Botezig an Aot. Sant Per
Boud ! Boud ! Boud !… Boû…d ! ! ! [1].
Piou en deus ezom eur votezig voulouz rus tan ifern gant eur boukl arc’hant ?… Piou a breno botezig an aotrou S. Per ? Ema o vont da veza lekeat en gwerz, o ! marc’had mat, bezit dinec’h !…
Evel-se e youc’he ar pez diaoul a zo karget gant Lusifer goz da ober an embannou en ifern. Hag ez ea, hag e c’houeze en e gorn-boud. Diredet a rea eur bern diaoulou d’e zelaou, diaoulou bras, diaoulou Krenn, ha diaoulou bihan, hag e choment digor frank o ginou da zellet ouz an embanner ha da glevet ar pez a yoa a nevez.
Hag e tiredent, a bell, o kredi gwelet eun dra gaer bennak, pa ’z int ker kustum da welet loustoniou, o kredi kaout da c’houesat eun dra bennak hag a raje vad d’o c’halon, p’ema bepred o fri er fank ; pe marteze e kreden edod o vont da lakaat da zina eun emglev madelezus, pa na reont ha ne raint morse nemet droug ha dougen d’an droug.
Mes, petra rea d’an difeson-ze kaout kement a hast d’en em zizober eus eur votezig kaer dudius da welet, laeret gantan e hars dor ar baradoz ? Perak kemeret anezi ma ne blije ket d’ezan ? C’hoant en doa bet da c’hoari eun dro zivalo d’an Aotrou Sant-Per, ha padal hen e-unan eo a oe tapet ar muia. Setu ama penaos.
Netra ken nemet beza krog er votez benniget hen lakea da skrijal ha da yudal, hen deve gwasoc’h eget glaou rus an ifern, hag ar pez a rea muia poan d’ezan, moarvat, eo ar red-korf iskiz hag ar boan gov diremet a yoa kroget ennan abaoue m’en doa great al laeronsi. Ya, kaer en doa starda war e vouzellou, kaer en doa en em zifreta, merzer oa ken na venne lammet e avu eus e greiz gant e ivinou.
Mar deo gwir er bed-ma lavar ar re goz :
Bleud an diaoul a ya atao da vrenn, er bed-all, en ifern dreist-oll, eo gwiroc’h c’hoaz. Gouzout mat a rit ne blij ket ar relegou santel, an traou benniget, d’an diaoulou ; hag ar votezig-ze bet da zant Per a yoa, mechans, eur releg a dalvoudegez, eur releg benniget pa he doa epad keit-all a amzer skoet war leuren ti Doue !
An hini a daole ar muia war ar votezig voulouz a yoa
eur mell pez vil a ziaoul, tal du, fri kaouen, ken teo ha
ken louz ar bleo warnan ha war eur marmouz. Roet e
oe d’ezan evit tri c’hant pec’hed marvel !
An holl laeron, evit doare, o deus eur fri kamm, eur fri yuzeo ; an diaoul-ma dres, a yoa e garg bunta pe dougen d’ar pec’hed a avarisded ar re a zo o tiouall ar c’hefiou a espern, ar re a zo o micher laerez, en eun doare pe eun-all.
C’hoant en doa da ober eus ar votezig-se e bodig-espern. Eno, da vihana, a zonje, e vezo dastumet mad va feziou arc’hant ! » Rak, kaer en doa bet betek eno lakaat e boan d’o c’huzat, bepred e teuet a-benn d’o dizelei, ha da gemeret eun darn anezo. Perak en em zieza, en ifern ?… Marteze zoken, emezan, piou c’hoar ? e raint re vihan, evel ar viou en neizou !!!
Eno eo e fazias, avat, ar genaoueg zo anezan. Rak, ar votezig venniget n’edo ket eas en ifern, skler eo ; mont ha dont a rea anezi he-unan ; gwech ez ea da guzat dindan eun arbel, gwech-all ez ea a.ispilh ouz eun treust, gwech en ti, gwech er meaz. Hag ar perc’hen a yea en egar o welet kement-se, rak kredi mat a rea e veze laeret e votezig voulouz d’ezan, — ne vije ket bet dieas hen ober ! — hag e kolle bemdez kalz amzer ouz he c’hlask.
Eun dervez m’en doa kollet muioc’h c’hoaz a amzer ez eas e kounnar rus, hag o veza kroget er votezig koant ec’h hejas anezi evit kaout ar peziou arc’hant, hag e taolas anezi gant tiz ha gant eun nonde heuzus ar pella ma c’hellas en ifern.
Mat, tud keiz, mont a reas da blada war benn eur
paour kez micherour a Landerne eat di abalamour d’eun
taol fall en doa great o welet pegement a zle en doa. Ya,
e vern dle en doa douget anezan da werza e ene d’an
diaoul evit kaout arc’hant digantan. An diaoul en doa
selaouet e beden ; kemeret en doa an ene evit nebeut a
dra, evit… netra, ha kaset goude ar paour keaz d’en
em grouga !… Evel-se eo ec’h en em gemer peurvuia
Paol goz, ha re aliez, siouaz le teu e daol gantan da
vad, abaoue m’her greas da Judaz.
Jakig Lagad-du, eus a Landerne, n’oa ket eur gwall baotr en e amzer, n’oa na laer na touer, mes avat eun den poud, pikouzet e zaoulagad, ker pikouzet zoken ma na wele zoken nemet pell goude an troiou kamm a rea d’ezan e vignoned, er c’hoariou dreist-oll. Ha me lavar d’eoc’h e chachent war e yalc’h. Hag ar paour kez paotr a eve, a eve kalz evit ankounac’haat e velkoni. An dra-ze eo a gasas anezan da goll.
Ar re a roe labour d’ezan koulz hag ar c’hoarierien kartou o doe keuz d’e varo.
« Mil gur’n ! eme Jakig Lagad-du, ema an ifern o koueza en e boull ! » Ar votezig o koueza war gern e benn moal he doa great d’ezan gwelet c’hoec’h goulaouen ha tregont. Hogen, pa oe tremenet ar skrijaden genta, Jakig a stouas hag a welas eun dra lugernus : « Sell ! emezan, ar votezig goant !… N’eo ket d’eun diaoul, rak an diaoulou n’o deus ket a vouteier ker kaer-ze !… E rank beza da unan bennak koulskoude, n’eus ket da lavaret ! Anat eo ez eus bet enni troad eun den… Ar seul a zo o vont da veza toull, sklear eo, mes ar voulouz a zo lugernus c’hoaz… Doare he deus da veza bet d’eun den krenv… »
Hag e troe, e tistroe ar votezig en e zorn. « Ha petra rin-me ganti ama ? Netra… Kas a rafen anezi d’he ferc’hen, ma c’houfen da biou eo. Ker brao eo ma n’eus nemet Doue, ar zent, hag an elez, er Baradoz dudius hag o defe eus ar seurt traou-ze ! »
Hag o veza lavaret ar c’homzou dereat-se, Jakig a oe dibradet ha savet d’an neac’h a-nebeudou gant eun nerz treac’h d’e hini. Ar votezig eo, botezig eürus an Aotrou sant Per benniget, dre eur c’halloud staget outi er Baradoz, a jache anezan, a roe d’ezan evel diouaskel da nijal ker buhan hag an avel a-dreuz an iferniou.
An holl dud daonet a zigore o ginou da zellet outan o tremen uz d’o fennou.
— A ! sell ’ta ! piou eo hema a ya gant kement a diz dre an ear evel eur stereden rederez ?
— Marvad e rank beza eur potr chansus en deus bet aotre da vont da zistana eur pennadig.
— Hennez ? Hennez eo Jakig Lagad-du eus a Landerne.
— Hê ! Jakig !
— Da beleac’h ez ez, Jakig ?
— Kenavo Jakig !
— Beaj vat, Jakig !
— Deuet out da veza bran pe askel-groc’hen ?
— Jakig !… Jakig !…
Jakig a yea atao hep lavaret grik da zen. Ne zelle ket outo zoken. Traou-ali a yoa war e spered. Na pebez tro iskis a errue gantan ! Mont ker buhan, evel eul labous a-dreus an uhelderiou ! « N’eus fors, eme Jakig, da beleac’h bennak e vezin kaset, easoc’h en em gavin eget ama. » Ha kaer en doa, n’helle ket zoken kaout amzer da ober eur sec’ha d’ar c’houezen a zivere dioc’h e dal.
Red e oe d’ar paotr chom a-zav e-kichen dor an ifern. Ar porsier en doa savet e forc’h hag a ginnige sanka anezi en eun tu bennak.
— « A-zav ! emezan, n’eot ket pelloc’h ! »
Ar votezig a skoas daou daol gantan war e ziou jod, ken e teujont da veza rusoc’h eget he boulouz. Ar paotr faro a lezas e forc’h da goueza d’an douar.
Krik ! Krak ! ha dor vras an ifern a zigoras anezi he-unan evit lezel paotr Landerne da dremen gant e votezig.
— « A ! emezan p’edo er meaz, n’eo ket ken tom ama, gras e kavan ! »
Hag ez eant atao gant tiz.
Ar Purkator ? netra ken nemet tremen dirak.
— « Ha piou c’hoar da beleac’h ez eomp ? Piou c’hoar e peleac’h e touarimp ? » N’en doa ket aon avat, pell pell ac’hano. Tremen a rejont dre douez an heol, al loar, ar stered, ha setu hi dirag dor ar Baradoz, hag ar votezig da jom krenn a zav.
— Tok ! Tok !
— Piou a zo ? eme sant Per hep digeri.
— Me eo, Jakig Lagad-du eus a Landerne.
— Alo, mat ! Mes evit dont ama e ranker beza glan ; diskouez d’in da baperou dre riboul ar c’haz !
Ha yao ! Jakig o tiskouez ar votezig da zant Per dre riboul ar c’haz.
— O ! eme zant Per, seblantout a ra d’in ec’h anavezan an dra-ze !
— Gwella ’ze mar d’eo d’eoc’h ! Kemerit anezi neuze !
N’eo ket te, da vihana, an diaoul a laeras anezi d’in ?
— O ! nan da ! Me eo Jakig Lagad-du eus a Landerne, hel lavaret am eus d’eoc’h.
— Mat, neuze, Jakig, va mignon, deus, ha ra vezi digemeret mat er Baradoz !
Jakig a yeaz ebars. Sant Per a yoa kel laouen, ma lammas gantan a dro vriad da bokat d’ezan eus an daou du. Ar votezig great gant sant Krepin a yoa bihan eun tamm hag a gigne e droad da zant Per, ha setu perak oa kel laouen o kaout an hini goz a yea ker brao dioc’h e droad.
- ↑ Gwelit Kilhog Sant-Per e Nosveziou an Arvor, p. 26.