Mont d’an endalc’had

Buez Jeann d’Arc/Kentel 11

Eus Wikimammenn





UNNEKVED KENTEL


Orleans, kear grenv ha difennet mad, kelc’het gant ar Zaozon. Jeann ha Dunois. Bagou a gas bevans e kear. Jeann he-unan a ’z a ebars.


Er mare-ze, Orleans a ioa skuizet gant ar c’helc’h striz stardet gant ar Zaozon en dro da gear. An enebourien n’o doa ket gellet, evit c’hoaz, mont ebarz ; rak ar mogeriou a ioa sounn ha ledan, ar pemp dor a roe digor varnhi a ioa difennet mad ; tregont tour krenv hag huel, savet azioc’h ar mogeriou, a roe guel var ar vro oll tro var dro, a roe kalz sikour e pep doare d’he difennourien kalonek.

En despet d’ar mogeriou ha d’an touriou, en despet da nerz kalon he bourc’hizien hag he soudardet, kear Orleans a ioa var nez beza kemeret, rak ar bevans a ioa berr dija, pa ieaz Jeann d’he sikour. Ne c’hellet ket tamall keariz da veza bet lezirek d’en enn zilenn, rak poania o doa great. Er gear vraz-se, tregont mil den ennhi neuze, (dek mil den ha tri-ugent a zo hirio), ne implijet epad tost da gant vloaz a ioa nemet ar bederved loden euz an taillou evit kaerât ha kempenn ker ; an teir loden all a iea da grenvat ar mogeriou hag an touriou, da brena armou : aon o doa atao Orleaniz rak an enebourien. Pemzek kanol ha tri-ugent a ioa e kear araok ma oue kelc’het, hag an dra-ze a ioa kalz evit an amzer-ze.

Guir eo, ar c’hanoliou ne reant ket c’hoaz nemeur a zrouk, taoler a reant bouliji houarn avechou, bouliji mean peurliesa ; evelato ar c’hanoliou-ze a c’helle sikour kalz Jeann, rak eur vestrez oa da labourat gantho.

N’eo ket en eun devez eo o devoa ar Zaozon kelc’het ar gear-ze : a nebeudou o doa savet ar maillou ha starteat ar chaden, evel m’eo bet lavaret e berr gomzou, en eil kentel. D’an 12 a viz here euz ar bloaz 1428, ar Zaozon a ioa deut evit ar vech kenta dirak Orleans : guelet a rejont ne c’helfent biken kemeret anezhi en eun taol, dre nerz ho armou. Mes kelc’ha c’hellent ha kelc’ha rejont, evit miret na vefe digaset bevans ennhi ; hag evit kelc’ha guelloc’h a-ze e savchont kestel tro var dro da gear.

Var ster al Loire e oa eur pount difennet gant eur c’hastell krenv hanvet kastell an Touriou ; var ar pount-se, Orleaniz a dreuze eaz ar ster hag a iea da glask sikour ha bevans varzu kreisdeiz ar Frans. D’ar 24 a viz here ar Zaozon a zaillaz var ar c’hastell krenv-ze, an emgann a oue spountuz, ar ster a oue ruziet gant goad ar zoudardet euz an daou du, mes an treac’h a joumaz gant ar Zaozon ; dioc’h ar pardaez ar c’hastell a ioa d’ezho. Eur vech mistri er c’hastell-ze, ar Zaozon, sikouret gant ar Bourgignoned, a boaniaz da lakât anezhan krenvoc’h c’hoaz eget araok.

Ar Zaozon a zavaz, da c’houde, eur c’hastell all bianoc’h e kichen hini an Touriou, unan all en eun enezen e kreiz ar ster, ha p’o devoue miret na c’helfe Orleaniz treuzi al Loire e savjont meur a gastell tro var dro d’ar mogeriou. Dek pe unek-kastell saoz a vouge eta kear, ha ne oa ket eaz d’ar Fransizien mont gant ho bevans betek ho c’henvroiz.

Goasket, e riskl braz da goueza etre daouarn ar Zaozon pa ’z eo guir ar roue ne rea koulz lavaret netra evitho, Orleaniz a gasaz eun devez kannadet da gaout an duk a Vourgogn, evit en hem lakât dindan he c’halloud. Lavaret a reant : « Ne vezimp mui Fransizien, guir eo ; mes ne vezimp ket d’ar Saozon evelato ». An duk a Vourgogn a reaz digemer mad d’ar c’hannadet, mont a reaz gantho da Baris, hag eno e lavaraz da Vedfort, eontr roue Bro-Zaoz, en doa c’hoant da zelaou peden Orleaniz, ha da gemeret ho c’hear dindan he skoazel. Bedfort a respountaz d’an duk krak ha berr : « Orleans a vezo d’eomp ha ne vezo ket d’eoc’h : glac’haruz e vije evidomp beza poaniet kement da neizata evit lezel al labousigou da vont gant ar re all. »

An duk a oue braz ganthan klevet ar respount dichek-se, hag a gemennaz d’ar Bourgignoniz a gelc’he Orleans gant ar Zaozon, dont dioc’htu d’ho bro ; eun daouzek kant benag a ioa anezho.

Choum a rea evelato vardro ugent mil Saoz er c’hestell a gelc’he kear, kleuzet o doa henchou doun evit mont eb riskl euz an eil kastell d’egile, hag Orleaniz ne c’houient mui oc’h piou en em erbedi pa glevchont hano euz guerc’hez Domremy. Ho nec’hamant a ioa braz : ar Zaozon a



ioa ker krenv, ken nebeut a zoudardet a ioa var dro Jeann, ma oa red anzao : « E guirionez, eur burzud braz a rai, mar teu a benn da derri ar c’helc’h a voug kear. » Mes fiziout a c’helle var Orleaniz, bourc’hizien ha soudardet, evit he sikour : kasouni ar maro o doa euz ar Zaozon, karantez birvidik evit ar Frans, ho bro.

Guerc’hez iaouank Domremy a ioa dinec’h kaer : he Moueziou o doa diskleriet d’ezhi e devije ar gounit, ha fizians e doa en he Moueziou. Dispount e choume o sonjal e kestell ar Zaozon hag en ho galloud ; dispount, rak Doue a ioa a du ganthi.

M’e devoa Jeann he Sentezed d’he c’hentelia, ma ouent atao mad d’he sikour, mistri braz an arme, ar re a dlie rei an dourn da Jeann evit kas he labour da benn, a enebaz outhi aliez aoualc’h, kalz re aliez, siouaz ! Hen diskouez a rejont abred, araok m’en em gavjot dirak Orleans. Jeann, var lavar he Moueziou, a c’houlenne treuzi ar ster hueloc’h eget kear, ha neuze mont var eün da Orleans, diskar arme ar Saozon ha mont e kear gant ar bevans. Jeann a lavare : « Deomp var eün, ar gounit a vezo d’eomp. »

Mes mistri braz ar zoudardet a lavare gant ho difizians : « Re nebeut a dud oump, guell eo mont betek kear en eur joum en tu-ma d’ar ster, kas dre guz ar bevans da Orleaniz en eur vag benag, rak n’e ma ket en hor galloud kemeret kestell ar Zaozon dre nerz. » Ha setu perak an arme ne dreuzaz ket al Loire.

En nosvez genta euz ar veach, an dud a gouskaz dindan an teltou, Jeann evel ar re all. O veza ma n’e doa guele ebet, e c’hourvezaz evel an oll var eun dournad kolo ; mes ar guiskamant dir a zouge a ioa goall galet evit ar plac’h iaouank, ha pa zihunaz dioc’h ar mintin, he izili a ioa blounset. Ne glemmaz ket ; ober a rea bolontez an aotrou Doue. Klemm a reaz evelato p’en em gavaz a vel da Orleans : kredi a rea e tlie en em gaout e kichen ar mogeriou, ha setu m’e doa ar ster da dreuzi eb ma vije pount ebet. Rannet e oue he c’halon pa velaz oa bet desevet gant an dud a dlie he sikour, hag e reaz d’an arme choum a za, eun nebeut hueloc’h eget kear.

Dunois, hanvet Bastard Orleans, lakeat gant ar roue da vestr var oll zoudardet kear, a ioa en em zilet er meaz gant eun nebeut soudardet kalonek, en despet d’ar Zaozon a daole evez mad var dorojou kear. Kerkent ha ma velaz Jeann, ez eaz d’he saludi : « Ha c’houi eo, emezhi, gouarner ar zoudardet ? — Ia, emezhan, me eo, ha laouen oun oc’h ho kuelet. — Daoust a c’houi eo oc’h euz great d’in dont en tu-ma d’al Loire, e leac’h beza en tu all ? — Me, ha re all, itroun ; rak kaout a ra d’eomp n’euz ket a aon da gaout rak ar Zaozon ama. — En han’ Doue, aliou va Aotrou a zo guelloc’h eget aliou ho tud-c’houi. Kaout a ra d’eoc’h, e rit gaou ouzin, hag ouzoch oc’h-unan goulskoude eo e rit brasa gaou, rak me zigas d’eoc’h guelloc’h sikour eget n’o deuz bet morse kear na kabiten ebet : sikour roue an env. Ar zikour-ze n’eo ket euz va ferz-me eo e teu, mes a berz Doue ; rak an Oll-C’halloudek, var beden Sant Lois ha Charlemagn, en deuz truez ouz Orleans, hag a fell d’ezhan savetei kear. »

Dunois, brudet braz evel mestr brezeller, a joumaz sebezet o velet hag ho klevet Jeann : koms a rea, en despet d’he iaouankiz, evel eun den boaz da ren, anat oa edo sikour Doue ganthi. Doue ne zaleaz ket da ziskouez sklear kement-se.

Epad ma tivize Jeann ha Dunois, hema a ioa nec’het maro. Dastumet en doa dindan mogeriou kear bagou aoualc’h da zougen ar bevans euz a gichen arme ar Fransizien betek an tu all, betek Orleans ; mes eun avel grenv a c’houeze, hag a vire outho d’ober hent : kountrol oa. Daoust hag ar Zaozon, a vele divar ho zouriou huel kement a ioa tu ha tu d’ar ster, n’edont ket o vont da zailla var an Fransizien evit ho diskar ha kemeret da nebeuta kirri ar bevans ? Dunois en doa aon. Mes Jeann a lavaraz d’ezhan : « An avel a droio, hag an traou a ielo mad.» Prestik goude, an avel a droaz krenn, ker krenn ma oue souezet an oll.

Ar bagou a deuaz eta eaz kenan betek an arme, ar bevans a oue dioc’htu karget ennho, ha kaset buan en dro varzu kear. Epad ma tiskenne ar bagou gant ar ster, Orleaniz o doa renket soudardet e kichen ar mogeriou, guelet o doa divar an touriou huel ar bevans o tostât, hag a du edont da zailla var ar Zaozon m’o defe klasket dont d’ar bagou. Mess Jeann e doa lavaret : « Ar Zaozon ne virint ket ouz ar bevans da vont e kear », hag, e guirionez, ar Zaozon ne rejont netra evit klask miret.

Goudeze, ar c’habitened a oue nec’het : penaoz e kasfent ho zoudardet e kear ? N’o doa ket a vagou aoualc’h da zonjal ober d’ezho treuzi oll, red e oa eta d’ezho diskenn kalz izeloc’h varzu Blois hed ar ster evit kaout eur pount. Goude beza choumet eur pennad d’ober ho zonj, ar vistri a reaz d’ar zoudardet diblas. Koll a reant kalz amzer en doare-ze.

Jeann, c’hoant d’ezhi da vont gant he soudardet, a oue dizaliet gant Dunois ; mall braz en doa, hen, ec’h en em ziskouezfe Jeann da Orleaniz. Goude beza argilet eur pennad, Jeann a roaz d’ezhan he c’houlenn, sevel a reaz en eur vag, treuzi a reaz ar ster gant Lahir ha daou c’hant soudard ebken.