Mont d’an endalc’had

Buez Jeann d’Arc/Kentel 03

Eus Wikimammenn





TREDE KENTEL


Jeann d’Arc ganet ha badezet e Domremy. Mad da labourad ha da bedi. Guezen ar c’horrikezed. Plijout a ra dreist da aotrou persoun he farrez, abalamour d’ar garantez a ziskouez evit he zud hag he bro.


Deiz gouel ar Rouaned, d’ar c’houec’h a viz genver 1412, Jakez d’Arc hag Isabell Romee he bried, euz Domremy, a oue benniget gant Doue evit ar bederved guech ; eur c’hrouadur muioc’h o devoue : eur verc’hik hag a oue hanvet Jeann. Tri mab o doa bet dija : Jakez, Iannik ha Perik, eur verc’h all o devoue divezatoc’h hag a oue hanvet Catharinik ; hano ar pevar-ze n’eo anavezet nemet abalamour ma’z eo ho c’hoar, Jeann d’Arc, brudetta merc’h a zo bet savet betek hirio var douar Frans. Domremy a ioa eun dachennik euz a zouar Bro-C’hall, hor bro, mes eun dachennik kollet pell-pell var harzou dukach Lorreen ; setu perak, daoust m’oa ganet Jeann er Frans, e vez leshanvet aliez merc’h pe guerc’hez Lorreen.

Jeann a oue badezet abred, bez’e devoue c’houec’h paeroun pe var dro, ha ken aliez a vaerounez ; rak ar c’hiz a ioa neuze da gaout kalz a dud evit delc’her eur c’hrouadur var ar mean-fount. Ar verc’hik a oue hanvet Jeann ha n’eo ket souez : seiz da nebeuta a euz ar re a ioa oc’h he henvel, a zouge hano Sant Iann. Lavaret a reer e ma c’hoaz hirio, en iliz Domremy, ar mean-fount m’eo bet badezet Jeann d’Arc varnhan.

Tud Jeann a ioa koueriaded, da lavaret eo, labourerien douar ; ho zi, ho farkeier a ioa d’ezho a leve : eb beza pinvidik e vevent eta eaz aoualc’h divar boan ho divreac’h ; Jakez a ioa zoken unan euz an dud a renk e Domremy. Tud eur barrez, en amzer-ze, en em zikoure laouen, ar feiz a ioa beo, ar garantez birvidik er c’halonou.

Dre ma savaz Jeannik, dre ma teuaz he spered da zigeri, he c’homzou da veza freasoc’h, he mam vad a zeskaz d’ezhi anaout Doue hag he bedi ; an abretta ar guella deski ho fater hag ho c’hreansou d’ar vugale, gant ma vezint desket mad d’ezho. Jeannik ne ieaz morse d’ar skol, dre-ze ne c’houie na lenn na skriva ; mes ma ne resevaz ket deskadurez ar bed, e oue roet d’ezhi eun deskadurez kalz huelloc’h, kalz talvoudusoch : ar gelennadurez kristen.

Devot braz e oue ez-vianik. An iliz parrez a ioa e kichen liorz Jakez d’Arc ; eaz e oa eta da Jeannik mont d’an iliz da ober he fedennou, ha mont a rea aliez. Pa oue deuet da gaout skiant, e kleve bemdez an oferen, p’her gelle ; ken braz oa he devosion ma lenve aliez epad ar gorreou, pa ziskenne Hor Zalver var an aoter ; diou vech er zizun e tostea ouz an daol zantel, rak eno dreist oll eo e kav ur c’hristen sklerijen ha nerz.



Mes karantez ar verc’hik evit Doue a ioa eur garantez guirion ; karet a rea he nesa abalamour da Zoue. Humbl ha chentil e kenver an oll, bez’ e deveze ar brasa truez ouz ar beorien izomek ; avechou zoken e roaz he guele d’eur baourez keaz epad ma ’z ea da gouskat he-unan e korn an oaled. Pa ne deue ket ar c’hloc’her buan aoualc’h da zoun an Angelus, Jeann her skandale gant dousder ; pa ’z ea mad al labour ganthan, ar verc’hik a roe d’ezhan eur guignen pe eun dra benag all, evit merka he anaoudegez vad.

Ma oa eun dudi evit merc’h Jakez d’Ark pedi en iliz, ne joume ket dibreder evelato nag er park, nag er gear : labourat stard a rea. Guech e sikoure he mam d’ober he labour var dro an ti, guech ez ea d’ar park gant he zad hag he breudeur ; mont a rea ive pa veze deuet he zro da ziouall oll chatal keariz, er foenneier braz a ioa boutin etrezho. Dioc’h ar pardaez, ec’h en em daole da neza pe da c’hriat : labour vad a rea. Evelse pa oue prizouniet e Rouen, pa oue goulennet diganthi ha desket e doa eul labour benag ez-vianik, Jeann a c’hellaz respount en eur zevel huel he fenn : « Evit an neza hag ar griat, n’em euz aon rak hini euz a verc’hed Rouen. »

Kaer e doa Jeann beza karantezuz evit an oll, kaer e doa ren eur vuez pur, eur vuez santel, hiniennou a gavaz abek ennhi, rebech a rejont d’ezhi he devosion pa’z eo guir ne gavent netra da lavaret anezhi a hent all : « Re droet eo var ar pedi », emezho. Pa gleve kement-se, ar verc’h a ruzie eun nebeut, mes ne lavare ket eur Bater nebeutoc’h, ha ne joume ket eun devez divezatoc’h da reseo ar gommunion. Ne rea ket nemeur a van evit klevet lavarou an dud, ha mad e rea. Arabat eo kredi evelato, e vefe bet Jeann ken devot-se a vianik, he devosion a deuaz da greski a nebeudou. Keit ha ma oue krouadurik, ez ea da c’hoari gant an oll vugale all, paotred ha merc’hedigou euz he oad ; c’hoarzin ha kaketal a rea koulz ha pep hini.

Pa oue savet da veza paotrez krenn, n’ez ea mui nemet gant merc’hed bian all, he brasa plijadur oa beza neuze gant Hauviett ha Minjett, an diou a gare ar muia ; ober a rea gantho, laouen ha seder, oll c’hoariou honest ar merc’hed bian.

Pa deuaz da veza brasoc’h, p’ e devoue dreist oll klevet mouez Doue hag he zentezed, ne oa mui ken troet da heuill ar merc’hed all, n’ez ea nemet en despet d’ezhi koulz lavaret : ne baoueze da zonjal er Frans flastret gant ar Zaozon, hag evit kaout sikour Doue e pede muioc’h, c’houekoc’h.

Bep sadorn epad an hanv he zea da bedi da Introun-Varia Bourmont dirak eur skeuden d’ar Verc’hez hag a c’heller da velet hirio c’hoaz.

Var’n hed eur c’hart heur bale euz a Domremy e oa eur vezen fao euz ar re gaera, hanvet guezen ar C’horrikezed, Jeann a ieaz avechouigou gant ar re all da gemeret he ebatou dindan ar vezen-ze. Ar re goz a lavare e oa bet guelet guechall korrikezed o tansal e skeud ar vezen fao ; mes bugale Domremy n’ho c’hredent ket, ken nebeut ha ma kred bugale hor bro ar marvaillou kraz a vez kountet d’ezho divar benn ar c’hannerezed noz, atao var c’hed euz eur c’hristen benag evit ho zikour da voaska an dillad. N’euz fors ! daoust ma ne grede ket ar sorc’hennou-ze, Jeann a oue rebechet d’ezhi divezatoc’h guezen ar C’horrikezed gant barnerien fallakr ha disleal.

Meur a vech, epad ma c’hoarie ar vugale all dindan ar vezen fao, Jeann a dec’haz eur pennadik ac’hano hag a ieaz da bedi var atrejou eur chapel d’ar Verc’hez, chapel kouezet en he foull. An dra-ze a ziskouez aoualc’h ne ankounac’hea ket an Aotrou Doue en he c’hoariou zoken, ha setu perak Aotrou persoun Domremy a c’helle lavaret anezhi « e oa eur plac’h dispar, honesta ha guella kristenez en doa en e barrez, guelloc’h kristenez eget hini euz ar merc’hed en doa anavezet betek neuze. »

Jeann e doa karantez evit he zud, he amezeien : karet a rea ouspenn ar Frans, he bro. Daoust ma oa tano he deskadurez, e c’houie ervad peger kounnaret oa ar brezel etre an diou gostezen a zismantre ar Frans er mare-ze ; Bourgignoned ha Saozon, dioc’h eun tu ; Armagnagiz, da lavaret eo guir Fransizien, dioc’h eun tu all. Aliez, hed ar veilladek, ne veze ken kaoz nemet euz ar brezel-ze, Jeann a iea neuze da gouskat en eur ober eur beden evit ma teufe Doue da gaout truez ouz hor bro, ha da rei an treac’h d’ar guir roue.

Ar verc’hez iaouank e deveze avechou eur skeuden zister euz a grisder ar brezel. Paotred vian Domremy, oll a du gant ar guir Fransizien en em ganne avechou oc’h paotred ar barrez tosta, a du gant ar Bourgignoned. Hag o velet bugale Domremy o tont leun-c’hoad d’ar gear, e sonje peger mantruz e tlie beza emgannou ar re a rea brezel da vad.

An enebourien, da lavaret eo, ar Bourgignoned, a oue guelet eur vech o tostat ouz Domremy. Ar barresioniz, gant aon ne vijent goall gaset gantho, a zastumaz buan ho chatal, hag a redaz d’eur gear grenv hanvet Castelnevez (Neufchâteau), eno e choumjont eur pennad. Jeann a oue er C’hastelnevez ar plac’h fur m’oa e Domremy ; e ti eun hostizez e doa kavet repu, sikour a reaz anezhi hervez he galloud. Goude ma oue eat kuit an enebourien, Jeann hag he c’henvroiz a zistroaz da Zomremy.