Mont d’an endalc’had

Bugale Breiz

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1915



BUGALE BREIZ !
————
Kinniget da lennerien vihan « Kroaz ar Vretoned »

War don : Me ’meus bet plijadur.



\version "2.16.2"
\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  <<
    \new Voice = "kan" {
      \autoBeamOff
      \relative c'' {
        \clef treble
        \key a \major
        \time 2/4
        %\partial 8*1
        %\set melismaBusyProperties = #'()
        \override Rest #'style = #'classical
        %\tempo \markup { \italic {Allegro} }
        d4 r8 d,8 | a' a b cis| \break
        e [(d)] cis16 b8 cis16 | a4 \stemDown b8 [(gis)] | \stemNeutral a4. a8 | \break
        a b cis d | e gis fis e | \break
        cis4 e8 [(d)] | b4. cis8 | e d cis d | \break
        e [(d)] cis16 b8 cis16 | a4 \stemDown b8 [(gis)] | \stemNeutral a4 r8 \bar "|."
      }
    }
    \new Lyrics \lyricsto "kan" 
    {
      %\override LyricText #'font-shape = #'italic
      _ Bu -- ga -- le Ar -- vo -- rig,
      Bleu -- niou a goan -- ti -- ri,
      Ho sel -- lou bir -- vi -- dik
      zo leun a vel -- ko -- ni.
      Bu -- ga -- le Ar -- vo -- rig
      Pe -- rak na ga -- net mui_?
    }
  >>
  \layout { 
    indent = #00
    line-width = #100
    %ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 80 4)
    }
  }
}


Bugale Arvorik,
Bleuniou a goantiri,
Ho sellou birvidik
’Zo leun a velkoni…
Bugale Arvorik,
Perak na ganet mui ?
 
En draouien, er mene
Kan an evnedigou
Gwechall en em veske
Gant ho c’hoarzadennou ;
En draouien, er mene
N’eus ken nemet kanvou.

Evel eur barr-arne
En oablou digatar,
Eur walen didrue,
Eur walen leun a c’hlac’har,
Evel eur barr-arne,
Zo kouêt war an douar.
 
Ar Brusianed fall
O deus bet huvreet
Sunan, evel gwechall,
Gwad hon bro diamantret ;
Ar Brusianed fall
A renk beza pladet !
 
Ho tad a zo pell pell,
’Kreiz tan an emgannou ;
He zellou en dremwel
Ho mamm a ra kanvou…
Ho tad a zo pell pell,…
Sec’het d’ei he daerou !
 
Eledigou tener,
Jezus eo ho Mignon,
Goulet ’vit hon bro ger
Gonid, peuc’h ha pardon ;
O êligou tener,
Digoret E galon !
 
Bugale Breiz-Izel,
C’houi eo konfort ho pro ;
Warnoc’h eman he zell
Er reuz-man ken garo ;
Bugale Breiz-Izel,
Selaouet he c’hlemmo.
 
He dorn d’ec’h a ginnig,
’Vel eun arouez a c’hloar,
Baniel an Herminig
Ru-gwad, splan ha dispar.
O mibien Arvorik,
Miret-han digailhar !
 
Koulmig Arvor.