Buhez ar Sent/1837/Guenole
◄ Charles, cont eus a Flandres | Guenole | Casimir ► |
ant Guenole, ganet e Breiz var dro pevar-c’hant
vloaz goude Donediguez hor Salver, en devoa a vianic
ur vertuz quer parfet ma teuas da zisprigeout ar bed
gant e bligeadurezou, evit clasq ar madou pur eus
an Eê. O veza bet lequeet er scol gant ur Mæstr vertuzus,
e profitas quement, ma teuas souden da veza
un exempl caër a beb seurt vertuziou, hac e recevas
a-neuse digant Doue an donesoun a Viraclou. Ur
c’hrouadur yaouanc, pehini a oa er memes scol gantàn,
o veza en em bistiguet dre ur goal lam, Guenole en
greas pare en ur ober sin ar Groas var nezàn.
Evit renonç antieramant d’ar bed ha gallout en em rei oll da Zoue, en em rentas Religius. Ebars ar stad-ze e lacaas e oll studi da avanç bepret en hent eus ar berfection, hac en em rentas quen agreabl da Zoue ma ree Miraclou bras meurbet dre ar Feiz en devoa, ispicial e sin ar Groas. Renta a reas pare ur c’hoar dezâ pehini e devoa collet ul lagad dre un accidant fachus ; hac al lagad-se en em gavas quer sclær ha biscoas. Ur veich-al o veza rancontret ur paour hac a oa dall, evel n’en devoa netra da rei dezâ, en em lacaas d’e gonsoli ha d’e exhorti d’ar batiantet. Un den o tremen dre eno, a goumanças da farçal dre ma soulage ar beaurien gant comsou. Ar Sant evit disquez squer dezâ, a dostaas ous an den dall, ha, leun a fizianç e Doue, goude beza pedet evintâ, e rentas dezàn ar guelet.
Un neubeut goude, dre gonsantamant e Superior, en em retiras gant unec Religius en un Enes vian a hanver c’hoas bremâ Ty-Bidi, da lavaret ê, Ty an Oræsoun. Sevel a resont lochouigou, ha cundui a resont eno ur vuez angeliq, epad tri bloaz ; mæs an tourmant eus ar mor hac an ael pehini a oa quer cre en Enesen-ze, o c’hontraignas da vont da ober o demeuranç en tu-all d’ar vrec’h-mor, evit en em lacaat en abri, en draouyenn pe stancquenn e pehini ema bremâ Abati Landevennec. Sevel a resont eno ur Gouent e pehini e cunduent ur vuez mortifiet meurbet : n’o devoa evit guele nemet an douar ; o bevanç a gonsiste e bara hey gros, gant lousou pe griziou paredel en dour gant un tamig bleud ; un darn vras eus an deiz hac eus an nos a dremenent en Oræsoun ; hada a reent o-unan an hey a serviche dezo da ober o bara. Chetu-ase ar Reglen a observe Sant Guenole hac e Religiuset et Landevenec hac a voe observet eno betec an amser ma reas ar Roue Loys an Deboner receo Reglen Sant Beneat er Gouent-se, er bloaz 818.
Sant Guenole a dremenas er Solitud-se ar rest eus e amser en ur santeles vras. Dreist e oll vertuziou-all pep-unan a admire e humilite parfet hac e simplicite hènvel ous hini ur c’hrouadur ; ne dleer quet eta beza soueset en deffe militet ober quen alies a Vurzud ha Miraclou quer bras.
Abalamour d’e santelez ez oa caret hac enoret gant an oll, bras ha bihan. Ar Roue Gralon en estime quement, ma reas dezâ donæsonou caër evit e Gouent.
Erfin, oaget etro dec vloaz ha tri-uguent, o veza bet avertisset gant un Æl eus an deiz ens e varo, e choasas etouez e Religiuset Sant Guinal evit Abad. Goudese o veza celebret Sacrifiç santel an Oferen ha briateet e oll vreudeur, e rentas e Ene pur da Zoue e tre o divrec’h, heb rei merq ebet a anquen, hac o veza ous an Auter pehini n’en devoa quet c’hoas quiteet.
Sant Guenole hac un infinite a Sænt o deus atau caret ha desiret ar solitud ; perac e clasquent-ii pelaat dious ar bed ? Abalamour, ement-ii, ez ê carguet a zangerou evit ar silvidiguez. Ha guir a lavarent-ii ? Hac en em dromplet int-ii ? Ansao a reomp hon-unan ez ê tromplus ar bed, ha penaus na ell rei d’ar re a zeu d’e servicha nemet mouguet ; gouzout a reomp penaus goude pligeadurezou ar bed e teu an displigeadur, hac alies ur c’huez eternel, ha cousgoude an nombr eus e servicherien a gresq bemdez. Ret ve deomp eta, a leverot-hu en em ober oll Hermitet ha quitaat ar C’hæriou, evit mont da chom en Deserz ? Salocras, mæs ret ê beva er bed hep caret ar bed, pe heulia guizou ar bed ; ret ê caret ar retret interior, ar solitud a galon ; ret ê en em gomporti evel tud pere a sonch parfet n’o deus affer ebet importantoc’h eguet affer o silvidiguez.