Breiz (Yann-Vari ar Yann)

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


Breiz


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


1867
(Notenn e Galleg gant
Camille Le Mercier d’Erm, 1918)




BREIZ

Kentoc’h mervel eged en em vastare !


« Daoubleget war ma fenn-baz evel eur baourez dall,
E oann o vont gand ann hent, marc’heduz braz ba fall,
Hag e lavaren zioulik, daelou em daoulagad :
— Doue !… me zo enn dilez evel eunn emzivad.


« Deiziou kaer, pelec’h oc’h-hu ? Pelec’h oc’h-hu, iec’hed ?
Bugalez karantezuz, ar c’hrenva euz ar bed,
Emgannou, stourmou trouzuz, gened ha madou braz,
Eet oc’h holl gand ann avel !… Eun dismantr ounn, siouaz !

« A wechou en em reudann dindan ma flaneden,
Ha kerkend all e welann berniou enebourien
War gein dragoun ruz Marzin, zavet gant-o o dourn,
Ha ker spountuz da weloud hag ann tan enn eur fourn.

« Neuze e rann ar maro hag e savann goude ;
Gouliet, nann mastaret, e kerzann adarre ;
Goude ar glao ar zec’hour, goude ar bed ann env,
Rag ar Feiz hag ann enor gan-in-me a zo krenv.


« Mar d-eo truezuz ma stad, evit mezuz ne-ket.
Rak mar d’ounn bet diskaret, flastret ha diwisket,
Eo bet stenn ma gwazied ha tomm d’ann enebour !
Nikun euz ma gwenn galed n’eo bet morse traitour.

« E desped d’am holl galoun, d’am nerz vraz ha dispar,
Gand ann amzer ounn boutet enn hent du ar glac’har ;
Ne d-ounn me ken, siouaz d’in ! nemed eur vogeden
Kaset du-man ha du-hont, evel eur goumoulen.

« Koulskoude, pa sellann mad, e welann c’hoaz ar mor
O tont enn eur grozmola betek treuzou ma dor ;
Gerek braz ha dero koz a zo bepred em c’hreiz…
— Groac’h koz, en em frealzit : ho hano a zo Breiz ! —


« Ia, ma Doue benniget ! enn desped d’am c’hozni,
Pa glevann lavarout : Breiz ! ma gwad a oar bervi ;
N’ounn ket maro c’hoaz eta ; ma bugalez nec’het
O devoa great, e Kemper, eur bez d'in re abred !…

« Ma iez a zo beo ivez e genou ar Vreiziz,
E desped da valloziou ann dud nai hag iskiz ;
Pa varvo ar iez kaer-ze, ez aio kuit ar Feiz :
Kenavo d’al lealded a zo hirio e Breiz.

« Pebez iez eo ma hini ! Leromp, enn eur dremen,
Eo nerzuz evel ann taol, kaled ’vel ann diren ;
Mad eo da c’hourc’hemenni ha mad da frealzi,
Kun ha treng eo pa gerer, n’ez euz ket evel-t-hi.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


« A viskoaz em euz ar vrud da gaout eur penn kaled ;
Ma giziou koz a garann ha n’o dilezinn ket ;
Ar Brezouneg hag ar Feiz gan in-me a choumo
Keid ha ma vo mor em zro, em c’hreiz mein ha dero.

« Stourmet em euz aliez, morse n’ounn bet trec’het ;
Taoliou dourn ha taoliou baz em euz bet ha roet ;
Hogen Kezar ar mac’her a oa eur c’houezaden :
Skubet hon euz he roudou ; ni zouj d’ar C’Hrist hepken.

« Dourn Doue a zo war-n-ounn hag a vo da viken ;
Ma c’hereg ha ma aotchou a vezo ato gwenn ;
Kaer en devezo c’houeza avel ann iferniou,
Doue, ar Feiz, ar Frankiz, o do hor c’halonou.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


« Dre ma ioul[1] ec’h ounn staget : tavomp war gement-se…
Mar-d-eo kaled ma douar, me zo kaled ive !
Envor ma sked tremenet a vo ato em fenn,
Ha d’ezhan em euz miret eur c’hleze, eunn delenn ».

Gwengam, e viz Ebrel 1867.
  1. Cette affirmation singulière, chère à l’amour-propre de certains Bretons, n’est nullement conforme à la réalité historique. On sait que la Bretagne ne renonça à son indépendance, que contrainte et forcée. Après la défaite de Saint-Aubin-du-Cormier, « en 1488, — dit très justement un de nos historiens nationaux, — la Bretagne se trouvait dans l’alternative d’une extermination complète ou de son union à la France ». (Pitre Chevaller : la Bretagne ancienne et moderne, p. 533).