Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Mammert

Eus Wikimammenn
◄   Philip Neri Mammert Germen, escop eus a Baris   ►


Ar seizvet var-nuguent a viz Maë.


SANT MAMMERT, ESCOP.


————


Goulennit hac e recefot, a lavar deomp Jesus-Christ en Aviel evit hon exhorti da bidi ; mæs mar fell deomp receo ar graçou a c’houlennomp, e rencomp o goulen er fæçoun m’en deus græt Sant Mammert a beini e alleur lavaret quercouls ac eus ar Profet Moyses : Doue en deus chezlaouet e vouez, ac exaucet e beden.

Ar Sant-mâ a veritas dre ar santelez eus e vuez beza choaset evit Escop eus ar Guær a Vieen en Daufine, ha beza oa leun a garantez ac a druez ous e bobl. An tan o veza croguet e Quær, e savas ur flam quen terribl, ma oa danger bras na vize ar guær-oll rentet e ludu. Ar Pastor santel r creiz un affliction quer bras en devoe recours d’ar beden, hac en ur sevel e vouez e tresec an Eê, e lavaras gant ur fizianç vras : ah! va Doue, ho pezit truez ous ho pobl. N’en devoa quet achuet-mad e beden, ma teuas an tan da vouga, ha dre ar voyen-ze e oue saveteet ar Guær-oll.

An Escop santel o velet en devoa chezlaouet Doue e beden, a falveas deza disquez e anaoudeguez-vad evit ur faveur quer caër : hac evel ar c’hraç en devoa recevet a oa general ha publiq, e fallas dezan e vize rentet ive actionou a c’hraç publiq ha general. Ordren a eure-ta ma vize græt dre Guær tri frocession solennel d’an tri devez arauc gouel an Asçansion, ha ma vize an tri dez-se consacret d’ar beden ha d’ar binigen : ar pez a oue observet. An devotion-ze a oue quen emprouet gant an oll ma teuas an ilis universel d’e fratica ; ha cetu ar pen-caus ma reer c’hoas vigil ha processionou en tri dez hanvet ar Rogationou pe ar C’horaïz bian.

Sant Mammert a vevas a-neuse gant e bobl en ur peoc’h bras ; ha goude beza labouret bete fin e vuez gant ur zêl e guirionez apostoliq evit sanctifia an eneou lequeet gant Doue en e garg, ez eas da receo e recompans ebars en eê, er bloaz 468.

REFLEXION.

Ar pedennou hac an daëlou a so ur remed mad a-enep an afflictionou Publiq. En em servichit ivez anezo en hoc’h ezomou particulier, quên spirituel quên temporel.

Eil Reflexion. Sant Mammert a etablissas en e Escopti processionou ar Rogationou. An ilis e deus heuliet ar memes custum : e observi a ra c’hoas hirio an deiz, hac a raï en amser da zont. Liquit ur guiz pe ur gustum vad en ho ty, hac ho pezo ar gonsolation da velet goudese ho pugale o viret ar memes custum, pa vezint un deiz en o zieguez o-unan. Dre exempl, quemerit ar gustum vad da lavarer bemnos ar pedennou e commun, ha memes, mar deus moyen, ar pedennou dious ar mintin : en em accustumit da gaç muya ma allot eus a dud ho ty d’an ofiç divin : na soufrit quet en ho ty assambleou pe c’hoariou nos, ha, mar gouzoc’h lenn, grit bemnos ul lectur devot bennâc e presanç an oll.