Mont d’an endalc’had

Breiz-Izel (Milin)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Breizh-Izel.


Breiz-Izel


skrivet gant Gab Milin


Bulletin de la Société académique de Brest
1867



BREIZ-IZEL.


————


Ton : Ann hini goz, etc.


DISKAN.

E Breiz-Izel oun ganet,
Breiz zo va bro garet.


————


Me a lavar heb aoun e-bed
Eo Breiz gwella bro zo er bed.

Breiz zo hirio evel m’oa kent,
Douar burzuduz ha bro ar Zent.

E Breiz e kouez euz ann envou
Feiz a zigoll kalz a boaniou.

Breiz zo dindan ar Barados,
E leac’h m’ema hon tadou-koz.


Relegou Sent, tud a vrezel
A zo e beziou Breiz-Izel.

E Breiz ann dud, gant koz dillad,
A wisk ho foan a galoun vad.

E Breiz nep zo beac’h war he skoaz,
Pa skuiz enn hent, a harp er groaz.

Ar groaz e Breiz a zav he fenn
Beteg ann env, euz pep traonien.

E Breiz ez euz meingleusiou aour.
E kalonnou ann dudou paour.

Eunn ti-zoul, eur park, eunn Iliz
Zo er bed-man madou Breiziz.

E Breiz ar paour n’eo reuzeudik ;
Aour eo treuzou ti ’r pinvidik.

E Breiz ann Aotrou n’en deuz mez
O vont oc’h taol he diek kez.

Mar d-eo kalet pennou tud Breiz,
Ez euz kalonnou en ho c’hreiz.

E peb amzer, hag e peb stad,
Euz bet e Breiz leun a dud vad.

Ann evn ne gar kement he neiz
Ha ma kar ar Breizad he Vreiz.


E Breiz, ann heol dre ar wabrenn
Zo lagad Doue a c’hoarz laouen.

Soun ar c’hleier, kroz ar mor doun
E Breiz zo dudiuz d’ar galoun.

Evel bokedou war al lann,
E sav e Breiz dudi war boan.

Ne c’houlen ken ann holl dud keiz
Nemet beva, mervel e Breiz.

E Breiz ema ar brezounek,
Iez ann dud vad ha kalounek.

Ar brezounek iac’h ha nerzus ;
Iez Doue, evel d-han gallouduz.

Ar vein a fraill, ar mor a darz,
Ann env zigor pa gan ar barz.

Ar menesiou oc’h he glevet
A skrij, a gren, a lamm spountet.

Ar brezounek a zo e Breiz
O terc’hel, oc’h harpa ar feiz.

Ar brezounek, pa ’z ai da fall,
Ne vo ger gallek e Bro-C’hall.

Heb ober fae war ar gallek,
Gwell eo gan-en ar brezounek.


Breiz zo krog stard en he baniel,
Ne dro morse gant neb avel.

Ar c’hisiou koz e Breiz a bad,
Ar map zo hevel oc’h he dad.

Breiz a zo bet gant Doue krouet
Evit skora penn braz ar bed.

Ha pa varvfenn war ar c’holo,
Enn eur vervel, Breiz me veulo.


————


E Breiz-lzel oun ganet,
Breiz zo va bro garet.


G. MILIN.


————