Mont d’an endalc’had

Bilzig en ti e vamm-goz Marc’harid

Eus Wikimammenn
Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 15-18)



II


Bilzig en ti e vamm-goz Marc’harid


Intanvez abret a oa chomet Marc’harid gant daou vab. Tafeet he devoa bet an dienez, hag he blaz a oa c’hoaz c’houero war he c’halon. Martoloded a oant deut da vea. Al levene, eur pennadig, a skeudas war he zal. Siouaz ! he mab henan a zo bet beuet o tistrei d’ar gêr, eus a Vro-Zaoz, evit dimeï. Dimeet an daou den yaouank gant ar maro. Ha breman ! O bugelig !… Petra ’teuio da vea ? Petra ?… Koz Marc’harid !

Ar vamm-goz hag ar bugel a veve o-daouik evurus evelkent. Nebeud a dra ezomm d’ê evit bea evurus.

Deut d’ar gêr, Kola, an eil vab, an neus grêt digemer mat d’ar pôtr. Met falveout a rês d’ean dimeï d’e dro, al lez a rê, eur pennad mat a oa, da eur plac’hig yaouank, koant ha seder, Izabel-Môn Gerael. Enkrez kuzet en kalon ar vamm-goz. Hag he mabig ?… Da ze an eured, ar bugel an nevoa e zaou vlâ echu. Pôtr strij [1], brizardennou e-leiz e dal, war e zioujod, war e fri togn ; eur pennad bleo melen dioutan, ha lemm e lagad gwer-c’hlas digor ha frank. Koant ar pôtr ? Ket ; seder ha dever ennan.

Ifig a rê e vamm-goz outan. Penôs Ifig a droas en Bilzig ? Ar pôtr n’oa ket evit digej mat e hano : Ifig… Izig… Dizig… Bizig… E eontr Kola a gavas ar gir a speg, a zalc’h, hag a c’halvas anean Bilzig, Bilzig ac’han, Bilzig alese, ar pôtr atao da heul e eontr. Heman, dre garante evit e vreur, hag ive evit ar bugel, a c’hoarie gantan, a save anean en êr, a lakae anean war varc’h war e skoa, hag ar pôtr evurus a c’hoarze. Bilzig ! Bilzig !

Ma ! abaoe eo bet ar pôtr hanvet gant an holl Bilzig, e leshano a deuas da vea e hano, ha nebeud a dud ar bourk a vije bet kât da rei d’ean e wir hano : Bilzig a oa, Bilzig a chomo.

Mat evit ar pôtr a oa ive Izabel ; ha Bilzig a garie anei. Kement hag e vamm-goz ? Nann. Evelkent e karie anei mat, hag he gwaz muioc’h-mui. Hag heman, pa wele ar pôtr o c’hoari en e gichen, a zelle eus e vamm hag a lavare d’ei ha d’e wreg :

— Sellet, sellet ’ta !… E dad eo, henvel-beo eo outan. N’oc’h ket evit e nac’h, mamm Marc’harid : ho mabig bihan eo, hep douetans ebet.

Da a oa da galon ar vamm-goz klevet ar c’homzou-ze eus peurz he mab yaouank.

Izabel ive en em gustume da welet ar pôtr en ti, o c’hoari, o c’hoarzin, o ouela, o trei en-dro d’eï, ha, pa c’hanas he c’henta bugel, eur bôtrez, Madelen, Bilzig eviti a chomas he mab henan hag evit ar pôtr, Izabel a oa e vamm, Marc’harid e vammig-koz.

Eur goanvez, houman a dapas aoned [2] war an ôd, e-pad ar bezina : klanv, gwall-glanv, Marc’harid, eiz de goude, a oa maro. Kent mervel, Marc’harid a zalc’has ar pôtr, en he c’hichen, e-tal he gwele, he dorn war e benn. Pemp blâ an nevoa d’ar c’houlz-ze.

— Bez sentus, va mabig, anaoudek, va mabig bihan, en kenver da vamm Izabel ha da eontr ; karantezus, va mabig… Izabel a vo da vamm… atao, atao… n’eo ket ’ta, Izabel ?…

— Oh ! ya, mamm Marc’harid.

— Bennoz Doue d’ec’h, Izabel… Doue ho pinnigo !… Trugarezus en kenver an emzivad. Izabel… Skoazell ha dorn d’am bugelig…

Hag o-daou, Kola hag Izabel, o devoa grêt d’o mamm ar bromesa da vaga ar pôtr ha da zevel anean evel unan eus o bugale…

Keun da Vilzig d’e vamm-goz, ha dourek e ouelas ; bugelig a oa, hag ar c’heun, ar glac’har abret a zil a-dreuz evor ar vugale. C’hoari a rê gant e c’hoar Madelen, luskellat a rê e vreur bihan neve c’hanet, Yannig, ha seder adarre ar pôtr. Dizevor ? ne voe ket : bugelig.

Rankout a eure ôc’h an ti mont adarre war ar mor : red e oa d’ean beva e diegez. Aet eo d’an Haor-Nevez. Eun tammig arc’hant a zigasas d’ar gêr, kent kuitaat ar porz. Hag abaoe… abaoe… Displijadur, dienez, enkrez e-barz an ti… Poan da Izabel evit pourvei d’he bugale. Lavaret ho pije penôs ar pôtr a c’houzanve tristidigez e vamm, hen diagent ken seder, atao o sutellat, o kana, breman gant Madelen ha Yannig, pluchet en eur c’hogn bennak, sioul, sioul, evel aon d’ean pa wele e vamm ankeniet, an dour war he daoulagad. N’oa ket, hep abeg, ankeniet Izabel : tri vugel he devoa, unan all ac’h a da c’henel, brazez aüb [3] e oa ; ha Katellig eun nozvez a deuas er bed.

En ampoent ma wilioudas Izabel, dre ar bourk e rede ar brud penôs lestr Kola Fanch ar Guez a oa bet kollet, korf ha madou hag all. Punse an nevoa grêt, en eun tu bennak, war ôchou mor ar Su. Gwir ? gaou ? Den ne ouie. Ar c’heloiou a gerz, a red buan, ha dreist-holl ar c’heloiou fall. Hag eun nebeud devejou goude ma oa bet Izabel en iliz, an ôtrou person a deuas d’he c’haout : war var e oa ar paour kêz plac’h, abaoe eur pennad amzer, ha, pa welas ar person oc’h antreal e-barz an ti :

— Goût a ouzon, ôtrou person !… Goût a ouzon !… (hag e koueas war an oaled, liou ar maro en he c’herc’hen)… Goût a ran, ôtrou person !…

— Doue ho sikouro, Izabel !… Ne zilez ket e vugel reuzeudik : skuilha a ra e vadelez war e grouadur glac’haret… Doujet d’e youl, Izabel… Pedit anezan da rei d’eoc’h e skoazell…

— O va fried, va fried paour, va fried kêz !… True, va Doue !… True !… a zamante Izabel, he bugaligou en-dro d’ei o ouela. True, va Doue !… evit va fevar bugelig, va fevar bugelig emzivad !…

— Evite, nerz kalon ho pezo, Izabel, evit ho pugaligou, a lavare d’ei an ôtrou person.

Paour kêz bugaligou !…

An amezeien, aketus eus glac’har hag enkrez an intanvez, a deue d’he c’hlemm, d’he c’huzulia, d’he alia.

— Kalet eo ho planedenn, Izabel !… Pevar bugelig !… Intanvez !… paour kêz ! N’eo ket a-walc’h koll an dud, hag ar re a chom war o lerc’h !… Pevar bugel ha bara da rei d’ê ?…

— Evelkent unan a re ho peus, Izabel, eme unan eus ar glufaned. Kasit anean war ar mêz, pe d’an hospital ; nan eo d’ec’h na kar na par…

— Ya, ya, kasit anean d’an hospital : bravoc’h e vo d’ean eno, ha c’houi ho po unan a nebeutoc’h da vaga… Anez da ze ?… Dour ho po da eva, dour a zo er puns. Bara ? a belec’h ? Salver Jezuz, a belec’h ?…

Bilzig a zelaoue, hag a gleve prezegenn ar gwrage, en-dro da Izabel. Sellet a eure etrezeg e vamm. Houman goustadik a chachas ar pôtr beteg enni, Madelen ha Yannig a oa krog en he davanjer, Katellig a oa kousket en he c’havell :

— Evurus, maleürus, eme Izabel dre he daerou, unanet omp bet gant Doue, unanet e vevfomp hag e varvfomp !…

Ha daerou ar vugale, mesket gant daerou ar vamm, a ziellas an testeni.

  1. Strij, malingre, chétif.
  2. Aoned, froid.
  3. Brazez aüb, lourdement enceinte, enceinte très avancée.