Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Circoncision hor Salver Jesus-Christ

Eus Wikimammenn
◄   Circoncision hor Salver Jesus-Christ Odilon   ►



BUEZ
AR SÆNT.



quenta devez a vis guenver.
————


CIRCONCISION
HOR SALVER JESUS-CHRIST.
————


Christenien, c’hui pere a zesir miritout un eternite eürus, dre an usaich mad eus ho ploaveziou, coumancit ar bloaz gant fervor, gant ur volontez couraichus da renta hoc’h oll deveriou da Zoue ha d’ar verb incarnet ; e garantez hoc’h oblich da guemense : hac, anes dremen evit ingrat, ne ellit quet revus da garet Jesus-Christ pehini en deus ho caret en hevelep fæçoun ne d’ê quet en em goutantet da zisquen eus an eê, ha d’en em ober den evit ho silvidiguez, maes ouzpen-ze, eiz-dez goude beza ganet, a so en em soumetet da lesen ar Circoncision, evit coumanç an euvr eus ho redemption, hac er memes amser evit hoc’h instrui en ur rei deoc’h an exempl eus an excellanta vertuziou.

Al lesen eus ar Circoncision, roet gant Doue da Abraham, a ordrenet penaus an oll-vugale mad, eiz-dez goude beza ganet, a vise circonciset. Hor Salver ne oa quet obliget d’ar cerimony poaniou-ze, cousgoude en em soumetet en deus d’al lesen-se ; da guenta, evit rei deomp un exempl caer a humilite ; d’an eil, evit rei deomp an exempl eus un oboissanç parfait, oc’h en em soumetit d’al lesen, en e oll foènchou ha circonstançou ; d’an drede, evit hon disqui da gundui ur vuez mortifiet ha da garet ar souffrançou ; d’ar bevare, evit disquez deomp e garantez infinit en hon andret, o coumanç, quen abred-se da scuilla e voad evidomp, o c’hortos et scuilla oll bete ar berad diveza, var ar groas, evit remission hor pec’hejou.

Evel ma oa ive ar c’hustum el lesen ancien da rei un hano d’ar vugale, pa recevent ar Circoncision, pehini a ïoa ur figur eus ar sacramant a Vadiziant, el lesen a c’hraç, e ouë roet, d’ar c’hrouadur divin-mâ, dre urz an Tad eternel, an hano a Jesus, evel ma en descomp dre ar c’homsou a adressas an Æl d’ar Verc’hes Vari, pa zeuaz d’e saludi ha da zisclaeria dezi ez oa choaset evit beza mam da Salver ar bed : Conceo a reot, hac e lequeot er bed ur mab da behini e root an hano a Jesus.

REFLEXION.

Jesus-Christ a ro deomp er mister-mâ ur merq bras eus e garantez hac eus an desir ardant en deus d’hor savetei. Discquesomp ive dezâ hor c’harantez, ha bezomp sourcius hon-unan da labourat evit hor silvidiguez ; rac chetu a-se ar pez a c’houlen digueneomp : ha chetu ar c’haera merq a ellomp rei dezâ eus hor c’harantez. Jesus en deus graet abondamant eus e gostez quement a oa ret evit hor savetei ; hon dilivriet en eus eus a buissanç an drouc-speret, hon reconciliet en deuz gant Doue e dad, roet en deus deomp an oll moïenou a silvidiguez ; maes goude quemense-oll ma na reomp un usaich mad eus e c’hraçou, e oll labourou, e oll souffrançou, an oll goad en deuz scuillet a vezo inutil evidomp. Mar negligeomp, mar disprigeomp hor silvidiguez, er privomp eus ar pez a zesir muya, hac eus ar joa da veza hor saveteet, Pebes regret n’hor bezo-ni quet un deiz, mar hon be manquet d’en em savetei, o caout un hevelep Salver! Chetu dija meur a vloaz tremenet ha martese collet evidomp ; penaus et tremenim-ni hemâ ?

Eil Reflexion. Enoromp an hano santèl à Jesus, ha prononçomp èn alies, mæs bepret gant respet, gant fizianç ha gant devotion ; songeomp oc’h e brononç, er pez en deus graet ha soufret Jesus evidomp, consideromp e garantez, e vadelez, e visericord en hon andret. En hon heur diveza an hano a Jesus eo a vezo lavaret hac inspiret deomp evit hor c’houraichi, evit hor rassuri a enep ar spount hac an euz rac ar maro : ar goms diveza eo a vezo graet deomp prononç ; en em voazomp eta bremâ d’e brononç gant pep respet, evit gallout e invoqui gant mui a fizianç, en heur diveza-ze.

An hano a Jesus a so respetabl dlan Ælez, terrubl d’an drouc sperejou, hac ur sourcen a gonsolation evit an dud. Ha c’hui en em gaf trist, eme Sant Bernard, prononçit a galon an hano a Jesus, hac en em guefot consolet. Ha troublet oc’h-u gant ar rebechou eus ho coustianç, n’ho pezo quet quent prononcet an hano sacr a Jesus, na viot leun a fizianç ha na guernero an tempter an teac’h; an hano a Jesus eo a laca da redec daelou douç epad an oræsoun; èn eo a ro ur gouraich nevez er brassa dangeriou. Piou, goude beza invoquet an hano adorabl-mâ, ne de quet bet sicouret quer buan! Piou eo an hini pehini, o veza pressei gant ar brassa temptationou, hac attaquet gant an adversourien dangerussa eus ar silvidiguez, en deus bet recours d’an hano santel-mâ, eb beza gounezet ar victor ? An hano a Jesus a so un hano a nerz er c’hombajou, eme ar memes Sant, un hano a sclerigen en dangeriou; un hano a gonsolation en adversiteou eus ar vuez; un hano a silvidiguez en heur ar maro, evit ar re o deus-èn bet scrivet doun en o c’halon, epad o buez.

Leveromp eta alies a greis hor c’halon ar c’homsou douç ha tener-mâ :

O va Jesus! o va c’harantez!
Bezit em c’halon en nos hac en dez.