Breizis da Gornwallis
Kendalc’h keltiek etrebroadel
Sant Brieg 1867
BREIZIS DA GORNWALLIS !
————
KANAOUEN
I.
DA GENTA.
Ogro, Piano ha Violons.
II.
MOEZIO GWASED .
Deût mad oc’h en hon touez, breudeur a vro Cornwall !
O touar neus douged hon gour-dado gwech all
O kwe neus gwaskeded hûn ho bugaligo.
Deut mad oc’h en hon touez ! Deus an eil Vreiz d’eben
Kassomp kevred moezio hon c’halono laouen
Dreist ar morio ledan, a dreus ar meneio.
III.
Eur plac’h Iaouank.
Chomet hir amser pell deus e vro,
Ma tosta eur bugel d’ar ger,
E galon a drido, pa welo
E vam tont d’hen digemer.
E vam gez ! gant hast d’hen briata
Na zant mui poez he blavezio.
Ac hen kerkent a stag da wela,
Gwelan druz ! mæs dousan daelo !
Eur vleunen goenved gant scorn an noz
A digor seder woar ribl ar roz
Pa bar an heaul skedus war ’n’hi.
Ni ive, breudeur, ous o kweled
A n’eun gav aman oll laouened
Oll d’ec’h e laromp meulodi.
IV.
AN OLL GANERIEN.
Dorn ous dorn ’ta, bugale ’n diou Gerne
Ne man ken an amzer ma skoe ar c’hleze.
Breman, gwir ha leal, trec’homp, neb a c’hello,
Dre ’n dalvouduzan labourio.
V.
Ann amser o tremen didrue
War e hent a neus diskaret
Kestel, gizio, kement a gave ;
Netra out-han na neus paded.
Mæs douar Arvor a neus mired
Kouls ac he Feulvano huel
Gir hon zado — hon gir-ni bepred —
Kentoc’h ’wit n’eun saotra, merwel !
Deut eta deut ! Hac hep neb aon anzaved
Omp d’ec’h gwir vreudeur a bell-so
Ho mam so hon hini ; ha biken na vo kaved
’Med henor d’ec’h ’n’hon doareo.
VI.
PEVAR GANER
Ia douar Arvor a n’eus mired
Kouls ac he Feulvano Huel
Gir hon zado — hon gir-ni bepred —
Kentoc’h ’wit n’eun saotra, merwel !
VII
AN OLL GANERIEN ’WIT ACHUI.
Deût mad oc’h en bon touez, breudeur a vro Cornwall !
O touar n’eus douged hon gour-dado gwech all
O kwe neus gwaskeded hûn ho bugaligo.
Deut mad oc’h en hon touez ! Deus an eil Vreiz d’eben
Kassomp kevred moezio hon c’halono laouen
Dreist ar morio ledan, a dreus ar meneio.
————
|