Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Catell a Sieen

Eus Wikimammenn
◄   Per, merzer eus a urz s. Dominiq Catell a Sieen Yacob ha Philip   ►


An tregontvet a viz Ebreul.


SANTES CATELL A SIEEN,
EUS A DREDE-URZ SANT DOMINIQ.


————


Ar Santes-mâ, guinidic eus ar Guær a Sieen, e devoa a vianic un inclination vras evit ar vertuz hac un devotion quen tener evit ar Verc’hes Vary ma rapporter penaus, quellies gueich ma pigne en diri eus he zy, en em lequee var he daoulin evit lavaret an Ave Maria.

He c’herent o veza cavet ur chanç caër evit-i, e foursuas da zimisi, mæs respont a eureu gant respet penaus e devoa græt he sonch hac e resolution da chom bepret guerc’hes. He mam, evit e distrei dious ar sonch-ze hac e c’hontraign da zimizi, e c’hargas a labour heb caout damant na truez ebet out-y. Ar Verc’h santel e creiz an tregaç poanius eus an tieguez na golle morse ar guêl a Zoue, hac he oll labour ne vire quet ne oa bepret unisset gantâ dre an Oraesoun. He mam soueset erfin o velet he fatiantet hac an ær anezi bepret countant, n’en em opposas muy d’e zessin, Hac e lesas da heul ar mouvamant eus ar c’haç.

Catell a gunduas a neuse ur vuez mortifiet meurbet. Yun a ree bemdez ; ne devoa evit guele nemet ur planquen ; douguen a ree ur Ciliç houarn, hac e pratique mortificationou-all quer bras ma za diæz compren penaus ur Plac’h a drivec’h vloaz, pehini a hent-all e devoa neubeut a yec’het, e deffe gallet o souten. Quemeret a eureu an Habit a Drede Urz Sant Dominiq, hac e oue exempl an oll C’hoareset dre he devotin o parfet ha dre he c’harantez da visita ha da servicha ar beaurien en o c’hlènvejou.

Doue evit purifia he vertuz, a bemetas ma anduras temptationou bras hac importun abers an Drouc-speret hac abers ar c’hic, Ar Santes a vougas bepret ar flammou impur-ze, dre he yuniou ha dre he daëlou. Doue a lequeas goudese ur peoc’h bras etre he Ene hac e c’hargas a gunsolationou, bete ma voa alies ravisset e speret hac extasiet. E favorisa a eureu ive eus a veur a vision hac apparition admirabl.

He buez a so bet casi-oll burzudus ha miraclus, mæs ispicial var fin e amser ; pa e deus bevet adalec ar C’horaïz bete gouel an Asçansion dre voyen ar Gommunion santel, heb quemeret magadurez-all ebet.

Ar Bara-ze eus an Æles, pehini e receve bemdez, e mague hac a roe dezi un ners surnatural evit souten he mortificationou dreist-ordinal.

Erfin ar Santes-mâ, istimet ha reveret gant ar Pab Gregor unecvet, gant ar Pab Urban c’huec’hvet ha gant ar Brincet, a varvas e Rom e bloaz 1380, d’an oad a tri bloaz ha tregont.

Maximou spirituel Santes Catell.

1. Un dra ræsounabl bras eo caret Doue generusamant, heb clasq hon interest nac hor profit hon-unan. Evit caout ar garantez parfet-ze, e tleomp songeal ha consideri peguement ez omp caret gant Doue.

2. An den vertuzus a gar an dud mechant hac impi memes, dre ur ræsoun hac ur princip surnatural, abalamour ma zint crouet hervez an Imaich a Zoue.

3. Ne deus nemet ar pec’het a guement a alleur hènvel drouc.

4. Ar guir humbl a andur gant patiantet ha memes gant joa pep seurt controliez ha pep seurt adversite.

REFLEXION.

Mam Santes Catell a Sieen e c’hargas casi eus a oll labour hac eus a oll sourci an tieguez, quemen-se ne viras quet ne oa bepret unisset gant Doue dre an Oræsoun, abalamour m’e devoa graet ur retret hac ur solitud e goelet he c’halon, e pelec’h en em retire evit en em antreteni gant Doue.

Hoc’h oll labourou ne virent quet ouzoc’h na viot un den interior, mar grit evel ar Santes-mâ ur gabinet, pe un Oratoric e goelet ho calon, evit en em retira eno a amser-da-amser evel en ur Solitud, e creiz ho prassa occupationou. Un Hermit en e zezerz a ell caout e galon hac e speret occupet ha distroet dre ar sonch ha dre ar represantation eus ar bed, ma ne d’ê quet sourcius da arreti e imagination, ha da vortifia e squianchou natural ; mæs ive un den e creiz ar bed, a ell beza recueillet hac unisset gant Doue e touez an tregaç eus e afferiou hac eus e etal. Pa glasquer Doue ha pa er c’harer er c’haver e peb-lec’h.