Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Eudoç

Eus Wikimammenn


Ar c’henta devez a viz Meurs.


SANTES EUDOÇ,
PENITANTES HA MERZERES.


————


Eudoç, guinidic a Samarii, ne devoa en e yaouanctis quen sourci nemet d’en em visca caër, da vragal, ha da redec d’an divertissamanchou ; evelse e teuas souden da goueza er brassa disurzou.

Hor Salver, ar pastor carantezus, pehini en em blich o renoueli a amser-da-amser ar brassa Miraclou eus e visericord, a zeuas da glasq an danvat dianquet-mâ.

Ur Religius, en ur dremen dre ar Guær a Heliopolis, a logeas en un ty e-harz hini Eudoç. An den santel-ze o veza savet var dro hanternos, hervez e gustum, evit pedi Doue, en em lequeas da lenn ul Levr devot, hac e savas e voez evit en em viret dious ar c’housquet. Ar sujet eus e lectur a oa var ar poaniou eternel da bere e vezo condaonet ar Bec’herien, ha var an eternite eürus a behini e jouisso ar Sænt. Eudoç soueset oc’h e glevet, e devoe ar guriosite d’e chezlaou, hac en em gavas spountet bras dre al lectur-ze.

Da c’houlou-dez e cassas da bidi ar Religius da zont d’e guelet ; hac e lavaras dezà en ur grial : aichu eo din eta, collet e vezin da virviquen ; biscoas n’em boa clevet parlant eus an Tad Eternel, hac eus an traou am eus clevet gueneoc’h en nos-mâ. Ar Religius, soueset o clevet gant-y penaus n’e ouie quet quent ar guirionezou-ze, a c’houlennas diganti a belec’h e voa hac eus a be Religion. Beta ez-oùn, emezi, eus a Samarii hac evit guir, n’em eus Religion ebet, hac evelse ez-oùn en em roet da bep seurt crunou ; guelit goude quemense hac èn so possubl din evita ar Poaniou Eternel.

Possubl-eo, eme an den santel, mar quirit en em gonvertissa hac ober pinigen ; rac Doue a receo bepret gant madelez, gant carantez ha gant joa ar bec’herien penitant. Livirit din eta, emezi, petra e rancàn da ober ? Heanit da bec’hi, a respontas ar Servicher Doue, ha galvit heb dale ur Bcelec d’hoc’h inslrui ha d’ho lisposi da receo ar Vadiziant ; rac evidon-me, ret ê din distrei d’am C’houent, e pelec’h ho recournandin da bedennou an oll Religiuset.

Eudoç a glascas rac-eon ur Bælec hac en em strincas de dreit en ur lavaret : beza ez-oùn ar vrassa pec’heres a voe biscoas, mæs desquet am eus penaus misericord an Autrou Doue a so c’hoas brassoch ; c’hoant bras am eus d’en em renta Crisienes : ma instruit, me ho ped, hac ordrenit din ar pez a bligeo gueneoc’h. Ordren a reas dezi quemeret ur guiscamant modest ha tremen seiz devez en e c’hambr, o yun hac o pidi Doue heb parlant ous den.

Goude beza observet quemense, ez eas gant un habit a Benitantes da gaout an Escop hanvet Theodot, ha prosternet var an douar, er pedas gant cals a zaëlou da rei dezi ar Vadiziant. An Escop, oc’h e guelet e tispositionou quer santel hac instruet mad, e badezas. Ar Santes a reas neuse un douneson eus e oll madou d’ar beaurien, hac a bedas an Escop d’o distribui dezo. Ne vize muy guelet neuse nemet en llisou, hac e teuas da veza un exempl caër a binigen hac a vertuz.

Ne zaleas quet anezi d’en em lacât en ur Gouent e pelec’h e reas ur binigen dreist-ordinal, oc’h en em gonsideri bepret evel indin da veva en ur plaç quer santel.

Ar Gouarner eus ar Brovinç o veza clevet e voa en em rentet Cristenes hac en devoa madou bras, a reas e sonch d’o c’honfisca ; mæs pa velas e voant dija roet d’ar beaurien, e fallas dezâ e c’hontraign da adori an Doueou. Ar Santes o veza e reüset gant ur gouraich dreist e sex, a voue condaounet da veza dibennet. He Verzerinti a erruas e tro pevarzec vloaz ha cant goude Donediguez hor Salver.

REFLEXION.

Doue a zeu da brepari d’ar bec’herien certen rancontrou eürus, certen moyenou a gonversion pere a so bepret moyenou sur a silvidiguez d’ar re a fell dezo profita anezo ; mæs peguer maleürus eo ar re a zeu d’o renta inutil evit-o ! Pep disprigeanç, pep indifferanç, en occasionou saluter-ze a so ur sin a obstination er pec’het ; hac an nep a zeu da abusi eus ar graçou-ze, a so en un danger bras da vervel en e bec’het. Eudoç pec’heres a glev ul lectur devot ; al lectur-ze e touichas, chezlaou a eureu er memes amser ar vouez eus ar c’hraç pehini a barlante out-y e goëlet he c’halon, hac e teuas d’en em gonvertissa. E pelec’h e ve bremâ Eudoç mar e devise græt neuse ar scouarn vouzar ? ma n’e devise quet profitet eus an occasion eürus-se?

Peguement a bec’herien o deus manquet o silvidiguez, pehini a zepande eus ar profit a dlient beza græt eus ul lectur devot dre behini Doue en devoa o zouichet, eus ur Sarmon o devoa clevet, eus un avis mad roet dezo, eus un accidant trist o devoa guelet, eus un inspiration santel o devoa bet ; ne d’ê quet falvezet dezo profita eus ar moument eürus-se, bouzar int bet ous ar C’hraç ; pebes maler evit-o, sioaz ! ha peguer cruel e vezo o c’heuz en ifern da veza en em galedet a enep ar C’hraç en occasionou eürus-se !

An Autrou Doue en deus marteze staguet silvidiguez meur a zen ous al lectur a raïnt eus ar Reflexion-mâ ; pebes maler, mar e rentont inutil evit-o.


————