◄ 1830. Banked ar Faven. Revolusion. | Charles X a guita Bro-Franz. | Deskadurez Herri V. ► |
Prest-goude kement-man ar Roue hag he dud a ziblasaz euz a Rambouillet evit kuitaat he rouantelez. Odillon-Barrot, Schonen hag ar Marichal Maison a oe karget gant ar c’houarnamant da vont gant-han betek Cherbourg. Ar veach a oe trist ha tavedik. E meur a leac’h koulzkoude ar bobl a gemere ann hardisiegez da rei d’ar Beachourien ger merkou hanad a geuz hag a garantez. E Montebourg ann dud en em zastummaz en dro da garrons ann Duk a Vourdel, a c’houlennaz he zaouarn da boket d’ezho, ha kalz a lavare o skuilla daelou druz : Difenet mad eo ouz-omp lavarout d’eoc’h ar pez a zo e gweled hor c’haloun ; n’euz fors, bevet ann duk a Vourdel ! Deuit enn dro hep dale. Er gear a Valogn soudarded ar c’houard roeal, ann daelou enn ho daoulagad, a roaz d’ar roue ho bannielou, ha Charles X a lavaraz d’ezho : Kemer a rann digan-e-hoc’h ho pannielou nobl, dinam ; ha kredi a rann penaoz ann Duk a Vourdel ho digaso-d’e-hoc’h enn dro, enn hevelep stad ; Kenavezo aotrounez !
D’ar c’houezek a viz eost 1830 ar Roue hag he dud a guitae Cherbourg var zaou lestrik Amerikan, hag ar gomz diveza lavaret da Charles X divar zouar Franz a oe ar gomz-ma a c’henou Odillon-Barrot : Sir, diouallit mad ar c’hrouadur prisiuz-se var behini eo diazezet chanz-vad rouantelez Frans.
Setu penaoz eo bet didronet ha forbaned unan euz hor guella rouaned. Charlez X n’en doa ket meritet koll he gurunen. Pa zougaz ar pevar gourc’hemenn a zo bet kiriek d’he walleur, ne zonje nemet ober evit ar gwella ; ha pa welaz e oa faziet, e c’houlennaz lemel ar gourc’hemennou-ze. He enebourien n’hen silaoujout ket.
Disleal eo bet ar vro enn he genver ; ha ken ne vezo raparet ann dislealded-se, Bro-Franz ne devezo na peoc’h paduz na gwir eurusted.
Abarz kuitaat Cherbourg, Charles X en devoa skrivet eul lizer da roue Bro-Zaoz da c’houlenn digant-han minic’hi evit-han he-unan hag evit he dud. Kemm-digemm euz a draou ar bed-ma ! Ann hini pehini daou viz araok a rea da listri Bro-Zaoz skarza er meaz euz ar Mor-Kreiziad, evit lezel ann hent frank ha dieub gand hol listri-ni da vont da c’hounit Aljer, a renk goulenn digor digant Bro-Zaoz, divar zaou lestrik amerikan. Ann treiz euz a Cherbourg da Vro-Zaoz e oe great buhan awalc’h ; ha ne c’hoarvezaz netra dreist-ordinal, nemet ma kreske tristidigez ann dreminidi dre ma pellaent diouc’h aochou Franz. Epad eur pennadik amzer ho devoe aoun na vijent kaset d’ann Amerika. Ann aotrou Dumont d’Urvil kabiten ar veach, ha pehini, var ma levereur, en doa urz da denna var lestr ar Roue ha d’he weledi ma raje Charles X ann distera min da zistrei var he giz, ann den digar-ze en divije ho c’haset d’ann Amerika hep truez ebed, ma vije bet roet urz d’ezhan d’hen ober : rak diskouez a reaz epad ann treiz ne oa ket eur galoun vad a zen. Charles X en devoa great kalz a vad d’ezhan ; offisour braz e oa dre he aotre, hag e oa zoken o paouez beza great tro ar bed var vor, dre choaz hag euz a berz ar roue. Ha koulskoude e vankaz a respet da Charles X, o tamallout d’ezhan ha d’he vignouned ar reusiou nevez-c’hoarvezet. Den reuzeudik he-unan, pa’z eo gwir ec’h ankounac’heaz madoberou he roue, ha reuzeudikoc’h a c’houdevez, o veza bet lazet ha devet, enn eur freuz-kirri-tan, eur bloavez bennak goude.
Bro-Zaoz a reaz eun digemer ien a-walc’h d’ar Vourboned euz ar brank henan. Var ann aod e peleac’h e tiskenjont e oe guelet pavillonou tricolor pe triliou ; hag ar c’houarnamant evit lavarout mad, na reaz d’hon tud roeal nemet hanter zigemer. Ar joa vraz e devoa Bro-Zaoz o klevout dispac’h 1830, a ziskouez hanad he drouk-menosiou enn hor c’henver-ni. Elbik a zo a viskoaz etre ann daou bobl, hag eun dra a zo hag a ra mui a blijadur d’ar Zaozon eget ho brasa mad, drouk-eur ar C’hallaoued. Gouzout a reont penaoz ar C’hallaoued dispartiet diouc’h ar Vourboned a zo evel eun tiad tud kollet gant-han ann tad hag ar vamm, ha pehini na hell mui nag en em zifenn nag ober brud, keit ha ma choum er stad-se ; chetu perak en em hastjont da rei dorn d’ar c’houarnamant nevez. Hag ar c’houarnamant nevez, kaset da vale gand ar broiou all, en em harpaz var ann dorn trubard-se. Eur c’houarnamant a renk en em deurel etre divrec’h he vrasa enebour evit en em zerc’hel, a zo eunn dra dibaod awalc’h ma ne d-eo iskiz.
Mar tiskouezaz Bro-Zaoz hag he hugunoded kement a c’hlazentez e kenver Charles X, eun tiad tud katholik a zeuaz d’he zic’haoui dre ho hast hag ho c’halouniez. Ar C’hardinal Weld, kef ann dudchentil-ze pere a zisken euz a c’hoad Mari-Stuard, a gennigaz d’ar roue he vaner hag he vadou. D’ar maner-ze, hanvet Lulworth ez eaz eta ar Vourboned da c’hortoz gouzout peleac’h trei, ha peleac’h mont da choum evit mad.
Ann dud roeal hag ann nebeudik tudchentil a oe deuet d’ho heul enn ho harlu, a oa e maner koz Lulworth, evel eur vandennik treminidi, taolet gand ar stourm-vor var eun enezen didrouz ha kaer awalc’h mes pell siouaz euz ho bro ! Ann derveziou a dremene tenval ha tavedik. Ann daoulagad a droe bepred var-zu Bro-C’hall, hag ar spered leun a velkoni a c’houlenne digand ar galoun petra ’zeuje var lerc’h eur chenchamant ker prount ha ker souezuz. Pa zigoueze ar c’heleier euz a Vro-C’hall, neuze hep ken e save kaoz ha finv e Lulworth. E touez kalz a nevezentiou mantruz da galoun ar Roue, en em gave kalz a draou gwestl d’he frealzi. Eur blijadur dudiuz a oa d’ezhan gwelout pegement a dud a choume feal d’ezhan e rouantelez Frans. Tud a bep stad, tud a bep rumm, pere a rea dilez euz ann huella kargou, kentoc’h eget ober al le d’ar c’houarnamant nevez. Pebez kemm etre he vignouned hag he enebourien ? Ar re-ma a rea eur revolusion, a gase kuit ho rouaned guirion, evit kargou, hag a re-hont a zilez ho c’hargou, a gouez lod anezho e dienez evit derchel mad d’ho Roue ha d’ho lealded. Ann drid-kaloun a vije braz dreist holl, pa zigoueze eur beachour bennak euz a Vro-C’hall da brezek enn hir gomzou euz ar Vamm-vro. Unan euz ar re genta a zeuaz da welout ar Vourboned enn ho harlu, a oa ann aotrou de Sez, mab ann hini a zifennaz Loeiz-C’houezek dirak ar Gonvansion. Ann Duk a Vourdel, o veza klevet he hano, a lammaz d’he zorn a lavaraz d’ezhan : « Vad a ra d’in ho kwelout ama, e koun eveuz ho tad. »
Tost da zaou vis a ioa edo roue Bro-c’hall evel hostiz e ti ar Weled, pa zeuaz gouarnamant Bro-Zaoz da geniga d’ezhan kastel Holy-Rood e rouantelez Skos. Kannad Loeiz Felep e Bro-Zaoz, Talleirand ann eskop torret, a gavaz mad awalc’h kement-se, o veza ma ’z ea er c’hiz-se Charles X pell-oc’h-pell diouc’h rouantelez Frans. Da zivez miz here eo ez eaz ar Vourboned da Holy-Rood. Charles X gand ann Duk a Vourdel a ieaz dre vor ; ann Duk a Angoulem ann Dukez hag ann demezell Loeiza a ieaz dre zouar. Neuze Loeiza a lavaraz d’he breur : « Ni vezo eurusoc’h eged-oud, en eur vont dre zouar ni welo kalz traou, hag o vont dre vor te na weli netra. — Oh ! Loeiza, eme Herri, me laka e-vezo va beach eurusoc’h eget ho hini, rak me wello Bro-C'hall.
Holy-Rood, palez roeal, amzer zo bet, a zo hirio eur c’hastel koz hanter-zismantret, ha deread dre gement-se ouz ar Vourboned, kouezed ivez euz ho stad euruz. E leac’h kirri alaoured ann Teoleri, n’ho doa eno nemet eur c’harrons louach gopreet gant-ho. Ann demezell Loeiza, pehini a gare kalz ar baleadennou var varc’h, a bae kezek louach dre hanter zeiz, pa felle d’ezhi ober he galopaden.
Pa ieaz ar Vourboned ermeaz euz ar vro, e oe komzet a zevri e touez ar bobl euz a zommou spontuz eat gant-ho enn ho harlu. Eun dervez pe zaou goude e oe gwelet sklear hag hanat ne oa kement-se nemet eur gaou nevez da greski ar bern euz ar geier all. Ar Vourboned var ann tron a rea gant ho madou ar pez a ra ann heol gant douriou ar mor : Ann heol a zav hag a denn douriou ar mor etrezek enn-han evit ho skuilla goude var ann douar e glao hag e gliz, hag ar Vourboned mar ho devoa eun nebeudik madou ebarz ar rouantelez, ho c’hemere gand eun dorn hag ho ranne gand egile etre ezommou ar vro. Er c’hiz-se, eur ministr o veza deut eun devez da c’houlenn digant ann Duk a Angoulem eur zikour bennak evid eur barrez, ann Duk a lavaraz d’ezhan : « Aotrou, gwall na vezet gan-e-hoc’h, red e vezo d’e-hoc’h dont eur wech all. Boazet ounn a bell-zo da rei bep bloaz d’ar vro ar pez a douchann digant-hi. Ar bloaz a echu hirio, ha va arc’hant ivez ; roet am euz, er mintin-ma, holl ar pez ar choume gan-en ; deuit enn dro var c’hoaz. » Gand ann hevelep boasiou na zastummer ket a denzoriou. Evel-se dispac’h 1830 a bakaz ar Vourboned gozik var netra ; ha ma vije bet lammet digant-ho ar c’hoajou ho devoa pep hini var he hano he-unan dre ar rouantelez, e vijent eat er meaz euz ar vro var ann aluzen. N’hon euz ket klevet en divije Charles X lekeat eur gwennek var gampi er rouantelesiou all ; hag hirio e lekeeur milionou. Charles X a lavare evel guechall he dad koz herri IV : « Ar Rouantelez ha me a zo egiz grek hag ozac’h hor madou a dleomp da vera evit brasa mad hor bugale. » Petra zo kaoz eo kresket ar gwiriou euz a eunn drederen abaoue 1830 ? Ann hanter euz ann dud a zo er c’hargou n’emaint ket enn ho renk, ha gant aoun rak eur chenchamant bennak, en em gemeront pep hini enn he zoare da douza ha da ober ho fellen epad ma ema ann denved etre ho daouarn. Gant mistri natur ar vro, ann traou na iafent ket er c’hiz-se. Madou Roue Franz a zo madou ar vro hag a choum gant-hi.