Buhez ar Sent/1837/Julian ha Basilis
◄ Maur | Julian ha Basilis | Guillerm, arc’hescop ► |
ant Julian eus ar Guær a Antioch en Egypt, o veza
c’hoas crouadur en devoa un douçder quer bras hac
un oboissanç quer parfait, ma voa caret ha cherisset gant e guerent ha gant an oll. D’an oad a zaouzec
vloaz, o len Levriou devot ha santel, e coumanças
da zisprigea pligeadurezou ar bed, ha da divrec’h vloaz
en em gonsacras da Zoue dre ar veu a chastete.
E dad hac e vam, pere ne ouyent quet quemen-se, a songeas d’e zimizi. Represanti a reas dezo e voa c’hoas yaouanc, ha penaus ne gave quet guell eguet beva gant-o en dail raa voa ; hac o fidi a eurau da rei dezàn da neubeuta ur sizun evit consulti an Autrou Doue var un affer quen important. Ne elzont quet reusi dezâ ur goulen quer christen ha quer just.
Julian, leun a fizianç er vadelez a Zoue, da behini en devoa consacret e gorf bac e galon, ne heanas, nos-dez, d’e bidi d’e sicour. Gouzout a rit, o va Doue, emezàn, penaus abaoue ma hoc’heus græt din ar c’hraç d’hoc’h aznaout, e meus ho caret bepret : c’hui, va Salver, moc’h eus inspiret din caret ar burete ; penaus e souffrac’h-u e vanquen d’ar bromessa am eus graet deoc’h ? Gouscoude e ordrenit din senti ous va c’herrent ; accordit din eta, me ho supli, ar c’hraç da aznaout ho polontes.
Doue a zisquezas dezàn, dre ur vision, peguen agreabl e cave ar veu en devoa graet, hac en inspiras da senti ous e guerent, en ur rei dezàn da aznaout e vize e bried e renq ar Guerc’heset, hac èn e renq ar Verzerien. Goude beza trugarequeet Doue eus ar faver-ze, e tisclerias d’e guerent ez oa piest da ober quement a blicheze dezo. Choaset e voe dezâ evit pried ur verc’h fur ha devot hanvet Basilis, hac an eureud a voe greet gant ur rejouissanç santel.
Pa voe deut an nos, o veza en em dennet o daou en o c’hambr, en em lequezont. da guenta da ober o fedennou. Julian a suplie an Autrou Doue a greiz e galon da accomplissa ar bromessa en devoa graet dezàn, ha da inspira d’e bried ar memes santimànchou hac ar memes resolution evel m’en devoa inspiret dezâ e-unan. Basilis, soueset o santout, er gambr ur c’huez admirabl ha dreist ordinal, a c’houlennas petra voa quemen-se. Ur merq eo eus ar burete, eme Julian, hac evel ur sin hac un arres eus au douçder a dànva an Eneou pur ebars au Eê. Evidon-me a ziscléir deoc’h em eus caret bepred ar vertuz gaër-mâ, abaoue va amser guenta, hac ez eo va oll gontantamant. Ober a raï ive va hini, a lavaras Basilis, ha santout a ràn em c’halon un desir quer bras da gonservi epad va buez ma virginite, ma zoun prest, mar er permetit, da ober ar sacrifiç anezi da Zoue. Ne ouffac’h ober netra a guement a ve agreaploc’h da Zoue, eme Julian ; pell-so abaoue em eus græt veu a chastete ; grit ar memes tra. E ober a reas, ha santout a rezont o daou en instant-se ur gonsolation interior pehini a reas dezo tànva dre avanç ar joausdet eus ar Barados.
Ne voe quet pell goude na varvas o c’herent ; neuse e vefsont separet an eil dious eguile. Julian a guemeras en e dy ur certen nombr a dud yaouanc, gant pere e voa occupet da gontempli ar perfectionou divin, ha da gana meuleudiou an Autrou Doue. Basilis, eus he c’hostez, a assamblas merc’het yaouanc, pere, dre he instructionou hac he exemplou mad, a renonças da vaniteou ar bed, evit heulya Jesus-Christ. Ar Santes-mâ, goude beza servichet dezo da Vam spirituel, ha desquet dezo an hent eus an Eê, a rentas he Ene pur da Zoue.
Julian, pehini a voa reservet evit renta testeni d’ar Feiz, a c’hortoe bemdez ar moument eus e verzerinti. E zesir a voue souden countantet.
Marcien, den cruel ha Payen ha casset da Antioch evit persecuti ar Gristenien, o veza clevet e oa an den Santel-mâ unan eus ar pennou quenta, ha penaus e soutene cals ar re-all, a ordrenas e arreti, hac e bresanti dirazàn. An tirant-se, goude beza græt e scourgea gant crueldet, a reas e dibenna. E verzerinti a erruas er bloas 409.
O peguen admirabl ha peguen caer eo ar vertuz a burete ! Na songit quet e conservot heb poan an tènzor precius-mâ ; temptet e viot nos-ha-dez, e pep amser hac e pep lec’h ; mæs ar vertuz-mâ pehini hon rent hènvel ous an Ælez a vilit e labourremp hac e raemp hon oll effort evit he c’honservi.
Ar burete, pehini e deus miret Sant Julian ha Santes Basilis er stad a briedelez, a gondaono un deiz meur a zisurz, ha meur a bec’het etre tud demezet memes.