Mont d’an endalc’had

Breizadez oun

Eus Wikimammenn


Breizadez oun


skrivet gant Fañch an Uhel


(Sinet Fanch ar Moal)
Le Conteur Breton, 1866



Breizadez oûn


Breizadez oûn. — Sell ma lagad,
Glaz ével hini mamm ha tad,
Karantezuz ‘wit ann dut reiz,
Dû, téfall ‘wit enébour Breiz ! —

Breizadez oûn. — Ma c’haranté
Na deac’h ket ’raog ar baouranté,
Gwell ’vé ganin merwel raktâl,
Wit boût pinvidik ‘n eur vrò all !

N’eò ket Breizad ann neb na gâr
Breiz dreist peb brò war an doûar,
Ra ’n em dennò diouzin pell,
En Breiz na dleïé ket génell ! —

N’eò ket Breizad, ha ma c’halon,
Hep truez, ha kounnaret dôn,
War-n-han c’houlenn malloz al loar,
Malloz ann env hag ar gounnar ! —

Breizadez oûn. — Ma c’halon reiz
’N em laka da dridal ’n em c’hreiz,
Da dridal laouenn, da lammet,
’Vel ma klewan ma brò meulet. —

’Vel-zé eun deiz é lammo c’hoaz
O komz eûz an hini d’am choaz
Gânet ’vel-t-oun en Breiz-Izell,
Ha ’wit hè vrò pred da verwell ! —

Breizadez oûn, — glaz ma lagad,
Melenn ma bleò ha kalon-vad :
Dreist pep tra é kâran ma brò,
Hi c’hârin bèteg ar mârò ! —


Fanch Ar Moal

————