Ar C’hourrier, 1897 (p. 36-45)
- Goulennit gant fizians digant S. Anton ar pez o peuz kollet, hag her c’haffot.
- (S. Bonavantur).
- Goulennit gant fizians digant S. Anton ar pez o peuz kollet, hag her c’haffot.
Devosion ar bobl kristen evit S. Anton hag he fizians enn he zantelez a zo anavezet gant an oll. Kalz Ilizou a zo savet enn he henor e pep leac’h. He imach hag he boltret a zo skignet dre ar bed oll ; he c’houel a vez great gant eur respet hag a ia var gresk bep bloas. Ar penn kaos euz ar fizians-se a zo er zant, a deu, hep douetans ebet, euz ar c’halloud dispar en deuz an Aotrou Doue roet dezhan da ober burzudou bras. Kement hini a deu d’en em erbedi outhan, a receo grasou bras meurbet.
S. Bonavantur, an Doctor braz, hen
deuz meulet galloud S. Anton dre ar
c’homzou-ma : Si quæris miracula.
Ma klaskit burzudou, en em erbedit ouz S. Anton ; din eo da veza galvet gant an Iliz Sant ar Miraklou.
Ma teu eta ar zant da skoazella ar re en em erbed outhan ; ma teu da obten digant Doue pareans ar re glanv, ha da bellaat kalz goalinier diouz an dud, dre he c’halloud her guelomp bemdez o renta ar pez o deuz kollet d’ar re en em erbed outhan. An oll a rento testeni euz a gement-ma.
Galloud S. Anton n’en em ziskuez ket
epken evit renta d’an dud madou ar
bed-ma ; obten a ra ouspenn madou an
ene d’ar re o deuz ho c’hollet dre ar
pec’het. Var an douar-ma S. Anton a
ioa he galon intanet dre ar garantez.
N’hen doa ken ioul nemet gounit da Zoue
eneou ar baïanet, ha distreï var an hent
mad an heretiket hag ar bec’herien. Ne
ket eston eta en deffe ar zant-recevet,
enn Env, ar c’halloud da dostaat ouz
Doue ar bec’herien geiz a zo e stad a
bec’het marvel.
Cetu perag, kristenien kalonek hag a renk huel, o deuz sonjet sevel e Iliz brudet S. Anton, e Rom, eur vreuriez nevez hanvet Breuriez S. Anton. Gant ar re genta, an Aotrou Lucido-Maria Parocchi, Cardinal ha Vikel Vras hon Tad Santel ar Pab, en deuz kavet mad ar zonj ze. Hen he-unan en deuz benniget ar mean kenta, ha konsakret an Iliz assamblez gant 10 Eskop euz a Urs S. Frances.
E meur a leac'h evit guir, ha dreist oll
e Ilizou menac’h S. Frances, euz bet
savet Breuriezou enn henor da S. Anton
a Badou. Mad oa koulscoude sevel unan
e Rom, e kear veur an Iliz katolik. E
kouent S. Anton eo bet savet. Eno eman
o chom Superior Jeneral oll vugale S.
Frances. Kement hini a deu da Rom a
vezo eaz dezhan anaout ar Vreuriez,
lakaat he hano ennhi. Dre-ze e kresko
muioc’h-mui he zevosion d’ar zant, hag
her pedo da zikour an Eneou da vont
d’ar Baradoz.
1° Evit trugarekaat an Aotrou Doue euz ar burzudou dispar a deu deomp dre c’halloud S. Anton, hag euz ar c’hloar roet dezhan enn Env ha zoken var an douar.
2° Evit goulen digant S. Anton ma teuïo, dreizhan digant Doue, grassou bras a zilvidigez :
A) Evit ma kavo ar baïanet, ar iuzevien, an heretiket, ar schismatiket, an dud aheurtet, ar sklerijen a vank d’ezho, pe d’her chaout, m’ho deuz her c’hollet.
B) Evit ma teuï ar bec’herien geiz ken karet gant S. Anton da zistreï ouz Doue dre eur guir binijen.
C) Evit ma kendalc’ho ar Breudeur hag
ar C’hoarezet euz an Trede Urs da viret
bepred ho Reolen, ha m’ho deuz hen
dilezet, d’her miret a benn da nevez.
D) Evit ma kavo ar beorien ho bara pemdeziek.
E) Evit ma vezo rentet ho danvez hag ho brud vad d’ar re ho deuz ho c’hollet.
3° Lavaret teir guech bemdez ar Gloria Patri evit trugarekaat an Dreïndet sakr euz ar c’halloud burzuduz roet da zant Anton.
4° Lavaret bemdez enn he henor eur Bater, un Ave, hag eur Gloria Patri.
5° Reï eun aluzen d’ar paour be veach ma vezo recevet eur c’hras bennag digant S. Anton.
6° Kass d’an Tad a zo e penn ar Vreuriez anaoudegez, dre skrid, euz ar c’hrassou a zo bet. Araog he gass, reï anezhan da zina d’ar c’hovessour, pe da eun den leal bennag. Ar paper-ze a vezo lakeat e kouent S. Anton.
7° Kovez ha komunia d’an 13 a viz Even, deiz gouel ar zant, pe eun dervez bennag euz an Eisvet.
8° Kass an hano, al lezhano, hano ar vro hag ar barrez d’an Tad choazet gant ar Superior Jeneral Urs S. Frances, hag a zo e chom e Rom, viâ Merulanâ, 124.
9° An oll a dle miret, a boent da boent, ar pez a zo merket diaraog.
10° Kerkent ha ma vezer recevet er Vreuriez, pep hini en deuz perz enn oferen a vez lavaret bep meurs evithan hag evit an holl madoberourien e Iliz S. Frances. Enn Iliz-ze e vez lavaret bemdez 50 oferen pe ouspenn.
11° An Tad Superior a ro da anaout
d’an oll o deuz perz bemdez e oberou
mad an Tadou euz an Urs.
Lucido-Maria Parocchi, dre c’hras Doue Cardinal, Eskop Albano, ha Vikel Vras Hon Tad Santel ar Pab, etc.
Breuriez S. Anton a Badou a zo bet savet evit kreski an devosion da Zant ar Miraklou, evit embann he c’halloud dispar, hag evit obten digant Doue dre he skoazel grassou bras evit an Ene hag evit ar c’horf.
Dre c’halloud Hor c’harg, e embannomp, hervez lezennou an Iliz, Breuriez S. Anton a Badou, savet enn he Iliz, viâ Merulanâ, tost da Iliz veur Sant Ian Latran. Reï a reomp hor sinatur d’ar Reolen a zo ennhi pevar chabistr ha pevarzek artikl.
Roet e Rom, e palez Vikel Vras Hon Tad Santel ar Pab, 13 a viz c’huevrer 1894.
- L.-M. Parocchi, cardinal ha vikel vras.
- Pierre Checchi, sekretour
- Pierre Checchi, sekretour
Ar paper ma a zo henvel ouz an hini a zo e Rom, 14 a viz c’huevrer 1894.
- P. Checchi.
Induljansou roet d’ar re a zo e Breuriez S. Anton a Badou, 4 a viz mae 1894.
I. — 1° D’an deiz ma vezer recevet pe d’ar zul varlerc’h.
2° Deiz gouel S. Anton a Badou (13 a viz even).
3° D’an deiz ma zoa savet he Relegou (15 a viz c’huevrer).
4° D’ar re a dostaïo ouz ar zakramanchou trizek meurs dastu enn henor d’ar zant, da joaz ar meurs ma karer da gomans. Induljansou plenier bep meurs epad an trizek sizun-ze, gant ma vezo kovesseat, komuniet ha pedet enn eun Iliz pe enn eur chapel bennag evit Hon Tad Santel ar Pab.
5° Da heur ar maro, goude kovez, komunia ha lavaret a galon, da vihana, an hano Santel a Jezus.
II. — 1° Induljansou a zeiz vloaz ha seiz guech daou ugent dervez pep deiz euz an navet araog gouel S. Anton (13 a viz even).
2° Kant devez en eur lavaret bemdez tri Gloria Patri evit trugarekaat an Dreïndet Sakr euz ar c’halloud burzuduz roet da Z. Anton.
3° Kant devez bemdez en eur lavaret eur beden bennag e intansion ar Vreuriez.
An oll Induljansou-ze diskleriet ha skrivet e Rom, a zo bet roet evit ato. Talvouduz int evit Eneou ar Purkator.
Sant Anton, maro d’ar guener 13 a viz even, ne oue anterret nemet d’ar meurs varlerc’h. Ar burzudou c’hoarvezet enn devez-ze gant an dud en em erbedaz ouz ar Zant, a ioa ken niveruz ha ker sklear, ma oue, dre anaoudegez vad, choazet ar meurs dreist an deveziou all evit he henori. D’ar meurs ispisial ez eat muia da bedi var he vez, hag an holl e Padou kouls lavaret, a grede ne vanket morse da gaout kement tra a c’houlennet diganthan enn deiz-ze. Setu ama petra reaz d’ar greden-ze beza c’hoaz startoc’h : Er bloaz 1617, eun itroun a renk huel euz a Bologn en em erbede c’huek ouz sant Anton evit kaout eur c’hras dreizhan. Eun nozvez, epad he c’housk, e velaz ar Zant hag a lavaraz dezhi : N’o peuz nemet mont da bedi epad nao meurs dirag va imaj da iliz sant Frances hag o pezo ho koulen. Senti a reaz ouz ar zant hag e devoue ar pez a c’houlenne. An Tadou euz a Urs Sant-Frances a reaz embann ar mirakl-ze en eur skigna an devosion d’an nao meurs. Pedennou an nao meurs a c’heller da ober epad nao devez diouz-tu. Pedennou an naved-ze a zo ama varlerc’h ; bez ez int eun eienen a c’hrassou evit an nep ho gra.