Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Pacoom

Eus Wikimammenn
◄   Yan Silancier Pacoom Isidor   ►


Ar pevarzecvet devez a viz Maë.


SANT PACOOM, ABAD.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus an Thebalid, a ell beza consideret evel ar Fondator eus ar vuez Religius, da lavaret ê, eus ar re pere a vev e commun en ur Gouent, dindan ur Superior.

Pacôm o veza clevet nenaus un Hermit santel hanvet Palemon, a serviche Doue e creiz un deserz, a yeas d’e gaout ha d’e bidi d’e receo evit e zisquibl. An Den santel a respontas dezàn e veule e resolution, mæs penaus er c’honsaille da glasq ur Mæstr-all eus ar Vuez Soliter ; penaus cals eveldàn degoutet eus ar bed a oa en em offret dezi, ha nicun n’en devoa perseveret. Pacôm n’en em rebutas quet, hac er pede bepret startoc’h. An Hermit a replicas erfin : ne ouffac’h quet, va mab, heulia ma fascoun da veva : ne zebràn, nemet bara gant an tamic holenn ; an hanter eus an nos a impligeàn o medita ar Scritur Sacr pe o cana Salmou. Esper em eus, va Zad, eme Pacôm, penaus Doue pehini en deus va digacet davedoc’h, a roï din an nerz d’hoc’h heulia. Palemon, o velet e gouraich, en recevas neuse.

An Disquibl a zeuas souden quer parfet ha quer santel evel e Væstr. E fervor a oa quer bras, ne gave morse netra rust : yuniou, beillou, mortificationou, labour, fatig, pep-tra a seblante dezàn æs ha facil.

O veza digouezet un deiz en un deserz bras, hanvet Tabeen, en em lequeas d’a ober Oræsoun. Epad e Oræsoun e clevas ur vouez pehini a lavare dezàn : Pacôm, chomit amâ. O veza discleriet da Balemon ar pez a oa digouezet gantâ, e teusont o daou da chom er plac-se.

Palemon a varvas souden goude-ze. Sant Pacôm a braticas eno mortificationou dreist-ordinal : biscoas ne guitaas e borpant reun pehini a zisquenne bete e c’hlin ; tremen a reas pemzec vloas heb gourvez ; ha mar boa ret dezàn cousquet avisiou, n’er gree morse nemet asezet var ur mæn ; pidi a ree ordinal e zaouarn Croas, hac aviziou e tremene an nos-oll en daill-ze.

Ar brud, eus e Santelez a reas da gals a dud, hac eus a bep bro, dont d’en em lacât dindan en em gavas oll carguet a Religiuset vertuzus. Ar Sant a lequeas ur Superior particulier e pep Couent, ha sourcius ez oa d’o bizita e-unan liessa ma alle. E instructionou e sourci, e bedennou hac e exempl a ellumas ar fervor e peb-lec’h : guelet e vihe bepret an Abad santel ar c’henta en oll exerciçou eus ar Gommunaute e pehini en em gave ; servicha a ree ar Religiuset ous taul, labourat a ree er jardin, scuba an ty, servicha nos-deiz ar re glàn. Ar privileich hebquen en devoa, oa da ober muy a austeriteou eguet nicun ha nemet dre ma oa an humpla eus an oll.

Erfin, uset gant an oad ha gant e vortificationou, e couesas clàn, ha leun a fizianç e Doue, pehini en doa servichet gant quement a fidelite, e varvas er bloaz 348.

Ar madou pere a lesas gant e Religiuset oue e Vaximou spirituel, a bere cetu amâ ar re principala.

Maximou Spirituel.

1. Buez ur Religius, hac hini ur c’hristen memes, a so ur verzerinti hir ha bras, pa vever evel ma faut.

2. An hini en deus lequeet e galon e Doue, n’en deus muy a galon evit caret an douar hac ar bed.

3. An nep a vouar beva en ur simplicite vras, ha cuzet e squiant, a so habil bras.

4. Goulen a reer Miraclou evit aznaout ha Sant a vez un den : mæs guell e cavàn caout an humilite a galon, eguet ressuscita ar re varo.

REFLEXION.

Sant Pacôm a lavare penaus an humilite a galon a oa ur miracl bras. Piou bennâc e veac’h, ne zepand nemet ac’hanoc’h ober ar Miracl-se, pehini a vezo cals profitaploc’h deoc’h, eguet ressuscita ar re varo.

Eil Reflexion. Ar Sant-mâ en em estime e-unan ar miserala eus an eiz mil Religius a oa didan e garg. Goude un hevelep exempl, peseurt santimant oc’h-eus-hu ac’hano’h-oc’h-unan ? Ha ne d’ouc’h-u quet an effet miseraploc’h evit an oll, mar songit e ve nicun mechantoc’h pe goazzoc’h evidoc’h ?