Mont d’an endalc’had

Buez Jeann d’Arc/Kentel 17

Eus Wikimammenn



SEITEKVED KENTEL


Jeann a zo mall ganthi labourat c’hoaz. Kuzulerien ar Roue en he eneb. Karget eo da ziskar tri gastel saoz. Kemeret a ra Jargeau goude beza saveteat buez an duk Alanson. Daouzek kant Saoz lazet pe brizouniet.


M’en doa ar roue iaouank bolontez vad er penn kenta, he guzulerien a droaz buan anezhan. Hi, c’houezet gant an ourgouill, a entente ren ar roue, en despet da Jeann. Hag e leac’h diblas evit mont varzu Reims, ar roue ne rea nemet bernia digareziou ha choum da goll he amzer en ebatou, rak distroet oa er maner kaer en doa e kear Loch. E leac’h fall-galouni, Jeann a boanie muioc’h-mui, lavaret a rea eb ehan : « Mall eo diblas ! petra reomp ama ? » mes ar re vraz a blege ho fenn ha ne finvent ket.

Eun devez, devet gant ar vall e doa da labourat, Jeann a ieaz gant Dunois betek kampr ar roue. Dunois, kender Charles, a ioa du gant Jeann. Ar roue a ioa ganthan tri euz he guzulerien en he gampr, mes ar verc’h iaouank eb sellet outho a zaoulinaz dirak Charles : « Roue iaouank, emezhi, ne joumit ket keit ha keit all da c’houlen aliou ho tud, deuit buan da reseo ho kurunen e Reims. » Ar roue, nec’het-maro, a joume da zellet outhi. Neuze unan euz ar guzulerien a c’houlennaz diganthi : « Daoust hag ho Moueziou o deuz diskleriet deoc’h eun dra benag var gement-se ? — Ia, emezhi, ha mall eo ganen senti outho. — Daoust ha ne c’helfach ket diskleria d’eomp ama dirak ar roue penaoz e komz ar Moueziou ouzoc’h ? — Mar kar ar roue, emezhi, e livirin. — Ia, eme Jarles, livirit an dra-ze d’eomp. » Neuze Jeann a gomzaz evel hen : « Pa ’m euz re a boan, o veza ma ne greder ket an traou a zisklerian a berz Doue, ez an a gostez da bedi, hag e c’houlennan digant an Aotrou Doue perak n’am c’hreder ket. Varlec’h va feden e klevan eur vouez o lavaret d’in : Merc’h Doue, kea ! kea ! kea ! Me da zikouro. Kea ! ha pa glevan ar vouez-se, va ene a zo bar gant al levenez, hag e karfenn choum atao er stad-se. » Ha dre ma komze Jeann, he bizach a deue da veza sklerijennet, ar roue hag he guzulerien a vele ervad e kleve e guirionez Moueziou euz ar bed all.

Divar an devez-se, kuzulerien ar roue iaouank ne gredjont mui enebi a grenn. Evit miret evelato n’ez afet re vuan da Reims, e leverjont d’ar verc’hez iaouank : « Epad ma savimp soudardet nevez evit ma c’hello mont gant henor ar roue da Reims, c’houi, gant soudardet Orleans, a ziskaro ar Zaozon a zo choumet gantho teir gear vian var ribl al Loire : Beaugency, Meung ha Jarjeau. Kas a reoc’h an enebourien euz an tri gastell krenv-ze, ha goude, ni a c’hello kerzet dizoursi varzu Reims. » Jeann a asantaz laouen ; labour a roet d’ezhi.

Ar roue a lakeaz an duk a Alanson a ioa kenderv d’ezhan e penn an arme, mes lavaret a reaz dezhan : « Jeann evelato e devezo galloud varnoc’h ; ne reoc’h netra nemet var he ali. » Pried an duk a Alanson a deuaz neuze da gaout guerc’hez Orleans : « Jeannett, emezhi, aon am euz evit an duk. Ema o paouez dont er meaz euz a brizouniou ar Zaozon, ha paea em euz ranket ker ker evit he gaout ma z’oun rivinet. Guell e vefe ganen he velet o choum er gear breman. — Itroun, eme Jeann, n’o pezet aon ebet. Ho pried a zistroio iac’h d’ar gear. » Hag evit guir, n’en em gavaz drouk ebet gant an duk a Alanson keit ha ma oue o vrezelekât gant Jeann.

Guerc’hez Orleans a ziblasaz gant ar zoudardet kenta. Roet e oue d’ezhi eur marc’h du leun a vuez hag a dan, mes ar zoudardet ne c’hellent ket ober d’ezhan choum reiz epad ma savje Jeann varnhan. Hi neuze, sklerijennet gant Doue, a lavaraz d’ezho : « Kasit hen e kichen ar groaz. » Dirak an iliz e oa eur groaz var an hent. Kerkent ha ma oue renet ar marc’h e kichen ar groaz-se, e oue reiz evel eun oan. An dud a oue souezet-maro hag a grede e oa kement-se eur mirakl. Eur vech var varc’h, Jeann a lavaraz d’ar veleien a ioa eno : « C’houi, tud a iliz, grit prosesionou ha pedennou. »

Neuze, e troaz varzu ar zoudardet. « Var araok ! var araok ! » emezhi. Ha setu an oll en hent.

Jeann a ieaz da genta da Orleans, eno e renkaz an oll brezellerien a iea ganthi d’an emgann. Eun eiz mil benag a ioa anezho, renet oant gant an duk a Alanson, Dunois, Lahir, de Gaucourt. Eun dudi oa evit Orleaniz kaout Jeann en ho c’hear, mes ne joumaz eno nemeur, mall e doa da vont d’ar stourmad. Mont a reaz da genta da Jarjeau, eur gear vian hag a zo pemp leo hueloc’h eget Orleans var al Loire ; ar Zaozon a ioa renet eno gant Suffolk, eur c’habiten brudet braz. P’en em gavaz ar Fransizien dirak kear, e savaz beac’h etre ar pennou braz. Lod a lavare : « N’euz fors peger krenv eo ar mogeriou, kear a vezo d’eomp, rak Jeann a zo ganeomp. » Lod all a zisklerie en eur heja ho fenn : « Kear a zo re grenv e bevans hag e tud, he gouarner Suffolk a zo eun den a galon, ne vezimp biken treac’h ; guell’ on euz da ober eo mont kuit dioc’htu. » Goad Jeann a vervaz pa glevaz kement-se : « N’o pezet aon ebet razo, ha skoit var ar Zaozon, rak Doue a zo ganeomp. Ma ne vije ket Doue ganen, daoust ha ne vije ket bet guelloc’h din beza chomet da ziouall ar zaout e Domremy. » Kennerzet dre ar c’homzou-ze, ar gabitened a roaz urz da gelc’ha kear.

Er meaz euz a gear, e oa torgennou difennet gant soudardet ha kanoliou. Jeann a ieaz var an torgennou-ze da genta. Ar Zaozon a boaniaz d’en em zifenn, ha Suffolk he-unan a redaz er meaz euz a gear evit sailla var ar Fransizien. Ar c’hrogad a oue tenn, Jeann he unan, sounn he banniel ganthi a ieaz e kreiz an emgann, ha dioc’h ar pardaez, torgennou ha douveziou Jarjeau a ioa da Jeann.

Antronoz, kleier kear a c’halve an oll Zaozon d’an emgann. Mes epad an noz, Jeann e doa renket ker brao ha ker mad he c’hanoliou tro var dro da gear, ma pilaz kalz euz an touriou gant an tennou kenta, ha ma freuzaz mogeriou kear e meur a leac’h. Kanoliou ar Zaozon a groze ive, mes ober a reant muioc’h a drouz eget a c’hlaz. Epad ma tivogede ar c’hanoliou, Jeann a viraz na oue lazet an duk a Alanson. Hema a ioa eat tost-tost d’ar mogeriou evit guelet piz peb tra, pa lavaraz Jeann d’ezhan : « Pellait mar plij, pe e viot lazet gant an ijin-ze. » An duk a zentaz kerkent, eur marc’hek a gemeraz he blas hag a oue lazet mik dioc’htu gant an tenn kanol.

Pa oue diskaret aoualc’h mogeriou kear ama hag ahont, Jeann a c’hourc’hemennaz d’an trompillou seni, evit ma pignfet var ar mogeriou. Ar Fransizien a lammaz skanv ha kalonek, mes ar Zaozon en em zifennaz evel leoned kounnaret. An emgann a badaz peder heur, spountuz da glevet, spountusoc’h c’hoaz da velet. An duk a Alanson ne grede ket lemel e kreiz ar stourmad, mes Jeann a lavaraz d’ezhan : « Var araok ! var araok ! Ah ! emezhi ! daoust hag aon o pefe ? Daoust ha ne c’houzoc’h ket em euz roet va ger d’ho pried e tistrooc’h d’ar gear e buez ha iac’h pesk. » Neuze an duk ne argilaz mui.

Eur Zaoz braz ha krenv a rede euz an eil tour d’egile o pilat dre ma’z ea skeuliou ar Fransizien. Mes Ian Lorren a ioa eno gant he ganol : an duk a Alanson a ziskouezaz d’ezhan ar Zaoz, Ian a droaz he ganol varzu ennhan, hag a bilaz he zen e kear gant an tenn kenta.

Epad ma strake ar c’hanoliou ha ma iouc’he ar vrezellerien, Jeann a ioa eat el leac’h ma oa goasa an emgann. Suffolk a glaskaz meur a vech kaout eun emgleo, sina ar peoc’h evit eun tamik amzer ; he vouez ne veze ket selaouet. Jeann a oue tizet e kreiz ar stourmad. Edo o sevel var eur skeul pa oue guelet gant ar Zaozon, kerkent unan anezho a vannaz eur mean pounner, hag a goezaz var tok houarn guerc’hez Orleans. Jeann a ruill en douvez. Ar Zaozon a iouc’h gant al levenez, ar Fransizien a zo glac’haret oll. Mes hi a zao buan ha kerkent e lavar : « Mignouned, dao ! dao ! dalc’hit mad. Hor Zalver en deuz kondaonet ar Zaozon, d’eomp int breman. » Kear a zo kemeret neuze : ar Zaozon o doa kollet daouzek kant den epad an emgann. Spountet o velet kement-se, Suffolk a dec’haz gant e vrezellerien var pount al Loire, er meaz a gear, mes ar Fransizien a oue eno kerkent hag hi. Ar Zaozon ne c’heljont ket difenn ar pount, setu ma ouent oll paket pe lazet. Suffolk he-unan a oue prizouniet.

Goude beza karget eur rum soudardet da ziouall ha da zifenn hiviziken Jargeau, Jeann hag he zud a redaz varzu Meung ha Beaugency, diou gear izeloc’h eget Orleans var ribl al Loire. Meung a ioa da dosta da Orleans ; Jeann hag he zud a gemeraz dre nerz ar pount taolet var ar ster, hag a lakeaz eur rum Fransizien da zifenn ar pount ha da ziouall kear. Neuze ez ejont buan da Veaugency ; Jeann a lavare : « D’an distro, ni a entento ouz Meung. »