Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Anton a Badou

Eus Wikimammenn
◄   Yan Facond Anton a Badou Basil   ►


An trizecvet devez a viz Even.


SANT ANTON A BADOU,
EUS A URZ SANT FRANCES.
————

Ar Sant-mâ, guinidic a Lisboon, e Portugal, o velet digaç da Gonimbr corvou pemp Religius a urz Sant Frances, pere a oa bet merzeriet gant ar barbaret, en em santas inspiret da antren er memes urz.

Goude m’en devoa grêt e noviciat gant ur fervor vras, an desir en devoa da squilia ivez e goad evit gloar Jesus-Christ, a reas dezâ goulen ar bermission da vont da labourat evit conversion ar Sarazinet hac ar Morianet. Ambarqui a eureu evit mont en Afriq, mæs ur c’hlêvet bras pehini a zeuas dezan, en obligeas da zistrei en Europ, e pelec’h e reas ur mad infinit. Reï a eureu missionou e Limousin, e Berry, e Siciil, e Rom hac e Padou ; ha ne oufer quet lavaret peguement a frouez a reas en oll plaçou e pere e prezegas. Evit guir, e viraclou bras a ree cals a impression var ar c’halonou, hac a gontribue cals da ober quement a gonversionou.

Etre cals a viraclou en deus grêt en e vuez, ez-ê rapportet penaus evit trec’hi ha confonti obstination un Heretiq aheurtet, pehini ne felle quet dezàn adori Sacramant an Auter, a obtenas digant Doue ma teuas ur mùl, pehini a oa bet pell eb tam boed, da lesel ar foen a oue lequeet dirasi, evit dont d’en em brosterni dirac ar Sacramant. Un dra quer burzudus a gonvertissas an heretiq-ze hac un nombr bras a re-all.

Ur veich-all o veza pignet er gador evit prezeg en ur guær pehini a oa ehars ar mor, hac a voa leun ha heretiquet hac a dud libertin, nicun na brigeas chom d’e glevet. An den santel leun a feiz ac a fizianç e Doue, a yeas var bord ar mor, hac en ur adressi e goms d’ar pesquet, e lavaras : Pa reüs an dud chezlaou comsou Doue, deut pesquedigou, crouet gant Doue, deut da mezequaat dre ho soumission an indocilite eus an dud impi-ze : er memes instant e oue guelet ar mor goloet a besquet. An dud a ziredas da velet un dra quen estrang ; neuse e reas ar sant un instruction cre ha nerzus var an oll-gallout a Zoue, ha dre ur miracl quer patant e convertissas ar guær-ze oll.

Diæz e compren penaus en deus gallet sant Anton a Badou, pehini a varvas d’an oad a c’huec’h vloaz ha tregont, d’en em roï da guement a labourou evel m’en deus antreprenet en e vuez : quemense a oa un effet eus e garantez vras hac ardant evit Jesus-Christ, pehini a roas ive dezâ meur a verq eus ur garantez singulier. Un deiz ispicial e oue remerquet ar sant-mâ en e gampr var e zaoulin, hac extasiet e presanç ar mabic Jesus pehini a apparissas dezàn visiblamant.

Erfin, oc’h en em santout clàn, goude beza recevet e sacramanchou gant ar fervor hac an devotion ordinal d’ar sænt en e heur diveza, e tremenas eus ar vuez-mâ d’ar repos eternel, er bloaz 1231.

Daou vloaz ha tregont goude e varo, an habitantet a Badou a reas sevel e relegou evit o zransporti en un ilis caër o devoa savet en e enor. Pa voe digoret ar bez, e oue cavet e deaud, pehini en devoa servichet da gonvertissa quement a heretiquet hac a bec’herien, fresq beo ha ru evel ar ros.

Pidi a reer ar sant-mâ e meur a ezomou, ha particulieramant evit caout an traou dianquet.

REFLEXION.

Sant Anton a Padou a varvas yaouanc, d’an oad a c’huec’h vloaz ha tregont ; cousgoude grêt en deus ur mad infinit en e vuez. Pa servicher Doue gant fervor, ha pa ne garer nemet-àn, e avancer cals er vertuziou e neubeut amser, hac e proculer cals a c’hloar da Zoue.