Buez Jeann d’Arc/Kentel 31
Pevar devez goude, pa zihunaz Jeann dioc’h ar mintin, e c’houlennaz digant he goardou beza dichadennet epad m’en em viskfe ; rak, ouspenn m’oa chadennet he divesker, e oa c’hoaz liamet e c’horf braz en hevelep doare ma ne c’helle ket finval var he guele. Ar goardou a zichadennaz anezhi, mes, e leac’h rei d’ezhi he dillad maouez ne rojont d’ezhi nemet he dillad goaz. Jeann a lavaraz : « Promettet em euz n’ho guiskin mui. » E leac’h respount, ar goardou a zirollaz da c’hoarzin goapaüz ; resevet o doa, eb mar ebet, eun urz benag digant ho mistri evit ober kement-se.
Betek kreisdeiz, ar verzerez a joumaz en he guele, eb en em viska ; mes deut ar mare-ze euz an deiz, ne c’hellaz mui herzel ; red oa d’ezhi sevel. N’e doa ken dillad nemet he dillad goaz, ar re e doa douget araok mont da vered Sant-Ouen : ho guiska a reaz a nevez. Ha setu perak, pa deuaz Cauchon, prestik goude, d’he guelet er prizoun, e kavaz ar verc’hez iaouank gant he dillad goaz. Hen a reaz d’ezhi eur goulenn benag, a reaz merka ar respounchou, hag a ieaz er meaz en eur lavaret laouen da Warwick, gouarner kear : « Mad dreist eo, e ma d’eomp. »
Jeann a ioa beuzet he chalon en dristidigez. Kaer e doa ober, ne c’helle ket miret ouz he spered da nijal varzu an amzer tremenet : nag eüruz e oa bet oc’h ober labour Doue var dro Orleans ha Reims ! Na laouen e oa neuze o klevet an dud paour ha dister o veuli Doue da veza digaset anezhi d’ho sikour ; e leac’h e Rouen, siouaz ? e Rouen ne gleve ha ne vele nemet offansi Doue. N’eo ket ebken ar goardou a lavare hag a rea d’ezhi goasa c’hellent : ne oa ket souezet o klevet ar zoudardet fallakr-ze o pec’hi hag o vlasphemi ; mes Saozon a renk huel a deuaz avechou d’ober poan d’ezhi en he frizoun.
Eun devez, eun dijentil Saoz a ioa deut evelse betek ennhi, hag a ioa c’houmet he-unan ganthi eur pennad. P’en em gavaz ar gouarner, var glemmou ar brizounierez, e kavaz anezhi beuzet en he daelou. Treac’h oa bet, mes lavaret a rea goude : « Guell eo ganen mervel eget n’eo choum hirroc’h etre daouarn ar Zaozon-ze. » Ha dre ma oa bet lavaret muioc’h a draou d’ezhi epad m’e doa douget dillad maouez, e kave easoc’h, abalamour da-ze, dougen he guiskamant goaz.
Rak Jeann n’e doa aoun nemed rac’h eun dra : ar pec’hed. E c’haloun a ioa eur galoun dinam kenan hag e kreiz ar brezeliou n’eo ket bet kaillaret tam ebet. Dunois, d’Aulon an duk a Alanson o deuz diskleriet ha touet var an Aviel n’o deuz morse santet ioul, c’hoant fall ebet e kichen Jeann, rak ar zantelez a bare ato var e bizaj.
Antronoz Cauchon a oue mall gantan gervel ar varnerien da zont var he dro. Daou ha daou ugent en em gavaz e chapel vraz arc’heskopti Rouen. An eskop fallakr a zisplegaz e berr gomzou ar prosez dirazho, lenn a reaz ar paper e doa sinet Jeann, (eb her gouzout), e guered Sant-Ouen, ne zougfe mui dillad goaz, hag e lavaraz : « Setu
ama, ouspenn, ar respounchou e deuz great ar verc’h-se d’in deac’h ; brema, barnit anezhi. »
Eur c’halz euz ar varnerien a ziskleriaz e oa kouezet Jeann en he fec’hed koz, da lavaret eo, e doa kemeret a nevez he guiskamant goaz ; goulenn a rejont evelato ma vije digaset ar verc’hez iaouank dirak al lez-varn evit en em zifenn dirak an oll divarbenn he lavarou hag oberou er prizoun, ha divarbenn ar skrid e doa sinet e guered Sant-Ouen. Eskop Beauvais a oue disleal : ne roaz ket ho goulenn d’ar varnerien gant aon ne vije bet diskuillet peger fallakr oa bet e kenver ar brizounierez. Ar varnerien o deuz eta koundaonet Jeann eb beza roet d’ezhi ar galloud d’en em zifenn, eb beza klevet anezhi.
Dioc’h ma lavar Dunand, Cauchon a zo bet fallakr, en tu all da gement a c’heller sonjal, p’en deuz barnet Jeann. Daou ebken, emezhan, euz ar varnerien a lavaraz : « Jeann a zo kouezet a nevez en he fec’hed. » An daou ugent all a lavaraz : « N’eo ket sklear aoualc’h an traou evidomp-ni, ni a fell d’eomp da genta klevet Jeann araok he barn. » Eskop Beauvais, eb digas ar verc’hez iaouank dirak ar varnerien, a zougas ar zetans en he enep en hano an oll : aon en doa, ma vije bet deut Jeann dirak an doktored, na vije bet dizoloet he droiou kamm.
En devez-se, 30 a viz mae 1431, eur merc’her, daou vanac’h euz a urz Sant Dominik a ieaz a berz Cauchon da ziskleria d’ar paour keaz plac’h iaouank e tlie beza barnet d’ar maro. Pa glevaz ar c’helou trubuilluz-se, Jeann a skuillaz daelou birvidik hag a fuillaz he bleo : « Siouaz ! emezhi, na petra reer d’in ! Va c’horf, am euz miret pur ha guerc’h atao, a vezo eta devet hirio ! Ah ! guell eo ganen mervel seiz guech eget beza devet er giz-se ! Ma vijen bet etre daouarn an dud a Iliz, n’eo ket etre daouarn ar Zaozon eo, kement-se ne vefe ket en em gavet. Ah ! eun devez, Doue, ar barner diveza, a raio paea ar gaou a reer ouzin. »
Prestik goude, Cauchon, (an den-ze n’en doa mez ebet), a deuaz er prizoun gant eun nebeut doktored. Jeann a baouezaz kerkent he hirvoudou, sevel a reaz huel he fenn en eur lavaret da Gauchon : « Eskop, dreizoc’h eo e varvan ! — Mervel a reoc’h, emezhan, abalamour m’oc’h eat eneb ho ker. — Siouaz ! emezhi, m’o pefe va lakeat e prizoun an dud a Iliz, an dra-ma ne vefe ket c’hoarvezet ; rak-se, ho kervel a ran dirak barnedigez Doue. »
Pa oue eat Cauchon kuit, hag he genseurted ganthan, an Tad Martin euz a urz Sant Dominik a goveseaz Jeann : hi a skuillaz daelou c’houero. Pa oue achu he c’hovesion ganthi, ar verc’h iaouank a c’houlennaz ar gommunion zantel, hag an Tad a reaz da Vassieu, an ursier, mont da c’houlenn ali an eskop var gement-se. Ma vije bet Jeann eur bec’herez, evel ma lavare Cauchon, pec’herez aheurtet, exkumunuget, ne dliet ket kas an Aotrou Doue d’ezhi.
Mes an eskop, goude beza en em glevet gant he guzulerien, a ziskleriaz d’an ursier : « Kas a c’heller he Doue d’ezhi. » Dre ar c’homzou-ze, Cauchon a anzave he-unan, sklear, ne oa ket Jeann eur bec’herez.
Kerkent ha ma oue deut respount an eskop, eur beleg a ieaz da glask he Doue da Jeann. Gant aon rak ar goardou Saoz a c’helle blasphemi ha lavaret luc’hach, ar beleg a zigasaz ar zakramant e kuz, eb kloc’h, na goulou. An Tad Martin a ’z eaz drouk ennhan : « It en dro buan, ha grit d’ar veleien digas an Aotrou Doue d’ar brizounierez gant an oll henoriou. » Roet e oue d’ezhan he c’houlenn, hag ar bobl a heuliaz an Aotrou Doue. Hervez giz an amzer-ze, ar veleien a heulie ar Zakramant, meulet ra vezo, a gane al litaniou, dre ma ’z eant ; ar bobl a respounte : « Pedit evithi. »
An Tad Martin a gemeraz an Hosti Zakr euz a dre zaouarn a beleg, he diskouez a reaz da Jeann en eur c’houlenn : « Ha kredi a rit-hu eo korf Jesus ? — Ia, emezhi, ha goulenn a ran e ve roet d’in. » Neuze e resevaz ar gommunion zantel gant ar brasa devosion, en enr skuill daelou. D’a c’houde, e trugarekeaz Doue a greiz kalon, pedi a reaz krenv Hor Zalver Jesus-Christ, ar Verc’hez Vari, ar zent, hag he fedennou a ioa ker birvidik, ma tirollaz meur a hini euz ar re a ioa eno da lenva ganthi.
A benn eur pennad, e oue roet d’ar verzerez he guiskamant diveza : eur zae hir evel m’e doa goulennet. Ha pa deuaz, eun tamik araok nao heur, c’houec’h ugent soudard saoz da gerc’hat Jeann, hi a ioa guisket ; sevel a reaz gant an Tad Martin ha Massieu var karr braz an Ankou.
Hed an hent, ar verc’h paour a bede ar Verc’hez hag ar zant a greiz kalon ; an dud vad a bede hag a lenve ganthi. A greiz pep tra e oue guelet eur beleg o tont a benn err varzu Jeann, sevel a reaz er c’harr hag e taoulinaz dirak ar verzerez en eur vouela dourek : « Pardoun, Jeann, emezhan, pardoun ! » Drouk ennho, ar zoudardet a grogaz ennhan, hag her c’hasaz kuit. Ar beleg-se a ioa Loyseleur, ar falz-kuzulier ; bourrevet gant rebechou he goustians ec’h anzave he bec’hed dirak an oll en eur c’houlenn pardon. Soudardet an eil renk, kounnaret-oll abalamour m’oa deut, var ho meno, Loyseleur da fall galoni, a voalgasaz anezhan. A drugare Doue evit an den-ze, Warwick a ioa tost eno, savetei e reaz Loyseleur, mes lavaret a reaz d’ezhan : « It kuit ha dioc’htu : a hent all, e maoc’h e riskl braz da goll ho puez. »
Dre ma ’z ea gant ruiou kear, varzu plasen ar Marc’had-Koz, Jeann a glemme eur vech er mare : « Rouen ! Rouen ! daoust hag ama ta eo e tlean mervel ? Ah ! Rouen ! aon am euz na vefez kastizet abalamour d’am maro ! »