Mont d’an endalc’had

Brec’hillien pe Ar manac’h Mougn

Eus Wikimammenn


Brec'hillien
pe
Ar manac'h mougn


skrivet gant Jakez Riou


1924



BREC’HILLIEN PE AR « MANAC’H MOUGN »
————


An amzer a oa bet tomm-ru…

Heol bero mezeven a baras a-hed an deiz war an douar frailhet ; ha, d’an abardaez, dindan ar gwez uhel o deliou difinv, an houc’h-gouez, gourvezet e-touez an drez hag ar spern, e fronellou digor frank hag o c’houesaat gant trouz, a vorede, e valvennou hanter-zerret, e vin astennet, o klask war al leton deltoni ha glebor.

Pa dostaas an heol ouz an dremwel, skedus gant an aour hag al limestr − liou ar gwad − eun tammig mouestad a dremenas dre ar c’hoajou ; eun hurusadenn a vouskanas e skourrou al leinou.

Eur gredienn a levenez a yeas penn-da-benn da gein an houc’h-gouez o tihuni. Sevel a reas e benn, hag e zaoulagad a jomas sebezet o gwelet dirazan hirraet skeud an dervenned.

An abardaez a denvalae, bep eun tammig, goustadik, dindan an dervenned stank.

Ar manac’h koz, war benn e zaoulin dirak ginou e geo, a oa o pedi evit e vreudeur, e ziouvrec’h astennet d’an daou du ken a grenent gant ar skuizder.

Ginou ar manac’h a jome digor ha mud, met e zaoulagad a skeudenne, enno tan limestr ar c’huz-heol, a bare, daou gef-tan, etrezek an dounderiou moug. Gant pedenn ebet ne finve e vuzellou, met ouz gwelet kig e zremm stennet gant an anken hag ar strafuilh, e oa eas gouzout pegen dispar e oa ar bedenn a zave, d’ar mare-ze eus an deiz, diouz e galon o wada. Lugerni ha dourenni a ree daoulagad ar manac’h, hag e vleo gwenn, kurunennet e benn ganto ha livet aour gant bannou diveza ar c’huz-heol, a goueze dispaket war e ziouskoaz : tad glac’haret, tad ankeniet o pedi evit e vibien.

Krena a ree e ziouvrec’h dinerz, met, pa stouent, e vijent kerkent, en desped da hop ar c’hig, astennet e kroaz gant eur galloud hag eun hernez gouez.

Dre ma tostae an noz, e kreske ar gouyonder dindan skourrou ar gwez. Ar skourrou uhela a finvas adarre o deliou… An traou n’o doa mui skeud ebet, ha liou ebet bolz an nenv.

Hag ar manac’h, e ziouverc’h astennet, a bede evit e vro hag e vreudeur, diloc’h, sounn evel eun delwenn.

Hurusadenn ar gwez a davas… Mann ne ree trouz… Ar Grouadelez he doa tavet he mouez gant doujans, o c’hortoz eur burzud bras bennak.

*
* *

— Hena !…

An hekleo ne yeas ket pell da vouga.

— Felenn !…

Nemet ar memes hekleo, mann ne dregernas er c’hoad.

— Liwarc’h !…

Brec’hillien, ar manac’h koz, a hope evit an drede gwech evit gervel e ziskibien.

— Gwaz d’ar Zaozon ! eme ar manac’h gant lorc’h. Hena, Felenn, Liwarc’h, n'eo ket deuet o anaon beteg ennon. Beo int, ha, ma ’z int beo, ema an trec’h, an tu ganto… Breiz, lavar d’az mibien, d’ar re vougn, d’ar re vac’hagnet, d’ar re goz ha d’ar gwragez, o deus douaret war glannou all gant heug ouz ar mac’her, e c’hellont adtreuzi an douriou… Dishual out evel kent ; war lein hor meneziou, hor gitoun gwenn a hijo adarre, da bevar c’horn ar vro, hon aerouant ruz…

Tavet ’oa.

An deiz a bellae, hag e skleur ar zerr-noz, ar manac’h-tasmant a denvalae ivez, evel eur C’hrist o pedi evit ar re a skoaz war an tachou.

Eur boutad avel arne a yeas dre ar gwez, ken a strakas ar c’hoad penn-da-benn. Pep tra a deuas adarre da veza sioul meurbed, ken a gleved an deliou distaget o koueza war an douar.

An diveza takad moug a varvas er c’hornog.

D’an hanter-noz e tassonas ar c’hoad gant eun hekleo skiltr… Ar gurun… Tropelladoù koumoul a zirede diouz an dremmwell o taoulammet, bern war vern, buntet gant nerz an aveliou foll…

An arne a dostae… Eun talm kurun a zrailhas an oabl…

Ar gwez hijet, dihijet, gwariet, a c’houibane, a c’harme o leinou, ha, beb ar mare, eun trouz skiltr, drask, torr, reg ha kren-douar.

Ar manac’h a jome da bedi, hep silaou yud an arne, hep santout ar glao a deuas da goueza evel dour stivell.

*
* *

— Va zad, va gervel ’ec’h eus ?... Klevet em eus da vouez hag hanoiou va breudeur. Gouzout a rez ez int eat d’an emgann.

Ar manac’h ne eilgerias ket anezan.

— Va zad, a gendalc’has an diskibl youank, perak e oas o c’hervel bremaĩk ?... Daoust hag eo paret dirazout skeud hon emgannerien ?...

An diskibl a oa tostaet.

Brec’hillien a zistroas hag a zavas krenn.

— Urien, a-berz piou out deuet aman ?... Skuiz out o pedi, pe dinerzet eo da ziouverc’h ha kignet da zaoulin ?...

— Kredi a rean ez poa ezomm eus aked unan ac’hanomp, ha, pegwir ez eo eat ar re all...

— N'eo ket en hon c’henver-ni e tleomp beza aketus : ar vro eo an hini he deus ezomm eus hor fedennou. Pedomp ! pedomp !... Bec’h a zo bet hirio, gouzout a ran. Mes n’eo ket gant ar c’hlezeier e ve gounezet en trec’h, en eur bedi ne lavaran ket... Gwelet em eus gwechall burzudou dispar : ar Vretoned, a oa kalz muioc’h anezo, o arsaillha gant kalon war an enebourien, o skei gant fulor an anevaled gouez... Pa baras al loar war an dachenn euzus, eun den hepken, ha mougnet, en e zav e-touez ar re varo, a zelle skeulfet, hag a zrailhe e vuzellou gant egar, o silaou ’barz c’houez an avel kan orged ha banvez. Hor brezellerien, tud kadarn ma zo bet, daoust d’ezo beza niverusoc’h, drailhet beteg an diveza hini !... Va dourn dehou a zo chomed eno da vreina... N’eo ket ar c’hlezeier a dalv... Red eo pedi evit dizrei diouz hon gouenn he Tonkadur garo... Kerz, va mab !...

An arne a bellae, hag eur skleur a darzas en Nenvou.

Edo Urien o paouez e guitaat, pa glevas Brec’hillien eur redadenn a-dreuz ar strouez :

— Eun houc’h-gouez spontet bennak, kouezet eur wezenn talmet war e gein... Ouspenn aman emaint...

Tostaat a ree an trouz... Klemmou a zavo, malloziou ha yud.

N’eo ket moc’h-gouez e oant, na kennebeut loened all...

O dismegans ! brezellerien Breiz o tec’het diouz an emgann ! Brec’hillien, ar manac’h koz, a zourennas e zaoulagad gant ar fulor hag ar vez. Kredi a ree edo e galon o vont da vouga gant ar gwad hag e benn da darza.

— Tec’het a rit, emeza ; gwell eo tec’het eget mervel... Ouspenn en eun emgann oun bet... gwelet em eus izili ar Vretonned o koueza a-dammou. Ar re-ze ne ouient ket petra eo kila. Ar vuhez he deus talvoudegez. Tec’hit. E dounder eur gamboullenn bennak, e-lec’h na bar na heol na loar, it da guzat gant ar vez… Met e-barz an tenvala toull a gavfot, e welfot, eun devez, ar Zaozon war an treujou, rak, m’en tou, den ne vevo, mar jom beo ar mac’her.

E gomzou a dassone evel talmou kurun.

Ar vrezellerien a jomas eur pennad dilavar gant ar souez.

— Brec’hillien, manac’h santel, a lavaras unan anezo, prim eo bet da deod. O redek emaomp, met ne dec’homp ket gant ar spont. Gwelet ec’h eus hon tadou o vervel war an dalbenn. Unanet int, tadou ha mibien. Eul lac’hadeg euzus a zo bet : ne jom nemedomp.

Eul luc’hadenn a doullas an noz hag ar manac’h a welas e oant ruz gant o gwad.

— Gwell eo ganeomp tec’het war-du an douarou : da netra e vije talvezet hor maro. Met diwanagi ne reomp ket. Mont a rimp, uhel hon fenn, da bevar c’horn ar vro, da c’houeza an droukrans hag an nerz e kalon an diveza Bretoned.

— Kerzit ! a lavaras d’ezo Brec’hillien. Ra vezo benniget ho labour !

Hag ar manac’h, hep diwanagi ouz dasorc’hidigez Breiz a adgouezas d’an daoulin, gwasket gant ar rann-galon. Pedi a ree evit tec’h ar Vretoned.

Ne oa ket maro tre an deiz er c’hornog ; pellaet ’oa an arne, hag e tu ar reter edo al loar o sevel.

Brec’hillien a bede bepred…

Met petra a ree d’ezan arne spontus pe oabl splann ?… Hen, mab d’eur roue, bet gwechall penn-lu e kement brezel a zirollas war an Enezenn, hen, gloazet, mougnet, eat d’ar gouelec’h, p’ edo didalvoud e gorf, da bedi noz-deiz evit buhez Breiz, ha gwelet hirio o tec’het an diveza brezellerien !… Red eo kaout nerz eun tu bennak, evit mirout ouz ar c’horf da goueza gant ar glac’har hag ar strafuilh.

Ar manac’h koz a jomas ploum war e dreid.

Met ma vije bet splann an oabl, e vije bet gwelet daelou o tarza dindan e valvennoù finvus hag o ruilha war e zremm ruskennek. E zaoulagad a baras war an Nenvou evit klask lenn enno Tonkadur garo e c’houenn.

Eun trouz toc’hor a zavas eus e c’houzoug, dister evel klemm eur bugel :

— Aotrou, emezan, peseurt torfed a bouez war hon diouskoaz ?... Perak e c’hellez lezel ar Zaozon da veza trec’h warnomp ?… Hon gouenn da azeule, met ne jom mui nemed bugale, gwragez ha tud mac’hagnet da stoui o fenn dirazout… Doue, gwad an aberz a blij d’it evit gwalc’hi ar bed, met ne gemerez nemet gwad ar c’halonou glan. Holl int eat davedout, hor gwazed kadarn, nerz hor bro... Oh ! laz ar re a jom gant an anken hag ar glac’har, ha mir ouzomp da welet dirazomp muntrerien hor gwazed, ha ruz c’hoaz gant gwad o zorfed !

A-us d’e benn, a-us d’ar c’hoad, uhel, uhel, ’barz an oabl digompezik c’hoaz, e kredas d’ezan klevet eur vouez glac’haret o lavaret :

— Gant eur pok eo bet gwerzet mab an den.

Silaou a reas… Trouz ’oa er c’hoad : youc’hadennoù skiltr evel yud ar bleizi. Tud e oant ; o mouez a grenvae, dre ma tostaent… E-touez c’hoarzadeg gouez ha youc’hadennoù euzus, an douar o tassoni, ha koad sec’h o strakal dindan kern ar c’hezeg.

*
* *

— Ne fell ket d’it ’ta, manac’h gouez, lavaret d’eomp ec’h eus gwelet Bretoned o tremen ?…

Ar manac’h, mud, ha sounn e benn, sklerijennet gant bannou al loar, a zelle ouzh ar Zaozon o-kreiz o daoulagad.

— Kaoz ’ta, penn dir ! eme unan, o skei war benn Brec’hillien gant e c’hleze pounner. Komz a ri pe na ri ket ?

— Krougomp anezan dre e dreid ouz ar skourr tosta ! eme unan all.

Brec’hillien a jomas mud.

Eun nerz birvidik a eüne [1] d’ezan e holl gigennoù, hag e zaoulagad, o virvi gant ar gasoni, a bare e daoulagad an dud gouez.

— Mud ’jomi ? eme eur bevare, o kas e varc’h warnan, ken a gouezas ar manac’h dindan kern al loen.

Brec’hillien a zavas prim evel gant nerz e ugent vloaz.

— Ar Vretoned a zo mad e-lec’h m’emaint, emezan, ar re varo hag ar re veo. Koun ar re varo a enaouo bepred en hor c’halonou an droukrans o vervel ; hag ar re veo, a re a dec’h, a grogo en ho tiadreñv, pa vo a sonj an nebeuta. Malloz d'eoc'h, mar ziskuizit dievez. Pep Breiziad a zo gedour-deiz, d’eun noz diboull ne lavaran ket, a vo enni skrignadeg ’met skrignadeg dent.

— Petra ’lâr ? eme eur penn-lu, en eur starda gant e vorzedou e varc’h gouez digabestr… Mar guzez ouzomp eun dra bennak, e vi staget ouz ar wezenn aze, ha kement goaf a zo aman a vo ruziet ez kwad. Fellout a ra d’eomp gwalc’hi an douar-man eus roudou da c’houenn gwan, dinerz, mez ru ar bed… N’eo ket te a vo an diveza hini a vo lazhet !…

— Nann, n’eo ket me a vo. Abarz nemeur, aman, bugale hor meneziou a lavaro : — "Aman a ziskuizas ar Zaozon !" — hag e tsitroin gant heug ; — "Aman a dinellas ar Zaozon !" — hag ar park ne vo ket marret ; — "Ar stêr-mañ a ruzias gant o gwad !" — ha ne evint ket ouz he zour… Lazit ac’hanon !… Met malloz d’it !… Beleg Doue oun.

N’eo ket komzou, met spouron eo e teue eus e c’hinou.

— Ma vije bet an holl Vretoned evel heman, eme er penn-lu d’e vrezellerien, ne vije ket bet gwall werzerien en o zuouez, ha ne vije ket bet brao dont a-benn outo !

Den ne eilgerias anezan.

Ar Zaozon a oa moredet war o c’hezeg : n’o doa ket int kemeret ar boan da zont dioc’htu war-lerc’h an dec’herien… Nerz ar banvez, gant c’houez ar gwad en o dilhad, a zave en o fenn.

— Ar Vretoned, am eus touet d’am doue laza beteg an diveza hini anezo, a c’hell breman tec’het e peoc’h. Tud mud ha diboell evit am hencha, ha kouskerien d’am heul !… Ma ! kouskomp aman… Eur pennad zo, ez eo eat an heol da guzat, ar gwenojennou a zo tenval… Met ’benn warc’hoaz, e vo redadeg a-dreuz, keit ha ma pado ar c’hezeg, hag hor c’hezeg-ni forbuet, e vo kavet kezeg all !… Ha te, manac’h, te a gousko henoz gant ar moc’h-gouez ; da geo a zo d’eomp ; ha, mar dout beleg eun doue, e vennigi hor c’housk.

Lammet a reas diwar gein e varc’h, droug ennan.

*
* *

E-barz ar c’heo emaint, bern war vern, sterniet evit an emgann, hag o c’hlezeier stag outo.

Trouz ebet er c’hoad nemet roc’h ar Zaozon, hag, a vare da vare, c’houirinadenn eur marc’h digabestr ha distag.

Brec’hillien, eat ar c’housk pell dioutan, a gerz dre ar c’hoad, gant Urien, e ziskibl yaouank, e ziskibl diveza.

— Lazet e vezimp warc’hoaz, mar domp kavet aman ! eme ar manac’h d’e ziskibl. Kerz pell ac’han, va mab ; tec’h gant ar re all, war du ar menezioù... Pa vo nerz a-walc’h en da ziouverc’h, ra zeuio sonj d’it eus ar manac’h mougn ! Ma eo red d’in chom aman evit hencha faoz ar Zaozon evit buhez ar Vretoned... Ha, pa vo gevier ar c’homz diveza a lavarin, n’em bezo ket aon da vont dirak va Barner...

Mont a ra hag a zeu, e galon drubuilhet hag e benn o virvi.

— Er c’heo emaint, emezan, kousket int. Ha n’em befe ket gounjer d’o laza ?... Beleg oun, gwad hor zalver hepken a dle skuilha va douarn... Breizad oun, ivez ; ezel eur vro doaniet oun ; ar vro mac’het eo va bro. Pep Breizad a zo gedour ha brezelour. N’eo ket dleet d’in o laza ?...

— Met, va zad, en eur sponta ar c’hezeg ?...

— An amprevaned a jomfe beo hag a yafe war droad war-lerc’h ar Vretoned, en eur laza e kement kear a vefe war o hent. Gwasoc’h a vefe... O c’hezeg ne reont van ouz an taolioù nag ouz moueziou an estren : ne anavezont nemet mouez o mestr... Red eo d’in o laza... Kerz ac’han, va mab !...

— N’ez in ket... Ma varvez, ganit e varvin : kalon a-walc’h a zo ennon evit mervel evit va bro.

Brec’hillien a zonje en e spered :

— Kousket mat int : n’o devo ket a amzer da zihun ne da glemm... N’eus kontell ebet warnon evit o dic’houga !... O c’hleze a zo stag ouz o c’houriz... Na kontell, na kleze, na morzol !...

Met en eun taol-kont, e paras eun heweledigez dirazan, evel eul luc’hedenn o regi an noz : diveza enebourien Breiz o en em stleja, o tec’het, o tiwadi a-hed o hent, hag o vervel flastret gant kern ar c’hezeg gouez.

Brec’hillien a youc’has gant levenez.

*
* *

Mont a reont dre ar c’hoad, Brec’hillien hag e ziskibl, peb a vec’h war o skoaz.

E mezeven ne glasker ket keuneud evit tomma, nag evit sklerijenni pa bar al loar en oabl dizolo ; ne glasker ket kennebeut evit poaza traou er gouelec’h, evit daou vanac’h a zo eno ha ne zebront nemet frouez gouez ha gwriziou.

Al loar a verk ouspenn hanter-noz, hag emaint bepred o daou o vont hag o tont dre ar c’hoad.

War-dro hanter-noz hanter, sklerijenn eun tan-gwall a ya dre zindan ar c’hoad ruziet ganti korfou an dervenned. Flammou a zav uhel, ker uhel hag ar gwez, hag e-kreiz drask ar flammou, moueziou spontet, kounnaret, raouliet…

*
* *

Ar Vretoned, o tec’het, a glevas trouz war o lerc’h : gwelet a rejont gant souez o tremen, tiz spontus warno, kezeg divarc’het ha moc’h-gouez pennfollet.

*
* *

Ha, pa oa sioul ar c’hoad ha sioul ar c’heo, p’ edo ar flamm o vervel en e c’hinou, ha pa varve en e diabarz, gloc’horennou ar c’hig o tistana, eur manac’h koz a lavare d’e ziskibl, en eur pokat d’ezan :

— N’eus mann evit gwalc’hi par d’ar gwad ha d’an tan !…

J. Riou

  1. Raidissait