Taoliou klemmus ar c’hlaz a-dreuz saonen ha roz
A deue betek d’in war ezen ar zerr-noz,
Diou wech, en pemzek de, falc’h digar an « Ankou »
En ho ti, mignon ker, a digase kanvou.
N’eus ket pell e kleven ho telen ankeniet
O ouela truezus war ve ho tad karet,
Me ’ginnig d’ec’h, hirie, en koun eus ho klac’har,
Eur berlezen dister ’vit kurunen ho c’hoar.
Ar maro hep ar fe, ken spontus ha ken yen,
’Zo eur mignon poanius da galon ar c’hristen ;
Pep tra a goue d’e goulz ’vit bleunia a-neve :
Ar Maro er bed-man eo lezen ar Vuhe !
Hen goût a ret, mignon, hag, ho sellou d’an nec’h,
E-kreiz ho poan-galon e valeet dinec’h ;
Disparti a zo skanv pa deu gant ali mad,
« Kenavo an Nenvou » da zistan ar c’himiad.
Ho tad, Breizad kristen, ’n ho kalon a vugel,
A c’haranas daou c’her : « DOUE ha BREIZ-IZEL » ;
Hen ho henchas, hep mar, da gutuilh war ar gliz
Bleun ar mennozioù kaer evit ho kenvroïz.
O c’hutuilhet ho peus ha douster o c’houez-vad
A lak spi ha kennerz e kalon ar Breizad ;
Hon c’halon a zo frank hag ar c’haera komjou
Hep diaze kristen a zo enk ha goullou.
O selaou ’n hon « C’hroazig », ho mouez karantezus,
Meur a wej ho tud ker a dridas evurus ;
Em hano hi ho ped da zigemer hirie,
Gant gliz eur bedennig, eur vleuen ’vit o be.