreprenet ur brezel santel evit dilivra an douar santel, ar Pab a hanvas Per-Thomas evit regli un affer quen important. Abars ma partias an arme, ar Sant a reas ur sarmon quen nerzus ha quen touichant, ma teuas ar Roue, an oll officerien hac ar soudardet da gofes ha da sacramanti. Neuse leun a gouraich en em rentsont e pevar devez dirac ar guaer a Alexandrii. Ar Sarrazinet o veza deut gant un arme vras, ar Sant, gant ur Grucifi en e zorn, a inspiras quement a gouraich d’ar gristenien, ma c’hounezzont ar victor var an infidelet ; mæs o veza clevet e tlie ar Sarrazinet distrei gant un arme terruploc’h, ne gredsont quet avanç davantaich, hac en em densont. Quemense a eureu un displigeadur vras d’ar Sant, pehini, oc’h adori ar secrejou incomprenabl eus a Zoue, ha resinet e peb tra d’e volontez santel ; a zistroas da Chipr. En em lacaat a eureu en ur gouent eus e urz, e pehini da benn nebeut amser e clànvas. Goude m’en devoa recevet e oll sacramanchou, e voe presantet deza un dra bennâc evit soulagi e galon ; mæs lavaret a reas, o tisquez e Grucifi : chetu amâ ar frouez a vuez pehini am souten, hac e pehini ema va oll fizianç. Gant an dispositionou santel-ze e varvas, er bloaz 1366. Doue a zisclerias e santelez dre cals a viraclou, hac e visaich a voa quer caer, ma varvas, ma lavare an oll o devoa guelet ur Sant pehini en devoa bisaich un Æl.

REFLEXION.

Hiniennou ne gonsideront e buez ar Saent nemet an traou bras o deus graet, an traou dreist-ordinal, evel o burzudou hac o miraclou ; mæs humilite ar Sænt, o finigen, o fervor, o c’harantez a ell servichout da squêr ha da exempl da bep seurt tud ; o vertuziou eo eta a dleomp particulieramant gonsideri. Ne deus nicun ac’hanomp a guement na ell caout e bues peb Sant, exemplou da heulia, ha vertuziou da imita. Piou ac’hanomp-ni, adalec ar biana bete ar brassa, na ell quet imita ar Sant-mâ en e zevotion d’ar verc’hes glorius Vari ?