————
Decvet Dialog.
Ar Roue Yon hac e suit a antre.
Yon.
Trugare va Doue hac ar Verc’hez Vari,
Ez omp rentet bremàn, va zud, goal dizourci,
Pa omp victorius var hon adversourien,
Dre vaillantis Renod hac e Chevalierien ;
Birviqen ne oufemp donet sur en nep guis
Da recompanç anê demeus o vaillantis.
Hector.
Vaillantis o deus grêt, certen me a gred se ;
Mes brassa recompanç oc’h eus-u grêt dêze !
Me a gred, va Roue, noc’h eus qet mad sònjet,
Mar roit da Renod en tu-all d’e souhet.
Ha dezir oc’h eus-u hep arrêti pelloc’h
Da gaout eur Souveren da gommandi varnoc’h,
Mar roit da Renod ha d’e dud Montoban,
E vint mestr absolu partout dre ar vrô-man ?
Ar C’homt d’Anjou.
Qementse a zo güir ; me a meus aon ive
Ma ve fortifet Renod er c’hastel-ze,
Ne zouje da Roue, Prinç, Marqis na Baron,
Na da zen a guement zo ebars er Gascogn ;
Rac gouzout a rit mat int tud goal redoutet,
Chevalierien vaillant a guement a gafet ;
Ha ma fachfe ouzoc’h Renod eur vech hepqen,
Ec’h alfec’h lavarat : adieu va c’hurunen.
Godefroa.
Me gontest fermamant ar pez a leveret.
Me voar ervat Renod zo eun den redoutet ;
Hoguen me hoc’h assur ê re nobl e galon
Da zont da gometti birviqen trahison.
Renod zo den leal, carguet eus a furnez,
Hac eun den oblijant, leun eus a vadelez ;
Ha pa rofec’h deàn castel caer Montoban,
Ne rêyo nep insult biqen dêc’h er vrô-màn.
Hector.
Ar pez a brometer a zo ret da zerc’hel ;
Peb den honest a zalc’h d’e c’hir bete mervel,
Dindan boan da vea tremenet disleal.
Hoguen me ho suppli da zont mat da zònjal
Penos mar doc’h ar mestr en ho Rouantelez,
Ez ê Renod zo caus dre nerz ha dre adres.
C’houi a voar coulz ha me an desolation
A voa bars er vrô-màn dre grueldet Bourgogn,
Hac a zo gant Renod qemeret prisonier,
Ar pez na eljemp qet birviqen da ober.
Monbandel.
Autrone, lavaret oc’h eus ho santimant ;
Selaouit va hini ive pareillamant.
Rac-se-ta, va Roue, mar oc’h eus c’hoant penos
Ne droublfe qet Renod nac e dud ho repos,
Me roy dêc’h eun avis demeus a importanç :
Noc’h eus nemet tachout da ober alianç
Ebars entre Renod hac ho c’hoar ar Brincez,
Neuze e veoc’h mestr en ho Rouantelez ;
Rac Renod o velet e vezoc’h aliet,
P’o po roet deàn ho c’hoar bropr da bried,
En devo evidoc’h eur respet spicial,
Ha n’ho privo biqen demeus ho tron royal.
Yon.
Assurit, va mignon, ê güir a leveret,
Me am boa qementse pell a zo em speret ;
P’oc’h eus-àn concluet ê ret a bep coste
Tachout ta ma vo grêt alianç entreze.
|
Renod a zo den nobl hac eus a galite,
Va c’hoar zo eur Brinces ha merc’h da eur Roue :
Ennes zo eun demei hac a gavàn sortabl,
Hac a gred din ive a ve sur profitabl.
Da Renod, pehini a antre gant e suit :
Pa garfoc’h ni yêlo, va mignonet fidel,
Bremàn oll assambles da visita ’r c’hastel
A meus-me prometet da rêi en presant dêc’h.
Ne gredan qet e ve nep seurt drouc sur ganêc’h.
Renod.
Me a bromet amàn d’ho Majeste royal
E meus bet betec hen hano eun den loyal ;
Me reqet eus Doue deus a greiz va c’halon
N’em bo c’hoant birviqen da ober trahison.
Evidomp da vea banisset eus a Franç,
N’en domp na traitourien na tud hep conscianç ;
Rac mar a meus-me bet lazet niz ar Roue
Ebars en e bales, em boa sujet da ze,
Rac va sqêi a eure, ha c’hoas va disfia,
Ha me sur evit güir ne farcis qet gantâ.
M’en anzav franchamant, mar tigoris e benn,
Nê qet dre drahison, mes vit en em difen.
Cetu antieramant petra ê ar sujet
Ma omp da Charlamagn qer bras enemiet.
Mogis.
Ouspen ze a zo c’hoas, Sir, ô Roue Yon :
Deus hor fidelite mar oc’h eus nep soupçon,
Ha mar oc’h eus nep qeuz da vea prometet
Demp castel Montoban, ni noc’h oblijomp qet
Da ober netra oll enep d’ho polontez ;
Goell ê ganemp quittât crenn ho Rouantelez ;
Ha ne chomfomp enni pelloc’h na de na nôs,
Qent eguet ma teufemp da droubli ho repos.
Ni zo tud a enor, tud eus a gonscianç,
|
Evidomp da vea banisset eus ar Franç.
Yon.
Ah ! va mignonet qer, ne gomzit qet a ze ;
Ne douetàn tam ebet deus ho fidelite ;
Hoguen eta, Renod, dre ma oc’h va mignon,
E-meus c’hoant d’ober dêc’h eur broposition
Amàn en ho presanç ha dirac ho preudeur ;
Me en disclêrio dêc’h hep arrêti nemeur.
Qen charmet ê an oll ganêc’h-u er vrô-mâ,
Balamour d’ho courach, ha me deus ar c’henta,
M’o deus eun dezir bras oll demeus a eur voez
E rafac’h ho fortun bars em Rouantelez,
Abalamour ma oc’h tud vaillant, redoutet,
Ha capapl d’hon difen eus hon enemiet.
Rac-se-eta, Renod, mar carit consanti,
Me a meus concluet da zont d’ho temezi
Da Glera, va c’hoar bropr, eur Brinces ar gaera
Zo bet ganet biscoas, m’en assur, er bed-mâ.
Me roy en argoulou dêc’h castel Montoban,
Hac eun Duche antier a roin c’hoas gantàn.
Renod.
Allas ! me n’òn qet dign demeus an enor-ze
Da zont da eureuji merc’h unic eur Roue.
Me zo eun estranjour, banisset deus va brô,
N’òn qet dign diouti. Sònjit en ze d’ho tro ;
Ha gouscoude, ô Sir ! pa oc’h deliberet
D’ober din eun enor ha ne veritàn qet
Me a zo prest ractal da heuill ho polonte,
Gant ma vo ar Brinces contant demeus a ze.
Yon.
Nebon e vo contant, eus se hoc’h assuràn ;
It buan ta d’he c’haout, m’ho ped, Pajic bian,
Ha lavarit d’am c’hoar dont amàn hep dale ;
Pa vo deut e clêvo a betra eus doare.
|
An Eil Paj.
Roue nobl ha vaillant, gant joa vras em c’halon,
Me rêi en ho reqet prest ar gommission,
Rac me gred ar Brinces pa glêvo ar sujet,
Me hoc’h assur ervat e vo rejouisset.
Me ya da bartia ractal, pa ê ho crad ;
Credi a ràn e teuy ganeme troad-eus-troad.
Mont a ra da vit ar Brinces, eun nebeut
goude ec’h antre ganti.
Renod.
Salud, Princes yaouanq, gant carante barfet.
Clera.
Ho servicherez humbl, Chevalier redoutet.
Yon.
Arça eta, va c’hoar, cetu aman ar re
O deus hon delivret, a drugare Doue,
A dre daouarn Bourgogn hac ar Sarazinet,
O devoa en antier ar vrô-màn revinet ;
Spicial Renod, a zo ar c’habiten,
En deus bet qemeret Bourgogn e-unan crenn,
Ha rentet aneàn em domination ;
Rac-se lavarit din ho resolution,
Peseurt anaoudeguez en deveus meritet :
Just ha rêsonabl ê e ve recompancet.
Clera.
Ne gredàn qet e ve, hervez va fantazi,
Netra oll er vrô-màn dign d’e recompanci.
Den na ell lavarat certen en güirione
An desolation hac ar c’halamite
A voa grêt er Gascogn gant ar Sarazinet ;
Hac ê Renod vaillant en deus hon delivret !
Rac-se ne oufen qet petra ve suffisant,
Dign de recompanci ha d’e renta contant.
Yon.
N’en dê qet difficil, va c’hoar, e gontanti :
|
E màn en ho pouvoar, mar carit consanti,
Rêi deàn recompanç deus e zervich rentet :
E vrassa dezir ê dont d’ho caout da bried.
Clera.
Allas ! me zo indign deus eun enor qer bras
Da eureuji d’eun den qer courajus, sivoas ;
Gouscoude mar dê ze lavaret gant Doue,
Me a zo prest bepret da heuill e volonte.
Renod a dosta eus Clera hac a lavar dêi :
Ha me, Princes yaouanq, a lavar memes tra.
Pa òn bet inspiret evit dont d’ar vrô-mâ ;
Da zervicha Yon demeus va oll bouvoar,
Ho possedi, Clera, a ve va brassa gloar.
Yon.
Grêt clos an demezi, me a vel ze dija ;
Demp eta d’an ilis gant calz demeus a joa,
Gant pep solanite ma vint ta eureujet ;
Ha neuze ni yêlo gant enor ha respet
Da gundui anê da gastel Montoban,
Elec’h ne vanqo dê netra oll er bed-màn.
————
Unnecvet Dialog.
Charlamagn hac e suit.
Charlamagn.
Me lavar dêc’h amàn, Princet ha Baronet,
E meus calz a chagrin hac òn goal dispitet
En defot ne allàn qet dont d’en em venji
Eus a vibien Emon hac o c’hender Mogi.
Me a zònje penos pa voaint assiejet
En castel Rochefort, e vijent qemeret ;
Gouscoude o deveus grêt moyen d’en em denn :
Ne dalfe qet e nac’h, ret e vent sorcerien.
Neuze va niz Roland hac ar prinç Olier
|
Ne velàn qet ive e vent êru d’ar guêr,
A voa êt da Gologn evit rêi ar chasse
D’ar bayanet a voa o tistruch ar vrô-ze.
Gant se, òn poanniet bras pa n’o güelàn êru :
Me varvo gant glac’har, ma n’êruont diouz-tu.
Nêm.
Evit mibien Emon me bromet dêc’h ervat
Oc’h eus ar veach-màn rentet en eur goal stat ;
N'o deus qet a bouvoar da ober insult dêc’h,
Na den n’o repuo, m’oc’h assur, en nep lec’h ;
Ha dre ar voyen-ze e vint sur oblijet
D’en em zoumeti dêc’h, Ampereur redoutet.
Ouspen, ho niz Roland hac ar prinç Olier
Ne vint qet ar goassa ebars en nep qartier.
Tud just int, zo capabl da zifen o bara ;
Nep n’em froto oute ne c’honeo netra...
Mes m’o güel oc’h antre pa gomzen eus anê,
Hac eun den robust bras da brisonier gante..
Antreal a reont gant o frisonier.
Charlamagn.
Ah ! daou Brinç jenerus, deut mat sur ra veet.
Mes, piou ar payan-ze oc’h eus-u qemeret ?
Roland ar Fürius.
O Monarq redoutet ! va Eont, va Roue,
Ni a c’houlen pardon digant ho Majeste,
Mar domp bet neglijant da laqat en effet
En urz an ordrenanç ho poa demp-ni rôet ;
Mes dre vouir Brovidanç zo bet demp favorabl,
E credàn hon eus grêt eur veach profitabl ;
Rac ar bobl a Gologn a voa persecutet
Cuntinuelamant gant ar Sarazinet,
Hac hon eus bet ar c’hraç, a drugare Doue,
Da laqat rën ar peoc’h c’hoas e bars o c’hontre.
Ni hon eus chasseet ar bayanet mechant,
|
Laqet eun niver bras dioute da neant,
Ha rentet o Roue da vea tributer
Entre ho taouarn dêc’h evelse prisonier.
Oger-Danoa.
Ra vo da virviqen an heur vad beniguet
Ma oc’h, princet yaouanq, var ar bed-mâ ganet ;
Rac c’houi ê a gredan evit sur vo ar re
A deuyo da laqat ar Franç en liberte.
Escofort, Prinç Sarazin.
Ampereur Charlamagn, pa òn en ho pouvoar,
Me zo ho prisonier, allas ! bremàn m’er goar,
Hac a anzav ive e meus bet domajet
Alies a veach calz eus ho sujedet ;
Evit se gouscoude e meus an esperanç
Ho po ar vadelez, Monarq bras eus ar Franç,
D’am receo en ho craç, va sujedet ha me,
Hac e promettan dêc’h enpad va oll bue
Ni deuyo d’hoc’h hanzav evit Superieur,
Hac e pêfomp tribut bep bla dêc’h, Ampereur ;
Me bromet ouspen ze ive da virviqen
E teufomp da lezel en peoc’h ar gristenien,
Ha va oll dud ha me a vo sur badeet,
Mar roit ar c’hraç-màn, Ampereur redoutet.
Charlamagn.
Pa ve louarn er pech e lavar familier
E lezel da vont qüit, ne zebro mui a yer.
C’houi lavar, Escofort, bremàn pa oc’h tizet,
Penos ne voaldretfoc’h mui ar gatholiqet :
Güir mad a lavarit ; me ampecho ze dêc’h,
Rac re a affrontchou a meus bet diganêc’h.
Ar Chevalier Olier.
P’oe rentet Escofort d’ar Prinç Roland, honi,
E pedas ac’hanomp gant peb seurt courtoasi
Da bedi ac’hanoc’h d’en trêti gant douçder,
|
Ar pez hor boa-ni, Sir, prometet da ober.
Rac-se va Ampereur, hac hor pedi a ras,
Red vo e vadei, rac demp er prometas.
Charlamagn.
Va mignon Olier, Prinç nobl ha jenerus,
Glac’har zo em c’halon o rancout ho refus ;
Goulennit, me ho ped, diouzin eun dra all,
Rac evit Escofort n’en dê qet den leal.
Me meus-èn aprouvet certen en meur a dro ;
Mes pa meus-àn tizet, bremàn ni a gonto.
M’ho ped, va niz Roland, laqit-àn er prison,
Ha pa allimp vaqi, ni glêvo e rêson.
Escofort.
Be a meus peadra da bêa va rançon :
Roit din diana Paris evit prison.
Roland.
Va Eont, me rayo prest ho commandamant :
Deut eta, Escofort, d’ar prison prontamant ;
Ze ne ampecho qet hac Olier ha me
Na dachfomp, mar gallomp, m’ho po ho liberte.
Charlamagn.
Lavarit din, m’ho ped, Prinç vaillant Olier,
Dre ’r pez ma meus ennoc’h fianç particulier,
Ar virione dirac Va Baronet ha me :
Penos n’em gomportet Roland bars em arme ?
Hac én ’ deus disqüezet e vo sur eur veach
Eur Chevalier vaillant ha den eus a gourach ?
Olier.
Me lavar a dra sur, Impalaer puissant,
Penos n’en dòn qet dign da gomz eus a Roland.
Aboe ma ê crouet hac ar bed hac an ên,
Ne voe güelet eun den qer courajus hac én ;
Rac temoignet en deus en calz a fêçonniou
Ez ê favorizet memes deus an ênvou.
|
Pa voe an diou arme rentet a bep coste,
E saillas varneze evel eul leon goe,
Hac e yas e-unan da gaout e enemi.
Biscoas n’em boa clêvet eur seurt estlam ha cri
Evel a voa dre oll el lec’h ma tremene,
Gant ar Sarazinet o c’houlen o bue.
Rac me en assur dêc’h, hac a deo hac a glêi
E laze anêze gant arrach eus eur blêi.
Dre’ lec’h ma tremene e coeent a zruillou :
Ar plaç a voa rentet evel plaç al loeou.
En eur guir, me lavar, mar domp bet trionfant,
Ec’h attribuomp ze da vaillantis Roland.
Me lavar dêc’h eun dra hac a zo güir avoalc’h :
Ma ve c’houi a elfe cavout deàn eur marc’h
Hac a ve suffisant ha capabl d’e zouguen,
Ec’h alfec’h disfia hoc’h oll adversourien.
Charlamagn.
Ah ! pebes jouissanç zo ebars em c’halon
E clêvet ho comzou, Olier, va mignon !
Rac conclui a rit, hervez m’ê hoc’h avis,
Penos ne zefot qen nemet eur marc’h d’am niz
Evit bea eur vech capapl da zistruja
Qement seurt adversour a meus var ar bed-mâ ;
Hoguen en pé fêçon, lavarit franchamant,
E vo choazet eur marc’h convenapl da Roland.
Olier.
Me rêi dêc’h conseill vad varze bremâ-zouden.
Noc’h eus nemet qemen hoc’h oll Chevalierien,
Ha lavarat dêze penos oc’h eus calz c’hoant
D’o güelet o redec oll d’ar vouled arc’hant,
Ha mar carit ive attribui eur pris
D’ar c’henta Chevalier a vo en penn al lis,
An nep en deus marc’h mad en disqüelo neuze,
Hac e refoc’h ho choaz evelse, va Roue.
|
Charlamagn.
Hep mar, Olier guèz, comz a rit gant rêson :
Me approu ho comzou evit conclusion.
Rac-se e commandàn d’am oll gavailliri,
Qercoulz demeus a Franç vel deus an Itali,
D'en em gaout var al lis da redec assambles,
Ma velin qement marc’h zo em Rouantelez.
Da Roland, pehini a antre.
Ah ! va niz qèr Roland, va brassa esperanç,
Diouzoc’h e tepant ar gurunen a Franç :
Lavaret a zo din ne vanq dêc’h netra qen
Nemet eur marc’h a ve suffisant d’ho touguen ;
Rac-se bremâ-zouden e meus grêt eun edit
Ma vo choezet eur marc’h dign demeus ho merit ;
Rac qement Chevalier zo em Rouantelez
A velfoc’h var ar plaç e redec assambles ;
Rac me deuy da laqat ebars en penn al lis
Va c’hurunen en aour, ha nonpas qen seurt pris ;
Ha qenta Chevalier a dizo aneàn,
Mar dòn Roue a Franç, me en royo deàn.
Mes evit caera marc’h a velin var al lis,
M’er preno dêch, Roland, n’eus fors evit pe bris.
Roland.
Impalaer puissant, Monarq ar Francisien !
Ne veritis biscoas na ne rin birviqen
Digant ho Majeste qement a vadelez
Evel oc’h eus din-me disqüezet alies.
Hoguen me en toue, en fe a Chevalier,
Va c’horf ha va bue, va madou en antier
A zo en ho servich eus a greiz va c’halon :
Me garfe renta dêc’h peb satisfaction.
Rac-se-ta, va Eont, mar deus den er bed-mâ
A ve qen insolant bet d’ho tisoblija,
Me a zo prest da vont d’en em venji anê :
|
Nep zo adversour dêc’h a zo din-me ive.
Charlamagn.
Ne c’houlennàn ouzoc’h nemet eun dra, va ni :
E rofoc’h din sicour da zont d’en em venji
Deus a vibien Emon o deus va offancet
Ebars en eur fêçon a zo choqant meurbet.
Roland.
Ma plijfe gant Doue em be-me ar faveur
Da gavout dre rancontr Renod hac e vreudeur,
Me a izellafe dêze o arroganç !
Lavarit din hac int a zo bepret en Franç.
Richard a Normandi.
Ne medint qet en Franç, a ze hoc’h assuràn ;
Daouest pelec’h e maint en em guzet bremàn ?
Roland.
Nemet êt vent en ên p’en calon an douar,
Me dizo sur anê eun tu, ne laqit mar.
Me a meus pell a zo clêvet comz aneze ;
Terrupl e ven joaüs d’en em approu oute.
Charlamagn.
Sortiomp eus ac’hann, Autrone va Frincet,
Hac ît da brepari pep-hini e roncet ;
Hast a meus da velet o redec assambles
Qement marc’h courajus zo em Rouantelez.
Ar Roue a zorti, hac e dud a ya da brepari o c’hezec.
————
Daouzecvet Dialog.
Ar Roue Yon hac e suit a antre, hac a lavar :
Bremàn, va c’hoar Clera, cetu c’houi eureujet
D’eun den ar puissanta a guement a gafet,
Hac evit argoulou qemerit Montoban,
Unan a vrava plaç a gafet er vrô-màn ;
Rac-se ho suppliàn an eil hac eguile
|
Da veva en doujanç ha carante Doue.
Pratiqit ar vertu ha tec’hit ar pec’het,
Hac e yêloc’h er fin da bales an Drindet.
Me a ya d’ho lezel en peoc’h hac en repos ;
D’ar guær eus a Vourdel e fell din mont fenôs.
Adieu, va c’hoar, va breur, ha c’houi oll, Autrone,
Doue d’ho qendalc’ho oll en prosperite.
Renod.
Ah ! Roue deboner evel eur Salomon,
Ma ve permetet din disqüez dêc’h va c’halon,
C’houi a velfe enni gravet ar garante
A meus-me evidoc’h, va Frinç ha va Roue.
Güir ê, me voar ervat, ne oufen qet james
Dont da zatisfia avoalc’h d’ar vadelez
Oc’h eus, Roue vaillant, evidòn disqüezet,
Hep bea gouscoude en nep guis meritet ;
Mes me a bromet dêc’h, ha va breudeur ha me,
Ha qement den a zo demeus va oll ligne,
A zo en ho servich en heur ma c’houlenfet.
Adieu eta dêc’h, Sir, dre garante barfet.
Clera.
Adieu, déc’h, va Roue, va breur qèr ha güirion,
Me ho trugareca deus a greiz va c’halon
Demeus ho madelez da vea procuret
Din-me sur eur fortun zo meurbet d’am soùet.
Richard.
Adieu, Roue vaillant ha carguet a furnez,
Ni ho trugareca demeus ho madelez
Da vea repuet ac’hanomp en ho prô ;
Mes, mar hon implijit, ni ho satisfio.
Yon.
Adieu, compagnunez, ebars en jeneral.
Guichard.
Ha dêc’h-u ive, Sir, gant eur galon loyal.
Ar Roue Yon hac e suit a zorti.
Mogis hac e guendervi a antre.
|
Mogis.
Pa velàn sortiet e dud hac ar Roue,
Me meus da gonta dêc’h eur c’hêlou a neve ;
Rac gout a rit penos e c’houn dre va ardou
Qement qêlou a zo er Rouantelezou.
Me lavar dêc’h penos er guær eus a Baris
E zeus bremàn rancontr da ober vaillantis :
Ar Roue Charlamagn a ra en bêr termen
Assigna assambles e oll Chevalierien,
Ha neuze e laqay ebars en penn al lis
E gurunen gaer aour da guenta evit pris :
Da choas marc’h da Roland e ra Charlamagn ze
Me gred ar marc’h Boyard a blichfe d’ar Roue.
Renod.
Lavarit din, m’ho ped, va c’hender qer Mogi
Ha ni a risq netra evit antrepreni
Mont ive da Baris evit ar gurunen ?
Boyard e goneo, ha nonpas marc’h all qen.
Mogis.
Ia sur, va c’hender, me a bromet dêc’h ze :
Mar carit c’houi ho po curunen ar Roue,
Evit diçqüéz ervat d’e varonet ene
E màn mibien Emon c’hoas ebars en bue.
Alard.
Eun dra difficil bras sur a antreprenet ;
Mar deomp da Baris e vimp anaveet.
Mogis.
Orsus ne c’houlennàn nemet Renod ha me
Hac ar marc’h caer Boyard da ober an dra-ze,
Evit caout curunen an Ampereur Charles,
Hac ober deàn c’hoas confusion ha mez.
Boyard a ranq qenta bea livet en güen,
Me ho crêyo yaouanq ha me vo ancien ;
Pa viomp evelse hon tri oll deguizet,
|
Me bromet dêc’h ervat ne vimp qet anaveet.
Renod.
Me a zo contant bras, Mogis, da vont ganêc’h,
Va c’horf ha va bue a apparchant sur dêc’h ;
Me meus an esperanç, pa vimp-ni assambles,
Ne oufemp qet cavet drouc-avantur james.
Clera.
M’ho ped, va fried qer, dre eur güir garante,
Ne yit qet dreist pep tra da expos ho pue :
En em dalc’hit tranqil er guêr gant ho preudeur,
Rac aon na êrufe ganêc’h nep seurt maleur.
Renod.
N’ho pet qet a vorc’het, va fried, me ho ped ;
Ni zistroyo qer yac’h evel ma veomp êt.
Adieu dêc’h, va fried, va breudeur ha va zud ;
Chommit en Montoban ha ne rit qet a vrud.
Ne lavarit da zen en pelec’h e vimp êt ;
Gant aon dre drahison na vemp-ni discuillet.
Clera.
Adieu, va fried qèz ha va c’hender Mogi,
Qen a veoc’h distro ne vin qet hep sourci.
Renod ha Mogis a ya da Baris.
————
Trizecvet Dialog.
Charlamagn a antre gant e suit, hac a lavar :
Certen, va Baronet, tostât a ra an de
Ma velfor en Paris calz a solanite.
Biscoas ne voe güelet en Rouantelez Franç
Eun de qer solanel na seurt rejouissanç
Evel a celebrin en ho reqet, Roland,
Dre ma oc’h courajus hac ive den vaillant.
Ar C’henta Paj.
Gant ho permission, Ampereur redoutet,
|
E lavarin eun dra dirac ho Paronet,
Pehini a meus bet clêvet bremâ-zouden ;
Me gred em tamalfec’h ma noc’h avertisfen.
Clêvet e meus bremaic penos mibien Emon
Hac o c’hender Mogis zo ebars er Gascogn,
Hac int fortifiet ebars en eur c’hastel
A zo entre Toulous hac ar guær a Vourdel,
O deus bet a bresant digant ar Roue Yon,
Vit bea qemeret ar Sarazin Bourgogn.
An Eil Paj.
N’en dê qet contant c’hoas, ar vil traitour Yon,
Da vea repuet ar pêvar mab Emon,
Ma ê bet qen hardi da gaout an insolanç
Da zont da gontracti gante eun alianç :
Renod zo eureujet gant pep solanite
En deyou tremenet da c’hoar propr ar Roue.
Neuze en deus roet deze en argoulou,
Eur c’hastel ar c’haera en provinç ar Poetou.
Biscoas mibien Emon ne voent qen arrogant
Evel hirio an de, Impalaer puissant.
Charlamagn.
Ha possubl ve, Yon, e vez bet qen hardi
Da receo en da vrô va brassa enemi !
Mar dout qen traitour-ze, ia, mar dòn Roue,
Me a rêi distruja mibien Emon ha te.
Salomon.
Clêvit, va Ampereur : ma ne laqit eves,
E rêyo demp Renod confusion ha mez.
Me gred sur ê capabl d’êruout gant Boyard
Er guær eus a Baris, hep bea tam couard ;
Ha mar tro en e benn redec ar gurunen,
E teuyo d’e gonit, credit en ze certen.
Charlamagn.
Ret ê laqat remed ebars en qementse.
|
Richard a Normandi, ha c’houi, Duc Nêm ive,
It ho taou em reqet var hent bras Orleans,
Hac examinit oll qement a deuy en Franç :
Ha mar güelit Renod na qenebeut Mogis
O tostât da Baris, roit din prest avis,
Ma clasqfomp ar voyen evit o c’hemeret :
Qen e vint em pouvoar ne vin qet divorc’het.
Richard a Normandi.
Pa blij se ganêc’h, Sir, hon deputit da ze ;
Ni en em acqüitto gant peb fidelite ;
Rac me er promet dêc’h : mar deu mibien Emon
D’ar guær eus a Baris er seurt occasion,
Ni a voerzo dêze o amzer dremenet ;
Rac sur mar baleont e vint anaveet.
Nêm.
Gant ho cònje-ta, Sir, ni ya d’o c’hevridi,
Da c’hout ha ni allo rancontr hon enemi.
Charlamagn.
Oger ha Salomon, c’houi yêl da benn al lis,
Hac evel tud prudant deut da ober justiç.
Arabat e ve grêt trichiri da nep den :
D’an nep e goneo, roit va c’hurunen ;
Disqüezit din ervat piou en deus caera marc’h,
Ma prenin aneàn, pa ve din qer avoalc’h.
Oger-Danoa.
Ni a rêi qementse sur, Sir, en ho reqet.
Charlamagn.
Demp d’en em brepari, m’ho ped, va Baronet.
————
Pêvarzecvet Dialog.
Richard a Normandi ha Nêm.
Nêm.
Bremàn pa omp êru en hent bras Orleans,
|
Eur plaç darempredet da êruout en Franç,
Hoguen diavis omp chom da goll an amzer.
Ne velàn qet e tont paysant na Chevalier ;
Rac-se mar am c’hredit e yafomp var hor c’his
Buanna ma alfomp adare da Baris.
Richard a Normandi.
Arrêtomp, Duc a Nêm, me ho ped, va den qer,
Rac me a vel o tont en hent daou Chevalier ;
Unan en deus eur marc’h zo caer dreist-ordinal :
Penevert ma ê goen eus Boyard ve hanval.
Nêm, da Renod ha Mogis :
Bonjour, Chevalierien : Beitu evelse ?
Mogis.
Ni a ya da Baris da ober eur bale,
Da velet eun devez solanel bras meurbet,
En deveus ar Roue, a glêvàn, assinet.
Richard a Normandi.
Ia da, Autrone, c’houi a velo embêr
Ar pez noc’h eus güelet pell a zo a amzer.
Nêm, da Vogis :
Lavarit din, den côs, pa yit dre ar c’hanton,
Ha c’houi oc’h eus clêvet comz a vibien Emon ?
Mogis.
Ia, clêvet avoalc’h a meus comz aneze,
Penos ez int capabl d’ober faç d’ar Roue.
Richard a Normandi.
Me a garfe Mogis hac e guender Renod
Aze el lêc’h ma oc’h, evit cant scoêt d’am lod.
Mogis.
N’en dint qet qen diot d’en em foura en Franç ;
Gout a ouzont pelec’h mont da boursu o chanç.
Nêm.
Piou an den yaouanq-màn zo qen terrupl montet ,
Ne lavar guir abet ; mud ê sur, me a gred.
|
Mogis.
N’en dê qet mud, Autrou, mes dêc’h me lavaro
N’en dê qet comprenet nemet gant tud e vrô.
Richard a Normandi.
Clêvit ta, camarad, ho marc’h caer ha goen :
Mar carit e voerza, me er preno certen.
Renod.
Me je va da Baris ha ma chival ha moa,
Pour gonit, mon l’ami, la curunen du Roa.
Nêm.
Pelêc’h oud bet er scôl, lavar, cos lorennec,
Na ouzout na gallec nac ive brezonec ?
Mogis.
Excuzit aneàn, Autrou, mar plij ganêc’h,
Va mab a zo yaouanq, n’en dê bet e nep lec’h ;
N’en deus qet disqet c’hoas ober a gomplimant,
Hoguen gant an amzer e comzo ouzoc’h coant.
Richard a Normandi.
Deut eta da Baris, ha ni yel assambles.
Mogis.
Demp eta, Autrone, pa ê ho madelez.
————
Pemzecvet Dialog.
Charlamagn a antre gant e suit, hac a lavar :
Eh bien, Autrone, ha c’houi oc’h eus güelet
Den e tont da Baris deus hon enemiet ?
Richard a Normandi.
N’hon deus güelet hini ebars en güirione,
Nemet daou estranjour a zo deut da vale,
Hac omp deut dre an hent, ma lavarent ive
E teuent da Baris vit ar solanite.
Charlamagn.
Grêt e meus, Autrone, expos va c’hurunen ;
|
Ni a velo embêr güentra roncelassen...
Mes me a vel o tont nombr a gavailliri ;
Souden ni a velo penos vo ar c’hoari.
Fouqes.
Cetu ni, Ampereur, oll en em breparet,
Prest clos evit bale en heur ma commandet.
Charlamagn.
Sonit eun tol trompill evit rêi ar signal,
Ma velin o redec an oll en general.
Son a ra an trompillou. An tournoa a gommanç.
Ar Roue hac e dud a admir Boyard livet
en goen, p’ini voa chomet varlerc’h.
Salomon.
Ar marc’h goen, Ampereur, ê ar mestr varneze ;
Biscoas ne velis loen qer prim evel ma ê.
Charlamagn.
Gantàn e zai ar pris, me a vel ze bremâ :
Hac én chomet varlerc’h, cetu-én ar c’henta.
Salomon da Renod, pehini a c’honit ar pris.
Clêvit ta, Chevalier, ret ê renta justiç,
Rac, hervez a velàn, c’houi a verit ar pris :
Dalit ar gurunen, p’oc’h eus e goneet :
Comzit eus ar Roue qent mont qüit, me ho ped.
Renod a guemer ar gurunen hac a lavar :
Me a gomzo gantàn qement hac a garo,
Hac hervez e gomzou me sur en respònto.
Charlamagn.
Deut amàn, Chevalier, ma clêvin ho toare ;
Me gred ervat ez oc’h eun den a galite ;
Hoguen en assuranç, mar doc’h den vertuus,
Oc’h eus sur d’ho touguen eur marc’h zo courajus ;
Rac-se lavarit din, me ho ped, den vaillant,
Ha c’houi er güerzfe din evit va niz Roland ?
Renod.
Mar doc’h var vâr a varc’h evit douguen ho ni,
Clasqit eun all, Charles ; n’ho po qet va hini.
|
Ia, pa rofec’h din goennou ho taoulagad,
Me a meus coulz ha c’houi ezom deus eur marc’h mat ;
Rac me a zo Renod, ha Boyard ê va marc’h,
Me a meus goneet ho curunen avoalc’h.
Me zispenno anei da bêa soudardet
Da ober dêc’h brezel ha d’oc’h oll Baronet.
Renod a achap gant ar gurunen.
Charlamagn.
O va zud ! saillit oll varlerc’h an den mechant ;
Mar mir va c’hurunen, me a varvo presant.
Mont a reont var e lerc’h.
Idelon.
Achappet ê Renod, an den fall inhumen !
Me gred ê an diaoul a zo eus en douguen.
Charlamagn.
Oh ! den abominabl, execrapl hac impi !
Birviqen ne vouijes muioc’h va offanci
Evel a c’heus-te grêt bremàn, den disleal,
Pa c’heus din-me laeret va c’hurunen royal.
Evidòn-me a ell detesti va maleur :
Me garje birviqen ne vijen Ampereur.
Evit ma ne gavàn eure d’am chonsoli,
Me a gred e varvin gant arrach ha furi.
Roland.
Va Eont Ampereur, mignon ar Francisien,
Hac Impalaer güirion var ar bobl nobl Romen,
Confortit ho calon humblamant, me ho ped.
Mar dê ho curunen gant Renod anlevet,
Biscoas ne goustas sur eun hevelep outrach
Qen qer d’ar bobl a Droa, a Rom hac a Gartach,
Vel ar gurunen-ze m’en assur da Renod.
Daouest peguen fur ê, en deus grêt eun tol zot,
Pa ê n’em deguiset evit hon affronti.
Ma vije n’em roet da anavout demp-ni,
Ni er bije miret eus nicun dioute,
|
Daouest d’o oll ardou ha d’o subtilite,
Da zont da friponi james ar gurunen,
En drouc dispit dêze ha d’o oll diaoulien.
Mes evit nep fortun ret ê n’em gouraji,
Ha c’hoas clasq ar voyen vit en em gonforti ;
Rac-se ta, va Eont, crénvait ho calon,
Me rêi dêc’h en em venj eus a vibien Emon.
————
C’hoezecvet Dialog.
Charlamagn hac e suit.
Ar Chevalier Olier.
Qement-màn a ellomp oll da attribui
D’an ard diabolic eus ar sorcer Mogi,
A voa n’em deguiset en eun den ancien ;
Renod a voa yaouanq hac ar marc’h a voa goen,
Ha pa voant evelse o zri n’em deguizet,
E voa impossubl demp o bea anaveet.
Mes evit qementse ne gollomp qet courach ;
Ni a voerzo dêze assur o friponach.
Idelon.
Ma heuillfec’h va avis, Ampereur Charlamagn,
E yêfec’h d’ar Gascogn hep ober tam bargagn,
Gant eun arme ponner evit tenna rêson
Deus ar sorcer Mogis hac a vibien Emon.
Charlamagn.
Ar resolution a zo grêt, va mignon,
Rac birviqen james ne ra joa va c’halon
Na vin en em venjet eus an dud milliguet
O deus dizenoret me ha va Baronet.
Galeran.
Hon oll gontantamant hac hor brassa soùhet
Ê sur hoch asista, Ampereur redoutet,
|
D’en em venj gant justiç eus a vibien Emon,
O deus hoc’h offancet en alies fêçon.
Birviqen ne oufen nompri peguen lies
O deus bet abuset demeus ho madelez ;
Rac pa lazas Renod ho niz propr, va Roue,
Elec’h goulen pardon digant ho Majeste,
E voe qen orgouillus da zevel eur c’hastel
Gant resolution da ober dêc’h brezel.
Ebars er c’hastel-ze e voe crouguet Grifon
Ha difframmet Hernier hep nep remission ;
Ha pa ne voa en Franç nep sourci a Renod,
E velàn ez ê bet qen iffrontet, qer sod
D’anlevi ’r gurunen dre eur friponerez,
En esper ober demp confusion ha mez.
Rac-se e concluàn Renod hac e guender
A vo sur difframmet entre pêvar gartier.
Charlamagn.
Orsus n’o gourdrouzomp pelloc’h dre hor c’homzou,
Mes greomp dê santout puissanç hon armeou.
Allòn eta, va zud, ret ê bremàn guervel
Hon oll drouplou hep faut da vale var Bourdel,
Da laqat ar siech var castel Montoban :
Ni ranqo en approu abars tri de amàn.
Déc’h-u, va niz Roland, pa n’en doc’h qet couard,
E roan-me soign demeus va avan-gard :
Cunduit mat anei evel den a galon,
Ha grit comz ac’hanoc’h en douar ar Gascogn.
Roland.
Majeste redoutet, me ho trugareca ;
Deus ho commandamant me a meus calz a joa,
Rac pell a zo e meus dezir bras em c’halon
Da zont d’en em approu eus bugale Emon,
Dreist peb tra eus Renod a zo ar mab ena,
Hac a zo brud dre oll er bed eus aneâ.
|
Me a garfe em be, digant Doue ar c’hraç
D’en em gaout en bataill gant Renod faç a faç ;
C’houi a velfe neuze, Baronet eus a Franç,
Dont prest da izellât deàn e arroganç.
Oger-Danoa.
Me bromet dêc’h, Roland, en presanç Charlamagn,
Qentoc’h eguet ma vo êchuet ar c’hampagn
E vo n’em bresantet dêc’h an occasion
D’en em approu avoalc’h eus bugale Emon.
Roland.
Rac ma int ho qerent, Oger, ê ho meulet ?
Oger.
Ne lavaràn netra ne velfoc’h an effet.
Charlamagn.
C’houi, Olier, pa oc’h camarad gant Roland,
It gant an avan-gard gantàn pareillamant.
Fouqes ha Ganelon, Galeran ha Ripus,
Idelon, Isakar, c’houi zo tud courajus ;
Rac-se me ho suppli da vonet gant va ni,
Hac evel tud vaillant deut oll d’er secondi,
Evit m’hor bo ar c’hraç eur veach qent mervel,
D’en em venji demeus v’adversourien mortel.
Isakar.
Ampereur, ni a zo prest da oboissa.
Charlamagn.
Sonit an trompillou evit en em renja.
Son a rêr an trompillou hac an tabourinou,
hac e partier evit Gascogn.
————
Seitecvet Dialog.
Charlamagn hac e suit.
Isakar.
Me gred parfetamant, Ampereur redoutet,
Ez omp bremàn assur tost da Vourdel rentet,
|
Rac me a vel duont castel caer Montoban,
Unan a grénva plaç zo ebars er bed-màn.
Charlamagn.
Me ho ped, Autrone Olier ha Roland,
Da dostât d’ar c’hastel gant peb a rejimant ;
Ha ni chomo amàn eun neubeut da repos :
Ne zavimp pavillon ebet evit fenôs.
Olier.
D’oc’h oll gommandamant ni vo atao fidel :
Alòn eta, Roland, tostaomp d’ar c’hastel.
An avan-gard a dosta d’ar c’hastel ;
ar Roue a chom er c’hamp.
Roland.
Êru omp, Autrone, en qichen Balançôn,
Amàn zo eur plaç brao a recreation ;
Ne ouffe birviqen reposi hon arme
Güell eguet er plaç-màn, me a assur dêc’h se.
Posit an etandard, savit ar pavillon,
Hac en eur plaç huel exposit va dragon,
Da zisqüez da Renod hac ive d’e vreudeur
Ez omp deut da guerc’hat curun an Ampereur.
Rac me en toue ferm, dre va c’hourach ardant,
Dre va brec’h furius ha va c’hleze tranchant,
Qent eguet ma quittain castel caer Montoban,
Ma ne ràn en laqat en ludu hac en tân,
Ha crouga prest eno ar pévar mab Emon,
Ma rin dê eur veach anaout ac’hanòn.
Sevel a rêr eur pavillon, hac e laqer eun dragon vargoure.
Isakar.
Cetu, Autrou Roland, savet ho pavillon,
Ha var ar beg huel exposet ho tragon ;
A deir lêo tro vardro bepret en er güeler ;
Me gred e vô souezet an dud eus ar c’hartier.
Roland.
C’houi enteur, Olier, arauc ma vo teval,
|
Dont hed un heur ganén er c’hoad da chasseal ?
Neuze gant plijadur ni zeuy a ziabel
Da gonsideri pis fondamant ar c’hastel,
Da c’hout ha ni velo en eun tu an andret
A ve ar facila evit e guemeret.
Olier.
Lavarit din, m’ho ped, Autrou ar Prinç Roland,
Ne ve qet re hardi qüittât hon rejimant ?
Marteze hon absanç a ve caus da c’hoarvoud
Eun dra dreist-ordinal a rafe demp hirvoud.
Roland.
N’ho pet morc’hed ebet, va mignon Olier,
Amàn eus Autrone courajus ha fier,
Hac a deuy da zifen fidel hor pavillon :
Me ro dêc’h ar garg-se, Fouqes ha Ganelon.
Ganelon.
Autrone generus, mar fell dêc’h pourmeni,
Evit fet qementse ec’h allit mont hardi,
Rac ni laqai eves etro pad hoc’h absanç
Ne êruo nep troubl gant an arme a Franç.
Olier.
Deomp da ober eun dro eta, va c’hompagnon.
Ripus.
Ha ni, demp, Autrone, ive d’hor pavillon.
————
Trivac’hvet Dialog.
Renod, e Vreudeur, Mogis hac o zud.
Renod d’e bried :
Salud, va fried qer, ha dêc’h oll, va breudeur,
Êru omp c’hoas er guêr dre c’hraç hon Redempteur ;
Ha grêt ganemp eun tol zo da gomz aneàn :
Seit curunen Charles em pouvoar ar vech-màn.
Pa velit-ta anêi me a zonj er c’hredfet ;
|
Tromplet ê bet Charles qercouls hac e Brincet.
Clera.
Assurit, va fried, ha c’houi ive, Mogi,
Ni hor boa ac’hanoc’h calz demeus a sourci.
Richard.
Ah ! ra vo beniguet ar moment hac an heur
Ma oc’h var ar bed-màn ganet, Renod ; va breur.
Biscoas na Scipion, Alexand na Cesar,
En o oll-vaillantis n’en dint bet dêc’h-u par.
Ne dalfe qet e nac’h, ni hor boa calz a nec’h,
Va breur ha va c’hender, abalamour sur dêc’h,
Rac aon dre eur maleur e vijec’h anaveet,
Pa ne voac’h nemet daou ne vijec’h qemeret.
Renod.
Nan, nan, va breur Richard, mad ec’h ellit credi
En qeit ha ma vo sur eus hor sicour Mogi,
Ha va marc’h mad Boyard ive eus va douguen,
Ne rimp qet ar goassa gant hon adversourien.
Ar Secretour.
Aotrou an Duc Renod, ha c’houi oll, Autrone,
Gant ho permission e meus ar volonte
Da lavarat eun dra a zo güirion meurbet ;
En assuri a ràn, dre ma meus er güelet.
Mar oc’h eus goneet er guær eus a Baris
Curunen ar Roue dre eun tol vaillantis,
E voar n’em resolvet qent eguet pell amzer
D’e güerza dêc’h, Renod, eur pris a bêoc’h qer.
Ar Roue Charlamagn hac e oll Baronet
A zo ar veach-màn a grenn n'em resolvet
D’ober dêc’h ar brezel etro pad ho pue :
Biscoas ne voe Roue qer fachet ha ma ê.
Gant eun arme nombrus ê deut an Ampereur
Er Gascogn da combat ha c’houi hac ho preudeur ;
Anfin, da ober dêc’h eun hevelep brezel :
|
Laqet ê ar siech dija var ho castel ;
Hac evit ma voefot e comzàn gant rêson,
Ha c’houi a vel duont savet eur pavillon ?
Mogis.
Güir avoalc’h a lavar ; me anav an ansagn :
Ennont zo da Roland idol bras Charlamagn.
Roland a lavaras gant gloar hac arroganç,
En presanç ar Roue hac an Tadou a Franç,
Ne c’houlenne nemet hepqen occasion
Evit en em venji deus a vibien Emon.
Roland hac Olier o deus an avan-gard,
Gouscoude e velàn ez int bet qen apard
Da vont qen orgouillus er c’hoad da chasseal,
Ha bea confiet o ansaign en re all ;
Anfin qer superb int, ma teuont da gompren
M’en dê qet an douar mui evit o douguen.
Ma sentfec’h diouzòn bremàn, va c’hendervi,
Ni rafe da Roland c’hoas sur eun troatad fri ;
Rac mar gallomp eur vech discar o favillon,
Hep nep difficulte ni hor bo o dragon,
A zo en aour massif hac a dal sur ar boan :
Terrubl e luguernfe var castel Montoban.
Alard.
Hoc’h avis a zo mad, va c’hender courajus,
Qementse a gafen a ve avantajus ;
Ma halfemp eur veach attrap dragon Roland,
Certen en defe mez ha calz a nec’hamant.
Ha c’houi a zo contant, lavarit, va breudeur,
E rentfemp ar zalud da dud an Ampereur ?
Nemet an avan-gard n’en deveus c’hoas placet
Hac e meus ar greden a repousfomp abret.
Clera.
Ma heuillfec’h va avis, Renod, va fried qèr
N’en em exposfec’h qet da guement a zanjer :
|
Chommit en ho castel ha serrit ar persier :
An nep a deuy d’ho clasq a gavo o affer.
Renod.
Chommit en ho repos en castel Montoban,
Ha laqit eves mat deus ar gurunen-màn :
N’ho pet qet a zourci ganén, va fried qèr ;
Sònjit ec’h ouzomp mat petra zo da ober.
Clera.
Doue d’ho preservo deus anui, va zud qèr ;
Ne vin qet hep sourci qen a viot er guêr.
Renod.
Alòn, demp-ta buan, va zud, secretamant
Da c’hout ha ni allo trapout dragon Roland.
Rac-se, va mignonet, ne boeltronit hini :
Mar santont ac’hanomp e vo ret combatti.
Avanç a reont entrezec ar pavillon.
Guichard.
Nebon, va breur Renod, eus se bet disourci,
Ni deuy d’en em venji demeus hon enemi.
Fouqes.
D’an armou oll, va zud ! cetu ni surprenet ;
Ma na laqomp eves ez omp oll qemeret.
Ganelon.
Piou zo êru aze, ma crier d’an assot ?
Fouqes.
Ar sorcer bras Mogis hac e guender Renod.
Renod.
Ha sònjal arit-u, forbanet hep calon,
Donet d’hor sujedi er vrô eus ar Gascogn ?
Goell e vije bet dêc’h assur chom en Paris,
Rac birviqen ac’hann n’en deet var ho qis.
Idelon.
Evit qement a rit eus hor gourdrous, Renod,
Oc’h eus bet ajisset assur evel eur sod,
|
Bea n’em deguizet dre art ar sorcères,
Laeret curunen aour an Ampereur Charles ;
Qementse a disse coustout dêc’h ho pue :
N’oc’h eus qet a respet evit tud ar Roue !
Guichard.
Da betra respecti an nep n’hon respect qet ?
N’ouffe qet ober demp goass eguet en deus grêt,
Ha c’houi, poeltronet fall, divoallit ho croc’hen ;
En em renta ranqit, pe ferm en em difen.
Galeran.
En em zicouromp mat, m’ho ped, va mignonet,
Pe ez omp en danjer da vea qemeret.
Renod.
Alòn, va mignonet, redoublomp a gourach ;
En em renta rancont, pe c’hoari poeltronach.
Galeran.
Ra veo milliguet Roland hac Olier,
Na deuont d’hor sicour p’hon eus brassa affer.
Richard.
Vit disqüez da Roland e meus er bisitet,
Me zigaço ganén e zragon alaouret.
Discar a ra ar pavillon, hac e tigaç an dragon gantàn.
Ar musiq a c’hoari evit annonç an triomph.
Galeran.
Oh ! tud abominabl ! lest ganemp hon dragon,
Ha ni yêlo ganêc’h assur evit rançon.
Richard.
Ne zeus rançon ebet evidoc’h, poeltronet ;
Hoguen me vel ervat penos ez oc’h scarzet.
Ar Francisien en em zoveta.
Renod.
Evit hor plijadur hon eus grêt qement-màn :
Demp oll joaüssamant da gastel Montoban.
Eno pa vimp rentet ni blanto an dragon
En eur plaç hac a rêi da dud Charles eston.
Renod a boz an dragon var castel Montoban.
|
————
Nontecvet Dialog.
Roland, Olier, Fouqes, Ganelon, etc.
Roland.
Me lavar, Olier, e zeus grêt eur burzud :
Me gred ê Montoban qemeret gant va zud,
Rac me vel va dragon plantet var ar c’hastel :
Ar vech-màn, m’en assur, ê achu ar brezel.
Olier.
Ar c’hontrol ê zo grêt, em eus aon, va mignon,
Rac cetu d’an douar laqet hor pavillon.
Fouqes.
Lavarit, Autrone Roland hac Olier,
Ha c’houi oc’h eus tizet nemeur eus a gibier ?
Mad ê bet ho chasse, me gred en güirione,
Mar tal ar pez oc’h eus collet amàn hirie.
Roland.
Petra zo c’hoarveet ? Lavarit, Ganelon.
Ganelon.
N’el lavarin qet dêc’h. Ha c’houi vel ho tragon
Zo laqet gant Renod var castel Montoban ?
Souezet vo ar Roue pa velo aneàn.
Roland.
Penos, tud execrabl ! Fouqes ha Ganelon,
Hac oc’h eus bet lezet anlevi va dragon !...
Me am boa confiet ennoc’h va rejimant ;
Mes c’houi vo punisset, poeltronet insolant.
Fouqes.
Eun den pa ve forcet n’en deus qet a lezen.
N’hor boa sourci abet demeus an draitourien
P’o deus hor surprenet etal ar pavillon ;
Ni zònje voamp maro oll hep remission.
Ma carjec’h bea bet ganemp chommet amàn,
|
Ne voa qet ho tragon var castel Montoban.
Roland.
Petra rin-me bremàn ? lavarit, Olier ;
Me meus aon na goein, allas ! en disesper ;
Pa zònjàn bars en dro zo c’hroariet din-me,
Ne gredin birviqen mont dirac ar Roue.
Olier.
Ret ê n’em gonsoli, va c’hamarad fidel :
Qement-màn a zo oll fortuniou ar brezel.
Ha ne ouzoc’h-u qet nep a heuill an arme
A zo hirio o coll ha varc’hoas o c’hone ?
Roland.
Anfin, crena a ràn gant ar vorc’het ha spont.
Penos n’em bresantin-me dirac va Eont ?
Ripus.
Hoc’h Eont a voar ze qercoulz hac ar re-all,
Penos en qement-màn eus chanç dreist-ordinal ;
N’em gonsolit, Roland, me ho ped evit se :
Grêt e vo hoc’h accord en qever ar Roue.
Roland.
Me ho ped humblamant, Autrou Comt Idelon,
Dre ma oc’h den fidel ha d’am Eont mignon,
Da vont, me ho suppli, da lavarat deàn
Penos ê c’hoarveet ganén ar maleur-màn.
Idelon.
Autrou ar princ Roland, p’am deputit da ze,
Me rayo hoc’h accord en qever ar Roue ;
Rac-se n’em gonsolit, Roland hac Olier,
Me rento dêc’h respont hep dale pell-amzer.
Roland.
Ha ni en em dennomp en plaç ar pavillon,
Da c’hostos ar respont en devo Idelon.
Fin eus ar Bêvare Act.
|
PEMPET PROLOG.
————
Compagnunez santel, vertuus ha discret,
Me ho ped da excerç c’hoas ho paciantet,
Hac e velfoc’h ar suit demeus an Dragedi,
Nemet ne rafen dêc’h re demeus a anui.
Güelet och eus dija Renod an den vaillant
E c’hoari dilijant eun tol brao da Roland,
Qen a voe qer mezus rentet Roland gant ze,
Ne grede qen certen mont dirac ar Roue.
Mar boe trompet Roland gant bugale Emon,
Pa vel var Montoban exposet e zragon,
Ar Roue Charlamagn a voe guyê, d’am avis,
O sònjal o devoa grêt e dud vaillantis.
Pa glêvas Charlamagn gant ar Prinç Idelon
E voa êt an dragon gant bugale Emon,
E voe qen dispitet, qer connaret certen,
Ma sònjas er moment qüittat e gurunen.
Alafin e c’houlen avis eus e Brincet
Petra voa da ober eus eur seurt coqinet ;
Ma ne alje qet dont d’en em venji oute,
E touas breffamant e colje e vue.
An oll en general a roas o avis
Evel ma ententent, pepini en e c’his.
Ma conclujont neuze en o ompinion,
Nonpas c’hoari dre nerz eus bugale Emon.
Goude calz a guzuill e voe deliberet
E c’hoarijent subtil eus o enemiet.
Gouzout a rit ervat penos Renod-Emon
En devoa eureujet c’hoar ar Roue Yon ?
M’o devoa ar soupçon, darn a dud ar Roue,
E vije sur Renod souveren varneze.
Rac-se e conseilljont ar Roue a C’hascogn
Da zont da drahissa ar pêvar mab Emon,
En eur livra anê d’ar Roue eus a Franç,
Ha clasq o revina, hep caout nep conscianç.
|
Ar gambr ma voe sinet ar c’homplot infernal
A voe rentet qen du evel eur chiminal,
Evit disqüez d’an oll, dre exempl evidant
Ne dleer birviqen güerza an innoçant.
Cetu ar Bempet Act amàn, Auditoret,
Me ho ped da exerç c’hoas ho paciantet,
Ha ni rêi hor possubl vit ho renta contant :
Mont a rêr da gommanç ebars en eun instant.
ACT V.
Quenta Dialog.
Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :
Arça, va mignonet, pa omp n’em disqüizet,
Demp-ta bremàn da glasq ar plaç hac an andret
Pehini a ve propr da repos hon arme :
Tostaomp-ta da gaout va niz Roland ive :
Güelet a ra an dragon var castel Montoban,
hac e cri gant joa :
Ra vo ta ar moment hac an heur beniguet
Ma ê var ar bed-màn va niz Roland ganet !
Qemeret ê gantàn castel caer Montoban,
Rac me vel e zragon var an dourel bremàn.
Idelon.
O Sir ! ar c’hontrol ê zo sivoas c’hoarveet :
Ho niz, ar Prinç Roland, a zo bras glac’haret,
Balamour d’eur maleur zo êruet gantàn.
En de coulz hac en nôs ê glac’haret bremàn.
Charlamagn.
Petra zo c’hoarveet ? Lavarit, va mignon.
Idelon.
Me lavaro dêc’h, Sir, gant ho permission.
Goude bea ganemp savet ho pavillon,
Vit ma vije güelet gant oll bobl ar c’hanton,
E plantjomp var ar beg hon dragon alaouret,
|
Evit m’elje an oll tro vardro e velet.
Roland hac Olier o devoe bolonte
Da vont ebars er c’hoad da ober eur chasse.
Renod hac e vreudeur, entro pad o absanç,
O deus hon attaqet gant qer bras violanç,
Anfin m’o deus dre nerz an dragon anlevet,
Ha ni bet oll en poent da vea qemeret.
Cetu aze ’r sujet, Impalaer puissant,
Ma ê qer glac’haret ho niz ar Prinç Roland,
Ha ne gredfe biqen dont sur en ho presanç,
Hep bea goulennet diganêc’h assuranç.
Charlamagn.
Petra dal din bea Ampereur ha Roue ?
Nemet an eil maleur ne meus var eguile.
Pa zònjan insolanç Renod, an den impi,
Ne dalfe qet e nac’h, e fell din connari.
Possubl ve, va Doue ! penos eur veach c’hoas,
N’ho pe qet madelez da ober din ar c’hraç
Da zont d’en em venji deus a vibien Emon,
Pere ne reont din nemet confusion !
Va mignon Idelon, lavarit da Roland
Dont d’am c’haout hep dale en penn e rejimant :
Assurit aneàn e meus er pardonet,
Mes gant ma vo furoc’h en amzer da zonet.
Idelon.
Ia, Sir, me ray ze, ne vo nep manq abet.
————
Eilvet Dialog.
Roland hac e Officerien.
Idelon.
Qêlou mat zo, Roland, deus abeurs hoc’h eont.
Rac-se, deut d’e gavet, me ho ped prest ha pront ;
|
Me gred en deveus c’hoant da ober conferanç,
Rac se-ta deut d’e gaout m’ho ped gant dilijanç.
Roland.
Demp-ta buan, va zud, da gomz eus ar Roue,
Rac aon dont d’e facha, en eur dont da zale.
Roland a barti da vont da c’houlen pardon eus e Eont.
————
Trivet Dialog.
Charlamagn hac e suit.
Roland.
Pardon a c’houlennàn, va Eont admirabl :
Me a anzav va faut, me voar ez òn coupabl
Da vea dilezet ganén va rejimant :
Mes me a bromet dêc’h, Impalaer puissant,
E vin certen furoc’h en amzer da zonet,
Eguet ma òn-me bet en hini tremenet.
Atao e meus clêvet tud fur e lavaret :
Goella sqient a zo ê ar sqient prenet.
Mar en deus grêt Renod din eun tol friponach,
Me dacho d’e bêa, rac me n’on qet eul lach,
Mar en devoa dezir da guemer va dragon,
E tleye en essât pa voan em pavillon,
Ha nonpas e guemer dre eun tol lachete ;
Hoguèn me en tou dêc’h, me bêo deàn ze.
Charlamagn.
Evit ar veach-màn oc’h excusàn, va ni ;
Gouscoude eur vech all ne vit qet disourci ;
Bras oc’h disenoret gant bugale Emon,
O vea mo deveus anlevet ho tragon.
Fouqes.
Ampereur Charlamagn, ha c’houi, Tadou a Franç,
Me lavaro eun dra gant calz eus a grevanç,
Penos e meus aon bras ne alfomp birviqen
|
Gallout en em venji deus hon adversourien ;
Rac ouspen ma int tud courajus ha vaillant
A guement a gafet dindan ar firmamant,
E màn gante Mogis, ar subtila sorcer,
A ra ar pez a gar dre ardou Lucifer.
Mar o deus an dragon, ar gurunen ive,
Ez ê certen Mogis ê a ra qementse :
Ha dre art pe dre nerz e rint moyen bepret
Evit hon revina, me gred se assuret.
Isakar.
Güir ê, Fouqes, ar pez a lavarit bremàn :
Biqen dre nerz ne ve qemeret Montoban ;
Rac ma voa Rochefort plaç crén hac imprenabl,
Montoban zo crénvoc’h, ze zo d’an oll güiabl.
Nêm.
Sir, va güir Ampereur, me meus ar volonte
Da lavarat eun dra bremàn d’ho Majeste,
Pini a zeblant din a zo ar güir voyen
Da zont d’en em venji deus hon adversourien.
Pa na eller dre nerz, ê ret dre finesse
Essât stigna eur pech d’ar botret subtil-ze.
Rac-se e ven avis dêc’h, Ampereur güirion,
Da gaç ambassadour betec ar Roue Yon,
Da gommandi deàn, hep ober tam caqet,
Ma na gar renta dêc’h crac hoc’h enemiet,
En deus bet repuet en e Rouantelez,
En er greot captif epad e oll vuez.
Charlamagn.
Ah ! Duc fur ha prudant evel eur Salomon,
Hoc’h avis a blij din, bet assur, va mignon ;
Mar am be ar victor var va adversourien,
E vo c’houi a vo caus, ha nonpas hini qen.
Ret ê caç eun expres betec ar Roue Yon.
Orsus eta, Ripus, c’houi a zo va mignon,
|
Rac-se ho teputàn evel eun den fidel
Da vont bremâ-zouden bete ’r guær a Vourdel
Evit, demeus va feurs, lavarat da Yon
Ma na gar renta din ar pêvar mab Emon
En deus bet repuet ebars en e zouar,
Me en tou dre va sceptr, me rêi deàn glac’har,
Rac me er chasseo deus e Rouantelez,
A deuy d’en exila epad e oll vuez.
Mes mar car o renta em pouvoar, me bromet
E vo Yon ha me hon daou güir vignonet :
Me stago eun duche deus e Rouantelez,
Ma car dont da ober hervez va bolontez.
Ripus.
Roue nobl ha vaillant, gant joa vras em c’halon
Me rêi en ho reqet prest ar gommission ;
Rac ma nê qet Yon realamant traitour,
Ec’h alfe renta dêc’h certen hoc’h adversour.
Mes qent se gouscoude bea a meus douetanç
Abalamour ma eus entreze alianç,
Marteze e rayo Yon difficulte
Da accepti rêi dêc’h ho coulen, va Roue.
Mes anfin, me glêvo petra a lavaro.
Adieu dêc’h, Autrone ; qen a vo en distro.
Charlamagn.
Ha ni en em dennomp, va zud, d’hor pavillon,
Da c’horto ar respont hor bo digant Yon.
————
Pêvarvet Dialog.
Ar Roue Yon, eur Paj, eur Secretour.
Yon.
M’ho ped, va Secretour, va mignon qer Goustard,
Deut da anzao ouzin ha ne ve qet couard,
Hac én a zo güirion eun dra a meus clêvet,
|
Penos ê Charlamagn er Gascogn antreet
Evit livra combat d’ar pêvar mab Emon ;
Mar dê güir qementse, ô pebes rann-galon !
Goustard.
Assurit, va Roue, ze a zo güirione ;
Biscoas ne voe güelet eun terruploc’h arme
Evel zo er Gascogn abaoue tri devez,
Hac a zo, a glêvàn, d’an Ampereur Charles.
Laqet ê ar siech var castel Montoban ;
Me gred en bêr amzer o devo aneàn
Renod hac e vreudeur hac o c’hender Mogi.
Daouest eta penos e vo an disparti :
Diouz a c’hoarveo em bo qeuz da Renod...
Mes me a vel o tont d’hor c’havet eun herot.
Ripus.
Salud, Roue Yon, a C’hascogn Souveren,
Me deu d’ho caout abeurs Roue ar Francisien,
Evit lavarat dêc’h eun dra ne ouzoc’h qet ;
N’ho po qet calz a joa me gred eus e glêvet.
Yon.
Autrou ’n Ambassadour, me zo ho servicher ;
Lavarit ho peach ebars en langach bêr.
Ripus.
Ne douetan qet, Sir, penos oc’h eus clêvet
Ez ê ar Roue Franç er Gascogn antreet
Evit rêi ar brezel da vugale Emon,
O deus en offancet dreist muzur ha rêson.
Rac-se òn deputet bremàn, Roue Yon,
Da zonet da ober dêc’h eur sommation :
M’ho po-u da renta d’ar Roue deus a Franç
Ar pêvar mab Emon en brassa dilijanç.
Ma ne rït an dra-ze, en deus touet penos
Ne lezo birviqen ac’hanoc’h en repos ;
E teuy d’ho chasseal deus ho Rouantelez,
|
Hac ho rento captif etro pad ho puez :
Er c’hontrol, mar qirit dont d’o livra deàn,
E vo sur ho mignon, me en tou dêc’h amàn,
Hac e teuy da gresqi c’hoas ho couarnamant
Demeus a eur brovinç a roy dêc’h a bresant.
Yon a goe casi semplet, hac a lavar :
O qêlou maleürus, horrubl ha violant !
O Doue, va C’hrouer, na pebes nec’hamant !
Eus e glêvet ez òn rentet dall ha bouzar,
Ha ne meus qet a nerz da chom var an douar.
Possubl ve, va Doue, e ven-me qen ingrat
Ma teufen da renta an drouc evit ar vat !
Dont da vea traitour a ve din horrubl mez,
Nep en deus delivret din va Rouantelez !
Né dalfe qet e nac’h, ho peach, va mignon,
En deus scòet eun tol marvellus em c’halon.
Ho comzou zo garo, violant, divergont ;
N’en dê qet tra facil rêi dêc’h bremàn respont.
Rac-se ho suppliàn, Autrou ’n Ambassadeur,
D’en em gavet aman vardro diou pe deir heur,
Mac’h allin, consulti ervat va afferiou,
Ha me roy dêc’h respont ebars en bêr gomzou.
Ripus.
Var ze, Roue Yon, me ya da zortia.
Adieu a lavaràn, qen a vo-ta bremâ.
Yon.
O qelou horerus, inhumen ha barbar !
Me a garfe bea en calon an douar,
Rac neuze ne ven qet en obligation
Da oblija Charles eneb mibien Emon.
Goustard.
Sir, inutil ê dêc’h donet da zeplori :
Hervez medi ’n affer ê ret deliberi
Petra zo da respont d’ar Roue deus a Franç :
|
Ennes zo eun affer demeus a importanç.
Yon.
Clêvit, va Secretour, me ho ped da vonet
Bremâ-zouden vatan da gavet va C’homtet ;
Ha grit dê dont ganêc’h ractal en dilijanç,
Rac c’hoant am eus da gaout gante eur gonferanç.
Goustard.
Ia, Sir, me rêi ze en ho contantamant :
Me ya da bartial bremàn bars en instant.
Yon.
Me ho ped, va Fajet, pa omp hon tri amàn,
Da zont da lavarat hoc’h avis din bremàn,
Petra meus da ober demeus ar seurt qêlou ;
Mar trahissàn Renod em bo calz hirvoudou.
Ar C’henta Paj.
Ne gredàn qet e ve den, Sir, Roue Yon,
A rofe dêc’h conseill da ober trahison,
Dreist peb tra da Renod zo ho qar aliet,
Hac en deus servich vad, va Roue dêc’h rentet.
Goustard a sorti, hac a antre eur moment
goude gant ar C’homtet.
————
Pempet Dialog.
Ar Roue Yon hac e suit a antre, hac a lavar :
Autrone va C’homtet, avancit ho paziou,
Me meus da gonferi ganêc’h eur goal guêlou,
Pehini a gonsist en ruin mibien Emon,
P’otramant va hini, n’e zeus qen qestion.
Ar puissant Charlamagn, Ampereur ha Roue,
En deveus digasset eur c’hannat em bete,
Hac en deveus roet din eur sommation,
Ma na garàn renta ar pêvar mab Emon
Ebars entre daouarn an Ampereur Charles,
|
E teuy d’am chasseal deus va Rouantelez,
Hac em rento captif epad va oll bue :
Deliberit, va zud, bremàn var guementse.
Godefroa.
Ganêc’h òn soùezet terrubl, Roue Yon,
Pa c’houlennit conseill da ober trahison ;
Dreist peb tra eus Renod pehini zo ho qar,
Dre ma ê ho preur-caer evel pried d’ho c’hoar.
Oh ! ne veritit qet an hano a Roue,
Mar consantit biqen trahissa ho ligne.
Me ho ped, va Eont, d’ober réflexion :
Pa rentas Renod dêc’h ar Sarazin Bourgogn,
E prometjoc’h deàn en presanç ho Comtet
Er sicourjec’h fidel eus e enemiet ;
Rac-se pa ne fell dêc’h bremàn bea leal,
Roit dê o c’honje da vont en eur vrô all ;
Pa ne virit qet dindan ho tomination,
Ne ranqfoc’h qet respont a vugale Emon.
Monbandel.
Eur proverb a lavar pell zo eus a amzer,
Ê essoc’h lavarat eguet n’en dê ober ;
Mes me all lavarat, Autrone, gant rêson,
N’ell qet en em excus biqen ar Roue Yon.
P’en deus mibien Emon en e vrô repuet,
Ne dle qet permetti e vent sur trahisset,
Dindan boan da vea discaret e guæriou,
Ha laqet ar ravach var e oll zouarou,
Ha c’hoas memes en taill da vea distrujet ;
Cetu petra a zo : deus-tu deliberet.
Hector.
Ha possubl ve penos e vemp qen dinatur
Ma rentfemp eun affront evit eur blijadur !
Servich vras a rentas demp bugale Emon,
O tont d’ho delivra deus a zaouarn Bourgogn ;
|
Ma heuillit va avis, me lavaro hep mez,
Na refoc’h qet seblant a c’hourdrouzou Charles,
Qeit a ma vo Renod hac e dud en bue,
Ne vezoc’h qet goassoc’h, credit se, va Roue ;
Ha memes oblijet oc’h ive d’o zicour,
Dindan boan da vea disleal ha traitour.
Ar C’homt Anton.
Me a lavaro dêc’h, Autrone, gant rêson,
Peagoulz ec’h allit asista hor mignon :
Er zicour a ellit, me lavar dêc’h penos,
Pa n’en doc’h qet ive interesset er gaus ;
Mes mar be eun affer eus ho propr interest,
Ec’h allit en instant en em denn a boan prest.
Ni zo interesset en ze coulz ha Renod :
Chom en poan evit den a ve demp eun dra zod.
Rac-se ta, va Roue, me a zo avis dêc’h.
Na chomfec’h evit den er bed ebars en bec’h ;
Tachit rêy e c’houlen buan d’an Ampereur,
Hac ho qaro bepret fidel evel eur breur.
Ar C’homt d’Anjou.
Anfin, coulz ê abred evel a ziveat ;
Perissa a ranqont, ze a ouzer ervat :
Coupabl ê sur Renod laza ’n tî ar Roue
E niz prop Bertelot dre eun tol lachete.
Evit se n’en dint qet en em humiliet,
Mes en em laqet int evel tud revoltet
Da zerc’hel daouzec vla ha davantach brezel
D’ar Roue Charlamagn zo o Frinç naturel.
N’eller qet lavarat certen gant güirione,
Peguement int coupahl en andret ar Roue.
Rac-se me a ro dêc’h avis mat evit se,
Penos ne dleit qet ober difficulte
Evit renta mibien Emon d’ar Roue Franç ;
Rac mar daleit c’hoas, neus mui a esperanç.
|
Yon.
Cetu grêt ar c’honseill hac ar gonclusion,
Hac ar muia moeziou zo vit an drahison !
O va breur-caer Renod ! forcet òn ar vech-mâ
Da livra ac’hanoc’h d’oc’h adversour brassa.
Biscoas sur trahison ne voe qen inhumen ;
Hoguen eun den forcet n’en deus qet a lezen,
Oll oc’h eus, Autrone, hoc’h avis lavaret ;
Mes me a ranq ive güelet petra zo ret :
Sortiit eun neubeut, me ho ped, Autrone,
Ma valancin ervat ar gaus a bep coste.
An Eil Paj.
Me ho ped, va Roue, confortit ho calon,
Rac, hac ho pe livret ar pêvar mab Emon
Entre daouarn Charles, ar Roue deus a Franç,
Ne ve qet c’hoas capabl da ober dê offanç ;
Rac an Tadou a Franç a zo oll qerent dê,
Hac a rêyo o feoc’h en qichen ar Roue ;
Hac int deus o c’hoste zo tud ar vaillanta,
Ha ne vo qet êzet sur dont d’o distruja.
Yon.
Choui, va Fajic bian, am c’honsol ar muia.
Rac-se, va Secretour, commancit da scrifa ;
Rac me meus ar gredanç evit nep trahison
Ne êruo, me gred, gant bugale Emon.
Ar Secretoür.
Lavarit, Sir, petra a laqin da guenta.
Yon.
Nem laqit qet en poan, me a ya da zicta.
Scrifit aze qenta d’ar Roue deus a Franç
Penos er saludàn gant calz a gonsecanç,
Ha da c’horto ma yin ebars em personach
Da renta humblamant d’e Vajeste homach,
E teuàn dre va scrit da demoigni bremàn
|
Ê va brassa dezir bea mignon deàn ;
Ha p’am ped da livra deàn en bêr termen
Ar pêvar mab Emon, e voall adversourien,
Deus a greiz va c’halon m’en em oblij da ze,
Moyenant ma talc’ho fidel d’e bromesse.
En plenen Vocouleur vo ar plaç assinet
Ma o rentin varc’hoas o fêvar disarmet,
Sepet da viana hepqen o c’hlezeyer,
Brancou glas en o dorn vit m’o hanavefer ;
Pa vint rentet eno er guis-se disarmet,
Ec’h allo Charlamagn êzet o c’hemeret.
Cetu aze ar pez am boa c’hoant da scrifa :
Deut amàn, Secretour ; me a ya da sina.
Da Ripus, pehini a antre :
Clêvit, Ambassadour ; lavarit d’ar Roue
Penos e ràn peb tra hervez e volonte.
Deit... cetu va lizer : m’ho ped d’e rêi deàn.
Accomplisset e vo ar pez a zo ennàn.
Ripus.
Me ho trugareca, Roue nobl ha güirion ;
Pa e meus va mennat ê joaüs va c’halon :
Me a ya da annonç qementse d’am Roue.
Adieu dêc’h eta, Sir, gant peb humilite.
Sortial a ra, hac ar C’homtet a antre.
Yon.
C’houi oc’h eus, Autrone, roet conclusion
Ma vije trahisset ar pêvar mab Emon ;
Rac-se e cunduoc’h Renod hac e vreudeur
Varc’hoas vardro creiz-de da blenen Vocouleur :
Eno e rêi Charles neuze da ambusqi
Eun daou-c’hant den armet evit o assommi.
Ar C’homt Anton.
Ia, Sir, ni rêyo evel a leveret,
Hac ar ganfardet-se a vo sur attrappet.
|
Yon.
Demp oll da Vontoban, hoguen beit secret.
Rac arabet e ve e vouife den abet.
————
C’hoec’hvet Dialog.
Charlamagn hac e suit.
Ripus.
Distro òn, va Roue, deus va c’hommission ;
Bet e meus eur respont digant ar Roue Yon.
Cetu amâ ’l lizer en deus bet roet din.
Charlamagn.
Roit-àn din, Ripus, evit ma el lennin.
Goude bea lennet al lizer.
Cetu ni en hon tol bremàn, va mignonet,
Rac ar Roue Yon en deus din promettet
E rento din varc’hoas Renod hac e vreudeur,
Varc’hoas, oll disarmet, en plenen Vocouleur !
Rac-se e ranqo mont bremàn daou rejimant
M’hor bo, beo pe varo, ar pêvar den mechant.
C’houi gunduo unan, Fouqes de Morillon,
Hac e yêlo ganêc’h Ripus ha Ganelon ;
Galeran, Isakar, hac ar Prinç Idelon,
A yêl ive ganêc’h, pa int tud a galon.
Ha c’houi, Oger-Danoa, zo ive den vaillant,
Me a ro dêc’h ar garg eus va eil rejimant,
Hac a yêlo ganêc’h evit ho secondi,
Ha Nêm, ha Salomon, Richard a Normandi ;
Rac-se nep en deus c’hoant da vea va mignon,
A rànco renta din ar pêvar mab Emon.
Oger-Danoa.
Ni a rêi hor possubl ma veont qemeret,
Petra benac ma int tud courajus meurbet.
|
Charlamagn.
Grit eta ho tever, m’ho ped, va mignonet :
Ni a ya da bourmen ; rac-se beit secret.
Oger-Danoa.
Demp eta, mignonet, da blenen Vocouleur,
Da c’hout ha ni allo contanti ’n Ampereur.
Mar galler eur veach qemer mibien Emon,
Neuze e vo rentet assur yac’h e galon.
Marchit arauc, Fouqes, pa oc’h eus mui a dud,
Ha ni a yêl varlerc’h ive hep ober brud.
Fouqes.
Arça, n’em arrêtomp amàn, va mignonet ;
Êru omp ar vech-màn er plaç hac en andret
El lêc’h ma voa roet an assination
E vije rentet demp ar pêvar mab Emon.
Ma ve c’houi a heuillfe, Oger, va zantimant,
E separfemp bremàn en daou hon rejimant :
Mont unan d’ar penn-ont, eguile d’ar penn-màn,
Hac e chomfemp cuzet el lann vras-mâ bremàn,
Ha varc’hoas, hep nep manq, pa velimp o tonet
Renod hac e vreudeur evelse disarmet,
Ne veomp qet couard d’en em strinca varne,
Mes destumomp anê en creiz hon diou arme,
Ha ni o c’haroto eguis güir forbanet,
Hac e vint evelse d’ar Roue presantet.
Richard a Normandi.
Afei ia, Fouqes, c’houi lavar güir bremàn ;
Rac-se, ît-u duont, ha ni chommo amàn,
Ha neuze-ta varc’hoas ar c’henta o güelo,
A rai d’an trompillou son amàn tro vardro,
Ma saillfomp assambles da guemer anêze :
Ne oun ha ni allo re facil ober ze.
Galeran.
Tavit-ta gant ar vez. Penos, ha c’houi a gred
|
E rezisto pêvar eus daou-c’hant den armet ?
Nêm.
Qent ma vint qemeret, me a bromet dêc’h se,
E vo henq al lann-màn, daouest peguer bras ê.
————
Seizvet Dialog.
Renod hac e dud a antre, hac a lavar :
Me gred bremàn Roland hac e eont Charles
O deus ar veach-màn leiz o c’hroc’hen a véz,
O velet o dragon var tourel Montoban :
Poan galon o deus sur pa velont aneàn.
Ar Secretour.
Ne zeus lec’h da laqat douetanç ebars se ;
C’hoariet hon eus dê eun tol subtilitè.
Hoguen, Autrou Renod, clêvit-ta eun affer :
Yonet hac Emonet a zo êru er guêr,
Ho taou mabic bian a dî o maguerez,
Brava daou grouadur zo o touguen buez.
Renod.
Ho ! ho ! êru ez ê d’ar guêr an daou ganfard ?
Qerc’hit-e, m’o güelfomp, me ho suppli, Alard.
Alard.
Me ya d’o c’herc’hat dêc’h gant calz a blijadur,
Evit o renta dêc’h hep dale, m’en assur.
Digaç a ra anê d’o zad, pehini a zaill gante da boqat dê.
Renod.
Bonjour va bugale Yonet hac Emonet ;
Pêvar bla antier zo n’em boa qet ho qüelet.
Bremàn lavarit din ha c’houi vo eur veach
Evel hoc’h eontet tud demeus a gourach.
Emonet.
Mar plij gant va Doue dre e vouir Brovidanç
Donet da rêi demp-ni ha couraj ha puissanç,
|
Hon eus ar volonte, va zad, va eontet,
Da zicour ac’hanoc’h deus hoc’h enemiet.
Ouspen e lavarin : evit daou botr d’hon vent,
Me ne gredàn qet sur e trofemp deus hon hent.
Guichard.
Ha c’houi a glêo, Renod, penos ho mab ena
En pe his e parlant qer courajus dija ?
Yon.
Salud, va breur, va c’hoar, ha choui, va nizien qer,
Ha c’houi, Chevalierien, oll en particuiler ;
Deut on d’ho pisita dre garante barfet,
Da gomz dêc’h deus eun dra ho cray rejouisset.
Renod.
O va Roue güirion, souveren hac Autrou !
Deut mat viot bepret ha c’houi hac ho qêlou ;
Ha va breudeur ha me e voamp sur glac’haret,
Rac hor bije ni, Sir, eun domach benac grêt
Pehini a vije control d’ho polonte,
Pa n’hor bisitec’h qet alies, va Roue.
Yon.
Va breur, ne ouffec’h qet ober en nep fêçon
Biqen netra a ve dreist va ompinion.
Pa ê bet bolonte Doue dre Brovidanç
Da zont da gontracti en trezomp alianç,
Me meus contribuet hac en de hac en nôs
Da gavet dêc’h moyen da veva en repos.
Rac-se me lavar dêc’h eun dra en assuranç :
Me meus grét hoc’h accord gant ar Roue a Franç,
Gant ar gondition ma refoc’h en effet
Ar pez zo en antier entreomp concluet.
Renod.
Me a bromet dêc’h, Sir, demeus a galon vat,
Pa ve ret din scuilla an anter deus va goad
Evit ober va feoc’h gant ar Roue a Franç,
|
Me rêi ze joaüs bras hep ober contenanç.
Lavarit din petra en deus c’hoant a ve grêt.
Yon.
Me en disclêryo dêc’h ne veo qet arrêt ;
Lavaret en deus din en ho pardono tout,
Moyenant ma teuot ïve d’en anavout,
Hac anfin ec’h êfoc’h ho pêvar e vete,
Evit goulen pardon digant e Vajeste,
Ha da renta deàn homach eta timat,
Hac en ho recevo c’hoas en e c’hraçou mat.
Richard.
Ni rêi qementse oll, credit, Roue Yon ;
Hoguen pelec’h e vo an assination ?
Yon.
Ebars en Vocouleur, eur plaç eus a blesanç,
Eléc’h ma vo Charles hac an Tadou a Franç,
Pere en em gavo da ober peoc’h ganêc’h ;
Mes ret e vo dêc’h mont vel a lararin dêc’h,
Rac mar oc’h eus Charles qen terrupl domajet,
En deus dout ac’hanoc’h, hac en deus lavaret
Penos e ranqit mont disarmet e vete,
Nemet ho clezeyer hepqen deus ho coste ;
Neuze en ho taouarn e tougfot brancou glas,
Evit sin eus a beoc’h. An homach ne qet bras !
Renod.
Balamour da Zoue, teulit sple, va breur qès,
Rac soupçoni ràn calz var garante Charles,
Rac mac’h alfe cavet ac’hanomp disarmet,
E rafe gant maliç ober hor c’hemeret.
Yon.
Bea ê den d’e c’hir, eus se bet assuret ;
Rac-se ec’h allit mont d’e gavet divorc’het.
Richard.
Me deu d’ho conjuri bremàn, Roue Yon :
|
Ha c’houi a felfe dêc’h ober demp trahison ?
Rac ma oufen ho pe hepqen ar volonte,
Birviqen eur c’hart-heur ne chomfec’h en bue ;
Rac me a zant ervat ê fell dêc’h conclui
Hor c’haç evel dênved da daga d’ar bleizi.
Alard.
Renod, va breur ena, dreist oll me ho suppli
Ne yêfomp qet disarm dirac hon enemi.
Birviqen Charlamagn ne oufen da garet,
Aboe ma permettas laza an Duc Beuvet.
Rac me assurfe mat en deveus eur galon
Zo capabl da obér da bep coulz trahison,
Guichard.
Anfin, mar en deus c’hoant evit boneur ar vrô
D’êchui ar brezel zo commancet pell zo,
Ni a yêlo d’ar plaç ma plijo sur gantàn,
Mes gant hon oll buissanç demeus a Vontoban.
Mar hon trêt gant douçter, ni n’em humilio ;
Mar be rigorius, ni en em difenno.
Ar C’homt d’Anjou.
Allas ! ne glasqit qet an hent, va mignonet,
Evit ober ar peoc’h, er fêçon ma comzet.
Ha c’houi a gred penos ar Roue nobl Yon
A garfe ho qüerza nac ober trahison ?
Caç a rêyo ganêc’h ive darn e Gomtet,
Evit disqüel penos ne zeus danjer abet.
Yon.
O Doue ! Autrone, goude dont d’ho sicour,
E fell dêc’h lavarat e zòn-me eun traitour !
Emonet.
Ia, me voar ervat, Sir, ez oc’h va eont ;
Hoguen laqit eves ne ve manq en ho cont,
Rac mar deut da verza va zad hac e vreudeur,
En esperanç bea mignon d’an Ampereur,
|
E vo goerzet dêc’h se qent mont eus ar bed-màn,
Ha pa ne ve den beo nemedòn va-unan.
Yon.
Anfin, bian ha bras ho cavàn obstinet ;
An obtion oc’h eus d’ober vel a garfet.
Hoguen qer fatic òn balamour dêc’h, va breur,
E clasq ober ho peoc’h etal an Ampereur,
Ma òn dismantet oll ; anfin, ne allan mui ;
Roit din, m’ho suppli, eur gampr da reposi.
Renod.
Qement zo er c’hastel, va breur, zo evidoc’h ;
N’ouffemp qet ho pêa mar oc’h eus grêt hor peoc’h.
Qemerit ho repos, me ho ped, va Roue ;
Ni dacho, mar guellomp, d’ober ho polonte.
Yon.
Me a ya, Autrone, eta da reposi.
Renod.
It eta, va Roue, humblamant m’ho suppli.
Arça eta, va zud, bremàn deliberet
Petra hon eus d’ober var hevelep sujet.
Clera.
Clêvit ive, Renod, va resolution :
Evit bea va breur ar Roue nobl Yon,
Couscoude evit se ne ven qet dêc’h ali
Da vonet disarmet dirac an enemi.
Richard.
N’en domp qet en humor, na me na va breudeur,
Da vont sur disarmet da blenen Vocouleur.
Ne dalfe qet e nac’h, bea a meus soupçon,
Penos e zeus dezir da ober trahison.
Mogis.
Anfin, va c’hendervi, ît gant ho preur Renod ;
Mar ho trahis Yon e rayo eun dra sot :
Biscoas maro, va zad, ne voe qen qer goerzet
|
Evel sur hoc’h hini, mar beit trahisset.
Renod.
Mar dè predestinet gant Doue eternel
E rancomp, va breudeur, dre drahison mervel,
En em resolvomp oll da vont en han’ Doue.
Ni zo bet alies en danjer hor bue,
Gouscoude hon eus bet eur c’hraç particulier
Bete ’n heur a vremàn d’en em denn a affer.
Richard.
Me a yêlo ganêc’h evit oboissa.
Alard. ha Guichard.
Ha ni a yêl ive, pa dlefemp perissa.
Renod.
Beniguet vo Roue an ên hac an douar !
Cetu ni, va breudeur, c’hoas eus a eul lavar.
Me esper e royo Doue demp ar boneur
Ma tistroimp d’ar guêr a blenen Vocouleur.
Arça, va zonerien, grit-u c’hoas eur fredon
Da recrei speret ar Roue nobl Yon,
En deus evidomp-ni qemeret eur boan vras ;
Ha ni en em hastomp da vont dre an hent c’hoas.
Yon o clêvet ar fredon a lavar :
Allas ! mibien Emon, m’oufec’h ar virione,
Ne rêfèc’h qet sur din ar seurt enoriou-ze.
Caer a meus esperout qemeret va repos,
Va c’honscianç am piq hac en de hac en nôs,
E rebech din vel güir ez òn bet eun traitour,
E meus güerzet an nep a dleyen da zicour.
C’hoant bras a meus da vont d’en em brecipita ;
Daoust penos vo an dro, me rànqo perissa.
|
————
Eizvet Dialog.
Renod hac e Vreudeur, brancou lore gante.
Renod.
Cetu me consantet ar vech-man, va breudeur,
Da zont o zri ganén da blenen Vocouleur,
Ma vo grêt an accord gant ar Roue Charles ;
Rac-se-ta, va breur-caer, ho pe ar vadelez
Da rêi demp darn ho tud da zisqüel demp an hent,
Ma commançfomp da vont en hano Roue ’r Zent,
Yon.
It gante, va C’homtet, me ho suppli, ho tri,
Me ho teput gant joa da vont d’o c’hundui.
Ar C’homt Anton.
Pa rit demp an enor d’hon deputi da ze,
Ni yêl joaüssamant en ho reqet gante.
Renod.
Adieu, Roue Yon ; chommit en Montoban
Qen a veomp distro, dreist peb tra ho pedàn.
Yon.
Nebon me a chommo, credit en ze hardi.
Renod.
Adieu, va fried qèz, va mibien ha Mogi.
Clera.
Beach vad, va Renod ; distroit prest d’ho tî :
Qen a veoc’h distro hor bo calz a zourci.
Renod hac e vreudeur a ya gant ar C’homtet, hac
en en lacont var bennou o daoulin evit pedi Doue.
Renod.
Demp en hano Doue, güir Vestr ar buissanç,
Da ober hon accord gant ar Roue a Franç.
Dêc’h-u, Güerc’hez Vari, Mam ar güir Redempteur,
En em recommandomp, ha me ha va breudeur ;
|
M’ho ped d’hor preservi, Güerc’hez sacr, hon Itron,
Deus ar maro subit hac eus an drahison.
Commançomp hor beach en hano an Drindet ;
Mes trist oc’h, va breudeur ; me ho suppli, canet,
Richard.
Ia, va breur Renod, bremàn, en ho reqet,
Ni a ya da gana, poc’h eus demp commandet..
An tri vreur a gàn var eun ton trist.
Demp-ni oll, joaüs, va breudeur,
Bremàn da blenen Vocouleur,
Evit êchui eur brezel
A zo caus da galz da vervel.
Benos Doue a vir galon
A roomp d’ar Roue Yon,
Rac ennes ê bet an auteur
M’hon eus peoc’h gant an Ampereur.
Alard.
Mes c’houi, va breur Renod, evidomp da gana,
N’ho cavàn qet o tont d’en em rejouissa ;
Me ho suppli ive da gana eur chanson,
Ha neuze ni gredo neus qet a drahison.
Renod.
Pa recommandit din cana dêc’h eur chanson,
Me rêi ze da blijout sur d’hoc’h ompinion.
Renod a gàn var ton Catinat.
O devez eus a joa evidomp, va breudeur !
Rac êru ê bremàn ar moment hac an heur
Ma vo ta grêt ar peoc’h gant ar Roue a Franç ;
Ni lavaro adieu d’hor poan ha d’hor souffrànç.
Peguen lies a zen, pa gonsideràn ze,
O deus er brezel-màn êchuet o bue !
Mes bremàn e sònj din, pa ê ar peoc’h sinet,
E chommo pepini en e baciantet.
Maleur dêc’h, payanet, enemiet ar fe !
Bremàn e vo vaqet ganêc’h oll adare,
Pa vo sinet ar peoc’h demeus a greiz calon
Entre ar Roue Franç ha bugale Emon.
|
Guichard.
Petra ê al lann-hont a velàn, va breudeur ?
Êru omp er vech-màn ebars en Vocouleur.
Anton.
Er plaç-ont eus roet dêc’h assination,
Hervez hon eus gouezet eus ar Roue Yon.
Alard.
Sellit brassa mezou ! terrubl òn soùezet ;
Evidòn da zellet, ne velàn den abet.
Guichard.
Na me ne velàn qet sur muioc’h eguedoc’h :
Demp ac’hann, va breudeur, hep arrêti pelloc’h.
An tri C’homt a lavar :
Depordit eun nebeut, me ho ped, Autrone ;
Bremâ-zouden vantan e teuyo ar Roue.
Renod o velet ansaign Fouqes hac o clêvet an trompillou.
Maleur demp, va breudeur ! bea zo trahison,
Rac me a vel ansaign Fouqes de Morillon ;
Hac en penn al lann-vras e màn Oger-Danoa ;
Ret vo demp, va breudeur, dont da vervel amâ.
Alard.
Oh ! Renod miserabl ! piou a zònje biqen
O pije trahisset ac’hanomp evellen !
Ni zo ho preudeur paour hac ho carie ervat,
Ganet omp deus ar vam ha deus ar memes tad.
Guichard.
Anfin qement a c’hoant en devoa d’hon goerza,
M’en deus, en dispit demp hon digacet amâ.
Richard.
Alòn, Alard, Guichard, deut buan d’am zicour,
Ma voalchfomp hon daouarn en calon an traitour.
Mont a reont e trezec Renod, pehini ne ra vàn mui o güelet.
Renod.
O Doue, va breudeur ! ha c’houi sònj gouscoude
|
Em be-me ho coerzet amàn en güirione ?
Mar a meus bet ar zònj hepqen d’ho trahissa,
Me reqet ma teuyo an douar d’am lonqa.
O va breudeur Doue ! peguen diavis oc’h !
Rac n’em bo qet ive goell na voas eguedoc’h.
Selaouit, Comt d’Anjou, Monbandel hac Anton,
C’houi a voa deputet gant ar Roue Yon
Evit hor c’hundui amàn dre assuranç :
Pa velit trahison, roit demp asistanç.
Anton.
Ni n’hor boa carg nemet d’ho renta er plaç-màn.
N’en em laqafomp qet evit re all en poan.
Divrouillit ho cartou evel ma ententfoc’h ;
Ni a ya en hon tro ; grit evel a garfoc’h.
Falveout a ra dê redec qüit ; mes Renod a guerz var o lerc’h.
Renod.
Oh ! tud abominabl ! tud vil, lach ha poeltron,
C’houi zo ive coupapl ebars en drahison.
Me voar ervat penos e vo ret demp mervel ;
Mes c’houi varvo qentoc’h, traitourien infidel.
Orsus, Richard, Alard, lazomp peb a hini.
Richard.
Nebon ni rêyo-ze hep dont re d’hor pedi.
Laza a reont peb a hini. Richard a guntunu da gozeal.
Assurit, va breudeur, ni hor boa eur zònj sot,
Credi penos e voamp trahisset gant Renod ;
Brêmàn me vel ervat e màn deus hor zicour,
Pa ê en em vênjet demeus an dud traitour.
Renod.
Allas ! va breudeur paour, demp var hon daoulinou,
Evit goulen pardon deus Crouer an ênvou :
Pedomp-én da gavet true deus hon ene ;
Ret vo bremàn mervel, me a vel an dra-ze.
En em strinca reont d’an daoulin, ha Renod a lavar :
O Drindet adorabl ! Doue en tri Ferson !
Sellit eus a drue hac a gompassion
|
Deus pêvar Chevalier bannissett deus o brô,
Hac a glasqer amàn da laqat d’ar maro.
Ma ve ho madelez, va Jesus, va Doue,
Rêi demp-ni c’hoas ar c’hraç da recour hor bue,
Ni rêyo pinijen demeus hon dizurzou,
Ma vimp eur veach dign d’ho meuli en ênvou.
An tri vreur a respont : Amen. Renod a gomz.
P’hon eus recommandet hon ene da Zoue,
Lavaromp-ta adieu an eil da eguile.
Adieu, va breudeur paour, dêc’h-u a lavaràn :
Vit ar vech divea e poqàn dêc’h bremàn...
Doue da rêi demp graç, goude coll hor bue,
D’en em gaout hor pêvar assambles bars en êe.
Richard.
Adieu, va breur Renod.
Renod.
:Adieu, va breur Renod. Adieu, va breur Richard.
Alard.
Adieu, va breur Guichard.
Guichard.
:Adieu, va breur Guichard. Adieu, va breur Alard.
Renod.
P’omp en em breparet ar vech-màn da vervel,
Gortoomp gant courach hon adversour mortel.
N’alfont qet lavarat penos mibien Emon
O devo bet douguet eur c’hroc’hen a boeltron.
Hoguen en em glêvomp qent commanç ar mêle,
Marteze e tisfemp c’hoas recour hor bue.
C’houi a rayo, Richard, bremàn an arier-gard,
Ha c’houi a gombatto er c’hoste deo, Alard ;
Ha me, va breudeur qèr, gant eves bras a rêi
An avan-gard neuze ebars er c’hoste clêi.
Ha pa vimp-ni re scuiz e ranqimp reculi
Da gavet ar roc’h-ont, ha ma pignimp varni,
Ma c’hallimp eun nebeut dont da zisqüiz varnâ.
|
Richard.
Ni a zento ouzoc’h bete ’n heur divea.
Arme Charlamagn, pehini voa cuzet tro-var-dro,
a zigoach hac a avanç etrezec ar pêvar mab Emon.
Ar gombat a gommanç gant ar furor ar vrassa.
————
Novet Dialog.
Arme ar Roue ha Mibien Emon.
Fouqes.
Ah ! gloutonet infam ! bremàn oc’h-ta tizet
Er fêçon m’hor boa c’hoant pell a zo d’ho cavet.
Êru ê an amzer ar veach-màn, Renod,
Ma vo goerzet dêc’h qer muntrerez Bertelot,
Maro an Duc Grifon hac ini ’r Chomt Hernier,
Oc’h eus laqet, tud fall, entre pêvar gartier.
Oh ! bremàn n’en doc’h mui pignet var guein Boyard,
Rac-se en em rentit buan, pêvar ganfard.
Ma veoc’h garottet da gaç d’an Impaler,
Evit bea crouguet ho pêvar bars embêr :
Ho preur-caer, ho mignon, anfin ar Roue Yon
Ê ho livr da Charles dre eun tol trahison.
Richard.
Penos ? en em renta ! Fouqes de Morillon !
Tromplet oc’h eun nebeut en hoc’h ompinion.
Qent ma vo qemeret ha va breudeur ha me,
E cousto sur da zarn ac’hanoc’h o bue ;
Mes, beit rêsonabl, pa ê ret demp souffr reus :
Deut uguent Chevalier, ar vaillanta oc’h eus,
Da gombatti ouzomp, ha mar o surmontomp,
Hon lezit da vont qüit e lec’h ma tezirfomp,
Ha mar hor goneont ive dre ar gombat,
Ni bardono ’r maro dêze a galon vad.
Fouqes.
Inutil ê ze oll : en dispit d’ho paro,
|
Ret ê en em renta pe andur ar maro.
Pa rofec’h din, tud fall, qement a zo er bed
Evit dont d’ho lezel, certen n’er grafen qet.
Renod.
Me vel ervat, Fouqes, oc’h terrupl en coler :
Ni rêyo, ma ellomp, izellât ho pannier.
Disqüelomp, va breudenr, d’hor vil enemiet,
Ha ni a vanq a voad ebars hor goaziet.
Ret ê en em difen pe mervel en poeltron...
Dal va c’hleze, Fouqes, adreus dre da galon.
Ganelon.
Maleur demp, Autrone, cetu Fouqes lazet ;
Saillomp oll varneze evel tud counnaret.
Oger, me gommand dêc’h abeurs ar Roue Franç,
Hep cavet nep egard da zont d’en em avanç.
Oger.
Penos, tud fall ! ha c’houi en danjer ho pue,
Oc’h c’hoas qen iffrontet laza tud ar Roue !
Neus fors peguer foll oc’h, nebon m’ho tifollo :
En em rentit ractal, p’otramant oc’h maro.
Alard.
Ne deut qet d’hor gourdrous, Oger, qen terrubl-se ;
Pa gommançfomp c’hoezi e vo tom dêc’h ive.
Richard a Normandi.
Ha c’houi anzao, Renod, e rejoc’h follente
Massacri Bertelot en pales ar Roue ?
Renod.
Ne ris netra deàn ne rafen qercoulz dit ;
Tol eves da croc’hen pe otramant tec’h qüit.
Galeran.
Avançomp varneze evel leonet cri,
Rac me a vel ervat e rancont reculi.
Guichard.
Poent ê sur, va breudeur, demp laqat en effet
|
Ar pez voa entreomp er gentaou concluet.
Mont a reont var ar roc’h.
Isakar.
Me lavar franchemant amàn, va mignonet,
Eus natur ar gounnar en hon enemiet :
Sellit pelec’h int aont pignet var an huel !
E maint o fêvar pignet var ar roc’hel.
Idelon.
Ne maint qet qen huel ne veint disqennet.
Alòn, saillomp varne : ret ê o chemeret.
Richard.
Mar tostait d’ar roc’h, ni royo dêc’h cuignou
Qer tener ha biliou adreus dre ho qinou.
Stlepel a reont mein gant o enemiet.
Ganelon.
Tehomp buan alenn ha redomp prest duont ;
Rac an diaoul zo sur o sicour ar-reont.
C’houi a goel e tiruill mein bras eus ar roc’hel ?
Mar chomomp amàn qen, omp certen da vervel.
Trouplou ar Roue a recul.
Renod.
Ha c’houi dec’ho eta, tud poeltron ha traitour ?
Rac qent m’or qemerfoc’h ni royo dêc’h labour.
En eur velet an enemiet o vont qüit, e lavar :
P’hon eus-e chasseet pell demeus hon roc’hel,
Demp c’hoas da zestum mein da ober dê brezel.
Disqen a reont da gerc’hat mein.
Ripus.
Ho ! ho ! deut int d’an traòn, ar pêvar mab Emon !
Demp prest d’o assommi, Autrou Comt Ganelon.
Tostât a ra adare an enemiet d’an assot.
Oger.
Arça, va c’hendervi, en em rentit, m’ho ped,
Rac e zoc’h var ar poent da vea qemeret.
Richard.
Oh ! va c’hender Oger, na pebes lachete
Pa ya an eil qender a eneb eguile !
|
Oger.
Doue a voar ervat hac ar Verc’hez Vari,
Eus glac’har em c’halon o tont d’ho combatti ;
Ha mac’h alfen assur, hep terri va sermant,
Rêi dêc’h va asistanç, m’er grae suramant ;
Mes allas ! ne allàn a grenn dont d’ho sicour,
Dindan boan da vea tremenet da draitour.
Hoguen pa ne allàn dont d’ho sicour bremâ,
Ne rin qet dêc’h a zroug ive da viana.
Ganelon.
Me bromet dêc’h, Oger, ma espernit anê ;
Ni deuy da accusi ac’hanoc’h d’ar Roue.
Oger.
Ne douchin qet oute, va c’hredit, ravodeur,
Pa ve ret din mervel gante er memes heur.
Ha penevert memes trangressi va zermant,
Me rofe dê sicour, ha ne vêc’h qet contant.
Galeran.
Hep ho sicour, Oger, ni sur o c’hemero ;
Sus eta, Autrone, saillomp varne afo.
Avanç a reont var bugale Emon.
Oger a recul en eur lavarat :
O lezen dinatur ! penos, ha possubl ve
E rafes da eun den derc’hel d’e bromesse !
Balamour d’ar sermant a meus grêt da Charles,
Ne allàn qet sicour va c’hendervi gompes !
O ra vo milliguet an eil Judas Yon,
En deveus trahisset ar pêvar mab Emon !
Vaillanta pêvar den a voe güelet biscoas
A vassacrer hirio. O Doue, pebes gloas
Ê rancout o laza en creiz eus o yec’het,
Ha din dont d’o zicour n’en dê qet permetet !
Renod.
Courach, va breudeur qèz, n’en em separomp qet ;
|
Mar en em zicouromp, ne vimp qet qemeret.
Mont a reont c’hoas var ar roc’h.
Nêm.
Me o güel o vonet adare var o glud :
N’o heuillomp qet hirroc’h, me ho suppli, va zud ;
Mar gallont eur veach pignat var ar roc’hel,
Dindan o zoliou mein e ranqimp sur mervel.
An enemiet a recul, nemet Ganelon.
Ganelon.
Ho ! ho ! c’houi zo chommet, Richard, da zivea
Me a voerzo dêc’hu-u maro Fouqes bremâ.
Dalit eun tol cleze en creiz ho pouzellou :
C’houi ell ober gante brêmàn goadeguennou.
Richard.
Oh ! lazet òn ganet, infernal Ganelon !
Nonpas dre vaillantis, hoguen dre drahison.
Ganelon.
Biannat ra an nombr ac’hanoc’h, tud impi ;
Rac mar hoac’h qent pêvar, n’en doc’h mui nemet tri.
Me a meus da guenta grêt separation
Dre va c’houraj vaillant entre mibien Emon ;
Pa ê lazet Richard, ar vaillanta anê,
Hor bo sur ar re all ive hep pell dale.
Richard.
Arabat, Ganelon, e rafac’h ho pompat
O pe bet va bue demeus a varc’hat mat ;
Poc’h eus grêt din gourve, c’houi renq ober ive :
Tra evit tra bepret ; bue evit bue...
Foura ra e gleze en calon Ganelon, pehini a goe d’an douar.
Ganelon.
Oh ! tizet òn ganet en creiz poul va c’halon.
Venjit-ta ac’hanòn, va c’hender Idelon.
Richard.
Bremàn omp n’em bêet, Ganelon infidel ;
Mar dòn cazi maro, te zo prest da vervel.
Renod.
Pelêc’h e màn Richard ? lavarit va breudeur ;
|
Mar hon eus-àn collet, ennes zo eur maleur !
Én voa deus hor pêvar assur ar vaillanta ;
Mes mar dê qemeret, ne allin mui beva.
Guichard.
Allas ! m’er güel eus traon var an douar a blat !
Maro ê a meus aon... Beuzet ê en e voad !
Renod.
O fortun detestapl ! va Doue, pez maleur !
Me meus aon oc’h blesset marvelamant, va breur.
Richard a zalc’h e vouzellou en tre e zivrac’h, hac a lavar :
Ne oufen qet beva, p’am be calon houarn :
Cetu va bouzellou oll entre va daouarn,
Hac evit qementse e meus recompancet
Nep en deus ac’hanòn evellen goal-drêtet :
Ar superb Ganelon a zo bet va ancou ;
Cetu-én astennet ental va zalonou.
Renod.
Oh ! Chevalier vaillant ! coll a ràn va speret,
Pa velàn ac’hanoc’h evelse massacret.
Mac’h alfen, va breur qèz, souffr ho poan evidoc’h,
Me er grae joaüs hep arrêti pelloc’h.
Deut entre va divrac’h, me ho ped, va breur qèr,
M’ho touguin var ar roc’h da guemeret an êr,
Da c’hortos ma vo grêt ar separation
Dre eur maro cruel entre mibien Emon.
————
Decvet Dialog.
Goustard a lavar outàn e-unan :
Va c’halon bars em c’hreiz a fraill gant ar glac’har,
O sònj en drahison a rêr var an douar.
Hac ar pez a ra din detesti aneàn,
Ê ma meus sicouret, sivoas, ober unan ;
Nonpas sur evit güir dre va c’honsantamant,
|
Mes dre ma voen re fêbl ha re oboissant.
Allas ! Chevalierien, goude qement a boan
Oc’h eus bet anduret o tifen ar vrô-màn,
Ez oc’h bremàn livret d’ho prassa énemi,
Evel cass an dênved d’ar blei da zevori.
Ah ! plenen Vocouleur, pebes chanç ac’h eus-te !
Rac ar yêod glas ennout zo arrouzet hirie
Gant goad pur pêvar den, ar vaillanta biscoas
Zo bet var an douar hac ive er môr glas.
Mogis a antre.
Petra a c’hoarve dêc’h, va mignon qèr Goustard ?
Ret ê anzao ouzin, ha na vet qet couard.
Goustard.
Allas ! glac’haret òn, den jenerus Mogi ;
Ma na blij gant Doue hac ar Verc’hez Vari
Sellet eus a drue ouz bugale Emon,
Int maro o fêvar dre ’r brassa trahison !
Rac ar Roue Yon en deus bet o livret
D’an Ampereur Charles, pini en deus casset
Eun daou-c’hant den armet da blenen Vocouleur,
Vit ma vo qemeret Renod hac e vreudeur.
Mogis.
Ah ! vad a rafe din da zispen gant va dent...
Perac, den miserabl ! n’en lavares-te qent ?
Piou a zo c’hoas coupabl ebars en drahison ?
Goustard.
Ato ar C’homt d’Anjou, Monbandel hac Anton ;
Hoguen evit Hector nac ar C’homt Godefroa
N’o deus qet consantet da zont d’ho trahissa.
Hector ha Godefroa a antre.
Me ho suppli, Mogis, Renod hac e vreudeur,
It buan, m’ho suppli, da blenen Vocouleur :
Lavarat a ràn dêc’h penos omp trahisset ;
Ni a yêlo ganêc’h d’ho sicour, mar qeret.
|
Mogis.
Me ho trugareca deus hoc’h offr, Autrone,
Hac òn contant meurbet demeus a guementse.
D’an armou ! tud vaillant demeus a Vontoban ;
Deut buan d’am c’havet amàn bras ha bian.
Regnier, gant oll drouplou Montoban.
Petra zo a neve ? lavarit din, Mogi.
Mogis.
Allas ! trahisset int, sivoas, va c’hendervi.
Ma n’en dint oll maro, e medint en danjer ;
Rac-se demp d’o zicour, me ho ped, va zud qer.
Fosson.
Demp buan o bete, me ho suppli, Mogi ;
Ezom zo ac’hanomp, hervez ma màn ’r c’hoari.
Mogis.
Tec’hit dirac va faç, Goustard, gant dilijanç ;
Me rêi staga Yon ha c’houi eus eur potanç.
Goustard a zorti. Mogis, var Boyard, a ya
gant e arme da Vocouleur.
————
Unnecvet Dialog.
Renod hac e dud a antre, hac a lavar :
Lêzet omp en repos eun nebeudic bian ;
Calz a vad a rêi demp qemeret hon alan.
Hoguen, va breudeur qèr, m’ho ped n’em breparet ;
Pa zònjfomp nebeuta e viomp attaqet.
Alard.
Ma carfac’h-u, Renod, distrei da Vontoban,
Da guerc’hat hon arme d’hon delivra bremàn,
Ni a rêyo moyen, qeit ha ma voc’h absant,
Da zont d’en em difen vigouriusamant.
Renod.
Birviqen n’ho qüittàn, credit, va breudeur qèz :
Ret e vo demp beva pe mervel assambles ;
Entre vo eur strill goad ebars va goaziet,
Ne güittàn ac’hanoc’h, eus se bet assuret.
An enemiet a deu c’hoas da vugale Emon.
|
Salomon.
Demp c’hoas da attaqi ar pêvar mab Emon ;
Me meus aon, Autrone, hor bo confusion :
Ma na deuomp aben da zont d’o c’hemeret,
E vimp sur tremenet evit güir boeltronet.
Idelon.
N’ho pet morc’het ebet, Salomon, eus a ze,
Me bromet dêc’h e zomp suravoalc’h aneze ;
Richard an hardia, a zo grêt e gontchou,
Rac entre e zaouarn e talc’h e vouzellou.
Comt Ganelon, hac én a zo en em lazet.
Me gred ez ê Renod bremàn humiliet.
Richard a Normandi.
Alòn, attacomp-int vit ar vech divea ;
Ret e vo essat coll pe c’honit ar vech-mâ.
Biscoas tud qer vaillant hac int ne voe güelet,
Pa deuont da resist eus daou-c’hant den armet.
Alard.
Êru voar adare da livra demp assot ;
Ret e vo demp, meus aon, en em renta, Renod,
Rac me meus em morzed eur blesseür zo cruel,
Ha Richard a velàn, a zo prest da vervel.
N’en doc’h mui nemet daou capabl da resista ;
Me a zo qer fatic ma òn prest da zempla.
Renod.
Penos ! ha possubl ve, va breur yaouanc Alard,
Ho pe c’hoant lavarat penos e vec’h bastard ?
N’en doc’h qet, me assür, breür lejitim demp-ni,
Mar oc’h eus sònj hepqen da zon da boeltroni.
Richard, e vouzellou en e zaouarn, a zao en e za.
Richard.
N’e qet en em renta, Alard, a broposet ?
Ia, mar oc’h eus c’hoant embêr bea crouguet.
Me ho ped humblamant, Renod, va breur fidel,
Tennit va mouchouer ermes eus va godel,
|
D’en erren en dro din dre nebeut a scoulmou,
Evit tachout derc’hel em c’hôf va bouzellou,
Ma yin c’hoas d’ar gombat qent eguet ma varvin ;
Entre vin en bue biqen dêc’h ne vanqin.
Renod.
Benos Doue en heur ma voes ganet, va breur !
Ha te a glêv, Alard ? emàn en deus vigueur.
Alard.
Me zo qerqent ha c’houi prest da vont d’ar gombat.
Richard.
Demp eta, va breudeur, evel pêvar botr mat ;
Disqennomp er blenen da glasq hon enemi,
Da zisqüel n’hon d’eus qet c’hoas c’hoant da boeltroni.
Renod.
Pa guerfoc’h, Francisien, ni finisso ’r gombat ;
N’ho po qet hor bue certen re varc’hat mat.
Ripus.
Me gred ez ê Richard gant Mogis bisitet,
En deus dre e ardou bet e ressuscitet.
Clêvet em boa e voa toullet e vouzellou,
Hac e zê ar c’henta o redec d’an armou.
Richard.
N’oc’h eus ezom, Ripus, da gomz eus a Vogi ;
Ma ouffe hon doare e ve stard ar barti ;
Mes qent ma qemerfot ac’hanomp, tud ingrat,
E vo sur arozet ar blenen-mâ gant goad.
Galeran.
Parbleur ! evit eun den a zo divouzellet,
E parlantes, Richard, fier hac effrontet !
Allòn ! saillomp varne evel p’or be marc’hat :
Ret vo caout fin anê abret pe diveat.
Isakar.
Ha c’houi en em rento, traitourien dldalve ?
Renod.
N’en domp qet êru c’hoas, traitourien, er poent-se.
En em dennomp d’hor plaç, va breudeur, pa vo poent ;
|
N’hor c’hemerfont qet c’hoas ha pa en em grougfent.
En em zovetât a reont adare var ar roc’h.
Richard a Normandi.
Biqen n’o c’hemerfomp, petra a dal demp-ni,
Pa na ellomp trêc’hi entre ar roc’h hac hi ?
Rac, evel ma c’hellont monet var ar garec,
Demeus a doliou mein e reont demp redec.
Idelon.
Assiejomp anê demeus a bep coste ;
Confusion hor bo mar mancomp varneze.
Oger.
Reposit hoc’h armou, Autrone, m’ho suppli,
Evit ma parlantin c’hoas gant va c’hendervi.
Salomon.
Roit paciantet gant qementse, Oger :
O c’hemeret eur vech ê a zo da ober.
Oger a denn e gleze.
Me bromet da Zoue nep oute a doucho
Pa vin o comz gante, me en extermino.
An enemiet a bella un nebeut, hac Oger
a gomz ouz e guendervi.
Terrupl, va c’hendervi, e talc’hit ho pennad !
Ma carfec’h n’em renta e rafec’h eun dra vad,
Ha ni rafe moyen, an Tadou ’ Franç ha me,
Da ober hoc’h accord en qichen ar Roue.
Renod.
Penos ha c’houi, Oger, demeus hon alianç,
E fell dêc’h hor güelet staguet ouz eur potanç !
Nan, nan ! grêt ê an tol ; ma varvomp e varfomp :
En em rezolvet omp : biqen n’en em rentfomp.
Mes, va c’hender Oger, va zelaouit d’ho tro :
Tec’hit prim ho qillou, potramant oc’h maro.
Oger.
Renod, n’ho cavàn qet eur Chevalier leal,
Goude dont d’ho qelen, donet d’am c’haqetal !
Renod.
Ne zeus qet a gaqet, Oger, en qementse :
Me vel êru Mogis, ha gantàn eun arme.
|
Hac an oll buissanç demeus a Vontoban ;
En em dennit ac’hann c’hoas eur vech, p’o pedàn.
Oger o velet Mogis a ya qüit, a lavar :
An diaoul en deus bet revelet da Vogi
Penos e voa ’n affer. Autrone, carzomp-ni.
En em zovetât a ra an enemiet.
————
Daouzecvet Dialog.
Mogis a antre gant e arme, hac a lavar :
Gortoit, traitourien, consortet da Charles ;
Perac discuet din-me talonou ho poutes ?
Ma nê qet massacret e vreudeur ha Renod,
Me vel brêmâ ervat n’en dê qet eus ho fot.
Renod a zaill gant Mogis da boqat deàn.
Ah ! va c’henderv vaillant, c’houi a zo hon recour ;
Maro voamp oll brêmàn penevert ho sicour.
Mogis.
Allas ! va c’hendervi, homàn zo trahison
A zo bet grêt dêc’h-hu gant ar Roue Yon !
Hoguen, me en toùe, m’en difframmo brêmàn,
Mar chom c’hoas d’am c’hortos en castel Montoban.
Alard.
Pansit hor gouliou, me ho ped, va c’hender :
Penevert hor c’hourach e voa poaz hon affer.
Mogis.
Mar gallit êruout ebars en Montoban,
M’ho crêyo en instant qer yac’h ha peb-unan.
Renod.
Lavarit-hu din-me, Gasconet didalvez,
Da betra hor goerzjoc’h d’an Impalaer Charles,
Ha me ho telivret eus a zaouarn Bourgogn,
Ha rentet aneàn prisonnier da Yon ?
Godefroa.
Ra vin dall ha bouzar en heur bresant amâ,
Mar a meus consantet biscoas d’ho trahissa ;
|
Hoguen ar c’hontrol ê : ar C’homt Hector ha me
Hon eus represantet alies d’ar Roue
Penos ne dleje qet azea var e dron,
Mar teuje da ober dêc’h nep seurt trahison ;
Hac evit testeni demeus ar virione,
Ni offr dêc’h hon servich e pad hon oll bue.
Mogis.
Evit sur an daou-mâ, me a vel ze ervat,
N’o deus qet trahisset, qementse zo anat.
Renod.
Demp eta assambles da gastel Montoban ;
Ne zònjen qet biqen êruout sur ennàn.
————
Trizecvet Dialog.
Ar Roue Yon hac ar Secretour.
Yon.
Cetu ni mizerabl ! Goustard, va Secreter,
Ar pêvar mab Emon a zo êru d’ar guêr,
Dre asistanç Mogis, en deus o delivret :
Mar chomomp d’o gorto e viomp distrujet.
Rac-se e meus sònjet güittât va oll guerent
Ha mont secretamant ebars en eur goùent ;
Pa vin eno manac’h, e meus an esperanç
Ne denno qet Renod eus ac’hanòn venjanç.
Goustard.
Hoc’h avis a zo mad, hoguen me ho suppli,
Ne chomomp qet re bell amàn da ziscouri ;
Rac m’hor surpren Renod nac ive e vreudeur,
E rint hon distruja sur hep dale nemeur.
Yon.
Demp eta dilijant entreze ar goùent.
Goustard.
Me meus calz a vorc’het o vonet dre an hent.
Mont a reont da sqei var dôr ar goùent :
ur manac’h a deu d’o c’haout.
|
Ar Manac’h.
Petra zo a neve, Sir, lavarit-én din :
Me a garfe gouzout, petra ê an difin.
Yon.
Va zad, me zo brêmàn inspiret gant Doue
D’en em renta Manac’h ar rest eus va bue.
Digorit din an nôr, pa zeuàn da c’houlen :
Me vo oboissant d’observi ho reglen.
Ne zeus var ar bed-mâ Roue nac Ampereur
A guement zo exant, sivoas, eus a valeur ;
Eur goall fortun a zo êruet ganén-me ;
Rac-se grit din moyen da recour va bue.
Ar Manac’h.
Antreit er goùent, m’ho ped, Roue Yon ;
Ni zeuy d’ho repui eus a greiz hor c’halon.
————
Pêvarzecvet Dialog.
Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :
Gant impaciantet e c’hortoàn an heur
Mac’h êruo va zud demeus a Vocouleur,
Da renta em pouvoar e vreudeur ha Renod,
Evit bea crouguet pe doret var ar rod.
Roland.
Evit güir, va Eont, me gav e taleont :
Eun dra benac a vanq a zo bet en o c’hont ;
Mar deuont var o c’his hep bugale Emon,
E tleont sur fonta gant ar gonfusion ;
Olier.
Mar dint manqet varne en attacou qenta,
Biqen n’o c’hemerfont, me en assur amâ ;
Rac mar clêo o c’hender Mogis an anchantour
Penos e vo an dro, e redo d’o zicour.
Pêvar Chevalier estranjour a antre.
Ar C’henta Chevalier.
Salud dêc’h, humblamant, Roue nobl, deboner,
|
Ni zo deut ho pete pêvar simpl Chevalier,
Dre ma omp hor pêvar, Sir, dêc’h-u sujedet,
Ha m’oc’h eus goeachall ac’hanomp implijet ;
Nemet sur, va Roue, na gafec’h se isqis,
E fell demp ober dêc’h offr mad eus hor franqis.
Charlamagn.
Chevalierien vaillant, me ho trugareca ;
O clêvet ho comzou me a meus calz a joa.
Ezom e meus a dud, mar am boe ’n neb amzer,
Ia, ma na c’hoare eun dra a meus esper ;
Mes ne c’hoarveo qet, aon a meus em c’halon...
Me vel êru va zud hep bugale Emon.
Oger a antre gant e zoudardet, hac a lavar :
Biscoas n’en em gavis qer confus, va Roue,
Evel ma zòn bremàn dirac ho Majeste.
Disesperi a ràn gant an displijadur,
Pa deuàn da zònjal ebars en avantur
Zo êruet ganemp en plenen Vocouleur,
Pa n'hon eus qemeret Renod hac e vreudeur.
Charlamagn.
Ne allàn qet compren penos daou rejimant
Demeus a dud armet en nombr eus a zaou-c’hant,
N’en dint qet deut a benn da guemeret pêvar
A voa disarmet clos ! Ret e vec’h lach mêvar.
Nêm.
Ne voant qet disarmet, evel dre eur burzud ;
Lazet o deus, ar re vaillanta eus hon tud :
Qerent ar Rouanez, Fouqes ha Ganelon,
A zo lazet, allas ! gant bugale Emon.
Mes int, ne oun penos, a salv o bueou :
Ne gafet qet eur plaç a grenn var o c’horfou
N’en dê oll gouliet eus a doliou cleze,
Qen a rusie ar yêot gant ar goad dioute.
Idelon.
Pa zònjemp bea prest da guemeret anê,
|
Eo êruet Mogis alert, gant eun arme,
En deus hon repousset gant eun ardeur qer bras,
Ma voa ret demp qüittât pe vervel var ar plaç.
Salomon.
Me lavar dêc’h eun dra zo güir, va Ampereur :
N’en dê qet tud humen Renod hac e vreudeur,
Hoguen certen monstrou dreist-natur produet,
Rac courajussoc’h int calz eguet leonet.
Ganelon a scòas en creiz e gorf Richard,
Me gred e treantas aneàn part-ouz-part.
En e zivrac’h e voa gantàn e vouzellou,
Pa lazas Ganelon en qichen e seuillou ;
Ha qer digonscianç ma rafe eur c’higuer,
Ec’h eure garotti dreizàn eur mouchouer
Da zerc’hel en e gôf e vouzellou ha goad,
Hac evel eul leon e yas c’hoas d’ar gombat.
Roland.
Eun auteur a rapport, a zo hanvet ar Plin,
Penos pep tra a denn d’e natur ha d’e fin :
Al louarn, dre natur, a zo bepret lostec,
Hac ar c’had a zo rous hac atao dilostec ;
Mes evit disclêry dêc’h güelloc’h va c’hestion,
Oger zo naturel deàn bea poeltron :
Biscoas Chevalier mat ne voe deus e ligne,
Hac én zo impossubl deàn bea ive.
Oger.
Respet d’an assamble a zo amàn presant :
En creiz da zaoulagad te lavar gaou, Roland.
Eus a guercoulz ligne ha te e zòn bepret,
Hac eun nebeut güelloc’h, ma ve ervat sellet.
An Duc a Roussillon, Emon, an Duc Beuvet,
Hac an Duc a Nanteuill a zo va eontet ;
Renod hac e vreudeur, hac ar subtil Mogi
A anzavin bepret evit va c’hendervi ;
Godefroa Danemarc a rêt demeus va zad ;
|
Hac an Tadou a Franç ha me zo ’r memes goad.
Ah ! contit din, Roland, ive hoc’h alianç,
Zo meurbet distêroc’h, daouest d’oc’h arroganç.
Roland.
Penos, den insolant, poeltron ha coùard fall !
Ha ne gavit-u qet e zeus lec’h d’ho tamal ?
Ha c’houi êt daou-c’hant den eus a dud redoutet,
Da guemeret pêvar, ha c’hoas n’oc’h eus qet grêt !
Ma vijemp êt tri all ha me da Vocouleur,
Hor bije qemeret Renod hac e vreudeur ;
Hoguen, abalamour ma int ho qendervi,
Oc’h eus-e espernet, m’el lavar dêc’h hardi.
N’en dê qet va eont güir Roue, ma ne ra
Hep nep true ouzoc’h, laqat ho tifframma.
Oger.
Ha c’houi entent, Roland, menteni ho comzou ?
Bremâ-zouden ouzin gant beg hor c’hlezeyou ?
Cetu me er blacen : preparit, me zo prest
Da renta dêc’h rêson ha da rêi dêc’h ho rest,
Va c’henta trahison a zo c’hoas da ober :
Mar doc’h eun den, Roland, difennit mad ho lér.
Roland.
Possubl ve e vec’h c’hoas qen hardi da brezeg !
Roit paciantet, pe me zec’ho ho peg.
Oger.
Me bromet da Zoue, pehini am c’hrouas,
Mar qerit-u, Roland, hepqen avanç ur pas
Evit sqei ganén-me, me ho toucho da vad,
Ha pa ve ur raouen entre ho taoulagad,
Mes perac, mar oc’h eus qementse a galon,
Nen dit da Vontoban da guerc’hat ho tragon,
A zo êt gant Richard evit ho tisfia,
A zo en aour massif var ar beg o luha ?
Ia, evit goerza eun darn ho comzou dêc’h,
Me en toue ervat, ebars er c’henta lec’h
|
Ma vo mibien Emon en danjer a varo,
Me deuyo d’o zicour, comzet nep a garo.
Ia, flatter Roland, pa gomzit qen apart,
Ma n’em gafe ganêc’h Renod var guein Boyard,
Dindan boan va bue ma n’o c’heuillo qen ten,
M’ho po c’hoant da guenta da güittât an dachen.
Roland.
Betec an heur bresant ne meus qet cavet c’hoas
Chevalier a guement a drofen eus e faç ;
Ne meus qet a greden evit un den hepqen
E prisfen da guenta qüittât eus an dachen.
Torrêt ê gant Oger va diouscouarn bemde
Gant ar meuleudiou demeus ar Renod-se ;
Ia, me a garfe, gant joa el lavaràn,
En em gafen en plaç d’en em approuv outàn :
Me ziscarfe ouz traôn deàn prest e vanier,
Daoust d’an oll marvaillou a lavarit, Oger.
Richard a Normandi.
Me ho ped, Autrone, appezit ho tebat :
Assurit, va Roue, n’en dê qet eun dra vad
Souffri ho niz Roland da vafoui Oger,
Rac n’en dê qet coupapl er pez m’en tamaller ;
Oger zo den vaillant, me a doufe dêc’h se ;
Grêt en deus e zever ha ni hon eus ive.
Penevert respeti, Sir, amàn ho presanç,
Me voerzfe da Roland buan e arroganç.
Charlamagn.
Hola ! tavit var ze, me ho ped, va niz qer ;
Ret ê en em inform eus a veach Oger.
Mar en deus espernet ar pêvar mab Emon,
Me rai e bunissa hep nep remission.
Mes evit qementse ez òn calz glac’haret
En defot en em venj eus va enemiet ;
Eus an traitour Yon, certen ar fals Roue,
N’en dê qet bet ive fidel d’e bromesse.
|
Mac’h alfen e dizout d’en em venj eus e vreur,
Me rafe e grouga ne ve qet pell nemeur.
An Eil Chevalier.
Sir, ar Roue Yon, Ampereur redoutet,
Me voar pelec’h emàn, p’otramant òn trompet.
Pa voamp o tont amàn dre goad ar Serpantin,
E voeljomp aneàn gant nebeudic a drein
O vont en eur goùent a zo var bord ar c’hoad,
Hac eno e màn c’hoas, me en assur ervat.
Charlamagn.
Roland hac Olier, ha c’houi oll, Baronet,
M’ho ped da vont ho taou, dilijant, em reqet,
Ractal d’ar goùent-se evit qerc’hat Yon,
Evit ma vo crouguet var lein mene Focon.
It oll hepqen, nemet va C’honseiller Neme
A chommo d’am zicour da c’houarn va arme ;
Rac dre ma zòn amàn en creiz va enemi,
Arabat e ve din bea re dizourci.
Roland.
Impalaer puissant ! pa blij d’ho Majeste
Confia hoc’h arme en Olier ha me,
Ni rento dêc’h buan an affronter Yon,
Hep douja e guerent, ar pêvar mab Emon ;
Ha mar fell da Renod approu stard e groc’hen,
N’en deus nemet avanç evit dont d’en difen.
Adieu eta dêc’h, Sir ; ni a ya en hon tro.
Charlamagn.
It eta, Autrone : Doue d’ho cunduo.
————
Pemzecvet Dialog.
Roland, Olier hac o suit.
An Drede Chevalier.
Gant qer bras dilijanç ez omp deut dre an hent,
Ma omp dija rentet en qichen ar goùent.
|
Elec’h ma seblant din e màn ar Roue Yon :
Sònjit ha c’houi a ra nep seurt conclusion.
Olier.
Grêt e zê pell a zo hor c’honclusionou :
Ma n’hor be qet digor demeus an dorojou,
Nebon ni a vouio digueri aneze,
Hac o zerri ive, mar be ret demp goude.
Sqei a reont var dor ar gouént.
Ar Manac’h a zigor an nor hac a lavar :
Penos, ne brissac’h qet laret Deo gratias,
Mar scoit var an nôr qer crén gant ho penn-bas ?
Roland.
N’en domp qet tam amâ gant pedennou bremàn ;
An traitour fall Yon, pelec’h emedi-àn ?
Ar Manac’h.
N’oufen qet, Autrone, a ze hoc’h assuri ;
Nê qet deut pell a zo vardro hon abati.
Olier.
En creiz ho taoulagad, manac’h, c’houi lavar gaou ;
Ret ê dêc’h en renta, pe m’ho paco ho taou.
Oger.
Anfin, ma n’en rentit, certen me lavar dêc’h,
C’houi a ranco donet ganemp-ni en e lec’h.
Ar Manac’h.
Ne allàn qet credi, Autrone, e teufac’h
Da glasc goal-valtrêti sur eur paour qèz manac’h.
Roland.
N’en deus nemet daou c’hir davantach er chanson :
Ma na guirit renta demp ar Roue Yon,
Me en toue ervat, qent ma yêlomp en hent,
Ni laqayo an tàn ebars en ho coùent,
Ha c’houi a zeuy ganemp ive bremâ zouden :
Allòn, qerden amàn, ma teuyor d’en erren.
Ar Manac’h.
Na rit qet din a zroug, Autrone, m’ho suppli,
Ha deut oll a vagad ganén en abati ;
|
Mar gallit er c’havet, qemerit aneàn,
Rac me ne allàn qet lavarat pelec’h màn.
Antren a reont oll er goùent.
————
C’hoezecvet Dialog.
Yon hac e Secretour.
Yon.
Allas ! mizerabl òn ar vech-mâ en effet,
Êru ê tud Charles evit va c’hemeret.
Rac-se, va mignon paour, humblamant ho pedàn,
It da gaout va breur-caer Renod da Vontoban,
Ha lavarit deàn dont buan d’am difen,
Pe e vin difframmet gant va adversourien ;
Rac mé ve goell ganén e teufe én amâ,
Pa meus-àn trahisset, da zont d’am distruja,
Eguet ma ve lezel Charlamagn d’e ober :
Ze a ve rebechus deàn en peb amter.
Goustard.
Me a ray qementse, ne vezo manc ebet ;
Hoguen, en em guzit, pe e zoc’h qemeret.
Mont a reont da guzat ; Roland hac e dud a glasq anê.
Roland.
Eun dra estranch bras ê ne gafemp aneàn !
Ha parbleur, jarnigoa ! cetu-àn sur amàn.
Ah ! Manac’h diffroqet ! c’houi, Yon, falz Roue,
Perac tra n’ho poa-u dalc’het ho promesse ?
C’houi ho poa promettet renta en Vocouleur
D’ar Roue Charlamagn Renod hac e vreudeur ;
N’en dê qet deut an tol evel ma voa esper,
Rac-se deut ganemp-ni da receo ho saler.
Yon.
Piou benac am blamo, Roland hac Olier,
Evidoc’h n’oc’h eus qet a sujet d’en ober.
Sivoas din em c’halon, me a meus trahisset
An nep o devoa din va bue recouret,
|
Rac m’em boa grêt renta en plenen Vocouleur
D’an assination Renod hac e vreudeur,
Evel m’oa lavaret, hac int disarmet clos ;
Ma n’int qet qemeret, n’en dê qet me zo caus.
Olier.
Harça ! qerden amàn da c’harotti Yon ;
Embêr e vo crouguet var lein mene Focon.
Ma ne livr qet Renod demp entre hon daouarn,
E vo assur crouguet, rac rentet ê ar varn.
Salomon.
Lavarit din, m’ho ped, Autrou ar Prinç Roland,
Piou en devo ar garg demeus an den mechant.
Roland.
Dêc’h, pêvar Chevalier, ha dêc’h, Prinç Salomon,
E roàn-me ar garg eus an traitour Yon.
Ar Princet all ha me a ray an avan-gard ;
Rac-se, mar be Renod ha Mogis qen apard
Da felveout lemel diganemp-ni Yon,
E vo ret difen ze, pe souffr confusion.
Salomon.
Prinç generus Roland, ni a rêi ar voyen
Ma vo accomplisset antier ho courc’hemen.
Partial a reont, hac e laqont Yon en creiz o zroupou.
————
Seitecvet Dialog.
Ar Brinces Clera hac he Bugale.
Clera.
Me lavar gant glac’har dêc’h, va daou c’hrouadur,
Ne meus mui er bed-màn nemet displijadur,
Pa ne velàn distro ho tad hac e vreudeur,
Pere, sivoas, zo êt da blénen Vocouleur,
Var digare ober ar peoc’h gant Roue Franç.
Ne dalfe qet e nac’h, bea a meus douetanç
E zeus c’hoant da ober trahison ’ o c’hever,
Pa n’en dint qet dija êru ebars er guêr.
|
Emonet.
Allas ! trahison zo, ouz se bet assuret,
Rac va eont Mogis hac e oll dud armet
Demeus a Vontoban zo êt da Vocouleur,
En esper delivra va zad hac e vreudeur.
Ho preur ha va eont, ar c’hos Roue Yon,
A zo bet an auteur demeus an drahison.
O velet Renod hac e vreudeur oc’h antre, e lavar :
A drugare Doue hac ar Verc’hez Vari,
Me vel êru va zad, e vreudeur ha Mogi !
Rac-se, demp d’o rancontr dre garante barfet ;
Pa int deut yac’h d’ar guêr, ez òn rejouisset.
Clera.
Va fried qèz Renod ! m’em boa calz a zourci
Pa na velen distro nac ho preudeur na c’houi.
Renod d’e bried, pehini a dosta da boqat deàn.
Ne deuit qet re dost, pe me ho pellayo :
Biqen ho nation na zouffrin var va zro.
Emonet.
Perac, va zadic qèz, e zoc’h qer coleret ?
Mar deus bet trahison, ne qet demp ê dleet.
Renod.
Adieu, friponet fall, ne gomzit ouzòn mui,
Rac c’hoant a meus memes da zont d’oc’h etouffi.
Qercoulz hac hoc’h eont c’houi a vo traitourien,
Ma lêzer ac’hanoc’h var an douar da rên.
Clera.
M’ho pije, va fried, heuillet va avis-me,
Ne voac’h qet exposet en danjer ho pue.
Richard.
Certen, güir a lavar ; va breur, pardonit-i :
Ma carjemp, c’houi ha me, bea sentet outi,
Ne voamp qet êt disarm da blenen Vocoleur,
Ha ne fisiemp qet re ebars comzou e breur.
Renod a boq d’e vreg ha d’e vugale.
Balamour dêc’h, va breur Richard, m’o fardono,
Hac a greiz va c’halon dêze oll me boco.
|
Lavarit din, Itron, pelec’h emàn ho preur.
Clera.
Sortiet ê pell zo. Oh Doue, pez maleur !
Mogis.
Pebes arrach a zo ebars fonç va c’halon,
En defot ne gavan an traitour fall Yon !
Mes anfin, ne zeus câs, abret pe diveat
Me a rànco goalc’hi va daouarn en e voad.
Renod.
Rentomp graç da Zoue ha d’he Vam ar Verc’hez,
P’on eus gallet achap a dre daouarn Charles,
Ha demp joaüssamant da leina, va zud qer ;
Ni a bêo Yon, nebon gant an amzer.
En em laqat a reont ouz taol.
Goustard a antre hac a lavar :
Oh ! Renod, me ho ped, ho pez compassion
Eus ar reuzeudic paour ho preur ar Roue Yon !
Ho pet ar vadelez da zonet d’en difen :
Qemeret, garottet ê gant ar Francisien ;
Mont a rêr d’e grouga var lein mene Focon :
Ze a rayo dêc’h sur mez ha confusion.
Richard.
Mar defot eur gorden evit dont dre grouga,
Me a royo arc’hant evit dont de frena.
Alard.
Crouguet mat ra vezo, an traitour inhumen !
Qementse a verit, ia, ha calz ouspen.
Guichard.
Me voar ervat penos an traitour fall Yon
En deveus meritet caout eur bunition
O vea trahisset ac’hanomp qer cruel,
Goude bea rentet deàn servich fidel ;
Gouscoude e credàn, evit hon enor-ni,
E rafemp calz goelloc’h o tont d’er pardoni.
Goustard.
Anfin, anzao a ra en deus hoc’h offancet,
|
Hac ez ê goell gantàn bout ganêc’h punisset
Eguet n’en dê coea dindan ar buissanç
Demeus hoc’h adversour ar Roue eus a Franç.
Renod.
Ententit, va breudeur, ar pez a lavaràn,
Tout expres ez ê grêt evit hon disfian.
Charlamagn a rayo crouga ar Roue Yon,
En esper ober demp mez ha confusion ;
Hac eun dra rebechus a vo d’am bugale
Clêvet e vo crouguet den demeus o ligne ;
Rac-se, va breudeur qèz, e meus ar volonte
Ec’h afemp d’e lemel digant tud ar Roue.
Fosson.
Pec’het bras e cafen rêi nep sicour deàn :
N’en dê qet eus e fot ne zoc’h maro bremàn.
Renod a zao diouz taol hac a lavar :
Allòn ! tout d’an armou, amzer brezel a zo ;
Harça, va mignonet, nep am c’har am heuillo :
Goustard, piou a gomand var an daou rejimant ?
Goustard.
Salomon hac Oger, Olier ha Roland.
Renod.
Ha ! Roland en deus c’hoant pell a zo d’am approu ;
Demp da velet hac én a zo du a c’hinou.
Godefroa.
Biniguet ra vezo an heur hac ar momant
Ma voe ganet Renod, ar Chevalier vaillant !
Rac renta ra ar mad elec’h an drouc bepret :
Biscoas ne meus güelet eun den qen redoutet.
————
Trivac’hvet Dialog.
Roland hac e suit. Idelon a lavar.
Ne velàn qet e cred ar pêvar mab Emon,
Disqüel begou o fri evit sicour Yon
|
Oger a vel Renod o tont gant e arme hac a lavar :
An ! rancontr favorabl, pell a ro deziret !
Ar veach-màn, Roland, e viot contantet.
Güelet a ran Renod pignet var guein Boyard,
A zo êru duont en penn eun avan-gard.
Pell a zo ho poa c’hoant caout eur c’hroc ouz Renod ;
Bremàn ni a velo piou vo ar goella pot.
Roland.
Vit disqüel dêc’h, Oger, peguement en doujàn,
Me yêlo va-unan da visita aneàn ;
Rac-se eta, va zud, n’em renjit pepini,
Dreist pep tra ho pedàn na boeltronit ini ;
An hini a zantin ec’h ober poeltronach,
Me deuyo d’en laza vel ma verit eul lach.
Renod.
Va zud ha mignonet, m’ho ped, en em renjet,
Cetu hôn enemi ganemp-ni rancontret :
Disqüelit ho courach, me ho ped humblamant :
Me ya da izellât e gaqet da Roland.
Richard.
Va breur, me ho suppli, clêvit va zantimant :
N’en em approuvit qet oc’h-unan ouz Roland ;
Rac gouzout a rit mat en deus ar faveur bet
Ne ell qet gant houarn biqen bea blesset.
Lezit an diou arme o diou da gombatti :
An nep a vo ’r c’hrénva en devo ar barti.
Renod.
Caer oc’h eus lavarat, va breur, me a ranco
Corf-ouz-corf eus Roland stourm betec ar maro ;
Rac e màn pell a zo e clasc ouzin c’hoari :
Pa omp en em gavet ê ret demp combatti.
Rac-se, ma ne deu den nemetàn va bete,
Chommit en ho plaçou, me ho ped, Autrone,
Ha pa zeuy ar re-all ive d’en em avanç,
Deut ive d’ar mêle gant ar brassa vaillanç.
|
Mogis.
Ni a rayo, Renod, evel a lavaret ;
Hoguen, me ho suppli, va c’hender, dioüallet :
Ez it da gombatti vaillanta Chevalier
A dol troad d’an douar, herves ma leverer.
Renod a avanç.
Me ya en han’ Doue hac ar Verc’hez Vari ;
En em acqüittit oll, Autrone, m’ho suppli.
Roland.
Me vel êru Renod e-unan, Autrone,
Ha me a ya ive va-unan e vete.
Renod ha Roland a dosta an eil ouz eguile. Renod a zisqen
divar e varc’h Boyard, en em laqa var bennou é zaoulin,
hac a bos e lanç hac e gleze var an douar.
Renod.
Ah ! Roland generus ! niz prop d’an Ampereur,
Ho pet compassion ouzòn ha va breudeur,
Evel m’en deveus bet va Zalver beniguet ;
O velet ac’hanomp d’an ifern condaonet,
P’en em offras d’e Dad evit hon redima,
A zouffras evidomp ar maro cruella !
Roland, c’houi voar ervat, ha va breudeur ha me,
Peguement ma omp paour, a zo deus ho ligne.
Ni ra offr hon servich en qeit ha ma vefomp,
Mar plich ganêc’h ober hor péoc’h gant hoc’h eont,
Ha me a royo dêc’h Boyard ar marc’h caer-mâ,
Ha castel Montoban, eur c’hastel ar c’haera ;
Ha dre oboissanç me yêl hep en em glem
Dilouer ha divoutou betec Jerusalem,
Evit bisita be hor Zalver evidoc’h,
Mar be ho madelez ober demp caout ar peoc’h.
Roland.
Truez a meus, Renod, e clêvet ho comzou,
Anfin, qen a rancàn dont da scuilla daelou,
Mes ne gredfen qet comz d’am eont eus a ze,
Ma na rentit Mogis dindan e volonte.
|
Renod.
Roland, ne gomzit qet din eus a ze pelloc’h,
Biqen ne drahissàn evit cavet ar peoc’h.
Qent mancout da Vogis me golfe va bue :
Cetu aze va c’homz, cassit-àn d’ar Roue.
Destum a ra e armou, hac e saill var Boyard.
Na songit qet, Roland, ve rac aon ac’hanoc’h
E teuàn da c’houlen ouzoc’h qartier na peoc’h,
Hoguen abalamour ma zoc’h niz d’ar Roue
Em boa c’hoant da ober dêc’h eur civilite ;
Daouest dêc’h pe gant lanç pe a doliou cleze
E teufomp da gommanç bremâ-ta hor mêle,
P’etramant achuomp, mar carit, ar gombat
Entreomp-ni hon daou, dre ma omp daou bot mat :
Neuze, mar goneit, en beo pe en maro
Va c’hassit d’hoc’h eont da ober a garo ;
Hac er c’hontrol, Roland, me, mar ho coneàn,
Ho tigasso ganén da gastel Montoban.
Roland.
Ha c’houi a zalc’ho mat d’ar pez a leveret ?
Renod.
Ia nebon, Roland, n’ho pet qet a vorc’het.
Roland.
Ha me a rai ive, en fe a Chevalier.
Mes c’hoant a meus qenta da gomz gant Olier,
Rac be ez eus pell zo promesse entreomp,
Birviqen nep combat sur ne antreprenomp
Na c’houlenno conje an eil ouz eguile,
Ha rac-se e fell din delc’hel va fromesse.
Renod.
It prest eta, Roland, ha ne zaleit qet.
Roland.
Nebon me êruo souden, bet assuret.
Olier.
Petra lavar Renod ? lavarit din, Roland.
Roland.
Efei parlant a ra evel eun den prudant ;
|
Mes dezirout a ra echui ar gombat
Entreomp-ni hoa daou, dre ma omp daou bot mat.
Nac e dud nac hor re n’en em avançfont qet,
Qen a vezo unan ac’hanomp bet trec’het.
Olier.
Roland, mar am c’hredit, ne rit qet qementse ;
Renod a zo vaillant ha c’houi a zo ive :
Goell ve coll an anter a dud a bep coste
Eguet hini ouzoc’h : va zantimant ê ze.
Richard a Normandi.
Nan, nan, na rit qet se, Roland, me ho suppli,
Lêzit a bep coste ho tud da gombatti ;
Ma ve hini ouzoc’h lazet pe guemeret,
E ve eur maleur bras, hac e vemp tamallet.
Roland.
Me heuillo hoc’h avis, Autrone, pen-da-ben ;
Demp eta assambles var hon adversourien.
Renod.
Ne velàn qet e talc’h Roland e bromesse ;
Prometet en devoa dont e-unan din-me.
An diou arme a avanç eus a bep tu.
Richard.
Perac ta, tud Charles, didalve ha poeltron,
E fell dêc’h distruja ar roue fall Yon ?
Rac c’houi, dreist pepini, n’och eus qet lec’h d’e vlam ;
Sentet en deus ouzoc’h, n’en dê qet manqet tam.
Hoguen, ni ê ar re a dle e bunissa :
Poc’h eus-àn anlevet, c’houi ranco e renta.
Isakar.
Mar galomp-ni teuler hor c’hraban var o goug,
Ni o stago gantàn assambles eus ar groug.
Regnier.
Oh ! ni hoc’h ampecho, pa garfec’h en ober :
Hastomp-ta, Autrone, tenna hor c’hlezeyer,
Ma rayomp ar chasse da fouguerien Charles :
En em renta ranqint confontet gant ar vez.
Amâ e commanç eur gombat furius.
|
Mogis.
Courach, va mignonet, hac e zomp evite ;
Redoublomp hor furor ha saillomp varneze.
Galeran.
Aotrou ar Prinç Roland, m’ho ped, n’em avancet ;
Ma ne deuit d’hor zicour e veomp qemeret.
Roland.
Nonde-mil-crampoezen ! pelec’h e màn Renod ?
Ma velfomp ar vech-màn piou ê ar goella pot.
Renod.
Ez òn ouz ho cortoz gant impaciantet ;
Poan vras oc’h eus, Roland, e clasq en em gavet.
Roland.
Ha c’houi zo preparet, ma zayomp da jouti ?
Renod.
Prest aoüalc’h, pa garfot, Roland, me ho tifi.
Amàn e combattont gant o lançou.
Roland.
Dalit eur flipat mat, qent ma yêt en ho rout,
Me ro dêc’h qementse bepret evit talvout.
En em heurta e reont gant o lançou.
Renod.
Nebon me ho pêo qent mont divar al lec’h ;
Dalit, va c’hamarad : caout a rit ennes sec’h ?
Roland a goe marc’h hac all, hac a lavar deàn :
Ah ! boued an avies ! ar blei ouz d’as tago !
Cede te dindannòn, arvoqin divalo,
Evit un tol hepqen digant eun den dister !
C’hoant a meus da foeltra ac’hanout er rivier.
Oger.
Ha c’houi eta, Roland, en em gonto coulz pot,
P’ê güir oc’h eus bremàn leiz ho côf a Renod ?
Renod.
N’oc’h eus affer, Roland, da damal re ho marc’h,
Me gombatto ouzoc’h troad-ouz-troad sur-aoüalc’h ;
Re huel e ouintit e foen d’ho marc’h, Roland,
Hac e guerc’ha a rit meurbet moderamant ;
Hoguen me a gundu va marc’h Boyard ervat,
|
Hac ec’h allàn hardi mont gantan d’ar gombat.
Roland.
Re a rit an anter, Renod, ouz va goapât,
Balamour m’ê manqet va marc’h gant eur flipat.
Evidon da vea scoet an tol qenta,
Ni rànco 'n em approu stard qent dispartia.
Renod.
N’en dê qet just, Roland, penos e vec’h var droad,
Ha me a ve var varc’h ; me zisqenno timat.
Pa hon eus a fêçon approuvet hor lançou,
C’hoariomp eur barti c’hoas gant hor c’hlezeyou.
Roland.
N’ho toujàn qet, Renod, rac-se me ho tifi
Da zont gant ho cleze da c’hoari eur barti.
En em ganna a reont a doliou cleze.
Richard a Normandi.
Penos ! ha possubl ve, Tadou demeus a Franç,
E vemp-ni qer coùard lezel en hor presanç
Daou zen d’en em laza, ar vaillanta biscoas
Zo bet var an douar ! Eun dommach ve, siouas !
Olier.
Nan, nan, n’er souffromp qet : demp eta d’ar mêle,
Hac en em arranjomp pep den eus e goste.
En em renca ra pepini eus e dud, hac en em avançont.
Alard.
Avançomp prest, va zud, evit sicour Renod ;
Me vel ar Francisien o tont c’hoas d’an assot.
Amàn e commanç ar gombat general.
Roland.
Me garfe e lesfec’h ac’hanomp, Autrone,
D’êchui ar gombat entre Renod ha me.
Renod.
Mar carit dont, Roland, ni a yêlo d’ar c’hoad,
Hac eno ni allo êchui hor c’hombat.
Roland.
Contant bras òn a ze ; me approuv ho propos.
Renod.
Me ya eta aroc hac a chom d’ho cortos.
|
Guichard.
Sortiet ê Renod ; va breudeur, heuillomp-àn ;
Eun dra a zo aroc en deus c’hoant da dizàn.
Alard hac én a ya d’ar c’hoad varlerc’h Renod.
Roland da Olier.
Me ya da êchui va bataill gant Renod.
Olier en arrêt hac a lavar deàn :
N’en deet qet certen, pe otramant oc’h sod
Chommit ganeomp, Roland, me ho ped, d’hor zicour
Rac c’houi a vel aoüalc’h hon eus re a labour.
Mogis.
Hardi ta, mignonet ; redoublomp a gourach ;
Reculi a rancont, an dud vil, an dud lach.
Idelon.
Me a vel, Autrone, ez ê ret demp qüittât ;
Goell ê ober abret eguet re diveat.
Richard.
Me greuffe gant arrach ma na ho traillfen qet
Rac maleur d’an hini am bo-me attrapet.
Fin eus ar Bempet Act.
C’HOEC’HVET PROLOG.
————
Me gred, Compagnunez, ê troublet ho memor,
En eur dont da glêvet ar fin eus an histor ;
Rac ne zeus mantion ganemp nemet combat,
Brezel cuntinuel, rivierou eus a voad.
Aboe ma ê crouet an eol er firmamant,
N’eus qet bet dindannàn eur brezel qer sanglant,
Na qement a vizer, a zezolation
Evel o deus souffret ar pêvar mab Emon.
Leqeomp hon daouarn oll var hor c’honscianç,
Hac hanzavomp gant güir entreomp, pobl a Franç,
Penos ne garfemp qet bea bet d’ar c’houlz-se,
Da velet ha da zouffr eur seurt adversite.
|
Impossubl ê da zen, credit Auditoret,
Disclêria birviqen an histor var e hed.
Ia, pa ve eur bla pep den eus e gompren,
En defe da ober aoüalc’h leiz e groc’hen.
C’houi a velo bremàn ar jenerus Richard
Qen hardi ha leon hac ive leopard,
O tisfia Roland da gombatti outàn,
Hoguen, dre eur maleur, e qemer aneàn.
Pebes joa en devoe neuze er Roue Franç
Pa velas Richardic deut dindan e buissanç !
Ma conclu ar Roue e vo ret e grouga ;
Mes Mogis a labour evit en delivra.
Pa voe bet delivret Richard demeus ar groug,
N’en devoe qet a aon pelloc’h demeus e c’houg ;
Neuze e yas hardi da gavet ar Roue
Evit disqüel deàn e voa c’hoas en bue.
Neuze voe eur gombat, gant calz eus a vigueur,
Ebars entre Richard ha tud an Ampereur ;
Bea voe entreze ingal mat ar barti,
Hac e voe grêt Richard prisonnier bars enni.
Mes Mogis a eure d’ar Roue eun tricon,
Hac a eure deàn dispit en e galon :
Dont a eure gantàn curunen ar Roue,
E gleze hac e sceptr, ne vanas tra oute.
Mogis a eure c’hoas eun dro, mar boe unan :
Renta ’r Roue cousqet en castel Montoban.
Neuze e sortias da ober pinijen,
O sònjal e voa fin d’ar brezel inhumen.
Caer en devoa Renod mont var e zaoulin noas
En presanç ar Roue, n’en devoe qet e c’hras ;
Mes p’er goelas qement en desolation,
Ec’h eure e renta prest en e bavillon.
Ah ! Renod, c’houi a zo eun den zo calz re vat ;
Rac rentet e vo dêc’h an drouc evit ar mat :
C’houi vo asssiejet gant Charles qent ar fin,
Qen a voc’h var ar poent da vervel gant famin.
M’ho ped, Compagnunez, qent eguet sortia,
Da vea attantif da glêvet an Act-mâ ;
Traou a velfot ennàn ha n’en din qet commun...
Me ya da zortial rac ne ven importun.
|
ACT VI.
Quenta Dialog.
Roland a antre gant e suit, hac a lavar :
Dizesperi a ràn gant an displijadur,
Pa deuàn da zònjal er chanç, en avantur
A zo ganemp, va zud, ar vech-màn êruet.
Me gred parfetamant e zomp bet anchantet
Gant an traitour Mogis, zo mignon da Zatan,
Evit caout ar victor varnomp-ni ar vech-màn.
Oger.
Me meus aon, Autrone, an traitour fall Yon
Na ravisso Renod sur digant Salomon ;
Re e zint dilerc’het, ha rac-se e meus spont
N’en em gafe Renod gante dre eur rancont.
En eur plaç henc, Roland, ez oc’h en em gavet,
Rac hoc’h accoutramant zo terrubl difrêzet,
Hac ho marc’h a zo cam, ne ell mui mont d’an drot :
Seblantout a ra din oc’h güelet gant Renod.
Me a zònje penos, pa gomzec’h qen apart,
Ho pije ravisset digant Renod, Boyard,
Hac e teuje Renod da brisonnier ganêc’h ;
Evidòn da zellet, n’er güelàn en nep lec’h.
Roland a dosta da Oger, hac a lavar :
Dre sant Denes a Franç ! Oger, tavit bremâ,
Pe em bo ho pue, pa dlefen perissa.
Oger.
Mar teuit bete ze, me ho tistroyo prest.
Ar vech-mâ gouscoude oc’h eus cavet ho mest.
Evit qement a rêc’h oc’h ober pompadou,
En deus savet Renod manific ho qillou.
Roland.
Ne allan souffr pelloc’h e rebechou cruel ;
|
Discroguit diouzin, m’ho ped, Olier, pell,
Evit m’en em venjin demeus an traitour-ze
En deus grêt trahison en andret ar Roue.
Oger a denn e gleze hac a lavar :
Allon eta, Roland, soutenomp hor c’homzou
Bremâ zouden vantant a veg hor c’hlezeyou.
Ripus a arrêt Oger hac a lavar :
Appezit ho coler, me ho ped, Autrone :
Ar pez zo tremenet ne gomzomp mui a ze.
Richard.
Ah ! Roland orgouillus ! distroit diouzin ;
Me deu d’ho tisfia da drei ouzòn ho min.
Roland.
Ia-da, Richardic, p’och eus c’hoant da c’hoari,
Ret ê ober moyen da zont d’ho contanti.
En em gombatti a reont o daou.
Me a gav iffrontet terrupl Richard bian,
Donet d’am disfia evidout da-unan !
Richard.
En em resolvet on, ne roàn cas ebet :
Qemeret a rancàn, pe bea qemeret.
Roland.
Er zònch-se ezout-te, iffrontet hac hardi ?
Deut oll deàn, va zud, evit en assommi.
Richard en em difenn vaillammant ouz an enemiet.
Eun Oficer a Franç.
Ne gredit qet penos ho lazfemp, camarad ;
Mar carit n’em renta, ho pezo qartier mad.
Richard.
Dêc’h n’em rentân, Roland, ha nonpas da un-all,
Abalamour ma zoc’h eur Chevalier leal,
Gant ar gondition ma em bo va bue.
Roland.
Hac ho po sur, Richard, hep nep difficulte.
Richard en em rent var guementse. Roland a guntunu.
Demp bremâ, Autrone, da gavet va eont ;
Evit e gontanti ha renta deàn compt.
|
————
Eilvet Dialog.
Renod a antre gant e dud, hac a lavar :
Na pelec’h ê manet Roland an den gaouyat,
Ne deu qet d’am c’havet d’êchui ar gombat ?
Dizesperi a ràn, n’ellàn mui gant arrach,
Pa ne gavàn nep den da exerc va c’hourach.
Mes me a glêo êru eure d’am recrei :
Cavet a meus anfin unan d’am amuzi !...
O hanaveout Yon gant Salomon, e lavar :
Ah ! den abominabl, glouton fall Salomon,
Discroguit, mar qirit, eus ar Roue Yon,
Pe gant va flamberje m’ho qartiero bremâ,
Rac c’houi n’en doc’h get dign hepqen da douch ountâ.
Salomon.
Pa fell dêc’h e gavet, ni er roy dêc’h, Renod ;
Ne zònjit qet penos e vemp-ni sur qer sod
D’en em laqat en poan evit eun den traitour.
En em dennomp, va zud, pa n’hon eus qet sicour.
Renod da Yon :
Ah ! Roue disleal, traitour fall milliguet !
Aroc m’hor boa-ni bet ac’hanout sicouret,
E voas deut d’hon livra d’ar Roue eus ar Franç :
Bremàn e po ar groug evit da recompanç.
Yon en em strinq d’an daoulin hac a lavar :
Ah ! va breur qer Renod, me deu d’en em rentâ :
Mervel a dleàn sur dre ’r maro cruella ;
Rac-se, me ho suppli, tennit prest ho cleze,
Ha grit din, dre ho torn, êchui va bue.
Ia, hastit buan da zont d’am finissa :
Eun den qer fall ha me ne dle pelloc’h beva ;
Renod.
Pa velàn ac’hanoc’h oc’h anaout ho fot,
E meus truez ouzoc’h, dre va fe a Renod.
|
Savit prest en ho sa ha deut da Vontoban,
Me royo dêc’h amzer eun nebeut mat ennàn
Da ober pinijen demeus ho trahison :
Pa vo êru ar poent, me rento dêc’h rêson.
Guichard a antre gant Alard hac a lavar :
Ha ! trappet ê Yon, ar Roue disleal !
Renod.
Ia certen, Guichard ; pelec’h e ma ’r re-all ?
Guichard.
Me gred int êt varlerc’h Olier ha Roland,
Da rêi dê ar chasse vigouriusamant.
Renod.
Dindan boan am bue, daou goqin, daou bandard,
Ma na vot caus ma vo amprisonet Richard.
Alard.
Dre ma velemp e voac’h oc’h-unan sortiet,
Hon eus bet aon, Renod, e vijec’h qemeret :
Rac-se omp deut d’oc’h heuill evit hoc’h asista....
Mes, me a vel Mogis o tiredec amâ.
Renod.
Allas ! lavarit din, va c’hender qer Mogi,
Pelec’h e màn Richard, ar Chevalier hardi.
Mogis.
Penos ! ne qet distro va c’hender qer Richard ?
Me zònje e-voa deut gant Alard ha Guichard.
Renod.
Ah ! siouas, grêt an tol ! qemeret assur ê ;
Dizesperi a ràn pa zònjàn ’ qementse.
Penos ! collet a meus ar güella ar breudeur !
O devez mizerabl ! pebes chanç ha maleur !
Bremâ zouden vantan, va marc’h Boyard ha me
A ranc essât c’hoari eun tol subtilite.
Me ya, coll pe c’honit, da zelivra va breur,
P’otramaat da vervel gantàn er memes heur.
Cassit ar Roue Yon da gastel Montoban :
Bevit vel mignonet... Partial a rancàn.
|
Guichard.
Oh ! arrêtit, Renod, terrupl oc’h coleret !
Arabat e c’hoarfe ar pez a leveret :
Mar dê collet Richard, qementse zo domach ;
Mes ho coll-u, Renod, a ve c’hoas davantach.
Mogis.
N’ho pet get a chagrin eus a Richard, Renod,
Bremâ zouden vantan me c’hoario va fot :
Me rento dêc’h Richard en beo hep drouc abet,
Ha pa ve varneàn daouzec dôr alc’hoeet.
Renod.
Assurit, va c’hender, ha va breudeur ha me
A vo oblijet dêc’h, mar qirit ober ze.
Mogis.
Anfin, p’el lavaràn, ne vezit qet en poan.
Renod.
Demp eta, Autrone, var ze da Vontoban.
————
Trivet Dialog.
Ar Brinces Clera hac e Bugale.
Clera a vel Renod o retorn, hac a lavar :
Ah ! va fried Renod ! deut mat sur ra veet ;
E voan o hirvoudi gant glac’har ha regret,
O sònjal n’oc’h eus qet an amzer e mui qen
Da zêbri ho repas, gant hoc’h adversourien.
Mes êru ê-ganêc’h va breur, an den traitour,
Sur ne verite qet ec’h ajec’h d’er sicour.
Renod.
Itron, e clasq donet da zelivra ho preur,
Eo qemeret Richard gant tud an Ampereur,
Vaillanta Chevalier zo e touguen bue ;
Mes mar be distrujet, me a varvo ive.
Emonet.
Va zad, en em venjit demeus an traitour-ze,
|
Pe, mar hor permettit, ni hor bo e vue.
Yonet.
Mar qirit lavarat demp ar gomz vianna,
Ni denno sur venjanç demeus an traitour-mâ.
Renod.
Lest-àn c’hoas, va mibien, eun nebeut da veva,
Ma en devo amzer d’en em reconcilia ;
Pa vo n’em amantet demeus e drahison,
Ni deuy d’er punissa evel ma ê rêson.
Yon.
Me a zento ouzoc’h en pep occasion,
Hac òn prest, pa guerfoc’h, da vonet d’ar prison.
Lavaret a meus dêc’h, ha c’hoas el lavaràn,
Penos ê eur justiç va funissa bremàn,
Pa òn bet qer méchant d’ho pea trahisset,
O heuill goall-gonseillou darn demeus va C’homtet,
Pere o deus dija recevet o faveur :
Perisset int o zri en plenen Vocouleur.
Mogis.
Harça eta, traitour, qerz demeus va fresanç,
Rac aon ne ziscargfen varnout va c’honscianç.
Sortial a rêr, hac e casser Yon d’ar prison.
————
Pêvarvet Dialog.
Roland a antre gant e suit, hac a lavar :
Pelec’h e màn Yon ? lavarit, Salomon.
Salomon.
Lamet ê diganemp en hor c’honfusion.
Roland.
Ah ! poeltronet infam ! c’houi ra din arraji :
Mar carjac’h hor boa grêt vaillant hor c’hevridi,
Bea bet digasset Yon d’an Ampereur,
( Ni hon eus qemeret unan ar pêvar breur. )
Ze rentje va eont meurbet rejouisset ;
|
Mes ganêc’h-u ez omp antier disenoret.
Ar C’henta Chevalier.
Pa vijemp daou-c’hant den assinet en eur flot,
Ne aljemp qet ampech n’en daje gant Renod.
An diaoul a voa sur o sicour aneàn :
Saillat a rê evel eur c’hi a vije clàn.
Hirra m’hon eus allet omp chommet d’en difen ;
Mes neb a ve forcet n’en deus qet a lezen.
Roland.
Biscoas digareou da zen fall ne vancas :
C’houi a vo caus m’hor bo eur gonfusion vras,
Ma n’hor bije unan eus a vibien Emon,
Ne gredjen qet gant mez retorn d’hor pavillon.
————
Pempet Dialog.
Mogis guisqet en Pelerin hac ur bourdon en e zorn.
Renod hac e Vreudeur.
Harça, va zud, clêvet oc’h eus sur lavaret
Penos e zê Mogis den subtil hac adret.
Me ya da zisqüel darn eus va subtilite :
Bremâ-zouden me ya da drompla ar Roue ;
Rac m’em bo digantàn amplamant aluzon,
Ha c’hoas ec’h esperàn cavet colation.
Mes va brassa sourci ê delivra Richard :
Me ranco e gavet, pe ’ vo an affer stard.
Sortial a ra dre eun nôr guz.
————
C’hoec’hvet Dialog.
Charlamagn hac e suit a antre hac a lavar :
Chagrin ha nec’hamant a zo var va speret,
Pa deuàn da zònjal en pelec’h ê chommet
Roland hac Olier, Oger ha Salomon,
|
A voa êt da guerc’hat ar Roue fall Yon ;
Rac mar tigoe gante nep seurt drouc-avantur,
Me deuyo da vervel gant an displijadur.
Nêm.
Eun dra dreist-ordinal, Sir, e ve lavaret
Ne gafet qet antout en nep lec’h ho Princet !
Rac istre ma int-oll tud prudant ha vaillant,
Ez int êt en eun nombr hac a zo suffisant
Ha capapl da laqat an douar da grena ;
Rac-se, bet divorc’het var ze, m’ho ped amâ.
Ar C’henta Paj.
N'eus netra a suroc’h, ô Ampereur puissant !
Ez eus en em gavet gant an Autrou Roland
Ha gant e dud ive eun dra benac esqis,
Pa na veler anê c’hoas distro var o c’his ;
Rac gout a rit penos Olier ha Roland
Zo custum da ober o beach dilijant.
An Eil Paj.
Ma ve en em laqet ar pêvar mab Emon
Da essât delivra ar fals Roue Yon
Demeus a dre daouarn ho tud, va Ampereur,
E tisse bea bet entreze eur maleur ;
Rac Roland zo pell zo e clasc approu Renod,
Evit gout piou anê a vo ar goella pot.
Mogis a antre, güisqet en pelerin, hac a lavar d’ar Roue :
Doue oll-buissant, Mestr an ên, an douar,
A bedàn, Charlamagn, d’ho peurgarga a c’hloar,
Ha da rêy dêc’h ar c’hraç da vea triomphant
Var guement adversour oc’h eus antieramant.
M’ho suppli humblamant, ô Ampereur güirion,
Da zellet a drue hac a gompassion
Ouz eur pelerin paour afflijet gant clénved :
Defotout a ra din ha bèvanç ha yec’hed.
Charlamagn.
Ne allàn qet fiout ennoc’h-u, trucherien,
|
An darn-vui ac’hanoc’h a zo affronterien.
Aboe m’hon bet trompet gant ar sorcer Mogi,
Ne allàn birviqen fiout mui en hini.
Mogis.
Evit bea Mogis den fall ha milliguet,
N’en dê qet eveltàn an oll belerinet ;
Me meus mui a ezom demeus an aluzon
Eguet ne meus certen da ober trahison.
Bet òn o visita bez santel hor Zalver,
Hac em boa c’hoas ganén tri gompagnon sincer,
Pere zo bet lazet gant meur a selerat
E qichen Montoban, pa voamp o tont er c’hoad,
M’o deus lavaret din en dud eus ar c’hanton
E voa al laeron-ze ar pêvar mab Emon,
A voa gant Charlamagn qement persecutet,
Ma int êt da laeron, hep nep remors abet.
Unan eus aneze a zo hanvet Mogi ;
Ennes en deus brêvet din va oll izili ;
Bazatêt òn gantàn, troet ha distroet,
Qen e zòn oll seyet er fêçon ma velet.
Rac-se ho suppliàn, Ampereur deboner,
D’en em venji oute, pa n’allàn en ober.
Charlamagn.
Penos en em venji dioute ? te zo sod :
Me a zo revinet gant Mogis ha Renod,
Ha pe allàn james caout an occasion
Da bunissa ervat ar pêvar mab Emon.
Mogis.
Me a bed va Doué, va Mestr ha va C’hrouer,
Da zont d’o funissa, pa n’ellit en ober.
Nêm.
Certen, ar pelerin a barlant gant rêson ;
Meritout a ra sur receo an aluzon.
Charlamagn.
Dal anter-cant louis-aour balamour da comzou,
|
Calz a vad a rit din o vont dre an hentchou.
Mogis.
M’ho trugareca, Sir, demeus ho charite ;
Doue d’ho qendalc’ho en pep prosperite.
Charlamagn.
Petra fell dide c’hoas diganén, pelerin ?
Rac terrupl e chommes da zellet diouzin.
Mogis.
Evit qement a meus baleet dre ar bed,
Biscoas va daoulagad n’o deus consideret
Eur Monarq a vije qer majestuus ha c’houi ;
Rac-se, m’eus plijadur ouz ho consideri.
C’houi deu da eclati dreist hoc’h oll sujedet,
Evel ma ra an eol en e vrassa sclerdet.
Charlamagn.
Clasc a rit, pelerin, lacat lorc’h em c’halon,
Evit, dre ’r voyen-ze, caout ho colation.
Duc Nêm, qerc’hit deàn peadra da zêbri,
Evit ne zello qen qer trist diouzòn mui.
Nêm.
Me a ya da guerc’hat deàn sur peadra.
Sortial a ra ; souden ec’h êru gant frico,
hac e lavar da Vojis :
.
Dalit, pelerin paour, frico da verenna.
Mogis a lonq a c’hinaouadou, hac a lavar ounta e-unan :
Qement-màn a meus bet atao evit talvout :
Ne zin qet, a velàn, hep pourveanç em rout.
Charlamagn.
Ret ê sònjal pelêc’h e zê manet va zud...
Mes me o güel êru evel dre eur burzud.
Roland.
Grêt hon eus eur veach, Ampereur puissant,
Ha nê qet, a meus aon, herves ho santimant.
Ni hor boa qemeret ar fals Roue Yon,
Peneverde sicour ar pêvar mab Emon,
A zo en em gavet var an hent d’hon rancont,
Evel leopardet, hardi ha divergont,
|
Hac o deus grêt qement dre effort o armou,
M’o deus en delivret adre hor c’hrabanou.
Mes evit rêy eun dra a gontantamant dêc’h,
Richard, mab da Emon, a zo deut en e lec’h.
Charlamagn.
Ah ! va niz qèr Roland ; gant joa el lavarin :
Ne dalfen qet en nac’h, ho peach a blij din.
Ma ne vijec’h qet êt, bremàn me er güel sclêr,
Ne voa qet qemeret Richard da brisonnier ;
Ha ma vijac’h-u êt ive da Vocouleur,
Ne voa qet achappet Renod hac e vreudeur.
Ah ! Richard, coqin fall ! êru ê an amzer
Ma vo ret did santout ar boez eus va c’holer !
Te c’heus va offancet alies, himpocrit ;
Hoguen n’er gri pelloc’h, rac m’er miro ouzit.
Richard.
Evidòn, Charlamagn, da vea prisonnier,
Me lavar dêc’h hardi, hep bea tam flalter :
Entre ma vo Renod ha Boyard en bue,
Ne refoc’h qet din droug ; me ho tisfi da ze.
Charlamagn.
Hac out qen iffrontet dont c’hoas d’am disfia !
Abalamour da ze me a ray da grouga.
Richard.
Qent ma vin-me crouguet, Charlamagn, ha c’houi glêv,
Me a velo qenta ho crouga c’houi en beo.
Charlamagn.
Penos, cos mab ar c’haign ! evelse ê dide
Parlant qen arogant en prezanç eur Roue ?
Ar Roue a scô aneàn. Mogis a c’hrogn entre e zent.
Richard.
Ra vezin confontet, mar teuit mui d’am sqêi,
Me rêi dêc’h eur flipat hac ho po sònj anêi.
Richard hac ar Roue en em grog.
Oger.
Croguit prest er Roue, Salomon, me ho ped,
|
Me grogo en Richard, ma vint dispartiet.
Salomon.
Me ho ped, Ampereur, appezit ho coler ;
Ne dleit qet er sqêi, pa ê ho prisonnier.
Oger.
En em baciantit, me ho suppli, Richard.
Charlamagn.
Me ho ped da zònjal insolanç ar pandard ;
Hoguen, me en toùe, mar dòn Roue en Franç,
Me rêy deàn mervel en croug ouz eur potanç.
Richard oc’h anaveout Mogis a lavar :
P’oc’h eus qement a c’hoant da laqat va c’hrouga,
Pelec’h e vo ar plaç ma ranqin finissa ?
Charlamagn.
Pa oc’h eus c’hoant da c’hout : var lein mene Focon.
Hoguen, da c’hortos se, ec’h eot d’ar prison,
Ha neuze varc’hoas sur, evel ma vo leinet,
Ni a vaco ganêc’h, den fall ha milliguet.
Mogis a zorti sioulic, goude bea clêvet se, hac ar Roue a lavar :
Roland hac Olier, cassit-àn d’ar prison.
Roland.
Ia, Sir, ni rêy ze hep nep remission.
————
Seizvet Dialog.
Renod a antre gant e suit hac a lavar :
Gant impaciantet e fell din trelati,
Pa ne velàn o tont va c’hender qer Mogi,
Pehini a voa êt da zelivra Richard,
A zo bet qemeret dre fot an daou bandard.
Mes me a vel Mogis o tonet hep va breur :
Maro ê, emeus aon. Oh ! Doue, pez maleur !
Pelec’h e mâ Richard ? lavarit din, Mogi.
Mogis.
Emedi en bue ; rac-se bet dizourci.
Varc’hoas eus ar beure e tle bea crouguet
|
Var lein mene Focon rac-se ’n em breparet,
Ma zayomp a vanden evit en delivra.
Renod.
Ho comzou, va c’hender, va foan a vianna.
Alard.
Ret vo demp partial a Vontoban fennos,
Hac en traòn ar mene ni chommo da c’hortos
Ma vo deut an devez hac ive an amzer
Ma tle bea crouguet Richard, va breuric qer.
Nep a vo qen hardi da essât ober ze,
A losco e groc’hen, p’en defe mil bue.
Renod.
Bet assur, ho conseill, Alard, zo excelant :
Demp-ta d’en em armi, me ho ped, dilijant.
————
Eizvet Dialog.
Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :
Ret ê, va Baronet, bremàn deliberi
Piou a yêl da grouga Richard, an den impi,
Pehini a zo bet em andret qen traitour.
Rac-se-ta, Beranger, pa oc’h deut d’am zicour,
Me ho ped da grouga Richard, mab da Emon,
Hac ho po ar brovinç a Flandres, va mignon.
Beranger.
Ret e ve, Sir, ho pe evidòn disprizanç,
Pa gredit va laqât da zervich eur potanç,
Ha ma teut d’am pedi d’ober eun action
A ve din ha d’am zud mez ha confusion.
Ne grouguin qet Richard na nep den all ebet :
Commandit din traou all hac e voc’h servichet.
Charlamagn.
It da grouga Richard, me ho ped, Idelon,
Ha me a royo dêc’h rouantelez Gascogn.
Idelon.
Exantit ac’hanòn, Ampereur, eus a ze ;
|
Eur vech all, m’oc’h assur, me ray ho polonte.
Charlamagn.
Accuset oc’h, Oger, ebars en Vocouleur,
Da vea espernet Renod hac e vreudeur ;
Rac-se mar oc’h eus c’hoant da vea va mignon,
It ractal da grouga Richard, mab da Emon.
Oger.
Ha c’houi zonch òn qer sot, lavarit din, Charles,
E crougfen-me Richard, zo va c’hender-gompes !
N’en dòn qet êru c’hoas a gred din er poent-se.
Rac-se e lavaràn franchamant, Autrone :
Nep a vo qen hardi da essât e grouga,
M’em bo sur e vue, pa dlefen perissa.
Charlamagn.
Crouguet vo gouscoude, en dispit sur d’ho fri.
Oger.
Anfin, ni a velo piou a vo qen hardi.
Charlamagn.
M’ho ped, va niz Roland, c’houi zo den a galon,
Hac a zo adversour da vugale Emon,
Crouguit prim em reqet Richard an insolant,
Ha m’embanno dre oll ez oc’h eun den vaillant.
Roland.
Ne grougfen qet Richard evit netra er bed,
Rac me a meus deàn tout expres prometet,
P’en d’oa en em rentet, en dije e vue.
Rac-se, me ho suppli, va Eont, va Roue,
Ne rit qet din-me dont da fossi va sermant :
List Richard en bue, me ho ped humblamant,
Charlamagn.
Ra viot milliguet, gloutonet didalve,
Pa ne fell qet dêc’h-u ober va bolonte !
Salomon, c’houi zo din bepret eun den fidel
Hac a zalc’h dindannòn ar vrô a Vreiz-Izel :
It da grouga Richard var refus ar re-mâ,
Hac e vezot pelloc’h exant d’am zervicha.
|
Salomon.
Ampereur Charlamagn, me rêyo ze hep nec’h,
Gant ma refot eun dra hac a lavarin dêc’h :
Me a yêl da grouga Richard da Vont-Focon,
Moyenant ma teufot ganén da gompagnon ;
Ha mar fell da Renod ha d’e guender Mogi
En lemel diganén, c’houi deuy d’am secondi.
Ma ne rit qementse, me lavar hep caqet
Ne grouguin qet Richard, p’am be oll var ar bed.
Charlamagn.
It d’ar groug, canailles, pa ne zentit ouzin,
O clêvet ho comzou counnari a fell din.
Me ho ped, Duc a Nêm, consolit ac’hanòn :
Ma ne zentit ouzin, ez ê grêt diouzòn.
Ar Roue, Nêm hac ar Pajet a zorti.
Olier.
Oh ! fachêt ê Charles ar vech-màn, Autrone ;
Biscoas n’em boa ’r güelet qer farouch ha ma ê.
Richard a Normandi.
Güelet a rit bremàn, balamour dêc’h, Richard,
Ez eus entre ’r Roue hac e dud debat stard.
Ma ne allomp ober dêc’h recour ho pue,
Ne vo qet eus hor fot, güelet mat a rit se.
Richard.
Me ho ped, Autrone, n’en em dourmantit qet ;
Ha pa ven-me casset evit bea crouguet,
Ha me pignet er sqeul, em bô an esperanç
Evit qementse oll n’em bezo nep offanç.
Me meus goelet Mogis em c’hichen er guentaou,
A voa sur deut da c’hout penos e voa an traou,
Hac e meus ar greden ne vin qet ancouet
Gant va breur qer Renod na gant e vignonet.
Oger.
Nebon gant qementse me zo rejouisset ;
Deut eta d’ar prison, n’ho pe qet a vorc’het.
P’en deus clêvet Mogis penos e ma an dro,
|
E vezoc’h delivret certen eus ar maro.
————
Novet Dialog.
Renod hac e suit.
Renod, pignet var Boyard, a lavar :
Orsus, demp prest, va zud, evel p’hor be marc’hat,
Var zu mene Focon, rac na vemp diveat.
Ma n’allomp dont abenn da zelivra va breur,
Me varvo gant glac’har qerqent hac e valeur.
Regnier.
Partiomp pa guerfoc’h vtt sovetât ho preur,
Ha tachomp d’êruout qent tud an Ampereur.
Ni lamo anean digant tud ar Roue,
Ia, pa ve memes pemp mil den aneze :
Me gred parfetamant e vo grêt contenanç
Da c’hout piou a stago Richard eus ar potanç.
Renod.
Demp prest en hor beach, Autrone, me ho ped,
Ha ne arrêtomp qet qen e vimp êruet.
En em laqat a reont en hent, hac en em
gavont tost da Vont-Focon.
Renod.
Cetu ni ar vech-màn, va zud, tost d’an andret
El lec’h ma tle bea va breur executet ;
Rac-se lavarit din ebars en langach bêr
Petra hon eus bremàn ar güella da ober.
Guichard.
Ma ve c’houi a zentfe eus va avis, va breur,
N’en em discoelfemp qet da dud an Ampereur ;
Rac mar santont penos hor bo ar volonte
Da zont da zelivra hor breur Richard oute,
E teuint d’e grouga, an dud fall ha traitour,
Qent ma c’halfomp donet da rêi deàn sicour.
Chomomp amâ er c’hoad ha beomp var hor gard
Pe da goulz e teufor evit crouga Richard,
|
Ha neuze p’o güelfomp o tonet dre amâ,
Ni a yêl a vagad evit en delivra.
Renod.
Guichard, parlant a rit evel eun den prudant ;
Ar c’honseill a roit zo meurbet important :
Ni a zento ouzoc’h ; rac-se, va mignonet,
Chomomp amâ er c’hoad, hep ober trous abet.
Ar Secretour.
Calz a vad a rêy demp donet da ziscuiza ;
Prest aoüalc’h e tisfemp dont da gousqet amâ.
En em laqat a reont da gousqet er c’hoad.
————
Decvet Dialog.
Renod ha Nêm a antre, hac a lavar :
Petra ’ dal din bea Ampereur ha Roue,
Ha bea elevet ebars en dignite,
Ha caout calz eus a dud pere a zo vaillant,
Pa ne gueront senti ouz va c’hommandamant ?
Possubl ve, Duc a Nêm, m’el lavar dêc’h amâ,
Ne gafen qet un den a yafe da grouga
Richard an insolant bremàn da Vont-Focon,
En deus va offancet en qenlies fêçon !
Nêm.
Mac’h oufen, Ampereur, ne fachfac’h qet ouzin,
E lavarfen eun dra a zo mad, a gred din.
Charlamagn.
Hoc’h avisou, Duc Nêm, a zo atao prudant ;
Rac-se-ta, va mignon, n’oc’h eus nemet parlant.
Nêm.
Mar grit crouga Richard, mab prop d’an Duc Emon,
E rayo ze da galz mez ha confusion,
Rac an Tadou a Franç a zo qerent deàn,
Ne bermetfont biqen distruja aneàn.
P’oc’h eus en ho pouvoar Richard, va Ampereur,
|
Commandit da Renod hac ive d’e vreudeur
Donet d’en em renta dirac ho Majeste,
Da ober dêc’h sermant eus a fidelite ;
Ar pez, me oc’h assur, Ampereur puissant,
A ray mibien Emon buan hep complimant.
Ober dê repari an dommach o deus grêt
Dêc’h en hoc’h armeou en amzer dremenet,
Ha dont d’ho servicha ar rest eus o bue,
Hac e lacfoc’h Richard ebars en liberte.
Mar grit se, ho po sur êchuet eur brezel
Pehini zo, sioüas, caus da galz da vervel.
Charlamagn.
Tavit var guementse, coll hoc’h amzer a ret,
Rac Richard, me en tou, a ranc bea crouguet.
Nêm.
Me lavar franchamant dêch, hep bea traitour,
Ne refoc’h evit se nemet tenna labour.
Cetu ni daouzec vlas zo oc’h ober brezel
Da vugale Emon, hor c’herent naturel :
Ma vijemp bet qeit all var ar Sarazinet,
Hor bije eun nombr bras anê convertisset,
Brassoc’h enor ve demp combati vit ar fe,
Eguet ober brezel da dud eus hon ligne.
Charlamagn.
Nêm, me a lavar dêc’h, mar dòn Roue en Franç,
Richard a ranc bea crouguet ouz eur potanç.
Nêm.
Hoguen, pa lavarit e ranco perissa,
Dalc’hit-àn er prison diana da vreina,
M’en devo paourente bete fin e vue,
C’houi a vo dioutàn en em venjet neuze.
Biscoas maro Beuvet ne voe qen qer goerzet
Evel maro Richard, sur, mar be distrujet.
Charlamagn.
Nêm, comz a rit bremàn evel dre interest ;
|
Hoguen me a bretant penos ê me ar mest.
Tud ar Roue a antre gant Richard, pehini zo garotet.
Petra ê qement-màn ? m’ho ped, lavarit din :
Penos ? ne vo qet grêt ar pez a lavarin !
Olier.
Me ho ped, Charlamagn, n’en em dransportit qet,
Ni zo prest da ober evel a leverfet,
Pa fell dêc’h distruja Richard, mab da Emon,
Ni lezo ac’hanoc’h en ho tiscretion.
Charlamagn.
Evit bremàn, certen, e comzit gant rêson ;
N’eus qen nemet ober an execution.
Orsus, piou en em offr da grouga prim Richard,
Ma vo eur vech êchu demeus an tam pandard !
Richard.
Charlamagn, n’en dê qet eun dra just ha rêson
E ve crouguet eun den eus va c’hondition ;
Pe assur, mar grit se, ho po calz a outrach,
Hac a vo pêet dêc’h en doubl meur a veach.
Hac e ven-me maro, me a meus c’hoas qerent
A zo tud redoutet hac a zo hir o dent,
Pere ne vànqint qet da venji va maro :
Rac-se, grit diouzòn, mes dioüallit d’ho tro.
Ripus.
Me ra offr da grouga Richard, an tam capon,
Rac m’en deus bet lazet va eont Ganelon ;
Hac ar Prinç Bertelot a voa deus va ligne,
Zo lazet gant Renod dre eun tol lachete,
Ha Fouqes hac Hernier, hac an Duc nobl Grifon,
A voa oll anaveet evit tud a galon.
Mibien Emon zo bet an ancou d’ar re-ze,
Mes embêr me bêo unan eus aneze.
Rac-se, va Ampereur, roit eur rejimant,
Demeus a dud armet, courajus ha vaillant,
Ha me yêl em fortun bremàn da Vont-Focon,
|
Da laqat ho tezir en execution.
Me a grougo Richard hep douja tam Renod.
Mar car en em avanç e ray eun affer sod,
Rac aon na ve laqet ive da gontre-poez
Gant Richard ouz ar groug, neuze e vo quittes
Charlamagn.
Ah ! Ripus, den vaillant, c’houi a zo va mignon ;
Mar grit se, me royo dêc’h Marseill ha Toulon ;
Ouspen, m’oc’h exanto en amzer da zonet
Da renta din servich ebars en nep andret.
C’houi, pêvar Chevalier, a gavàn tud adret,
Me a gred e refoc’h eur veach em reqet.
Ha c’houi, Comt Galeran, hac an Duc Isakar,
It ive gant Ripus, balamour ma oc’h car,
Da zicour aneàn da zont d’en em venji
Eus an den fall Richard, va brassa enemi.
Ar C’henta Chevalier.
Ampereur Charlamagn, dre eur galon joaüs
Ni yêl en ho reqet da asista Ripus
Evit crouga Richard var ar mene Focon ;
Pa vo ouz ar potanç vo contant hor c’halon.
Oger.
Me ho conseill, Ripus, pa c’houlennit corden,
Da ober eus ho coug expres al lagaden,
Rac mac’h êru Renod, ar vaillant Chevalier,
E vo grèt dêc’h ar pez a zònjit da ober.
Ripus.
Evidoc’h-u, Oger, d’anraji a galon,
Me a grougo Richard en ho confusion.
Ha rac-se eta, Sir, me a gred mad michanç
Ne vo grêt nep rebech eus se d’am alianç.
Charlamagn.
Grit ho tever, Ripus, me ho recompanço.
Me lavar adieu dêc’h ; Qen a vo en distro.
Sortial a reont tout, nemet ar re a dle crouga Richard.
|
Ripus.
Allòn, qerzit, Richard, entrezec ar mene
Elec’h ma vo ret dêc’h êchui ho pue.
Ha c’houi a vel duont, Richardic, eur potanç,
Elec’h da viziqen e vo ho temeuranç ?
Eru ê an amzer ma venjin gant rêson
Maro va c’herent paour, Fouqes ha Ganelon.
Richard.
Ho pet true ouzòn, humblamant me ho ped ;
Eun den qer nobl ha me ne dle qet bea crouguet.
M’ho pe ar vadelez da zont d’am delivra,
Me royo dêc’h qement a meus var ar bed-mâ.
Ripus.
Ha pa rofec’h din-me caera tra zo en Franç,
Me ranq ho cüelet stag en croug ouz ar potanç.
Rac-se, deut prest er sqeul, ma veot strobillet,
Rac poent ê dêc’h receo ar pez a veritet.
Laqat a ra eur gorden en e c’houg, hac e ra deàn
pignat er sqeul.
Richard.
Ret ê eta mervel !... Ne ràn fors evit se ;
Hoguen pa n’oc’h eus qet ouz va c’horf nep true,
Balamour da Zoue humblamant me ho ped,
Sònjit em ene paour gant glac’har treantet !
Roit din, me ho ped, un anter-heur hepqen,
Evit, qent ma varvin, ma rin c’hoas eur beden
Pini gant va mam guèz a zisqis gant fervor,
A lavaràn bemde abaoue en enor
D’an Autrou Sant Richard, mignon bras da Zoue,
Ma royo din ar c’hraç da recour va ene.
Ripus.
Nan, nan, c’houi n’ho po qet anter-heur na qart-heur ;
Ret ê executi dezir an Ampereur.
An Eil Chevalier.
Ripus, me ho suppli eus a greiz va c’halon
Da rêi deàn amzer d’ober e orêson,
Rac mac’h alfe donet da recour e ene,
|
E vec’h recompancet en ên sur gant Doue.
Ripus.
Hast eta, reuseudic, ha na vez qet re hir :
Lavar prim da affer, en daou pe en tri c’hir.
Richard en em laqa var e zaoulin da lavaret e Oréson.
« O Doue infinit, eternel ha puissant !
« C’houi pini a grouas an oll antieramant,
« Hac oc’h eus digasset ho Mab an eil ferson
« Er bed-mâ gant souffranç da bêa hon rançon ;
« C’houi oc’h eus préservet ar Profet Daniel
« Goechal en eur c’havarn etouez leonet cruel ;
« C’houi oc’h eus delivret ive, tri innoçant
« Er guær a Vabilon eus eur fournes ardant ;
« Ar bobl a Israël, Moyses, Aaron,
« Pere a voa captif dindan eur Pharaon ;
« C’houi a eure dêze, dre ho craç, ho vertu,
« Achap eus an Egypt ha treuzi ar Môr-Ru ;
« C’houi oc’h eus delivret ar guær a Vethuli
« Dre brudanç eur Judith, qer dign a veuleudi,
« Ha delivret Jonas eus a gôf ar balen.
« Mes bremàn, va Doue ! selaouit va feden :
« Va zellit gant true, va Zalver, me ho ped ;
« Pa ê ret din mervel eus a greiz va yec’het.
« Ho pet true ouzòn, va faeron Sant Richard,
« Pa zòn abandonet gant Renod ha Boyard.
« C’hoas e larin ur guer qent eguet finissan,
« Pa em ho qemeret eun nebeut va halan. »
Boyard, oc’h anaveout mouez Richard,
a scô gant e dreid d’an douar, qen a strinq
an tan ; grizinqal a ra spontus horrubl ;
anfin, rêi a ra eun tol troad d’e vestr evit en difuni.
Renod, spouronet oll, a zao, a zaill var Boyard, a denn
e gleze hac a gri var boez e benn :
D’an armou, Autrone ! rac an amzer a bress ;
Cetu me difunet gant va Boyard expres.
Aon a meus em c’halon ne vomp re diveat,
Hervez an arviou en deus grêt va Boyard.
Ripus.
Evurus oc’h, Richard ; bremâ sur me a vel :
C’houi a vo delivret, ha me rànco mervel,
Rac me vel ho preudeur o tont d’ho telivra :
|
Ho pet true ouzòn, humblamant en heur-mâ
Ma meus ho cunduet d’ho crouga d’ar potanç,
N’en dê nemet evit senti d’ar Roue Franç ;
Rac me vouie ervat e vijec’h delivret :
Ho pet true ouzòn, Richard qèz, me ho ped.
Richard.
Qement eus a drue am bo ouzoc’h, Ripus,
Evel ho poe ouzòn, na vet qet morc’hedus ;
Rac birviqen Renod na anzavàn da vreur,
Ma ne ra ho crouga, m’en assur, var an heur.
Disqen a reont o daou deus ar sqeul.
Galeran.
An nep en deveus c’hoant da recours e vuez,
A rànco e c’honit bremàn a veg boutes.
Renod.
Ah ! Ripus, maro oc’h hep douja ’n Ampereur ;
N'ho poa qet a respet, den fall, evit va breur.
Mogis.
Deut aman, Richard qèz, ma ho tiamarin,
Ma crouguimp en ho plaç Ripus, an tam coqin.
Renod.
Me ho ped, Autrone, da rêi din ar faveur
Ma vo me a denno venjanç evit va breur.
Mes, va zud, me a gav ê qer bras an offanç,
Ne verit qet bea crouguet ouz eur potanç.
Ne all qet va speret e zouffr davantach beo :
Ebars en eur flippat me sur en depecho.
Cetu ganêc’h, Ripus, recevet recompanç,
Goude c’hoantât staga va breur ouz ar potanç.
Godefroa.
Emàn zo eun tol brao ha subtil c’hoariet !
Lavarit din penos ez oc’h bet difunet.
Renod.
P’en deus clêvet Boyard va breur paour o crial,
Ê commancet gant nerz neuze da c’hrizincal.
|
Hac en deus, ouspen ze, roet eun tol troad din ;
Qementse en deus bet grêt din-me difunin.
Mogis.
Ah ! Boyard, marc’h vaillant, meulet ra vo Doue
M’en deveus bet crouet eul loen eveldout-te.
Richard.
Me zònje ho poa crenn ancoêt ac’hanon ;
Ar vech-mâ, mardouchic, ez ê bet tom varnòn.
Guichard.
Mui hor boa a zourci ac’hanoc’h eguet se.
P’hon eus grêt hon affer, me ho ped, Autrone,
Demp oll joaüssamant da gastel Montoban :
Ne c’honeomp netra evit chom mui amàn.
Richard.
Birviqen ne oufen rêy dêc’h-u da gredi
Peguement a zebat hac eus a fachiri
Zo entre ar Roue hac oll dud ar pales.
Me gred balamour din e maint oll goal dies,
Rac an Tadou a Franç o deus o fossubl grêt
Evit clasc ar voyen ma vijen delivret.
Rac-se e fell din mont secretamant en quær
Evit trugarecât Salomon hac Oger,
Da assuri anê n’en dòn qet bet crouguet :
O clêvet qementse e vint rejouisset.
Alard.
Goell hardi oc’h, Richard ; dioüallit gouscoude
Na goessac’h c’hoas eur vech en pouvoar ar Roue.
Renod.
P’en deus c’hoant da vonet, me lezo aneàn,
Dalit eta va c’horn, ha mar bezit en poan,
C’hoezit ennàn ervat evit rêi ar signal,
Ha ni en em gavo neuze ganêc’h ractal.
Richard.
Arça, banier Ripus a meus c’hoant da gavet,
Ma tromplin ar Roue hac e oll Baronet.
Orsus me ya bremâ ; rac-se, va breur Renod,
|
Ma c’hoezàn en drompill, deut buan d’an assot.
Guisca ra habillamantchou hac armou Ripus, hac e ya da Baris.
Renod.
Nebon ni a yêlo, me bromet dêc’h ervat ;
Rac-se eta, va zud, chomomp amàn er c’hoad.
————
Unnecvet Dialog.
Oger ha Salomon a antre, hac a lavar :
Me meus aon, Salomon, ne vo re divead
Renod hac e vreudeur da zelivra Richard.
Mar dint bet neglijant da rêi deàn sicour,
E màn bremâ crouguet gant Ripus an traitour.
Salomon.
Oger, n’oc’h eus affer da vorc’hedi ouz se :
Qeit a ma vo Renod ha Boyard en bue,
Pa ve pignet er sqeul, prest da vea crouguet,
Birviqen evit se n’en devo droug abet.
Oger o velet Richard oc’h antre en qær
gant dillat Ripus, a lavar :
Oh ! maro ê Richard, me vel êru Ripus
Entrezec hac amàn, fier hac orgouillus ;
Ra vin-me confontet ma n’en dàn d’en rancontr,
C’hoüi a velo bremaic dressa deàn e gont.
Arrêtit, arrêtit, Ripus, traitour, bourreo :
Crouguet ê ta Richard ? Respontit, ha c’houi glêo ?
Den abet nemedoc’h n’en daje d’e grouga ;
Mes me a verzo sur e varo dêc’h bremâ.
Richard.
Ententit, va c’hender, me n’en dòn qet Ripus,
Qent-se, me zo Richard, rac-se bezit joaüs ;
Me zo bet delivret dre voyen va breudeur.
Ha Ripus zo crouguet hep nep dale nemeur,
Ha ne felle qet din dont da boursu va hent
Hep ho trugarecât entrezoc’h va c’herent.
Oger.
Ne fiàn qet ennoc’h : savit ta ho casqet.
|
Richard a zao e gasq hac a lavar :
Me er gray sur, Oger.
Oger.
Me er gray sur, Oger. Evit bremâ m’er gred.
Charlamagn a zorti eus e bavillon hac a lavar :
Êru ê-ta Ripus goude crouga Richard ?
Ar vech-mâ-ta eus fin demeus an tam canfard !
Oger, petra fell dêc’h da ober d’an den-ze ?
Mar grit nep droug deàn e colfoc’h ho pue.
Oger.
Penevert, Ampereur, respeti ho presanç,
Me ziscargfe ractal varneàn va venjanç.
Charlamagn.
Tostait amâ, Ripus, ma poqin dêc’h gant joa :
C’houi oc’h eus grêt eun tol a zo deus ar c’haera ;
Hoguen, me en toùe, mar dòn Roue en Franç,
Ne vanqin qet assur da rêi dêc’h recompanç.
Richard.
Ne dostait qet re, rac n’on qet eun traitour :
Me ê a zo Richard, ho prassa adversour ;
Ripus a zo chommet en Mont-Focon em lec’h,
Hac ez òn deut expres da lavarat se dêc’h.
Charlamagn.
Ah ! gortoit, glouton, ma clêvin ho toare ;
Tromplet oc’h, mar sònjit en em denn evelse.
Richard.
Ne zònjit qet, Charles, penos ez òn eun den
A refusfe c’hoari eun tol estocaden.
Richard a zon gant e gorn. Compagnunez Ripus a antre.
An Eil Chevalier.
Venjanç, va Ampereur, deus an den milliget !
Cetu aze Richard a zo bet delivret
Dre voyen e vreudeur, an dud malicius,
Hac o deus distrujet ho mignon qer Ripus.
Charlamagn.
Hon lest d’en em aprou, Autrone, p’ho pedàn ;
|
M’el lacay c’hoas elec’h ma vo tom bras deàn.
Renod a êru evel an avel gant e dud, hac a lavar :
Ah ! coqinet infam ! lezit hor Chevalier,
Pe m’ho hacho aze entre pêvar gartier.
Charlamagn.
Pa out qer caer montet, ha te outour jouti ?
Renod.
Qement hac a guerfot ; rac-se me ho tisfi.
Ar Roue ha Renod a jout an eil ouz eguile.
Renod a ziscar ar Roue d’an douar gant eun tol lanç.
Charlamagn.
Ne dleàn douguen sceptr na curunen royal,
Pa ne meus resistet ouz effort eur pot fall.
Renod a recul hac a lavar :
Va Doue, manqet òn, me anzao ervat se,
Pa meus credet laqat va zorn var ar Roue !
Trevers, mar plij ganêc’h, Roue demeus a Franç,
Qen em bo lavaret eun dra en ho presanç :
Pemzec vloas zo dija n'em boe an avantach
Da lavarat eur guer dirac ho personach.
Charlamagn.
Lavarit ho hano, me ho ped, Chevalier,
Rac ouz ho combati en em gavàn fier.
Renod.
Sir, me a lavar dêc’h gant glac’har em c’halon,
Me zo... me zo Renod, mab ena ’n Duc Emon ;
Ha va breudeur ha me a scuill daelou bemde,
En defot n’allomp qet gonit ho carante.
Me voar ervat penos hon eus oc’h offancet
Alies eus a vech, dre ma voamp contraignet ;
Hoguen ne glascomp qet, Doue voar ervat se,
Nemet hepqen an tu da recour hor bue.
Cetu ni chasseet ganêc’h demeus hor brô :
Bet omp en dezertchou rac aon ouz ar maro ;
Mes p’oc’h eus ac’hanomp privet eus hon danve,
M’ho ped da viana, lest ganemp hor bue.
|
Hoguen eta mar doc’h, Sir, qer coleret ouzin,
Pardonit d’am breudeur, pa ne bardonit din,
Ha me a bromet dêc’h amàn en ho presanç
Birviqen davantach ne retornfomp en Franç,
Me a yel diarc’hen hac en eur glasc va boued,
Da visita bez sacr hor Zalver beniguet,
Bete Jerusalem, va Roue, evidoc’h,
Mar be ho madelez rêy d’am breudeur ar peoc’h.
Charlamagn.
Ne chommit qet aze, Renod, da ravodi,
Nemedoc’h a garfe livra din-me Mogi ;
Mar dòn Roue en Franç hac en Rom Ampereur,
Ne rin biqen trevers na dêc’h na d’ho preudeur.
Renod.
Me livra dêc’h Mogis ! Petra rafec’h deàn ?
Charlamagn.
Ato gant pêvar marc’h laqat en difframàn.
Renod.
Qent en em livrfen dêc’h hac ive va breudeur
Eguet ne ràn Mogis ; credit se, Ampereur.
Charlamagn.
Orsus, pa ne fell dêc’h senti eus va c’homzou,
E vo ret dêc’h santout sur puissanç va armou.
Renod.
Me ho ped, Ampereur, n’en em avancit qet ;
Mar gràn dêc’h nep outrach em bo calz a regret.
Charlamagn.
Noc’h eus affer, Renod, da zonet d’am goapât ;
Pa omp en em gavet, ni n’em approuvo mat.
Oger.
Arabat ê dêc’h, Sir, dont d’en em exposi ;
Dreist pep tra ouz Renod a zo eur goal barti.
Charlamagn.
Pa goustfe din n’anter eus va Rouantelez,
Me ranc en em approu ouz Renod hep nep mez.
|
Salomon.
Lest ar Roue, Oger, pa emedi en humeur,
Rac n’en em gav gantàn a exerciç nemeur.
Charlamagn.
Ha te eo deveus aon ? lavar ze din, louidic.
Renod.
Nebon deut pa guerfoc’h, n’en dòn qet qer spontic.
Commanç a ràn ober dêc’h restitution.
Commanç a reont combati. Renod a anlev ar Roue entre e zivrac’h.
Renod.
Redoublit ho courach, mar doc’h den a galon.
Ne vezin mui coùard, Sir, sur en ho qever.
M’ho tigasso ganén fennos da brisonnier :
Pa ne rit peoc’h dre gaer ouz bugale Emon,
C’houi rêi en dispit dêc’h pe ’ teufot d’ar prison.
Charlamagn a gri d’e Officerien :
Alarm ! alarm ! Roland, Oger hac Olier ;
Ma ne deuit d’am zicour, cetu me prisonnier.
Renod a lavar d’e dud :
Alòn, n’em zicouromp, va zud, guitibunan,
Hac e teuy ar Roue ganemp da Vontoban.
Oger.
Ha possubl ve, Renod, ho pe an insolanç
D’anlevi ar Roue ebars en hor presanç !
Tud ar Roue ha tud Renod en em gann.
Roland.
Dre Sant Denes a Franç, Renod, ho conjuràn
Da lezel ar Roue, pe ma n’o qarteriàn.
Renod.
Nebon me n’en dòn qet, Roland, qer spontiq se ;
Pa meus-àn qemeret, e teuyo ganén-me.
Olier.
Sus eta, Baronet, diredit d’an assot ;
Saillomp oll a vagad var ar superb Renod.
Alard.
Renod, torit e c’houg, me ho ped, d’ar Roue,
Rac, e clasc en difen, ne golfec’h ho pue.
|
Renod a dol ar Roue d’an douar. Neuze mibien Emon,
evit laqat ar Roue da beur arragi, en em leqeont da grial
divar boes o fenn, evit guervel o Anseignou ; Renod !
Guichard ! Montoban ! Mogis ! Egremont ! Alard !
Dordon ! Balançon ! Sant-Nicolas !
Idelon.
Ha c’houi enteur clêvet, Ampereur Charlamagn,
Pepini ar re-màn o crial o ansaign ?
Charlamagn.
Ha me meus Sant Denes a Franç evit ansaign ;
Rac-se bet courajus, mar qirit, Charlamagn.
Nêm.
N’em sicouromp ingal, pe e colfomp gante.
Fosson.
Qementse a zo just, Francisien didalve.
Richard.
Ha c’houi en em denno, Roue demeus a Franç ?
E c’harza a rànqit, daoust d’hoc’h oll arroganç.
Charlamagn.
En em dènnomp, va zud ; contraign omp ar vech-mâ.
Diaoulou incarnet, me gred, ê ar re-mâ.
Renod.
Ma carjac’h va zicour fidel, va breudeur qer,
E teuje ar Roue ganemp da brisonnier.
Ar Secretour.
Meulet ra vo Doue ! grêt mat hon eus hon tro,
Pa ê bêt delivret Richard eus ar maro.
Renod.
Demp oll da Vontoban, Autrone, m’ho suppli,
Hoguen me ho teput c’houi, va c’hender Mogi,
Evit chom var hon lerc’h ; rac-se, teulit eves,
Gant aon ne vemp heuillet gant Baronet Charles ;
Mar fell dê dont d’hon heuill, roit prest din da c’hout,
Ma tistrofomp en dro ha mar collint hon rout.
Mogis.
Renod, me a zento ouzoc’h : it en ho tro ;
It gant ho tud aroc, ha me ho tilerc’ho.
Renod a ya aroc gant e dud, ha Mogis a chom varlerc’h.
|
Mogis.
Me n'en dòn qet contant c’hoas evit qement-mâ ;
Ret vo din essât coll pe c’honit sur bremâ.
Me voar ervat penos e vin-me en hazard
Da vea qemeret ive evel Richard ;
Mes hac e ven fourret en prisonniou Charles,
M’em bo ar finesse da zortial ermes.
Evit commanç tenna venjanç a varv va zad,
Me lacay pavillon an Ampereur a blat.
Ha mar gallàn, ouspen, me am bo e vue ;
Me a ya da c’hoari eun tol subtilite.
Mont a ra da drec’hi qerden pavillon ar Roue,
hac e lavar deàn :
Eru ê, Charlamagn, ar moment assuret
Ma voerzin dêc’h maro va zad an Duc Beuvet,
A zouffrjoc’h da laza hep sujet na rêson ;
Me rai dêc’h ne refoc’h pelloc’h nep trahison.
Charlamagn a gri d’e dud :
D’an armou ! Baronet, avancit-u afo ;
Ma na deut d’am zicour, certen ez òn maro.
Mogis.
Gouscoude, Charlamagn, pa oc’h qen resolu,
Me a meus ho laqet da ober eur remu.
Olier.
Ah ! Mogis, tizet oc’h ar vech-mâ en eur pleg ;
Qent ma zeot ac’hann e vo torchet ho peg.
Me a ordren dêc’h oll, abeurs an Ampereur,
Da zailla var Mogis, pa enclasc e valeur.
Mogis en em difen gant courach, hac a lavar :
Ententit, Autrone, mar oc’h eus rêson vad,
N’e deuit qet oll varnòn evelse a vagad,
Mes combattit ouzòn unan eus a unan :
An hini vo trec’h din m’en em rento deàn.
Ar C’henta Chevalier.
C’houi ne veritit qet nep seurt civilite,
Pa oc’h eus discaret pavillon ar Roue ;
Ne lezit qet da zont d’o laza var ar plaç ;
|
En em rentit dre gaer, marteze ho po graç.
Mogis.
M’en em rento, Olier, gant ar gondition
Ma reot din-me caout va bue ’vit rançon.
Olier.
Anfin, ni ray moyen da ober hoc’h acoord.
Mogis a rent e gleze da Olier, hac a lavar :
M’en em rent dêc’h bremâ, Olier, hep effort.
Olier.
Clêvit eta, Mogis, pa oc’h va frisonnier,
C’houi a ranc toùet din en fe a Chevalier
Penos n’en deot qet ermes eus ar prison
Hep goulen va c’hònje ha va fermission.
Mogis.
Ia da, Olier, me a bromet déc’h se,
Penos n’en din qet qüit hep qemeret conje.
Olier.
Deut eta d’ar prison, Mogis, var guementse,
Me gomzo evidoc’h sur embêr d’ar Roue.
Cundui a rêr Mogis d’ar prison.
————
Daouzecvet Dialog.
Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :
Orsus, va Baronet, Tadou demeus a Franç,
Pa velàn ac’hanoc’h o terc’hel ar silanç,
Me a lavaro dêc’h eun dra zo em speret,
Biscoas bete vreman n’em boa en lavaret.
Anter-cant vloas a zo, ia en assuranç,
Aboue ma possedàn ar gurunen a Franç ;
Rac-se e lavaràn eun dra zo güirione,
Penos n’en dòn pelloc’h er stat eus a Roue :
Eul lestr ne all qet dont ervat da abordi
Hep sicour ar pilot hac ar verdaidi.
Me n’allàn qenebeut bea sur triomfant,
|
Pa ne garit rêi din sicour fidelamant.
Hac én alfet ober a vrassoc’h lachete
Na renta qen lies a affront d’eur Roue
Evel zo rentet din gant Renod ha Mogi ?
Gouscoude e velàn e teuit d’o menteni.
Hoguen pa oc’h qement ebars en o c’hoste,
Laqit unan anê em plaç evit Roue.
Tenna ra e gurunen, laqat a ra anei var ur foteuil,
hac e lavar :
Cetu va c’hurunen, Tadou demeus a Franç ;
M’en em discarg anei ebars en ho presanç :
Roit-hi da Renod pe d’an nep a gueret ;
N’e fossedin pelloc’h, p’on en em resolvet.
Roland.
Possubl ve, va Eont, Roue nobl ha parfet,
Penos e ve güirion ar pez a leveret !
Me ho ped humblamant da chanch ho proposiou :
Ouz ho clêvet e meus c’hoant da scuilla daelou.
Qemerit c’hoas courach, va Roue, m’ho suppli,
Nebon ni n’em venjo demeus hoc’h enemi.
Olier a antre hac a lavar :
Oh ! Roue Charlamagn, petra ê ar sujet
A laca ac’hanoc’h qementse contristet.
Charlamagn.
Va mignon Olier, cetu ama ’r sujet :
Ar pêvar mab Emon o deus va infamet ;
Ha pa n’am zicourit da zont d’o distruja,
Me lèz va c’hurunen ; deit, cetu-hi amâ,
Olier.
M’ho ped, va Ampereur, ne lavarit qet se,
Rac ne c’houlennomp den nemedoc’h da Roue.
Charlamagn.
Nan, nan, grêt ê an tol, ne vezin Roue mui,
Nemedoc’h a rentfe din Renod pe Mogi,
Da ober diounte hervez va bolonte,
Rac re a affrontchou o deus rentet din-me.
|
Olier.
Laqit ho curunen, va Roue, m’ho suppli,
Ha me a rento dêc’h en ho pouvoar Mogi.
Charlamagn.
Ha c’houi vo, Olier, fidel d’ho promesse ?
Olier.
Bremâ-zouden vantant c’houi ’r güelo, va Roue.
Sortial a ra, hac ec’h antre qerqent
gant Mogi, en eur lavarat deàn :
Avancit ho paziou, Mogis, mar plij ganêc’h,
Rac ar Roue ’n deus c’hoant lavarat eun dra dêc’h.
Mogis.
Me meus aon, Olier, ez oc’h eun affronter ;
Trahisset òn ganêc’h, me vel ze bremàn sclêr.
Olier.
Me ne meus, va mignon, netra dêc’h promettet
Na meus fidelamant laqet prest en effet.
Charlamagn.
Ah ! anchantour Mogis, cetu accomplisset
Eun dra hac am boa sur pell a zo deziret :
Eru ê an amzer bremàn, magicien,
Ma rin-me da grouga evel eun anduillen.
Amàn e qemer ar Roue e gurunen.
Mogis.
Me ho ped, Charlamagn, lezit ho courdrouzou,
N’int mat nemet evit sponta bugaligou,
Evit qement a rit o c’hourdrouzi bremàn,
Me a velo varc’hoas qent sav eol Montoban.
Charlamagn.
Na ri qet, me en tou, den fall ha cos sorcer,
Rac me rayo expres ma vi crouguet embêr.
Ne ouffen davantach da zouffri en bue ;
Me tisco da ziscar pavillon ar Roue.
Mogis.
Me lavar franchamant e bars en bêr gomzou :
Ne spontàn qet nemeur eus ho contadellou :
Renod a lavaro assur gant güirione
Penos ne gredjoc’h qet va c’hrouga var an de.
|
Oger.
Evit bremàn Mogis a barlant gant rêson :
Mar be crouguet fennos, hor bo confusion ;
Neuze e lavaro Renod hac e vreudeur
Penos hon eus bet aon oute, va Ampereur,
Ha n’hor be qet credet crouga Mogis en de ;
Lezit-àn qen a vo varc’hoas eus ar beure.
Charlamagn.
Ah ! Oger, tromplet oc’h dont da zònjal penos
E vec’h sur da zerc’hel Mogis amàn fennos.
Oger.
Mar car prometti chom, ni gredo aneàn.
Charlamagn.
Nan, nan, biqen james ne fiàn mui ennàn.
Rac-se, va Baronet, òn en em rezolvet
Da nonpas dêbri tam qen e vo sur crouguet.
Mogis.
Pa ê ret din mervel, va distrujit en de,
Ma vo deus eun nosvez astennet va bue,
Charlamagn.
M’ho lêzo beo fennos, gant ar gondition
Ma teufoc’h da fournis evidoc’h cotion.
Mogis.
Ne vo qet cotion, Sir, a vanco sur din.
Charlamagn.
M’ho tisfi da gavet an disterra hinin.
Mogis.
Pa deuis d’en em rêi dêc’h-u, Prinç Olier,
C’houi a bromettas din en fe a Chevalier,
E comzjec’h evidon hirio deus ar Roue ;
Deut da gotioni bremàn evidon-me.
Olier.
Me er grêyo, Mogis, me a bromet dêc’h se ;
Me a vo cotion evidoc’h d’ar Roue.
Mogis.
Roland, c’houi, ive, Nêm, Oger ha Salomon,
|
C’houi zo oll, Autrone, deus va c’hondition ;
Rac-se-ta me ho ped da gaout ar vadelez
Dont da gotioni evidòn eun nosvez.
Nêm.
Ni a rayo, Mogis, gant ar gondition
Ne achapet qet qüit hep hor permission.
Mogis.
En fe a Chevalier, me en tou var al lec’h
Penos n’en din qet qüit hep ober adieu dêc’h.
Salomon.
Evit bremàn-ta, Sir, me bromet dêc’h hardi
Penos e respontomp fennos evit Mogi.
Charlamagn.
Evessait petra ’ rit, me ho ped, Autrone ;
C’houi deu da angaji hoc’h oll vad, ho pue
Evit eun den mechant a ranqer da grouga ;
Rac-se, mar da d’e hent, c’houi bêo evitâ.
Richard a Normandi.
Ar gonditionou a ra ar marc’hajou :
Ar pez zo grêt zo grêt, ni zo cotionou.
Mogis.
Me ho ped, Charlamagn, pa òn cotionet,
Grit ma em bo fennos goele mad da gousqet.
Charlamagn.
Penos ! ha possubl ve, sorcer fall didalve,
E ves c’hoas qen hardi da c’houlen eur goele !
Mogis.
Pa ne meus da veva nemet un nosvez mui,
Me lavar dêc’h hardi e rancàn reposi.
Charlamagn.
Me rêi did reposi sur fennos, cos traitour,
Mes ebars eur goele ha ne vo qet re flour.
Qerc’hit din prontamant ar chadennou houarn,
Ma vezo garottet e dreid hac e zaouarn,
Ha neuze ’ vo staguet amàn ouz eur pillier,
Ma cousqo deus e za, p’en deus c’hoant da ober.
|
Galeran.
Me a ya d’o c’herc’hat ractal, va Impaler ;
Me vo distro amàn en nebeut a amzer.
Mont a ra d’o c’herc’hat ; êruout a ra qerqent, hac e lavar :
Cetu amàn-ta, Sir, qerc’het ar chadennou ;
Mar dê Mogis sorcer, lêzomp-én d’o approu.
Charlamagn.
Orsus eta, Mogis, poc’h eus c’hoant da gousqet,
Ret ê ober moyen ma voc’h-u contantet.
Me rêyo garotti ho corf gant chadennou,
Hac a vo manific dêc’h-u da lincelliou.
Ah ! coz laer anchantour, daouest d’oc’h oll ardou,
Ez òn sur ac’hanoc’h, en dispit d’ho troyou.
Ret ê, va Baronet, dont da veilla fennos ;
Me n’en din qet ive qenebeut da repos :
Evessait ervat an den mechant Mogi,
Ma vo crouguet varc’hoas qent eguet dijuni.
Mogis.
Me bromet dêc’h, Charles, dirac ar brincet-màn,
E tijunin varc’hoas en castel Montoban.
Isakar.
Nebon ne refoc’h qet, sorcer fall ha traitour,
Pa ve qement diaoul zo oll ouz ho sicour.
Mogis a gommanç da ober e charmou, hac a lavar :
Manrellon, Goberton et Chiminalom.
Ractal ar Roue ha tout e dud a chom cousqet mic.
Mogis.
Possubl ve, Belzebut, Mamon ha Belfegor,
E ve ret d’ho mignon coll bremàn e enor !
Astarot, Balberit, ha te, Asmodeus,
Deut oll d’am asista, ma vin victorius :
Sicourit-ta Mogis da derri an houarn
Pehini zo laqet var e dreid ha daouarn.
Rac-se ho cònjuràn en hano Leucata,
Mar oc’h eus nep pouvoar, da zont d’am asista.
Amàn e ra eun tamic effort, hac e tor e chadennou.
Ho ! ho ! potr aoüalc’h òn : brizet ar chadennou !
|
Me rêy sur da Charles hirrât e vuzellou.
Qercoulz marc’hat em bo e cass calz vel nebeut :
Grêt vin gouscoude laer ; ha pa òn deut òn deut ;
Hac evit peden grac’h ne goe cos forn abet,
Na ne deu a gorf den ar bara rebechet.
Arabat e vane Roue, Prinç, na Baron,
Na vint participant oll ebars en tricon.
Qemer a ra curunen ar Roue ha clezeyer
an Tadou a Franç .
Bremàn pa meus din-me nombr bras a glezeyer,
Ha curunen Charles, e zàn prest d’am affer.
Alôn, couraj, Mogis. Ah ! pebes chenchamant !
Cede te curunet ebars en eun instant.
Posi ra ar gurunen var e benn ; tostât a ra
d’ar Roue hac e heurt aneàn.
Me ya em rout, Charles, Roue demeus a Franç,
Mes ne bretantit qet ober cos ignoranç
Penos e ven qüittêt hep qemeret cònje.
Me zo ho servicher : qen a vo-ta goude.
Teulit ple gouscoude ne chomfac’h reir cousqet :
Embêr, pa zifunoc’h, e voc’h calz estonet.
Mont a ra qüit gant ar gurunen, ar sceptr,
ar c’hlezejer, etc.
————
Trizecvet Dialog.
Charlamagn hac e oll dud, cousqet.
Ar Roue a zifun da guenta, hac e ya d’o c’haout ;
mes o velet e dud cousqet-miq, e hich anê
evit tachout d’o zifuni.
Charlamagn a gri var e dud :
O Tadou deus a Franç ! difunit, me ho ped :
Ma n’en deut d’am zicour, ez òn dizesperet.
Ha me ouz ho qervel, ne zifun c’hoas nicun !
Sorcet int coulz ha me. Oh ! Doue, pez fortun !
Me meus hanaveet goechal eul louzaouen
A lavarer zo mad da zifuni eun den.
Ar Roue a ya da guerc’hat ur bod linad, hac a
deu da arliqa e fri d’e dud gant e louzaouen :
ma tifunont oll en eur strefia.
|
Nêm.
Estranch ê lavaret peguement eus a c’hoant
Hon eus bet da gousqet ebars en eun instant !
Lavarit din, c’houi, Sir, pelec’h e màn Mogi.
Charlamagn.
Pelec’h emàn eta ? Piou er goar coulz ha c’houi ?
Cetu amâ, Duc Nêm, eur c’hoari gaer grêt demp !
Mogis zo achappet o qimiadi ganemp.
Ma carjac’h dec’h da nôs va lezel d’e grouga,
Ne voamp qet infamet er feçon-màn gantâ.
Roland.
Delivret oc’h eus-àn ? Lavarit din, Oger.
Oger.
Ne meus qet, m’en toùe, en fe a Chevalier.
Charlamagn.
N’en em sourciàn qet pelec’h ê achappet ;
C’houi rànco ê renta, p’oc’h eus cotionet.
Roland.
Ententit, Charlamagn, poc’h eus güelet Mogi
O vonet en e rout, oc’h qer coupapl ha ni ;
Rac certen, ma carjac’h bea hon difunet,
Ni hor bije buan aneàn arrêtet.
Ar Baronet a zell an eil ouz eguile.
Salomon.
Cetu grêt gant Mogis eun tol a zo subtil :
Biscoas den ne velas qement hac én habil.
Nêm.
Lavarit, Salomon, pelec’h màn ho cleze.
Salomon.
Nac hoc’h hini, Duc Nêm, lavarit din ive.
Richard a Normandi.
Ra vo gant an diaoul, ar grougaden sorcer,
Rac cetu êt gantàn ive hor c’hlezeyer.
Charlamagn.
Ha me, pelec’h e màn ive va c’hurunen ?
Êt ê ive gantàn !... Oh ! pebes diaoul den !
|
Evit ar vech-màn sur e rancàn counnari,
Pa zònjàn en pe c’his omp trêtet gant Mogi.
C’houi, Nêm, ha c’houi, Richard, Oger ha Salomon,
Pere zo oll qerent da vugale Emon,
Ho teputi a ràn da vont da Vontoban.
Lavarit da Renod, dilijant ha buan,
E rin trevers gantàn eur pemp blavez pe c’houec’h,
Mar rent va c’hurunen ha va c’hlezeyer dêc’h.
Oger.
Ni rêyo ar veach evidoc’h, hor pêvar ;
Me gred e rêy Renod eun darn eus hon lavar.
Adieu dêc’h eta, Sir ; gant ho permission
Ni ya en ho reqet en hor c’hommission.
Charlamagn.
Ha ni en em dennomp, va zud, d’hor pavillon,
Da c’hortos ar respont digant miblen Emon.
Sortial a reont, hac an deputeet a ya da Vontoban.
————
Pêvarzecvet Dialog.
An Deputeet a êru ental Montoban.
Salomon.
Demp da c’houlen antre, da c’hout ha ni hor bo ;
N’ouzòn qet hac én vo calz joaüs hon receo.
Sqêi a reont var dor ar C’hastel.
Guichard divar ar C’hastel.
Petra zo a neve Autrone ? lavaret :
Hac eus ho qevridi petra ê ar sujet ?
Richard a Normandi.
Ni zo Messajerien abeurs an Ampereur,
A zo deut da gavet Renod hac e vreudeur.
Renod, e Vreudeur ha Mogis.
Renod.
Autrone jenerus, deut mat sur ra veet,
Petra ê ho peach ? mar dê din permettet.
Oger.
Gout a rit, va c’hender, ez omp deut ho pete
|
Chevalierien vaillant zo demeus ho ligne ;
Rac-se me ho suppli demeus a galon vat
Da gaout ar vadelez da rêi demp hor mennat ;
Mes evit ma voefoc’h petra ê ar sujet,
Ar subtil Mogis ê en deus hon infamet.
Goude cotioni evit ar c’hanfard-se,
Dindan boan hor bue, en presanç ar Roue,
En deveus bet laeret, evit hon recompanç,
Hor c’hlezeyer, ha c’hoas ar gurunen a Franç.
Rac-se eta, Renod, mar qirit o renta,
E rai an Ampereur trevers dêc’h-u bremâ ;
Hac evelse e vo êchuet eur brezel
Pehini zo, siouas, caus da galz da vervel.
Renod.
En fe a Chevalier, me bromet dêc’h penos
Ne glascàn var ar bed netra nemet repos.
Petra ’ lavarit-hu, Mogis, var guementse ?
Mogis.
Delivrit dê o zraou, hep tam difficulte,
Ha me ya d’o digaç amàn presantamant,
Da c’hout ha ni rento Charles eur vech contant.
Mont a ra d’o c’herc’hat ; êruout a ra gante,
hac e lavar d’an deputeet :
Cetu ho clezeyer, Chevalierien, amàn,
Ha curunen Charles : deit roit-hi deàn,
Ha lavarit deàn ne voant deut ganén-me
Nemet evit c’hoari eun tol subtilite.
Richard a Normandi.
Assuret, Autrone, c’houi zo tud oblijant ;
Ma ve c’houi a rentfe c’hoas demp dragon Roland ;
Neuze, me oc’h assur, ec’h oblichfec’h Charles
Da zonet da veuli ho prudanç, ho furnes.
Renod.
Mar deus netra a zo lejitim d’ar Roue,
Ni en delivro dêc’h hep tam difficulte.
Richard.
Me deu d’en em oppos da guementse, Renod ;
|
Mar roit va dragon, e refoc’h eun dra zod.
Me meus dre va c’houraj goneét aneàn ;
Rac-se ec’h entandàn bea mestr varneàn.
Salomon.
Pa na ro demp Richard an dragon dre zouçter,
Demp gant hor c’hurunen ha gant hor c’hlezeyer,
Evit o fresanti d’an Ampereur Charles.
Mes mar carit, Renod, dont ganemp assambles,
Ni ar rayo eur peoc’h general entreoc’h,
Ha ne vimp mui en poan na c’houi na ni pelloc’h.
Renod.
Me a yafe ganêc’h gant pep seurt hardisson,
Ma oufen ne ve qet en nep seurt trahison.
Nêm.
En fe a Chevalier, me a bromet dêc’h se ;
Mar ho pe nep offanç, ni hor bo sur ive.
Renod.
Me ho ped, va breudeur, ha c’houi, Mogis fidel,
Qeit ha ma vin absant da zifen va c’hastel.
Alard.
Renod, mar am sentit n’en dit qet oc’h-unan.
Goell ve dêc’h chom tranqil en castel Montoban
Eguet mont evelse bete ’r Roue Charles,
A zo leun e galon demeus a drompleres.
Richard.
Adieu eta, Renod ; qen a veoc’h êru
Ni hor bo nec’hamant ha sourci a bep tu.
Renod a barti gant an deputeet.
————
Pemzecvet Dialog.
Charlamagn outàn e-unan.
Na pelec’h ê manet va fêvar messajer ?
Mall a meus d’o goelet êru ebars er guêr.
Mes me o goel êru pa gomzen aneze,
Ha Renod a velàn a zo ive gante.
|
Nêm.
Grét hon eus, Ampereur, brao hor c’homission ;
Bet hon eus hor goulen hep contestation,
Ha Renod e-unan a zo deut ho pete,
Da gonferi ganêc’h var sujet an trête.
Charlamagn.
Dre Sant Denes a Franç, brefamant en touàn
Mar pretantàn ober nep seurt trête gantàn.
Salomon.
Ha possubl e ve, Sir, ha c’houi eun den qer fur,
Ho pe grêt c’houi ha ni eul le fos ha parjur !
Charlamagn.
Sermonit, Salomon, qement ha ma qerfet,
Me rayo gouscoude ar pez a meus sònjet.
Richard a Normandi.
N’en dê qet, Ampereur, evit receo affront
Ê deut ganemp Renod, m’en assur, va eont ;
Ha p’ho poa promettet ober gantàn trête,
Me meus-àn aliet da zonet ho pete.
Charlamagn.
Ne dalfe qet e nac’h, pell a zo em boa c’hoant
Da zerc’hel em pouvoar Renod an insolant.
Oger.
Selaouit, Ampereur, biqen ne bermetfemp
Ober droug da Renod, dre ma ê deut ganemp ;
Richard, an Duc a Nêm, ha Salomon ha me
A renonço a grenn bremàn d’ho Majeste.
Ni hon deus promettet n’en dije nep offanç,
Ha n’en devo biqen, evit en hor presanç.
Charlamagn.
Palatete mornon ! ma nê fê ganen-me
E ve ar sujedet a ve mestr d’ar Roue !
Eru ê an amzer er vech-màn sur, Renod,
Ma voerzin dêc’h maro va niz qer Bertelot,
Pehini a lazjoc’h, infam ! dre drahison ;
Mes bremàn m’ho talc’ho da vreina er prison.
|
Renod.
Ampereur Charlamagn, mar dòn deut ho pete,
Ez ê, m’en assur dêc’h, dre va libr volonte ;
Rac me zònje penos voac’h en em rezolvet
Da vea resonabl ; mes me vel n’en doc’h qet.
Bertelot a lazis, m’en anzao franchamant,
Nonpas dre drahison, mes en güir den vaillant ;
Ha mar deus den abet a ve qen hardi ze
Da zont d’am accusi eus eur seurt lachete,
Me zo prest da lacat va c’horf en abandon
Da venteni penos ne ris qet trahison.
Charlamagn.
Grêt ec’h eus trahison, n'eus qet a excuzou.
Renod.
Disvarnomp eta ze dre effort hon armou.
Charlamagn.
Hac a rayomp, Renod, m’er promet dêc’h ervat.
Renod.
Piou a rayo-ta, Sir, ganén-me ar gombat ?
Charlamagn.
Me va-unan, Renod, mar plij an dra-ze dêc’h,
Rac ne bretantàn qet cedi ar plaç ganêc’h.
Roland.
Oh ! Sir, me ho suppli gant pep civilite,
Me ho ped da cedi ganén ar gombat-se.
Renod.
Me ne refusàn den ebars va c’hombatjou :
Me ya da Vontoban da guerc’hat va armou.
Charlamagn.
Piou vo ho cotion qent mac’h eot en hent ?
Oger.
Ato ni hor pêvar ; contit varnomp hep fent.
Renod.
Nebon me zistroyo, na vezit qet en poan.
Roland.
Ni a gred se, Renod ; rac-se, hastit buan.
|
————
C’hoezecvet Dialog.
Renod a antre gant e suit, hac a lavar :
Ententit, va breudeur, Mogis ha va oll dud :
Me gred vit ar vech-màn ec’h êr betec ar but :
Entre Roland ha me e vo sur êchuet
Eur brezel hac a zo pell a zo commancet.
N’ouzòn qet evit güir penos vo ’n disparti ;
Mes ma ne zistroàn, humblamant m’ho suppli
Da zicour va fried, mignonet, hep dale,
Hac er memes amzer soignit va bugale.
Richard.
Renod, ne gomzit qet ebars en termen-ze :
Ni a yêlo d’oc’h heuill, pa golfemp hor bue.
Mar deut da gombatti ouz ar superb Roland,
Ni a yêlo ive ganêc’h-u prontamant,
Ha neuze ni velo hac én vo observet
Ho qir dêc’h pen-da-ben evel ma ê dleet.
Renod.
Me ho ped, va breudeur, ne deut qet d’ar mêle,
Ia, da viana, nemet affer em be.
Me a ya gouscoude d’an assination.
Guichard.
Ni yêl prest var ho lerc’h, rac ne ve trahison.
————
Seitecvet Dialog.
Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :
Êru ê an amzer bremàn, va niz Roland,
Ma vo ret dêc’h disqüel demp ho courach ardant.
Ec’h it da gombatti vaillanta Chevalier
A zo var ar bed-màn, herves a lavarer ;
Mes ar pez a ra din dont da scuilla daelou,
M’en deus Renod ar güir ha me a meus ar gaou.
|
Qeuz bras a meus memes o vea consantet
D’ar gombat entreoc’h ; mes pa ê grêt ê grêt.
Roland.
Assurit, va eont ; c’houi oc’h eus manc en ze,
Ober din combatti enep ar virione.
M'am bije clêvet se, me ’r promêt dêc’h ervat
Ne gonsantjen biqen gant Renod ar gombat,
Rac Doue a zo just : Renod zo courajus,
Ha rac-se e tlefe bea victorius.
Mes bolonte Doue ra vo grêt em andret :
Ret ê accomplissa ar pez zo lavaret.
P’hon en em rezolvet, ne roàn câs abet ;
Pa varvfen var ar plaç, me n’em bo qeuz abet
Charlamagn.
Me ho ped, va Doue, Mestr an ên, an douar,
Da rêi ar c’hraç d’am niz da c’honit ar victoar.
Rac-sc eta, Roland, it hardi var al liç,
Ha ni ray hor possubl da renta dêc’h justiç.
Roland ha Renod a antre el liç.
Renod.
Orsus eta, Roland, mar doc’h den a galon,
Deut-u d’en em approu ouz Renod, mab Emon ;
Pell zo ho poa dezir da ober qementse :
Ret ê dêc’h contanti bremàn ho polonte.
Roland.
Ia, Renod, dezir a meus a bell amzer
Da c’hout hac én zo güir ar pez a lararer ;
Rac c’houi oc’h eus ar brud comunamant pell zo
Da vea den vaillant, mar ez eus en nep brô.
Ne dalfe qet e nac’h, joa vras zo em c’halon,
Pa ê n’em bresantet din an occasion
Da gaout al liberte d’en em approu ganêc’h :
Ma ne ouzoc’h ho stat, nebon m’en disco dêc’h.
Renod.
Lezit ho courdrouzou, Roland, me ho suppli,
|
Hac en ein breparit, mac’h ayomp da jouti,
Rac me a meus ar güir ha c’houi oc’h eus ar gaou.
Roland.
Disvarnomp eta ze bremàn entre hon daou.
Ha c’houi a voar bremâ ar pouez demeus va lanç ?
Renod.
Ne vo qet pell, Roland, ho po ho recompanç.
Roland.
Bete vremàn, Renod, ez omp en em bèet.
Renod.
Achuomp ar gombat, p’hon eus-hi commancet.
Roland.
O ! ententit, Renod, terrubl oc’h coleret.
Cetu ni var ar poent da laza hor ronceet,
Ha biqen ne gafemp re-all qercoulz hac hi :
Disqennomp, mar qirit, var droat da gombatti.
Renod.
Me heuillo hoc’h avis en qementse, Roland :
Alòn, troad en douar hep ober complimant.
Roland.
P’omp en em approuvet ervat gant hon lançou
Demp bremàn da c’hoari eur barti clezeyou.
Renod.
Er fêçon ma qerot me c’hoario ganêc’h ;
Me gred oc’h eus cavet ar pez a felle dêc’h.
Roland.
Alôn eta, Renod, êchuomp ar gombat ;
Coulz ê en êchui abréd vel diveat.
Combattomp corf ouz corf, lezomp hor c’hlezeyer.
Renod.
Er fêçon a guerot, Roland, ze a zo sclêr.
Gouren a reont. Renod a zam Roland var
e chouq, hac er c’has er guis-ze etrezec e vreudeur,
hac e lavar Renod deàn :
Er vech-màn, Rolantic, eleal ho talc’àn :
C’houi ranco dont ganén da gastel Montoban.
Roland.
En em denn a ra eus a zivrac’h Renod, hac
er c’haç etrezec ar Roue.
|
Oh ! n’en din qet, Renod ; me viroc’h ouzoc’h ze ;
Hoguen me ho rento prisonier d’ar Roue.
Renod a achap eus a zivrac’h Roland.
An eil Chevalier a arêt aneàn.
Renod.
Ha c’houi oc’h eus cavet ar veach-màn ho par ?
Roland.
Biscoas daou eveldomp ne voe var an douar ;
Hola ! trevers Renod ; poent ê demp discuiza.
Renod.
Me voa prest da c’houlen ouzoc’h ar memes tra.
Nêm.
Ah ! Roue Charlamagn, c’houi oc’h eus pec’het bras
Lezel d’en em laza amàn dirac ho faç
Goella daou Chevalier zo ebars en bue :
Eur vech benac ho po qeuz bras demeus a ze.
Charlamagn.
Me a ya da bedi bremàn va Redemptor,
Evit ma êchuo ar gombat gant enor.
En em lacat a ra var e zaoulin gant e suit, hac e lavar :
O Doue eternel ! c’houi oc’h eus exercet
Dre ho cuir madelez goechal va reqet ;
Mes bremàn ho pedàn, va Doue, va C’hrouer,
Da zellet a drue ouz an daou Chevalier :
Separit aneze ebars en eur fêçon
N’en devo qet hini anê confusion ;
Ha grit deze bremàn, m’ho ped, va Redemptor,
Peur-êchui o daou ar gombat gant enor.
Richard.
Me lavar, va breudeur, e reomp eun dra sod,
En defot n’en deomp prest da zicour Renod.
Alard.
Arabat ê demp c’hoas sourcial entreze ;
Mar dê Renod fatic, Roland a zo ive.
En eun instant e teu qen tenval an amzer,
qen na veler casi banne.
Renod.
Pelec’h oc’h-u, Roland ? ha possuhl ve penos
E ve ret demp qüittât hor c’hombat gant an nôs ?
|
Roland.
En fe a Chevalier, ma velàn-me banne ;
Rac-se, me ho suppli, mar dê ho polonte,
Ho pet ar vadelez d’am c’haç da Vontoban ;
Evel pa ven charmet, n’ouzòn pelec’h e zàn.
Renod.
Me a gar va enor, c’houi a gar hoc’h hini :
Demp-ta da Vontoban, hep camet arrêti.
Roland.
Me a vel adare, qercoulz ha ma ren qent.
Êt an devalijen en eun instant en hent.
Charlamagn.
Autrone, avancit em reqet d’an assot,
Me vel va niz Roland o vonet gant Renod.
Demp buan var o lerc’h da zelivra Roland,
Rac ma ve prisonnier me a vo drouc-contant.
Galeran.
Goal diveat omp, Sir, rac dija e maint pell ;
Antreet int bremàn, me a gred, er c’hastel.
Charlamagn.
M’en toue dre va sceptr ha dre va c’hurunen,
Biscoas mar en devoe Renod brassoc’h anqen
Eguet bea casset va niz da Vontoban ;
Me ray en difframma certen mar en tizân.
Alòn, n’em rezolvomp, va zud, hep dale pell,
Ma vo assiejet Renod en e gastel :
Ia, m’en tou a grenn òn en em rezolvet
Qent qüittât ar vrô-màn e vo sur distrujet.
Isakar.
Demp da assieji eta castel Renod,
Ha neuze pa guerot ni yêlo d’an assot.
Ne zeus den ac’hanomp n’en dê oll rezolvet
D’ho sicour d’en em venj eus hoc’h enemiet.
Charlamagn.
Transportit va siech etal ar vuraillou
Ha neuze tro vardro savit pavillonou ;
|
Hac an nep a velfomp o sortial ermes,
Hep concianç ebet ni hor bo e vuez.
Olier.
Ia, Sir, ni zento ouz ho commandamant.
Charlamagn.
Croguit er pavillon eta hep complimant.
A propos, Autrone, pelec’h e màn Emon ?
Certen e tle cavet eur goal bunition
En defot n’en dê deut adare d’hon zicour
D’en em venji demeus va brassa adversour.
Mar dòn Roue en Franç, ma n’en deu hep dale,
Hep respet d’e vlêo gris, da goll sur e vue.
Idelon.
Ma ouffe, Ampereur, ho pe outàn affer,
E teufe d’ho sicour hep ober nep difer.
Charlamagn.
Me ya da reposi ; rac-se, va Baronet,
Deut da veilli fennos ha da ober ar guet.
Salomon.
Qemerit ho repos, ô Ampereur puissant,
Fennos e vo Renod entre daouarn Roland.
————
Trivac’hvet Dialog.
Mogis, ountàn e-unan :
Me deu d’ho conjuri, va idolet eürus,
Pluton hac Apolon, ha c’houi, Mercurius,
Da lacat tud Charles fennos da reposi,
Ma c’hoariin eun tol herves va fantazi.
Me gred int cousget oll ; me ya c’hoas en hazard
Da zigaç Charlamagn ganén var guein Boyard ;
Mar gallàn e dizout eur veach er c’hastel,
E roy peoc’h gant Renod, pe e rànco mervel.
Antre a ra e pavillon ar Roue, hac el laca var guein Boyard.
Evidoc’h da vea qer cousget, Charlamagn,
|
Me rêyo dêc’h bremàn ober sur eur c’hampagn
Entrezec Montoban da gastel va c’herent,
Da ober peoc’h gante en drouc despit d’ho tent.
Transporti a ra ar Roue, cousqet, da Vontoban.
————
Nontecvet Dialog.
Renod a antre gant e suit, ha Mogis a lavar :
Peguement a rofec’h, lavarit, qendervi,
D’an nep a rentfe dêc’h ho prassa enemi ?
Richard.
Ni ve oblijet dêc’h, ha me ha va breudeur,
Ma carfec’h renta demp amàn an Ampereur.
Mogis.
Deut ganén, Autrone, me meus eur prisonnier
A royo dêc’h ar peoc’h ebars en bêr amzer.
Mogis a zisquel dêze ar Roue, pehini a zo cousqet.
Renod.
Mil benediction dêc’h, va c’hender fidel ;
Evit ar veach-màn ez eus fin d’ar brezel.
Richard.
Mac’h ouffen e rafe Charles difficulte
Da ober peoc’h ganemp bremàn, me er mougfe.
Mogis.
Arabat en defe ar Roue nep offanç,
Evitàn da vea bremàn en hor puissanç.
Lezit-àn da gousqet ; embêr, pa zifuno,
It neuze ho pêvar d’e gavet var eun dro ;
Suppliit aneàn da ober peoc’h ganêc’h :
Me gred e rayo ze, rac be en devo nec’h.
Me a ya da repos bremàn, va c’hendervi :
Pa meus grêt va affer, bremàn òn disourci.
Guichard.
Qemerit ho repos, m’ho ped, va c’hender qer :
C’houi a zo hon recour ebars en peb affer.
|
Renod.
Orsus n’em gonferomp assambles, va breudeur,
En pe guis e tretfomp bremàn an Ampereur ;
Me voar ervat penos en deus bet exercet
A bep seurt crueldet ebars en hon andret ;
Mes ret ê respecti aneàn gouscoude,
Dre ma ê hon Autrou ha lejitim Roue.
Richard.
Me meus roet en bref, Renod, va c’honferanç,
Penos e tle bea staguet ouz eur potanç ;
Rac én a gounnare en defot va c’hrouga :
Me ra offr da ober deàn ar memes tra,
Rac m’hor be Charlamagn eur veach distrujet,
Neuze ve evit mad ar brezel êchuet ;
Rac nen deus den en Franç, assur me en touo,
A guement a gredfe venji deus e varo.
Alard.
Ar c’hontrol crenn, Richard, a meus aon zo facil :
Ebars en affer-ze ne gomzit qet habil ;
Rac ma vemp qer mechant da laza hon Roue,
Biqen ne vancfe demp brezel hed hor bue.
Neuze n’em revoltfe en hon henep an oll,
Hac e vemp reputet tud obstinet ha foll.
Guichard.
Me ro dêc’h eun avis a zo mad, va breudeur :
Mar goelomp ne vo qet en sònj an Ampereur
Da ober peoc’h ganemp ebars en nep fêçon,
Ec’h allomp arrêti aneàn er prison ;
Ha pa velo penos e vo captif ganemp,
E rànco accordi sur neuze ar peoc’h demp.
Renod.
Anfin, ret e lezel ar Roue da repos ;
Embêr, pa zifuno, ni glêvo e bropos.
|
Uguentvet Dialog.
————
Mogis a zifun, a laca dillat hermit, a bourmen
dre e gambr, hac a lavar ountâ e-unan :
Evit ar veach-màn ec’h allàn assuri
E rêy an Ampereur peoc’h gant va c’hendervi ;
Rac pa meus-àn rentet dêze da brisonnier,
Ha ne ve qet contant, e rànco en ober.
Hoguen poent ê, Mogis, e chenchfec’h a gundu,
Dilezel ar pec’het ha pratica ’r vertu,
Rac mervel a rànqer eur vech, ha renta cont
Dirac ar Barner just, ha neuze vo ar spont.
Pa zonjàn em speret peguement a grimou
Peguen lies a vuntr hac eus a valeuriou
Zo grêt balamour din en Rouantelez Franç,
E fraill va ene paour em c’hreiz gant ar grevanç ;
Rac o tenna venjanç eus a varo va zad,
Ne oun qet pet mil den o deus collet o goad ;
Hac ez on responsabl demeus a guementse.
Penos-ta credi mont hep spont dirac Doue ?
Adieu d’ar bed tromplus ha d’e oll vanite ;
Me ya er solitud da zervicha Doue,
Ha n’em bo da zêbri nemet griou louzou,
Ma rin güir binijen demeus va fec’hejou.
Adieu, va c’hendervi, Chevalierien vaillant ;
Pa n’am güelfoc’h pelloc’h e veoc’h regretant,
Joa ha glac’har a meus o rancout ho qüittât ;
Me ya d’un hermitach eun tu ebars er c’hoad ;
Mes qênt eguet qüittât, me a goe d’an daoulin
Da implori pardon digant hor Mestr divin.
Doue bras Abraham ! ô c’houi, Crouer ar bed,
Grit eur sell a drue diouzôn, mo ho ped :
En em zoumetti ràn da zouffr pep seurt poanniou,
|
Qement a blijo dêc’h, ar rest eus va deyou.
Me ya da visita qær drist Jerusalem,
Hac ar c’hraou qer santel demeus a Vethleem ;
Neuze' yin d’ar Jourdren d’en em burifia
Eus an oll bec’hejou a goumettis amâ.
M'en em discra bremàn demeus an oll scridou
O deus grét din ober qer fall sorceresou.
Me a zougo bremàn, en plaç an Hygromus,
Al levr inimitabl a Imitation Jesus,
Hac en plaç an Albert, Curunen ar Verc’hes :
Me a zraill dindannòn va levriou sorceres.
Renonç a ràn a grenn ive d’an drouc-speret
Coulz ha d’e oll bompad, a meus goechal heuliet.
Pardon a c’houlennàn da guenta ouz Doue,
Hac ouzoc’h, christenien, a zo amàn hirie :
Graç demp d’en em velet assambles o repos,
Goude fin hor bue, en gloar ar Barados.
D’an tol a anter-nôs, Mogis a zorti
da vont d’an hermitach.
————
Unan-varnuguentvet Dialog.
Renod, e Vreudeur ha Roland.
Alard.
Ar veach-màn, Roland, hon eus eur prisonier
Pehini, a gred din, a rêyo e affer
Da ober demp cavet peoc’h gant an Ampereur,
Ia, en bêr amzer, hep arrêti nemeur.
Roland.
Lavarit din piou ê, me ho ped, Autrone.
Renod.
Deut da velet, Roland : ha c’houi en anave ?
Roland a anavez ar Roue hac a lavar :
Meulet ra vo Doue hac ar Verc’hez santel.
Evit ar veach-màn hor bo fin d’ar brezel :
Lavarit din penos oc’h eus-an transportet.
Guichard.
Me gred ez ê Mogis en deus grêt an torfet.
|
Roland a hij ar Roue evit e zifuni, hac a lavar :
Aoüalc’h oc’h eus cousqet ; difunit prontamant ;
Da Vontoban oc’h deut coulz hac ho niz Roland :
Evidòn d’en heurta, me vel ne zifun qet ;
Me lavar franchamant ê gant Mogis sorcet.
Richard.
Ret vo caout Mogis evit en difuni :
Demp d’e gambr d’e gavet, e màn o reposi.
Renod.
Lavarit din, Fosson, humblamant m’ho supli,
Ha n’oc’h eus get güelet va c’hender qer Mogi.
Fosson.
Me lavar dêc’h, Renod, gant calz eus a c’hlac’har,
Ez omp eus a Vogis e meus aon bras var vâr,
Rac vardro anter-nôs e meus-àn bet clêvet
O qüittât eus e gambr sioula m’en deus allet ;
Güisqet en eur fêçon, herves a zeblant din,
Evel ouz eun hermit pe ouz eur pelerin :
Me meus bet eur c’hoant vras da rêi dêc’h da c’houzout ;
Mes maleurusamant e voac’h goal gousqet tout.
Guichard.
Allas ! va c’hender qer, dilezet omp ganêc’h ;
Ar vech-mâ e varfomp gant qeuz ha glac’har dêc’h.
Petra a rêyomp-hi, p’hon eus collet Mogi,
A voa hon esperanç hac hor brassa appui ?
Richard.
Ah ! Roue disleal, obstinet hac impi !
C’houi an hini zo caus m’hon eus collet Mogi ;
Hoguen peneverde coll va reputation,
Me droc’hfe ho clopen hep tam compassion.
Roland.
Eul lachete horrubl ha rebechus meurbet
Ez ê laza eun den pehihi zo cousqet.
Appezit ho canvou, me ho ped, Autrone ;
Me a ray hoc’h accord en qichen ar Roue.
Digueri a rêr ar ridojou, hac e tifuner ar Roue.
|
Charlamagn.
Orsus pe me a meus vision pe uvre,
Pe otramant e meus an eil hac eguile.
Seblantout a ra din, p’en em gonsideràn,
Penos e mòn amàn en castel Montoban.
Ah ! diaoul incarnet ! Mogis, cos anchantour,
Digasset òn ganêc’h en creiz va adversour ;
Mes mar dòn Ampereur ha Roue curunet,
Birviqen ne ran peoc’h qen a vi sur crouguet.
Richard a dosta d’ar Roue gant e gleze noaz, hac a lavar :
| |