Buhez ar Sent/1837/Apollina

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Yan Matha Apollina Scolastiq   ►


An navet devez a viz Fevrer.


SANTES APOLLINA
GUERC’HES HA MERZERES.


————



Er bloas daou c’hant eiz ha daou-uguent e savas er Guær a Alexandrii, e pehini edo un nombr bras a bayanet, ur bersecution pe ur revolt a enep ar Gristenien. Ar pen-caus a-se a voe un den maleürus pehini en em emelle eus a zivinerez pe a sorceres. An trompler-se, incitet gant an drouc-speret, a vrudas partout penaus e tlie arruout ur maler bras bennâc e Quer, ma ne vize distruget ar Gristenien. Ne fallas quet davantaich evit lacât ar bayanet e fulor out-o.

Cetu e pe fæçoun e parlant Sant Denis Escop eus a Alexandrii, pehini a voe test eus a guement en deus scrivet var ar poent-se : Un divinour maleürus, emezàn, a alumas ur fulor estranch e calon ar bayanet en hon enep. An dud dallet-se o cridi un den digoustianç hac impy, en em revoltas a enep ar Gristenien, hac o zretas gant pep seurt cruelder, o songeal ne allent quet guell enori o doueou faus, eguet en ur sacrifia dezo buez ar re a adore ar guir Doue.

Santes Appolina a zisquezas er bersecution-ze ur gouraich dreist-ordinal, pehini a so bet admiret bete vremâ gant an oll, ha pehini a voe neuse ar sujet eus an admiration ar bayanet memes.

Apollina a voa ur Verc’h respetet hac enoret bras gant an oll Gristenien a Alexandrii da bere e voa un exempl caer eus a bep seurt vertuziou. Doubli a reas he fedennou hac he yunou en amser ar revolt-ze ; en em zerc’hel a ree en he zy, o sevel da bep mare he daouarn hac he daoulagat etrezec an Eê. Hac evel n’e devoa douet ebet na vize souden sacrifiet, en em brepare gant fervor d’e Sacrifiç. En effet ar bayanet, pcre evel tud arraget a dorre an orriou var ar Gristenien, a bille hac a zeve an tyez, en em sesias anezi. Coumanç a rezont dre denna dezi he oll dent ; an anquen a voa bras, mæs ar Santes en anduras, non pas hebquen heb en em glem, mæs gant joa da souffr evit Jesus-Christ. Alumi a resont goudese un tan bras, oc’h e gourdrous d’e strinca e creiz ar flam, he zreit hac he daouarn amarret, ma na zeusie da offri ezenç d’an doueou.

Neuse en em santas inspiret d’en em deul e-unan er flammou, evit disquez d’ar bayanet penaus e devoa muy a horrol eus ar pez a c’houlennent digant-y, eguet n’e devoa eus an oll tourmanchou, hac evit disquez dezo c’hoas penaus ar Verzerien a sacrifi o buez a galon vad dre garantez evit Doue, ha non pas dre gontraign pe en despet dezo. O veza eta goulennet un tamic amser, evel evit ober he sonch, e teuas d’en em recueilli ha da antren en he interior : goulen a reas gant fervor digant Doue ar c’hraç, an nerz hac ar gouraich a bere e devoa ezomp : e suplia a reas da gaout evit agreabl ar sacrifiç a yee da ober dezàn eus he buez. Goudese, leun a fizianç e Doue, hac anflammet dre ar garantez divin, e redas hac en em strincas e-unan en tan, e pelec’h e reutas he Ene d’he C’hrouer.

Ar Bayanet en em gavas soueset meurbet, ha ne ellent quet compren penaus e alle ur Verc’h caout ur gouraich quer bras. Ar Gristenien a zestumas ar pez a chomas eus he Relegou, hac ispicial he dent, pere a voe distribuet da veur a Ilis, ha conservet gant cals a respet.

Ar soulageamant a receo c’hoas bemdez cals a dud dre intercession Santes Apollina, a zisquez ar c’hredit e deus dirac Doue.

REFLEXION.

Santes Apollina a anduras, heb en em glem, ha memes gant joa, tenna he oll dent. Sujet ez oc’h sur da ur boan pe da un disesamant bennâc ; Doue a ro ar boan-ze deoc’h evit exerci ho patiantet. Ma ne illit quet souffr gant joa, souffrit da viana gant patiantet ar pez na illit quet da viret, petra bennâc a rafec’h. Mar deut da vurmuli pe d’en em jala, ne reot nemet crisqui ho drouc hac en em renta fachus d’ar re-oll ha deoc’h hoc’h-unan.

E creis ho brassa anquen songit e poaniou an Ifern pere hoc’h eus militet dre ho pec’hejou, ha livirit neuse : Bremâ, o va Doue, e venn o souffr poaniou crueloc’h, ma n’ho pize dre ho madelez astennet va buez, evit rei din amser da ober pinigen. Songit peguen eürus oc’h c’hoas da c’hallout, dre boaniou quer ber, racquita poaniou eternel. Offrit ho poan da Zoue evit pinigen eus ho pec’hejou. Unisset ho poaniou gant ar re en deus anduret no Salver adorabl. Souffrit dre garantez evitàn ar boan, ar c’hlènvet, an affliction a ro deoc’h. Offrit dezâ quement a andurit ha livirit : C’hoas davantaich, va Salver, mar d’é ho Volontez, crisqit ma foan, mæs crisquit ma fatiantet. Songit er pez ho deus souffret ar Sænt evit Doue : songit er pez en deus anduret Jesus-C’hrist evidoc’h , sellit ous e Groas, hac e lavarot : ar pez a souffràn ne d’ê netra e comparæssoun d’ar pez en deus souffret ma Jesus.