Buhez ar Sent/1837/Abraham
r Sant-mâ a oa guinidic eus a Mesopotamii. Goude
beza tremenet e yaouanctis gant cals a zougeanç
Doue, e fallas d’e dad ha d’e vam e zimizi. Caër en
devoa represanti dezo ar choant en doa da guitaat
ar bed, e boursu a resont quement, ma consantas
gant aoun da ober chagrin dezo.
En devez ma eureugeas, o santout crisqui muy-oc’h-muy en e ene an desir da rei e galon da Zoue, hep partaich ebet, ha creêt dre ur c’hraç particulier e sortias secretamant eus an ty, hac en em dennas en ur c’havarn, en intantion da dremen eno e vuez. E guerent affliget bras a gassas tud partout evit clasq quêlou anezàn, ha da benn seitec devez a c’hefsont. E dad, e vam hac e bried er pedas gant cals a zaëlou da zistrei d’ar guær ; mæs coms a reas dezo gant quement a nerz eus a vanite ha dangerou ar bed, ma voent touichet dre un exempl quer bras, ha ma teuzont oll da gonsanti d’e lesel da heulya an inspiration divin, hac e tremenas eno hanter-cant vloaz en ur binigen vras, o veuli Doue nos ha dez.
Bcza en devoa un nizes pehini en em lesas da veza goallet dre an importunite eus un den maleürus. Ar c’hrim-ze e zaulas en disesper ; hac elec’h ober pinigen hac ur goëssion vad eus he fec’het, e teuas d’en em abandoni d’ar brassa disurzou.
He yontr santel, o veza aznavezet quemense, dre ur revelation, ne ouffer quet lavaret peguement a zaelou e scuillas, na peguer bras pinigen a reas evit obteni digant Doue he c’honversion. Mont a eureu d’e c’haout, hac e lavaras dezi dre zouçder : va merc’h, dre garantez evidoc’h oun deut betec amâ : na zeuàn quet evit ober deoc’h rebeich ebet, aznaout a ran peguer bras e hor fragilite, mæs ho pidi a ràn da gaout truez ous hoc’h Ene ha da zistroï ous Doue.
E nizes, soueset meurbet oc’h e velet, ha c’hoas muy oc’h e glevet o coms quer cafer out-y, na grede quet sevel he daoulagad. Ar vez e devoa, ar remors eus he c’houstianç hac he glac’har a vire out-y ne alle na flaich na parlant. Neuse e lavaras dezi : hebien eta, va merc’h, ne respontit netra din ; an desir am eus eus ho silvidiguez a zisplich deoc’h, squiz oc’h oc’h va guelet ha va c’hlevet ? D’ar c’homsou-mâ ar bec’heres-se en em strincas d’e dreit, ha ne respontas nemet dre he daëlou hac he huanadou.
He Yontr, quen touichet evel-dy, a lavaras neuse en ur gouela : mar doc’h spountet hac estlamet dre’n abec d’ho pec’hejou, o c’hemeret a ràn varnо̀n hac en em garga a ràn da satisfia evidoc’h da justiç Doue. Ar plac’h a lavaras erfin en ur grial : penaus en devezo Doue truez ouzin, goude beza coumetet quen alies a grim ? O va merc’h, emezàn, me hoc’h assur eus a visericord an Autrou Doue ; dre e urz oùn deut d’ho clasq ; credit certen penaus an defaut a fizianç en e vadelez a ve ur pec’het brassoc’h eguet hoc’h oll disurzou assambles. Hac e tremenfe ho pec’hejou e nombr hac e grevusdet an oll grimou a so bet hac a veso biquen coumetet var an douar, e vadelez a zo infinit. Jesus-Christ en deus satisfiet evidoc’h ; appliquit deoc’h ar satisfaction-ze dre ur guir gonversion ; detestit ho pec’hejou gant ur guir glac’har, ha me hoc’h assur eus ar pardoun anezo. An Eê oll en em rejouisso eus ho conversion, hac e root din ar brassa joa a oufen da receo er bed.
Ar plac’h paour, touchet o velet ur garantez quer bras, ha leun a c’hlac’har ; a lavaras : prest ha disposet oun da ober quement a bligeo gueneoc’h ordren din hac, o sevel he daouarn etresec an eê : va Salver na va Doue, emezi, petra a allàn-me da ober evit aznaout an excercis ho misericord, a behini am eus ur merq quen aznad er pez a rit hirio evit ma savetei.
Ar benitantes-mâ a renoncas d’ar bed ; beva a reas goudeze pemzec vloas en ur bratica ar brassa pinigen, hac e varvas evel ur Santes.
Sant Abraham a vevas dec vloaz goude gonversion e Nizes ; ha leun a vilidou, e rentas e speret eürus d’e Grouer er bloaz 376, etro an oad a berazec vloaz ha tri-uguent.
Petra a dleomp-ni da admira muyoc’h, pe an douçder a behini en em servichas Sant Abraham evit distrei e Nizes dious he disurz, pe ar gonversion gaër, ar fervor hac ar binigen ens ar benitantes vras-mâ. Admiromp an eil hac eguile : imitomp douçder Sant Abraham, en ur repren fautou ar re-all : imitomp fervor e Nizes, en ur ober pinigen eus hor pec’hejou hon-unan.
Eil Reflexion. Descomp dre an exempl-mâ penaus, peguer bras pec’herien e oufemp beza, e tleomp bepred lacât hon esperanç hac hor fizianç e madelez an Autrou Doue pehini a so prest da rei deomp ar memes graç hac ar memes pardoun, mar distroomp ountâ dre ur gonversion prount ha sincer.
Mar en deus Doue quement a vadelez evit ar bec’herien, pebes madelez n’en deus-èn quet evit ar re a zeu da zench buez ? Pebes joa, pebes consolation na ro-èn quet d’ar re pere er c’har hac er servich ? O misericord a Zoue, o madelez infinit, piou a oufe ho compren !