Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Eucher

Eus Wikimammenn
◄   Conrad Eucher Dositee   ►


An uguentvet devez a viz Fevrer.


SANT EUCHER, ESCOP.


————


Ar Sant-ma a oa guinidic eus ar Guær a Orlean. E vam devot ha vertuzus en instruas ervad a vianic, hac e devoe souden ur gonsolation vras oc’h e velet sourcius hac acquetus da bidi Doue. Ar brassa pligeadur a aller da ober dezàn, oa e gaç, d’an ilis hac ar respet, ar vodesti, an devotion a zisqueze er plaç-santel d’an oad a c’huec’h pe seiz vloaz, a ree admiration an oll.

O lenn comsou an Abostol Sant Paul, dre bere e lavar deomp penaus e tremen ar bed evel ur squeud, en em santas touichet hac inspiret da guitât peb-tra evit en em renta Religius. Antren a eureu e Abaty Jumiege, e pelec’h e cunduas ur vuez quer mortitifiet na quer santel, ma servichas da vellezour ha da squêr d’ar fervanta Religiuset.

Goude maro an escop a Orlean an oll habitantet er choasas evit o Escop ; mæs evel ma aznayente humilite vras, ha m’o devoa aoun na zeuze da reus ar garg, e pedsont Charles-Martel, pehini a goumande neuse var ar Rouantelez, d’o souten dre e autorite. Ar Prinç-se a roas dezo unan eus e Oficerien vrassa evit mont gant-o eus e berz da guemeret ar Sant en e Gouent, ha d’e gundui da Orlean.

Evel ne voa en em rentet Religius nemet evit pellaat dious ar bed ha dious an enoriou, e voe quen affliget pa glevas an neventi-ze : evel pa vize c’hoarveet gantàn ar brassa maler ; hac, en ur lavaret adieu d’e oll vreudeur, e scuillas cals a zaëlou, gant ar c’heus en devoa d’o c’huitât.

Eucher goude beza bet ur Religius fervant a zeuas da veza un Escop parfet. Lacat a reas un urz ar c’haëra en e Escopty, quen etouez an dud a Ilis, quen etouez ar bobl.

Ar mad bras a ree a zispligeas d’an drouc-speret. An adversour-se eus ar silvidiguez a impligeas e oll finessaou hac e oll artifiçou evit e goll er speret ar Prinç. Tud a voal goustianç a rapportas da Charles-Martel penaus en devoa parlantet en e enep. An istim vras en devoa, bete neuse ar Prinç-se evit ar prelat santel-se ne viras quet na en exilas d’ar guær a Goloign.

Ar Sant pehini n’en devoa quet brassoc’h desir eguet beva diaznavezet ha dispriset, en em rentas gant joa er plaç eus e exil : mæs e vertuz o veza græt souden e aznaout e Coloign, e voe respetet hac enoret gant an oll.

En em lacaat a eureu e abati Sant Trôn, e pelec’h e tremenas c’huec’h vloaz o cundui ur vuez oll celestiel. Eno e falvezas da Zoue recoumpansi e servicher fidel, oc’h e c’hervel eus e exil, d’an-demeuranç eus an eneou eürus, dre ur maro santel, er bloaz 743.

REFLEXION.

Ar figur, pe ar speç eus ar bed-mâ a dremen. Ar c’homsou-mâ a reas da Sant Eucher quitaat ar bed, evit cundui ur vuez devotoc’h ha perfetoc’h. Peguer caër eo ar c’homsou-mâ da vedita ! Pet sujet a reflexion na gaver quet e quen neubeut a gomsou ! Ar figur, da lavaret eo, ne d’ê ar bed nemet ur spec, pe ur squeud, pehini a dremen en ur moumet. Ar figur eus ar bed-mâ, pehini ne deo nemet miseriou ha viçou, Ar figur eus ar bed-mâ a dremen ; perac eta staga hor c’halon ountâ ? Ar figur eus ar bed a so tremenet evit cals a dud eus hon aznabudeguez, tremen a raï evel-se evidomp hon-unan. Quitaomp-èn a galon abars ma hor c’huitaï en effet.

Eil Reflexion. Sant Eucher, quen divlam dirac Doue, a so bet accuset, calomniet, hac exilet. Caer en deus en e exil e repos hac e c’hloar. Caër en deus ar bed persecuti ar Sænt, e bersecutionou a ra enor dezo, hac a gresq o milit. An nep a aznaf hac a ouar-mad e Religion ne zeu quet da goll couraich, na d’en em rei d’an dristidiguez abalamour d’ar boan pe d’an afflictionou a zigouez gantan. Jugeomp eus an drouc a c’hoarvez gueneomp er bed-ma, evel ma jugimp anezàn en heur ar maro. Na glascomp quet pellaat dious ar boan, dious ar groas a ro Doue deomp ; en em aplicomp hebquen da ober un usaich mad anezi. Ar groas a vezo bepret ur vezen a vuez evit ar guir Gristenien.