Bragou kenta Kelly
Kelly a ioa eur morian bihan deus eun enezen vras, a vez great Madagascar anezi a zo duze pell, en kreiz ar mor, hag a zo brema d’ar Frans ; pa deuas var an douar e oa ker fallik, ken disterik ma sonjas e vam ne dalle ket ar boan kemeret labour gantan, rac ne vije morze mad da netra ; hag e reas evel ma oa neuze ar c’hiz er vro, hag evel ma rea ar mammou all ne blije ket o bugale d’ezo Eur vintinvez e lakeas ar pôtrik e kreis ar venojen vras a heullie bandennadou eujenned pa vezent kaset da beuri d’ar c’hoajou a ioa eno en kichen. En pad an deiz ar bugelig kês a ruillas hag a ziruillas dre ar venoden evel eur voulig ; da genta e krie fors, mes allas prest e oa ker raouillet, ken semplik, ma ne c’helle mui krial, mes tra eston ha burzudus, dious an nos e oa beo c’hoas, hag hini ebet deus an eujenned bras a ioa eat abiou eno n’en devoa lakeat e dreid varna. Pa velas an dra-ze, ar vam a sonjas evelato p’eo gwir an eujenned o devoa hen espernet e vije marteze mad d’eun dra bennak, hac e tigasas anezan ganti d’an ti.
Kelly a vevas, mes va Doue ne oa ket bras an tam anezan, ha penaoz a gaf deoc’h e vije na bras na lard gand patates ha manioc bep pred : dious an nos e veze tolet e klud ar yêr var eun dournad kolo anter vrein : pa gommansas bale ez ea el leac’h ma kare, den ne dôle eves outan ; er vro ze d’an ampoent ze, ha breman zoken a gredan n’edo ket ar c’his da wiska ar vugale, lesket e vezent da redet en noas perpil nemed e veze eun tammik gouriz en dro d’o c’hreiz ; mam Kelly he devoa lakeat dezan ive eur gouriz gwen, mez biskoas ne oa bet na goalc’het na chenchet ; e c’hellit kredi noa ket chomet gwen pell : breman e koueze a dammou ha den ne zonje rei eun all dezan.
Pa vele ar pôtr kigerien o tremen, gant o eujenned evit beza lazet ha kinniget en sacrifis d’an doueou faoz, ez ea d’o heul : a vechou e veze lavaret dezan rei eun tamik sikour d’ar c’higer hag evit e boan e veze sklapet eun tamik kig benak ountan, neuze avat e veze fouge ennan ; kemeret a rea eun ibil koat da fourra en e dam kig hag e roste anezan el leach ma kave tan ; p’en deveze hen drebet e frote e gof en eur c’hoarzin hag e lavare : « ar c’hig zo mad avat. »
Eun devez ec’h en em gavas en keriaden Kelly eun den hac a ioa gwen e visaj, e zaoulagad a ioa dous ha trist, eun toullad tud a ioa ouz e heul hag a zouge a bep seurt traou, kasedou bras, benviachou, hag an dud ze a lavare « va zad » d’an den gwen ; eur misioner oa, ar c’henta a oa bet gwelet er vro bell-ze. Hor potrik, n’en devoa netra da ober e doug an deis nemed sellet ha c’hoari, a ieas da heul ar vanden dud ze da c’houzout da ober petra oant deut.
Gwelet a reas anezo o tizama an traou a zougent en
eur blenenig a gafchont en kichen eur c’hoat bras,
neuze e pilchont gwez, e faoutchont anezo, ha gant ar
plench-ze e savchjont eun tam lochen, a ioa goloet gant
skourrou ha stroues ; en kreis al lochen e oue great
eur bern douar karre, var gorre e oue lakeat deliou ledan
ha goudeze eul linser wenn ; en daou du e fourcher en
douar diou c’houlaouen var elum ; pa oa prest an aoter an
den gwenn a lakeas var e zae zu eur zae all gwenn kann
ha var c’horre c’hoas eun all kaer alaouret. Kelly a zelle
ous an traou, mantret, e vis en e chinou ha dispourbellet e
zaoulagad ; pa velas an tad oc’h ober sin ar groas, o
sevel e zaouarn pa lavare Dominus vobiscum, hac o
lavaret pedennou an oferen, e tilampas kuit mar gouie ;
« hennez avat, emezan, a zo eur sorser bras », hag edoug
an deis ne gredas mui tostât ; antronoz avat ankounac’heat
gantan e spountaden edo adarre en kichen al
lochen o suna e vis, pa en em gavas an tad en e
gichen; credabl e vije bet tec’het m’en divije bet amzer,
mes an den gwenn a lakeas e zourn dezan var e benn
hag a frote ar penn druillet ze en eur zellet ous ar morian
bihan gand kement a zousder hag a garantes, ma n’en
devoa henman mui a c’hoant tec’het ; ar c’hrouadur paour
bete neuze den n’en devoa taolet evez outan, den n’en
devoa e garet, hag an tad a ziskoueze joa outan ; ar paotrik
paour a velas an dra-ze dioustu, hag a roas d’an den
gwenn holl garantes e galon, ha kalz karantes a ioa er
galonig ze, rag beteg neuze n’en devoa ket he foranet, pa
zeo guir n’en devoa karet den ebed c’hoas.
Pa oa achu ar chapel, ar misioner hag e dud a en em lakeas da zevel eur c’hardi pe gabanen all : hepman oa an ti-skol ; an holl bôtred deus ar geriaden a ioa galvet da vont di, ha Kelly a ieas ive da heul ar re all ; eno avat en devoa eur zouezen ; hen ar paoura deus bugale ar geriaden, hen hag a veze a re atao el leac’h ma tigoueze, a veze gouzanvet er skol, ouspen zoken, lôsket e veze da azeza var ar bankou, ha da boent ar pred en deveze e lod evel ar re all ; ne c’helle ket kompren mad eun dra ken dishenvel dious ar pez en devoa gwelet beteg neuze, ar pez a gomprene avat eo ez oa karet gant an tad hag ar mestr skol hag e oant mad evitan ; teuler a rea eves deus ar pes a lavarent ha senti a rea outo. Evit doare er c’horfik dister-ze e oa eur spered lem ha bolontes vad, rac aben eun nebeud miziou, Kelly ar bihanna deus ar skol en em gavas er penn araok deus ar skolaerien.
Eun deves ar mestr skol a lavaras d’e bôtred e vije fouge ennan ma karfent lavaret d’o zud lakât dezo pep a vragou da zont d’ar skol ; en dro-ma hor c’hanfart bihan a zirollas da c’hoarzin ; biskoas n’en devoa klevet netra ken drol. Lakât eur bragou ? Deus a beleac’h diana en divije eun dra ken kaer ze ? Evitan kaout eur bragou a ioa beza pinvidik mor ; ne oa er geriaden nemet tri hag o divije brageier ; ar chef en devoa unan, ha ne lakea nemet diou pe deir gwech ar bloas, gant ar mestr skol e veze unan atao, o nak hennez a dlie beza pinvidik ; ha gant an tad marteze e oe unan ive dindan e zae zu, ia, mes an tad a ioa eun den gwenn, hag ar re wenn a ioa tout tud pinvidik a zonje ar pôtr ; evitan e c’hellet credi a gendalc’has da redet dizolo kaer e grochen dindan an heol bero ; e durbanik a hispilloune en dro dezan evel eun tam pillou.
Eun tachad a ioa m’oa digouezet ar misioner er vro, pa oue digaset dezan eul lizer deus kear benn an enezen ; peurliesa e veze trist, mes pa en devoa lennet al lizer e teuas da veza laouen ; musc’hoarzin a rea outan e unan ; en deves varlerc’h e oue gwelet eun toullad dougerien o tigouezout, ganto daou gassed bras ; an tad a lavaras lakât anezo en unan deus al lochennou ; neuze gand pres ez eas da gerc’hat eur morzol da zigeri ar c’hassed brasa ; ar baotred a en eun vodas holl en dro, ha Kelly ar bihanna a en em zilas evel eur gaërel er penn araok ; na kaëra tra a velas pa oue lamet ar golo ; eun itroun gaer a ioa eno gourvezet, he bisach ruz wenn, eur zae c’hlas ganti ac eur voal wenn, bordou aour d’ezo ha bokedou aour dreizo, var he fenn e oa eur gurunen aour ivez : ha neuze var he breach e oa eur pôtrik koant, koant evel an heol, var e vleo melen friset e oa eur gurunen aour henvel ous hinie vam, mes avat n’oa gantan na sae, na bragou ; eur gouriz alaouret hebken en dro d’e anter ; Kelly a welas an draze dioustu ha kerkent e sonjas enna e unan : « Sell ’ta, ar potrig-ze zo eveldon-me ive ; n’en deus bragou ebet ; e c’houris avat zo kaër, » hag e sellas truezus ous e hini a goeze a dammou ken koz oa.
An tad a lavaras d’ar vorianed vihan oa an itroun gaer ze patrom mam Doue, hac ar bugel a ioa ganti var he breac’h oa Jesus he mab, mab Doue ive, e oa he hano ar Werc’hez Vari hac e karie kals ar vugale, dreist holl ar re a ziskoueze joa ous he mabig Jesus ; lavaret a reas oa digaset an Itron gaer ze deza gant eur vaouez vad euz e vro evit ma c’helje ar vorianed vihan deuz Madagascar anaout ha pedi Doue hac e Vam Santel.
Goude an tamig prezegen-ze, an tad a lavaras d’ar bôtred lakât er chapel ar c’hased a voa bet ar Werc’hez ennan ; er c’hoat e oue kavet boudou gwez ha bleuniou d’e c’holo ; pa oue kempennet koant, ar misioner a lakeas varnan evel var eun tron an Itron gaer hag he mabig ; pa oa achu al labour, ar vugale gand ar fouge a ioa enno n’oant ket evit miret da zansal ha da sklakal o daouarn da ziskouez o levenes.
En derves varlerc’h an tad a zigoras ar c’hased a ioa lakeat er goudor da c’hedal ma vije amzer d’hen digeri, ha klaoustre ne zifinfoc’h ket petra ioa ebars ; brageier, va zud, ia anter kant bragou gwenn kann, pep a hini d’ar bôtred a ioa er skol.
Kelly o gwelas buhan, rag en dro-ma adarre e oa e fri er penn araok hag e galonik a lamas gand joa pa ginigas an tad dezan eur bragou gwenn just dious he vent mez epad ma wiske ar botred all o re en eur ioual fors evit diskouez o joa, ar potrik paour a ioa evel sabatuet ; sellet a rea ous e hini gand teneredigez an dour en e zaoulagad ha, gand e zaou zorn en dalc’he en ear pella ma c’helle diountan gand aon d’her sklabeza.
Brema ’ta oa pinvidik mor, p’en doa eur bragou ; ken pinvidik ha chef ar geriaden, ken pinvidik hag an tad hag ar mestr-skol. Kerkent ha ma c’hellas en em denna euz a douez ar botred all e zeas d’ar red da guzat en eur c’hornik distro didan ar gwez bras, hag eno neuze e unanik e loskas da zirol ar joa a leunie e galon : c’hoarzin a rea, lempel, dansal, pokat a rea d’e vragou, hen teuler a rea en ear, p’en deveze e dapet e poke dezan adarre en eur ouela hag en eur c’hoarzin var eun dro. Ha setu a greis tout e teu eur sonj en e spered ; en derc’hent, an tad en devoa lavaret d’ezo, pa oa tud an Europ ken mad evito, int i ive a dlie beza mad ha trugarezus, dioueret gant joa pa veljent tud paouroc’h egeto ; p’en devoa klevet an dra-ze Kelly a sonjas ne zelle ket ountan ar c’homzou-ze peo gwir n’en devoa bet biskoas netra en e hano, mes brema avat-oa pinvidic, eur bragou en devoa, hag ar pôtrig bihan a ioa a-hont er chapel gand e vam, n’en devoa bragou ebed ; ne jom ket da varc’hata, en eur redaden ema e kichen dor ar japel, digor oa, sioul ez a ebars, tenval oa dija ha den ebet dre eno, en eul lam ar pôtr bihan a zo var ar c’hased moa varnan ar Verc’hez, hag o sevel uhella ma c’hell var begou e dreid e klask gwella ma c’hell lakât ar bragou d’ar mabig Jesus ; kaer en devoa n’oa ket huel awalc’h ; poania a rea da zevel huelloc’h.
Skrimpat a reas ous ar Verc’hez ; edo o vont da dizout treid ar mabig Jezuz pa glevas an or en devoa serret var e lerch o tigeri a frap, spountet holl ar c’hrouadur paour a riklas buhan d’an traon hag a gouezas a fatakleo var an douar ; an tad eo a ioa deuet er chapel ; pa glevas trous ar pôtr o koueza ez eas buhan da velet petra ioa a neves. Kaout a reas Kelly baour var an douar o ouela fors hac o sec’ha e zaëlou gand e vragou gwenn : an tad gand eur voues grons a c’houlennas ountan petra rea eno ; ar bugel en eur ouela goasoch c’hoas a lavaras : « c’hui poa lavaret deomp p’hon divije eun dra benac rei d’ar reo divije ezom ; pôtr bihan an Itron gaer n’en deus bragou ebed ; me’m eus c’hoant da rei va hini dezan, a ne gemer ket anezan diganen. »
An tad a deuas an dour en e zaoulagad o velet kaloun vad ar morianig anter c’houez-ze ; kregi a reas en e zourn d’her c’has gantan d’e lochen ; eno e lavaras dezan n’en devoa ket ar mabig Jesus ezom deus e vragou, e c’helle e wiska pa voa roet dezan ; ar potr a zentas dioustu ; rodellet holl oa ar bragou paour ha glebiet gand an daelou, n’eus fors p’en devoa e lakeat e kave dezan n’oa den ebed var an douar ken kaer ac hen. Kelly a gendalc’has da zeski ha da veza fur ; prest goude e oue badezet ; brema e ma en eur skol vras o teski, ha sonj mad en deus da wiska eun deis eur zaë zu evel hini an tad en deus her c’haret da genta, hag en deus desket dezan karet Doue ac e Vam Santel.
- Tennet divar liziri misionerien gand
- M. A. Abgrall.
- Tennet divar liziri misionerien gand