Mont d’an endalc’had

Buez Jeann d’Arc/Kentel 36

Eus Wikimammenn
Lethielleux & Salaun, 1910  (p. 235-244)



KENTEL XXXVI


Goueliou kaer e Roum, e Frans.


I. — E Roum.


Goude al lizer diveza skrivet var e urz gant ar C’hardinal Cretoni d’an 13 a viz kerzu 1908, Hon Tad Santel ar Pab a skrivaz kement-ma d’an 11 a viz ebrel 1909 : « D’an 12 a viz genver diveza an oll Gardinaled a ioa e lez ar Vatican o deuz lavaret e kavent mad e vije lakeat Jeann d’Arc e renk an dud eüruz. Ni, evelato, rak eun dra vraz eo kement-se, a joumaz eb lavaret petra Zounjemp, hag a c’hedaz aben divezatoc’h evit goulen sklerijen an Nenv dre Hor pedennou birvidik. Goude beza pedet mad an Aotrou Doue, d’ar 24 a viz genver diveza, gouel ar Famill zantel Jesus, Mari, Joseph, goude beza lavaret an Oferen, a zirak ar c’hardinal Cretoni, ar c’hardinal Ferrata, an Arc’heskob Panici, an Tad Verde, Hon euz lavaret a vouez huel e c’hellet eb aoun lakat Jeann d’Arc e renk an dud eüruz… Selaouet eo bet eta ganeomp goulennou ha pedennou eskibien Frans ha kalz eskibien all, hag E roomp aotre da c’helver Jeann d’Arc plac’h eüruz ha da lakat var e skeudennou en dro d’e fen eur c’helc’h a c’hloar. Aotrea reomp c’hoaz ma vezo bep bloaz lavaret an ofis santel hag an oferen en e enor, oferen ar Gwerc’hezed Santel, gant an oresonou great evit pedi Jeann ha kavet mad ganeomp. An ofiz hag an oferen-ze a zo evit eskobti Orleans ebken. Ra vezo servicherez Doue, Jeann d’Arc, gwerc’hez Orleans, galvet plac’h eüruz. Skrivet e Roum, 11 ebrel 1909. »

Setu aman an Oremus kenta evit oferen Jeann d’Arc.

« Deus, qui beatam Joannam Virginem ad fidem ac patriam tuendam suscitasti : da, quaesumus, ejus intercessione, ut Ecclesia tua, hostium superatis insidiis, perpetua pace fruatur. Per Dominum… »

« Doue, c’hwi o peuz digaset Jeann ar Verc’hez evit difen ar feiz hag ar vro ; grit ma c’hello, dre e fedennou, an Iliz beza distrobet euz lasou e enebourien ha kaout ar peoc’h da viken. »

An eskobtiou all o deuz goulennet ivez aotre da ober gouel Jeann d’Arc. Ar gouel-ze a vezo great d’ar zul goude ar Iaou-Bask. Kanet e vezo neuze en hon ilizou oferen Jeann d’Arc. Kerkent ha ma teuaz euz Roum ar c’helou e vije lakeat Jeann d’Arc e renk an dud eüruz, ar joa, al levenez a oue gwelet o para var tal an oll Fransisien, hag o c’haloun a oue leun a anaoudegez vad evit ar Pab a roe d’or bro eur merk nevez euz e garantez.

D’an 18 a viz ebrel eo e vezo enoret Jeann e Roum, a verke ar c’heleier. « Deomp eta da Roum, » a lavaraz tud Frans. Hag e zeont a villierou. Eskibien Frans a ioa 67 anezo ; e Roum d’an 18 a viz ebrel 1909 ne veze gwelet nemed tud euz Frans ; var a leverer, e zoa 40.000 pe var dro.

Iliz veur sant Per e Roum a zo braz spountuz p’e gwir e deuz 187 metr hirder hag e zeuz dindanni tri dervez arad (15.160 mètres carrés). Mad, leun oa d’an 18 a viz ebrel. Kempennet brao oa an iliz ; pallennou ruz hag alaouret a ioa staget oc’h ar pilierou ; gwelet a reat ivez taolennou kaer livet varno buez ar verc’hez, e mouesiou, Orleans saveteet, ar roue kurunet e Reims, e maro dre an tan e Rouen.

Da naver hanter e zeuz emgavet e iliz sant Per 14 kardinal, 80 eskob, meur a hini euz senatourien ha deputeed Frans, ganto o chelpou trikolor. Len a rer skrid ar pab a ro aotre da lakaat Jeann d’Arc var roll an dud eüruz. Neuze eo dizoloet an daolen a ioa a Zioc’h kador sant Per hag a ioa livet varni skeuden Jeann d’Arc en e zav, gant e armou hag e baniel ; en dro dezi sant Mikeal, santez Katell, santez Mac’harit, hag eur maread a elez ; euz e fen e za bannou, skinou a sklerijen a deu da veza skeduz kerkent ha ma zeo alumet ar goulaou elektrik.

D’ar mare-ze, an oll a zant o c’haloun o lamet en o c’hreiz gant al levenez ; hiniennou ne c’hellont ket miret da strakal o daouarn, mes buan eo great dezo eana, rak en iliz eo red tevel. An Aotrou Touchet, eskob Orleans, a goumans gant an Te Deum, ar c’hleier a zoun evit rei da anaout d’ar bed eo enoret hirio Jeann d’Arc gant an Iliz. Pebez joa, pebez laouenedigez evit tud Frans ! An dour a deue euz an daoulagad. O Jeann, pedit evit ho pro a gar kement ac’hanoc’h !

Da c’houde eo kanet an oferen, oferen ar plac’h eüruz Jeann d’Arc, hag evel m’oa dleet, an Aotrou Touchet, eskob Orleans, eo a ganaz an oferen genta en enor da Jeann d’Arc.

Dioc’h ar pardaez, da 5 heur, Hon Tad Santel ar Pab a ziskennaz e iliz sant Per evit enori ha pedi Jeann d’Arc. Oc’h e c’hedal e zoa 22 kardinal, 80 eskob ha leun an iliz a dud. Ar Pab a iea goustadik, azezet evel m’eo ar c’hiz en eur gador douget var o diouskoaz gant tud gwisket kaer kenan. Dre ma zea, e roe e vennoz. Pa emgavaz e kichen aoter sant Per, e tiskennaz evit enori ar plac’h eüruz. Neuze e oue kanet an Hymn da Jeann d’Arc ha da c’houde roet benediksion ar Zakramant, adarre gant an Aotrou Touchet. Da c’houde ar Pab a zistroaz d’e balez evel m’oa deuet, hag an dud a ieaz er meaz euz a iliz sant Per ; ne an kounac’haint morse ar joa o deuz bet en dervez-se.

Ar Pab a oue mad kenan e kenver pelerined ar Frans. Ouspen an dro ma teuaz da enori Jeann d’Arc, e tigemeraz anezo eur veic’h all c’hoaz e iliz sant Per. An Aotrou Touchet, eskob Orleans a reaz dezan eur brezegen gaer meurbed evit e drugarekaat euz ar pez en doa great evit Jeann d’Arc hag ar Frans, ha lavaret dezan pegen stard e talc’haz hag e talc’ho bepred ar Frans d’an Iliz santel katolik, da gador sant Per.

Ar Pab a respountaz e gallek ; len a reaz e-unan, a vouez huel, ar pez en doa skrivet var baper. Trugarekaat a reaz eskob Orleans hag an oll Fransisien da veza diskleriet a vouez huel e karent ar Pab, e sentfent ato outan evel m’o deuz great beteg-hen kristenien Frans… Ar Frans, eme ar Pab, e deuz great traou braz ha kaer evit an Iliz… ar Frans, bro a feiz krenv, leun a dud a galoun enni… nag a oberou a garantez er vro-ze ; nag a dud euz ar Frans a zo eat da brezeg an Aviel d’ar broïou pell hag o deuz roet o buez evit relijion Jesus-Krist… Bet e c’heller karet ar Pab, karet an Iliz ha karet ar vro. Ha zoken gwella tud zo er Frans hag e leac’h all eo ar re a zo gwir gristenien gatolik… Ar re a c’houarn ar vro a dle lezel an Iliz e peoc’h, ha n’e ket ober brezel dezi, klask miret outi da ober vad d’an eneou. M’ar greont brezel d’an Iliz, e z’int tud kriz, hag an dud-se ne vezint ket karet, doujet gant o c’henvroiz. Marteze e c’hellint ober aoun d’ar re all, o lakaat da blega dre nerz, mez karantez evito ne vezo ket… Bezit ato sentuz evel hirio ouz an Iliz, ouz ar Pab, neuz forz petra emgavo… Laouen E vezimp, kristenien Frans, ma stourmoc’h, a zindan baniel Jeann d’Arc, evit « ho relijion hag ho pro… » Kemeret a reomp perz er joa ho peuz hirio oc’h enori hag o pedi Gwerc’hez Orleans, an hini a ziframaz gwechall ar Frans euz adre daouarn ar Zaozoun hag a viraz evelse outi da drei kein da Roum, d’an Iliz katolik… »

Gwir a lavare ar Pab. Eur c’hant vloaz benag goude maro Jeann d’Arc, Bro-Zaoz a ieaz da brotestantez. Anez Jeann d’Arc, marteze ivez ar Frans a vije eat da brotestantez varlerc’h Bro-Zaoz deuet da veza mestrez en or bro.

Goude m’en devoue ar Pab roet e vennoz da belerined Frans, p’edo o tistrei d’e balez, o tremen e kreiz tud Orleans a ioa ganto eun drapo trikolor, ar Pab a grogaz en drapo hag a bokaz dezan. Neuze, daoust ha ma z’edont en iliz, an oll en em lakeaz da strakall o daouarn, ha ne oue ket gellet miret outo. An hini a gavo dezan o deuz great fall, n’en deuz nemet tamall ar Pab.

En dervesiou varlerc’h e oue great c’hoaz goueliou kaer e Roum evit enori Jeann d’Arc, eun triduum e iliz sant Loïz ar Fransisien. Eun dervez, ar brezegen a oue great gant eskob sant Die, a zo Domremy en e eskobti ; eun dervez all gant eskob Orleans ; eun dervez all gant arc’hesbop Reims, ar c’hardinal Luçon ; eur brezegen a oue great ivez gant eun Italian, eskob Tivoli.

E peb leac’h e zeuz bet laouenedigez o velet ar Pab oc’h enori Jeann d’Arc. Eskibien Bro-Zaoz o deuz digaset eul lizer kaer da eskibien Frans evit lavaret dezo e kemerent perz en o joa. Tud Bro-Zaoz eo o deuz devet Jeann d’Arc. Mes ra vezo ankounac’heat ar pez zo bet great gwechall. Hirio e Bro-Zaoz Jeann n’e deuz mui enebour ebet hag an oll a zo laouen o velet hano ar verc’hez santel gwalc’het evit mad ha savet huel. Ra vezo savet hueloc’h c’hoaz : setu ase petra c’houlen eskibien ha katoliked Bro-Zaoz. Ra zeuio Jeann da lakaat ar peoc’h gwirion etre an diou vro.


II. — Er Frans.


E eskobti Kemper.

Aotroun’ Eskob Kemper, an Aotrou Duparc, en e lizer evit Koraïz 1909, en doa pedet an dud da lakaat drapoiou oc’h o ziez d’an 18 a viz ebrel, hag e lavare d’ar parresiou n’o doa ket a dro da ober gouel Jeann d’Arc en dervez-se, da c’hedal eun dervez all. Selaouet eo bet mouez an Aotroun’Eskob. D’an 18 a viz ebrel en darn vrasa euz ar parresiou e oue great gouel Jeann d’Arc. Mall a ioa : n’oa ket a c’hoant d’a c’hedal. An tiez a ioa leun a zrapoiou, ti ar paour evel ti ar pinvidik ; en ilizou e oue great ar brezegen ha kanet kantikou evit meuli Jeann d’Arc, ha dioc’h an noz e prenesier an tiez oa eun dudi gwelet ar goulaou o lugerni. E meur a barrez e oue great prosession ar goulou hag ivez tantesiou evel da c’houel sant Ian, sant Per, pe zant patron ar barrez.

E Kemper, e iliz veur sant Kaorantin kempennet kaer, ha leun a dud enni, da 8 heur dioc’h an noz, an Aotroun’ Eskob a reaz eur brezegen dispar evit meuli Jeann d’Arc. N’oa ket eat da Roum, rak nevez bet oa o velet ar Pab. Abalamour da ze Kemperiz o deuz bet ar blijadur d’e glevet o tisplega dirazo buez Jeann d’Arc. Epad eun heur e choumaz er gador, mez an heur-ze a dremenaz buhan, rak eun dudi oa klevet an Aotroun’Eskob o komz divarben gwerc’hez Orleans.

Pa deuaz an noz, e oue plijadur ivez o velet an tiez e kear sklerijennet en eun doare kaer meurbed : an eskobti, presbital sant Korantin, hini sant Vaze hag eur maread a diez all a ioa brao kenan : hiniennou o doa goulou elektrik, re all bouji e leternou paper a bep seurt liou : ruz, gwen, gwer, melen, trikolor. Ar c’haera taol lagad, a gav d’in, a ioa divar bount an Hospital : ac’hano e velet skol sant Yves, skol santez Anna hag al Likès, skol sant Visant a Baol, e peb hini anezo ouspen ugent prenestr sklerijennet.

Hag evelato red eo lavaret ar virionez pen da ben, daoust pegen kasaüz eo ar virionez da glevet. E Kemper e zoa kalz goulaou, kalz drapoïou : ne zoa ket awalc’h goulskoude. Meur a di, tud vad enno, n’o doa na drapo, na goulou. Ha perak ? Abalamour, var a leverer, ar re a zo oc’h ober kem-werz ne gavent ket mad enori Jeann d’Arc var digarez ma verzont traou d’an oll, hag an oll, siouaz ! n’emaint ket evit Jeann d’Arc. Digaresiou ha ne dalvezont netra ! Daoust hag e zaïo nebeutoc’h a dud d’ho ti, ma tiskwezoc’h e zoc’h kristen ? Daoust hag al lezen gristen ne zesk ket d’an den beza honest ? Nan, nan, n’e ket mad kaout aoun oc’h anzao ar feiz. An hini a zo kristen a dle en diskwez eb mez ebet, kemeret skwer var Jeann d’Arc. N’e ket hounnez e doa mez o tiskuez e feiz !

Er c’heariou bian, avad, hag er parresiou var ar meaz eo eat mad kenan an traou. Eno an oll o deuz enoret Jeann d’Arc, hag eb aoun ebet, evel gwir gristenien. Oc’h peb ti drapoïou ha zoken oc’h an tiez var ar meaz, oc’h an tiez kuzet e kreiz an douarou. Red e vije henvel oll parresiou eskobti Kemper, rak diez braz eo rei ar priz kenta, ken brao eo bet ar gouel e peb parrez, koulz lavaret. Ar skoliou kristen ivez, sklear eo, ar re vraz, ar re vian, o deuz meulet Jeann d’Arc gwella ma c’hellent. Jeann d’Arc, beillit var eskobti Kemper en deuz diskwezet kement a garantez evidoc’h, en deuz great goueliou ken kaer evit oc’h enori, en deuz pedet kement ac’hanoc’h !


En eskobtiou all euz ar Frans e zeuz bet great ivez, e peb leac’h, goueliou braz evit enori Jeann d’Arc. Ar goueliou kaera, evelato, evel m’oa dleet, a zo bet great e Orleans. Evel m’eo bet lavaret hueloc’h, bep bloaz, d’an 8 a viz mae, e vez great eur brosession evit digas da zounj e oue saveteat ar gear da genver an dervez-se gant Jeann d’Arc. Er bloaz-man e oue great eun triduum da genta ; eur maread a eskibien a deuaz da Orleans evit prezeg hag evit kemeret perz er brosession a oue kaeroc’h eget biskoaz, daoust ha ma ne deuaz ket ar zoudardet, rak difennet e oue outo gant ar ministr.

E Rouan e oue great gouel Jeann d’Arc da genver an deiz ma oue devet var blasen ar C’hoz-Marc’had, 30 a viz mae, ha kalz a dud a deuaz ivez d’ar gouel-ze. E Reims, da viz guere e oue ivez goueliou euz ar re gaera.

Mez re irr e vije komz euz kement zo bet great e Frans evit enori Jeann d’Arc. Ar pez a ranker da lavaret eo e zeuz bet levenez e peb leac’h, rak e peb leac’h Jeann a zo karet ; ha penaoz ne vije ket ? Tremenet e deuz e buez oc’h ober vad d’an oll, vad d’e bro. Ar Fransisien a anavez mad kement-se ha ne deuint morse d’en ankounac’haat.

Ha Jeann d’Arc a gendalc’ho d’ober vad d’e bro. Pedi a raïo evidomp ha lakat a raïo da zisken varnomp bennoz an Aotrou Doue. Setu petra dle da c’houlen diganti kristenien Frans.

Ha divezatoc’h, fizians on euz, an Iliz a Zavo hueloc’h c’hoaz hano Jeann d’Arc. Goude m’e devezo Jeann great daou virakl nevez, eskob Orleans, pe eun all, a c’hello goulen ma vezo lakeat var roll ar zent er Baradoz. An Iliz, leun a furnez, a gemer ato e amzer. Poueza mad a ra peb tra. Evelse ar proses evit lakat Jeann d’Arc var roll an dud eüruz a zo padet meur a vloaz. M’ar gra daou virakl nevez, miraklou braz, goude ma vezo goulennet e lakat var roll ar zent, e vezo great a nevez ar proses pen da ben, ha goude beza pouezet mad adarre peb tra ha pedet an Aotrou Doue, ar Pab a lakaio anezi e renk ar zent, hag e vezo gellet lavaret : « Santez Jeann d’Arc, pedit evidomp » hag e vezo gellet lakat var an aoteriou e skeudennou. Hirio ne c’heller lavaret c’hoaz nemed : « Jeann d’Arc, plach eüruz, pedit evidomp. »

Mes, evel a veler, abaoue an 18 a viz ebrel 1909 e c’heller e enori, e fedi ; er great on euz hag en ober a reomp a greiz or c’haloun :


Jeann d’Arc, plac’h eüruz,
Petit evidomp, pedit evit ar Frans.